LEVR

NAHUM

 

Pennad 1

1  Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.

2  An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veńjer. En em veńjiń a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veńjiń a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.

3  An AOTROU a zo gorrek da gounnariń ha bras e nerzh, met ne laka ket da zidamall an hini kablus. An AOTROU a gerzh en arnev hag er gorventenn, ar c'hoabr a zo poultr e dreid.

4  Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec'h, kas a ra da hesk an holl stźrioł. Ar Basan hag ar C'harmel a goazh, bleuńv al Liban a goazh.

5  Ar menezioł a gren dirazań, ar c'hrec'hiennoł a deuz. An douar a zo savet dirak e zremm, ar bed ha kement a zo ennań.

6  Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazań.

7  An AOTROU a zo mat, ur c'hreńvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennań.

8  Met dre ul lińvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gźr-mań, hag an deńvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.

9  Petra a c'hellfec'h ijinań a-enep an AOTROU? Eń eo an hini a gas da get; an estrenvan ne savo ket div wech.

10  Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.

11  Ac'hanout-te eo deuet an hini a sońje an droug a-enep an AOTROU, hag en deveze mennadoł fall.

12  Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.

13  Met  bremań e vruzunin ar yev diwarnout, hag e torrin da ereoł.

14  Setu ar pezh a c'hourc'hemenn an AOTROU diwar da benn: Ne vo lignez ebet o tougen da anv. Lemel a rin eus ti da zoueoł ar skeudennoł kizellet hag ar re deuzet. Kempenn a rin da vez, rak deuet out da vezań disprizet.

15  Setu amań war ar menezioł treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioł, o Juda! Seven da ouestloł! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.

 

Pennad 2

1  An distrujer a zeu a-enep dit, diwall ar c'hreńvlec'h, evesha an hent, nerzheka da zivgroazell, dastum da holl nerzhoł.

2  Rak an AOTROU a adsav gloar Jakob, evel gloar Israel, dre m'o deus he skrapet ar skraperien, ha m'o deus distrujet o skodoł-gwini.

3  Skoed e dud nerzhus a zo ruz, an dud kadarn a zo gwisket e ruz-mouk, houarn ar c'hirri a lugern d'an deiz ma'z int kempennet, hag ar goafioł a zo keflusket.

4  Ar c'hirri a red gant fulor er straedoł, en em deurel a reont war al leurennoł, ouzh o gwelout ez int evel flammerennoł, redek a reont evel luc'hed.

5  Sońj en devo eus e dud kadarn, met brańsellat a raint e-pad o c'herzh. Hastań a raint etrezek ar voger, kempennet e vo an difenn…

6  Dorojoł ar sterioł a zo digoret, hag ar palez a gouezh.

7  Graet eo! Lakaet eo en noazh, kaset eo kuit. Hag he mitizhien a huanad evel mouezhioł koulmed, en ur skeiń war o bruched.

8  Abaoe ma oa bet savet Ninive, e oa evel ur stank leun a zour… Tec'hout a reont… Arsavit! Arsavit!... Met den na zistro.

9  Skrapit an arc'hant! Skrapit an aour! Rak n'eus diwezh ebet d'ar pinvidigezhioł, ur fonnusted a bep seurt traoł prizius

10  Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoł a zroukliv.

12  Pelec'h emań toull al leoned, pelec'h emań peurvan al leoned yaouank, al lec'h ma en em denne ennań al leon, al leonez, ha re vihan al leon, hep ma teue den d'o spontań?

13  Al leon a ziframme evit e re vihan, tagań a rae evit e leonezed, leuniań a rae a breizhoł e doulloł, hag a gorfoł drailhet e gavarnioł.

14  Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoł, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennań a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.

 

Pennad 3

1  Gwalleur d'ar gźr wadsec'hedik, leun a c'hevier hag a breizhoł, ar skrapadeg n'eo ket en em dennet diouti!

2  Klevet e vez trouz ar skourjez, trouz ar rodoł, ar c'hezeg o pevarlammat, ar c'hirri o krozal.

3  Ar varc'hegerien en em strink, ar c'hleze a luc'h, ar goaf a lugern. Ur bern tud a zo gloazet! Un niver bras a zo marv! Korfoł marv diniver! Kouezhań a reont war o re varv!

4  Ha kement-se en abeg da c'hastaouerezh fonnus ar c'hast leun a voem, mestrez ar strobinelloł, a werzhe ar broadoł gant he gastaouerezh, hag ar pobloł gant he strobinelloł.

5  Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoł, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoł, ha da vezh d'ar rouantelezhioł.

6  Teurel a rin warnout da euzhusted, da rentań a rin displet, hag e lakain ac'hanout da wel d'an dud.

7  An holl re a welo ac'hanout a dec'ho pell diouzhit, hag a lavaro: Ninive a zo distrujet! Piv en devo truez outi? Pelec'h e klaskin frealzerien dit?

8  Hag-eń e talvezez-te muioc'h eget No-Amon a oa azezet e-kreiz ar stźrioł, kelc'hiet gant doureier, hag he doa ur mor evit diwaller, ur mor evit moger?

9  Kush a oa he nerzh hag an Ejipsianed hep niver, Pud hag al Libianed a zeue d'he skoazellań.

10  Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioł ar straedoł, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl brińsed a voe ereet gant chadennoł.

11  Te ivez a vo mezvet, te a vo kuzhet, te ivez a glasko ur vod diouzh da enebour.

12  Da holl greńvlec'hioł a zo evel gwez-fiez gant fiez abred. Pa vezont hejet e kouezhont e genoł an hini a fell dezhań o debriń.

13  Setu, da bobl a zo maouezed ez kreiz. Dorojoł da vro a zo digor da'z enebourien, an tan a lonk da sparloł.

14  Tenn dour evit ar seziz, kreńva da vogerioł, kae er fank ha mac'h ar pri, fich forn ar brikennoł.

15  Eno an tan a lonko ac'hanout, ar c'hleze az lazho, debriń a raio ac'hanout evel ar biskoul. Liesa evel ar biskoul, liesa evel ar c'hilheien-raden.

16  Da varc'hadourien a zo niverusoc'h eget stered an neńv; mont a ra er-maez ar biskoul, hag e nijont kuit.

17  Da brińsed a zo evel kilheien-raden, ha da bennoł evel ur goabrennad kilheien-raden, en em laka war ar girzhier en amzer yen; pa sav an heol e tec'hont kuit, ha n'anavezer ken al lec'h m'emaint.

18  Da vźsaerien a gousk, roue Asiria! Da dud kadarn a ziskuizh, da bobl a zo stlabezet war ar menezioł, ha n'eus den evit o dastum.

19  N'eus louzoł ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?