LEVR

NEHEMIA

 

Pennad 1

1  Komzoł Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gźrbenn,

2  ec'h erruas Hanani, unan eus va breudeur, gant tud eus Juda. Hag e c'houlennatis anezho diwar-benn ar Yuzevien o deus tec'het, ar re o doa achapet eus an harlu, ha diwar-benn Jeruzalem.

3  Hag e lavarjont din: Ar restad o vezań achapet eus an harlu a zo aze er brovińs, en ur reuzeudigezh vras hag en dismegańs; mogerioł Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoł a zo bet devet dre an tan.

4  Pa glevis ar c'homzoł-se, ec'h azezis da ouelań, hag e ris kańv meur a zevezh, en ur yunań hag en ur bediń dirak Doue an neńvoł,

5  hag e lavaris: Da bediń a ran, AOTROU, Doue an neńvoł, Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an druez evit ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoł!

6  Da bediń a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremań deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc'h anzav pec'hedoł mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec'het.

7  A-dra-sur ez omp kablus dirazout, ha n'hon eus ket miret ar gourc'hemennoł, ar reolennoł hag ar barnedigezhioł ac'h eus kemennet da Voizez da servijer.

8  Az pez sońj, me az ped, eus ar gomz ac'h eus roet da Voizez da servijer o lavarout: Ober a reot pec'hedoł, ha me ho stlabezo e-touez ar broadoł,

9  ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoł, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoł an neńvoł, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.

10  Hag a re-se eo da servijerien ha da bobl, ac'h eus dasprenet dre da c'halloud bras ha da zorn kreńv.

11  Da bediń a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujań da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhań kavout trugarez dirak an den-mań. Me a oa hanafer ar roue.

 

Pennad 2

1  Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazań, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhań.

2  Hag ar roue a lavaras din: Perak eo trist da zremm pa n'out ket klańv? Kement-se ne zeu nemet eus ur boan-galon. Neuze em boe aon bras,

3  hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kźr, lec'h bezioł va zadoł, gwastet, he dorojoł devet dre an tan?

4  Hag ar roue a lavaras din: Petra a c'houlennez? Neuze e pedis Doue an neńvoł,

5  hag e lavaris d'ar roue: Mar kav mat ar roue, mard eo da servijer plijus dit, kas me da Juda, war-zu kźr bezioł va zadoł evit hec'h adsevel.

6  Hag ar roue, koulz hag e wreg a oa azezet en e gichen, a lavaras din: Pegeit e pado da veaj, ha pegoulz e tistroi? Reiń a ris dezhań ur c'houlz, hag ar roue a gavas mat kas ac'hanon.

7  Hag e lavaris d'ar roue: Mar kav mat ar roue, ra vo roet din lizheroł evit gouarnourien an tu all d'ar stźr, evit ma lezint ac'hanon da dremen betek ma'c'h erruin e Juda,

8  hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoł dorojoł ar c'hreńvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioł kźr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.

9  Dont a ris eta da gavout ar c'houarnourien a zo en tu all d'ar stźr, hag e rois dezho lizheroł ar roue. Ar roue en doa kaset ganin ofiserien eus an arme ha marc'hegerien.

10  Samballad an Horonad ha Tobija ar servijer Ammonad, o vezań klevet-se, o doe un desped bras rak deuet e oa unan bennak d'ober vad da vibien Israel.

11  Hag ec'h erruis e Jeruzalem, hag e chomis eno tri deiz.

12  Neuze e savis d'an noz, gant hiniennoł eus an dud, met ne zisklźriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c'halon d'ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnań.

13  Mont a ris eta d'an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioł Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoł bet devet dre an tan.

14  Hag ez is da zor ar Feunteun hag etrezek stank ar Roue, met ne oa lec'h ebet ma c'hellfe tremen drezań al loen dindanon.

15  Hag e pignis d'an noz dre ar froud en ur sellout ouzh ar voger, ha goude, o tistreiń, e teuis en-dro dre zor an Draonienn.

16  Hag ar renerien ne ouient ket da belec'h e oan aet na petra a raen. Ne'm boa lavaret netra betek neuze, na d'ar Yuzevien, na d'an aberzhourien, na d'ar re vras, na d'ar renerien, na d'an nemorant a rae al labourioł.

17  Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennań, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoł devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegańs.

18  Disklźriań a ris dezho e oa bet dorn mat va Doue warnon, hag ivez ar c'homzoł en doa ar roue lavaret din. Neuze e lavarjont: Savomp ha mańsonomp! Hag e kreńvajont o daouarn evit ober mat.

19  Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezań klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?

20  Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neńvoł e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vańsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eńvor e Jeruzalem.

 

Pennad 3

1  Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deńved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioł, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.

2  En e gichen e vańsonas tud Jeriko. En o c'hichen e vańsonas Zakkur mab Imri.

3  Mibien Senaa a adsavas dor ar Pesked; he goleiń a rejont, hag e lakajont he stalafioł, he morailhoł hag he frennoł.

4  En o c'hichen e tresas Meremod mab Uri, mab Koz, en o c'hichen e tresas Meshullam mab Berekia, mab Meshezabeel, en o c'hichen e tresas Zadok mab Baana,

5  en o c'hichen e tresas an Dekoatiz. Met ar re vras en o zouez n'en em renkjont ket da servij o aotrou.

6  Jehojada mab Paseak ha Meshullam mab Besodia a zresas an nor Gozh; he goleiń a rejont, hag e lakajont he stalafioł, he morailhoł hag he frennoł.

7  En o c'hichen e tresas Melatia ar Gabaoniad, Jadon ar Meronotiad, ha tud Gabaon ha Mizpa, a oa eus palez ar gouarnour eus an tu-mań d'ar stźr.

8  En o c'hichen e tresas Uziel mab Harhaja, a-douez an orfebourien. En e gichen e tresas Hanania, a-douez ar borfumerien. Lezel a rejont al lodenn eus Jeruzalem betek ar voger Ledan.

9  En o c'hichen e tresas Refaja mab Hur, rener un hanter eus bann Jeruzalem.

10  En o c'hichen e tresas Jedaja mab Harumaf dirak e di. En e gichen e tresas Hattush mab Hashabnia.

11  Malkija mab Harim hag Hashub mab Pakad-Moab a zresas ul lodenn all ha tour ar Fornioł.

12  En o c'hichen e tresas Shallum mab Halokesh, rener an hanter all eus bann Jeruzalem, eń hag e verc'hed.

13  Hanun hag annezidi Zanoak a zresas dor an Draonienn; hec'h adsevel a rejont, hag e lakajont he stalafioł, he morailhoł hag he frennoł. Hag e rejont mil ilinad (~ 500 m) a voger betek dor an Teil.

14  Malkija mab Rekab, rener bann Bet-Hakerem, a zresas dor an Teil; hec'h adsevel a reas, hag e lakaas he stalafioł, he morailhoł hag he frennoł.

15  Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec'h adsevel a reas, he goleiń, hag e lakaas he stalafioł, he morailhoł hag he frennoł. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroł a ziskenn eus kźr David.

16  War e lerc'h, Nehemia mab Azbuk, rener un hanter eus bann Bet-Zur, a zresas betek dirak bezioł David, betek ar stank bet graet, ha betek ti ar Re Greńv.

17  War e lerc'h, al Levited a zresas gant Rehum mab Bani. En e gichen e tresas Hashabia, rener un hanter eus bann Keila, evit e vann.

18  War e lerc'h, o breudeur a zresas gant Bavai mab Hanadad, rener an hanter all eus bann Keila.

19  En e gichen e tresas Ezer mab Jezua, rener Mizpa, ul lodenn all dirak savenn an Harnezerezh, er c'horn.

20  War e lerc'h, Baruk mab Zabbai a zresas ul lodenn all o labourat c'hwek, adalek ar c'horn betek dor ti Eliashib an aberzhour-meur.

21  War e lerc'h, Meremod mab Uri a zresas ul lodenn all, adalek dor ti Eliashib betek penn ti Eliashib.

22  War e lerc'h e tresas an aberzhourien eus ar vro tro-war-dro.

23  War o lerc'h e tresas Benjamin hag Hashub dirak o zi. War o lerc'h e tresas Azaria mab Maaseja mab Anania e-kichen e di.

24  War e lerc'h e tresas Binnui mab Henadad ul lodenn all, adalek ti Azaria betek korn ar gognell.

25  Ha Palal mab Uzai, dirak ar c'horn hag an tour a zo en baleg eus ti uhel ar Roue, e-kichen porzh an toull-bac'h. War e lerc'h Pedaja mab Parosh.

26  An Netiniz a oa o chom war ar grec'henn a zresas war-zu ar sav-heol, betek dor an Doureier hag an tour a zo en baleg.

27  War o lerc'h e tresas an Dekoatiz ul lodenn all, dirak an tour bras a zo en baleg ha betek moger ar Grec'henn.

28  An aberzhourien a zresas dreist dor ar C'hezeg, pep hini dirak e di.

29  War o lerc'h e tresas Zadok mab Immer dirak e di. War e lerc'h e tresas Shemaja mab Shekania, gward dor ar Sav-heol.

30  War e lerc'h e tresas Hanania mab Shelemia hag Hanun c'hwec'hvet mab Zalaf ul lodenn all. War o lerc'h e tresas Meshullam mab Berekia dirak e gambr.

31  War e lerc'h e tresas Malkija mab an orfebour, betek ti an Netiniz hag ar varc'hadourien, dirak dor Mifkad ha betek savenn ar C'horn.

32  An orfebour hag ar varc'hadourien a zresas etre savenn ar C'horn ha dor an Deńved.

 

Pennad 4

1  Samballad o vezań klevet ec'h adsavemp ar voger, a voe kounnaret ha droug ennań-meurbet, ha goap a reas ouzh ar Yuzevien.

2  Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d'ober? Hag ec'h aberzhint? Hag ec'h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevań ar vein eus ar bernioł poultr-se, pa'z int bet devet?

3  Ha Tobija an Ammonad, a oa en e gichen, a lavaras: Petra bennak ma savont, pa bigno ul louarn, e tiskaro o moger vein.

4  O hon Doue! Selaou, rak ni a zo disprizet! Gra d'o dismegańs distreiń war o fenn, ro anezho d'ar breizhadeg en ur vro ma vint dalc'het enni.

5  Na c'holo ket o direizhder, ha ra ne vo ket o fec'hed lamet dirazout, rak dismegańset o deus ar vańsonerien.

6  Adsevel a rejomp eta ar voger, hag ar voger en he fezh a voe serret betek hanter hec'h uhelder. Ar bobl a laboure a-galon.

7  Pa glevas Samballad, Tobija, an Arabed, an Ammoniz hag an Asdodiz, e save mogerioł Jeruzalem, hag e oa an toulloł-freuz war o c'hlozadur, e voe droug enno-meurbet.

8  Hag en em zastumjont holl a-gevret evit brezeliń a-enep Jeruzalem, hag evit ober gaou outi.

9  Neuze e pedjomp hon Doue, hag e lakajomp gwarded a-enep dezho deiz ha noz, evit hon diwall diouto.

10  Ha Juda a lavaras: Nerzh al labourerien a wana, kalz a atredoł ez eus, ne c'hellomp ket sevel ar voger.

11  Hag hon enebourien o doa lavaret: Ne ouezint ket, ne welint netra, betek ma'c'h erruimp en o c'hreiz; hag e lazhimp anezho, hag e raimp paouez al labour.

12  Met ar Yuzevien a oa o chom en o zouez a zeuas, betek dek gwech, da lavarout deomp: Dre amań ez aint etrezek ennoc'h.

13  Lakaat a ris eta ouzh an traoń a-dreńv ar voger, hag e lec'hioł dizolo, ar bobl dre diegezhioł, gant klezeier, goafioł ha gwaregoł.

14  Goude e sellis, e savis hag e lavaris d'ar re vras, d'ar renerien ha da nemorant ar bobl: N'ho pet ket aon razo, ho pet sońj eus an AOTROU, a zo bras ha spontus, ha stourmit evit ho preudeur, ho mibien, ho merc'hed, ho kwragez hag ho tiez.

15  Pa ouezas hon enebourien e oamp bet kemennet, Doue a freuzas o mennad, hag e tistrojomp holl d'ar voger, pep hini d'e labour.

16  Adalek an deiz-se, un hanter eus va zud a stage gant al labour, hag an hanter all a zalc'he goafioł, skoedoł, gwaregoł hag hobregonoł, hag ar pennoł a veze a-dreńv da bep tiegezh Juda.

17  Ar re a save ar voger hag ar re a garge pe a zouge ar bec'hioł, a laboure gant un dorn, hag en dorn all e talc'hent un arm.

18  Rak pep hini eus ar re a vańsone en deveze ur c'hleze stag ouzh e gostez; evel-se eo e vańsonent. Hag an hini a sone ar shofar a veze em c'hichen.

19  Lavarout a ris d'ar re vras, d'ar renerien ha da nemorant ar bobl: Al labour a zo bras hag astennet, stlabezet omp war ar voger, pell an eil diouzh egile.

20  E pelec'h bennak ma klevot son ar shofar, eno en em zastumot d'hor c'havout. Hon Doue a stourmo evidomp.

21  Evel-se eo e labouremp. An hanter eus an dud a zouge goafioł, adalek gouloł-deiz betek ma en em ziskoueze ar stered.

22  En amzer-se e lavaris d'ar bobl: Ra dremeno pep hini an noz e Jeruzalem gant e servijer, evel-se da noz e raint ged, ha war an deiz e labourimp.

23  Hag evidon-me, va breudeur, va servijerien, ha tud ar gward a zeu war va lerc'h, ne guitaimp ket hon dilhad, pep hini en devo e gleze ha dour.

 

Pennad 5

1  Bez' e voe ur c'hlemm bras a-berzh ar bobl hag o gwragez a-enep o breudeur Yuzev.

2  Bez' e oa darn hag a lavare: Ni, hor mibien hag hor merc'hed a zo niverus, ra vo roet deomp ed evit debriń ha bevań.

3  Hag e oa darn all hag a lavare: Gouestlet hon eus hor parkeier, hor gwini hag hon tiez, evit kaout ed e-pad an naonegezh.

4  Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc'hant evit tailhoł ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini.

5  Ha koulskoude hor c'hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc'hed da vezań sklaved, ha dija darn eus hor merc'hed a zo sujet, hag ez omp dic'halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all.

6  Pa glevis o c'hlemm hag ar c'homzoł-se, e voen kounnaret-meurbet.

7  Kemer a ris ar mennozh start da c'hourdrouz ar re vras hag ar renerien, hag e lavaris dezho: Prestań a rit war gampi an eil d'egile! Hag e c'halvis a-enep dezho ur vodadeg vras.

8  Hag e lavaris dezho: Dasprenet hon eus, hervez hor galloud, hor breudeur Yuzev a oa bet gwerzhet d'ar broadoł, ha c'hwi a werzhfe hoc'h-unan ho preudeur? Ha deomp-ni e vefent gwerzhet? Hag e tavjont, ne ouezjont mui petra lavarout.

9  Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujańs hon Doue, kentoc'h eget bezań dismegańset dre ar broadoł hon enebourien?

10  Me ivez, va breudeur ha va servijerien, hon eus prestet dezho arc'hant hag ed. Dilezomp, me ho ped, an dle-se.

11  Daskorit dezho hiziv, me ho ped, o farkeier, o gwini, o gwez-olivez hag o ziez, hag ivez ar c'hantvet eus an arc'hant, eus an ed, eus ar gwin hag eus an eoul a c'houlennit diganto evel kampi.

12  Hag e respontjont: Ni a zaskoro, ha ne c'houlennimp netra diganto, ober a raimp ar pezh a lavarez. Neuze e c'halvis an aberzhourien, evit ober dezho touiń e raint hervez ar gomz-se.

13  Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se.

14  Adalek an deiz ma voe gourc'hemennet din bezań o gouarnour e bro Juda, adalek an ugentvet bloaz betek an eil bloaz ha tregont eus ar roue Artakserksez, e-pad daouzek vloaz, me ha va breudeur n'hon eus ket kemeret ar pezh a zo merket d'ar gouarnour.

15  Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl (~ 400 g) arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujańs Doue.

16  Ha lakaet em eus zoken va dorn e labour ar voger-mań, ha n'hon eus prenet park ebet. Va holl servijerien a oa dastumet aze da labourat.

17  Hag ouzh va zaol e veze kant hanter-kant den, ar Yuzevien hag ar renerien, gant ouzhpenn ar re a zeue d'hor c'havout eus ar broadoł a oa en-dro deomp.

18  Ar pezh a veze fichet bemdez a oa: un ejen, c'hwec'h dańvad a-zibab, ha laboused; ha bep dek deiz e veze aozet a bep seurt gwin a-fonn. Ha gant kement-se ne'm eus ket goulennet ar pezh a zo merket d'ar gouarnour, rak al labour a veze pounner war ar bobl-se.

19  O va Doue! Az pez sońj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se.

 

Pennad 6

1  Pa glevas Samballad, Tobija, Geshem an Arab, ha nemorant hon enebourien, em boa adsavet ar voger, ha ne vane freuz ebet enni, petra bennak ma ne'm boa ket c'hoazh lakaet ar stalafioł d'an dorojoł,

2  Samballad ha Geshem a gasas da'm c'havout da lavarout din: Deus, en em gavomp a-gevret er c'hźriadennoł a zo e traonienn Ono. Bez' e oant e-sell d'ober droug ouzhin.

3  Hag e kasis dezho da lavarout: Ober a ran ul labour bras, ha ne c'hellan ket diskenn. Perak e vefe paouezet al labour, e-pad ma en lezfen evit diskenn d'ho kavout?

4  Peder gwech e c'houlennjont kement-se ouzhin, hag e respontis dezho en hevelep doare.

5  Neuze Samballad a gasas da'm c'havout e servijer, evit lavarout din ar c'homzoł-se ur bempvet gwech, hag en doa en e zorn ul lizher digor,

6  ma oa skrivet ennań: Klevout a ran e-touez ar broadoł, ha Gashmu en lavar ivez, ez oc'h e-sell d'en em sevel, te hag ar Yuzevien, hag evit-se eo ec'h adsavit ar voger; hag e vi o roue, hervez ar pezh a lavarer.

7  Ha zoken ec'h eus lakaet profeded, evit embann ac'hanout e Jeruzalem, o lavarout: Roue eo e Juda! Ha bremań e vo roet da c'houzout an traoł-se d'ar roue. Deus eta, ma en em guzuilhimp a-gevret.

8  Neuze e kasis d'e gavout evit lavarout dezhań: N'emań ket ar pezh a lavarez; ijinet eo kement-se ganit da-unan.

9  A-dra-sur, int holl a glaske hor spontań en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremań eta, kreńva va daouarn!

10  Hag ez is da di Shemaja mab Delaja, mab Mehetabeel, a oa klozet. Hag e lavaras din: Deomp a-gevret da di Doue, d'an templ, ha prennomp dorojoł an templ, dre ma teuont da'z lazhań; en noz eo e teuint da'z lazhań.

11  Hag e lavaris: Un den eveldon, ha tec'hout a rafe? Peseurt den eveldon a c'hellfe mont en templ ha bevań? Ned in ket ennań.

12  Hag ec'h anavezis ne oa ket Doue a gase anezhań, met en doa lavaret ar brofediezh-se a-enep din, dre ma oa paeet gant Tobija ha Samballad.

13  Paeet o doa anezhań evit lakaat ac'hanon d'ober evel-se dre aon ha da bec'hiń. Hag o vezań saotret va anv, o dije gellet va goleiń a vezh.

14  O va Doue! Az pez sońj eus Tobija ha Samballad hervez ar pezh o deus graet, hag ivez eus Noadia ar brofedez hag eus ar brofeded all a glaske da'm spontań.

15  Ar voger a voe echuet d'ar pempvet deiz warn-ugent a viz Elul, e daou zevezh hag hanter-kant.

16  Pa glevas hon holl enebourien kement-se, pa welas an holl vroadoł a oa en-dro deomp an dra-se, e voent digalonekaet en o-unan, hag ec'h anzavjont e oa bet graet al labour-se dre hon Doue.

17  En deizioł-se, re vras Juda a gase lizheroł ha lizheroł da Dobija, ha Tobija a gase ivez dezho.

18  Rak kalz a dud eus Juda a oa en em ereet outań dre le, dre ma oa mab-kaer Shekania mab Arak, ha ma oa Jokanan e vab dimezet da verc'h Meshullam mab Berekia.

19  Zoken e lavarent vad diwar e benn dirazon, hag ec'h adlavarent dezhań va c'homzoł. Tobija a gase lizheroł da'm spontań.

 

Pennad 7

1  Evel-se, ar voger a zo bet adsavet, lakaet em eus stalafioł an dorojoł, lakaet eo bet en o c'hargoł ar borzhierien, ar ganerien hag al Levited,

2  ha roet em eus va urzhioł da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreńvlec’h e Jeruzalem. Eń a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.

3  Hag e lavaris dezho: Ra ne vo ket digoret dorojoł Jeruzalem a-raok tommder an heol. Ra vo serret an dorojoł ha lakaet ar berennoł e-pad ma viot c'hoazh eno. Ra vo lakaet evel gedourien tud Jeruzalem, pep hini d'e c'hed, pep hini dirak e di.

4  Kźr a oa frank ha bras, met nebeut a annezidi e oa, hag an tiez ne oant ket savet.

5  Neuze va Doue a lakaas em c'halon dastum ar re vras, ar renerien hag ar bobl, evit ober an niveradeg anezho. Hag e kavis levr an niveradeg hervez o lignez eus ar re a oa pignet ar wech kentań. Hag e kavis skrivet kement-mań:

6  Setu amań mibien ar brovińs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gźr.

7  Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:

8  mibien Parosh, daou vil kant daouzek ha tri-ugent;

9  mibien Shefatia, tri c'hant daouzek ha tri-ugent;

10  mibien Arak, c'hwec'h kant daou hag hanter-kant;

11  mibien Pakad-Moab, eus mibien Jezua ha Joab, daou vil eizh kant triwec'h;

12  mibien Elam, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant;

13  mibien Zatu, eizh kant pemp ha daou-ugent;

14  mibien Zakai, seizh kant tri-ugent;

15  mibien Binnui, c'hwec'h kant eizh ha daou-ugent;

16  mibien Bebai, c'hwec'h kant eizh warn-ugent;

17  mibien Azgad, daou vil tri c'hant daou warn-ugent;

18  mibien Adonikam, c'hwec'h kant seizh ha tri-ugent;

19  mibien Bigvai, daou vil seizh ha tri-ugent;

20  mibien Adin, c'hwec'h kant pemp hag hanter-kant;

21  mibien Ater, eus tiegezh Ezekiaz, triwec'h ha pevar-ugent;

22  mibien Hashum, tri c'hant eizh warn-ugent;

23  mibien Bezai, tri c'hant pevar warn-ugent;

24  mibien Harif, kant daouzek;

25  mibien Gabaon, pemzek ha pevar-ugent;

26  tud Betlehem ha Netofa, kant eizh ha pevar-ugent;

27  tud Anatod, kant eizh warn-ugent;

28  tud Bet-Azmaved, daou ha daou-ugent;

29  tud Kirjad-Jearim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent;

30  tud Rama ha Geba, c'hwec'h kant unan warn-ugent;

31  tud Mikmaz, kant daou warn-ugent;

32  tud Betel hag Ai, kant tri warn-ugent;

33  tud un Nebo all, daou hag hanter-kant;

34  mibien un Elam all, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant;

35  mibien Harim, tri c'hant ugent;

36  mibien Jeriko, tri c'hant pemp ha daou-ugent;

37  mibien Lod, Hadid hag Ono, seizh kant unan warn-ugent;

38  mibien Senaa, tri mil nav c'hant tregont;

39  aberzhourien, mibien Jedaja, eus ti Jezua, nav c'hant trizek ha tri-ugent;

40  mibien Immer, mil daou hag hanter-kant;

41  mibien Pashur, mil daou c'hant seizh ha daou-ugent;

42  mibien Harim, mil seitek;

43  Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodeva, pevarzek ha tri-ugent;

44  kanerien, mibien Azaf, kant eizh ha daou-ugent;

45  porzhierien, mibien Shallum, mibien Ater, mibien Talmon, mibien Akkub, mibien Hatita, mibien Shobai, kant eizh ha tregont;

46  Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod,

47  mibien Keroz, mibien Sia, mibien Padon,

48  mibien Lebana, mibien Hagaba, mibien Salmai,

49  mibien Hanan, mibien Giddel, mibien Gakar,

50  mibien Reaja, mibien Rezin, mibien Nekoda,

51  mibien Gazzam, mibien Uzza, mibien Paseak,

52  mibien Besai, mibien Mehunim, mibien Nefishesim,

53  mibien Bakbuk, mibien Hakufa, mibien Harhur,

54  mibien Bazlid, mibien Mehida, mibien Harsha,

55  mibien Barkoz, mibien Sisera, mibien Tamak,

56  mibien Neziak, mibien Hatifa,

57  mibien servijerien Salomon, mibien Sotai, mibien Sofered, mibien Peruda,

58  mibien Jaala, mibien Darkon, mibien Giddel,

59  mibien Shefatia, mibien Hattil, mibien Pokered-Hazebaim, mibien Amon.

60  An holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c'hant daouzek ha pevar-ugent.

61  Setu amań ar re a bignas eus Tel-Melak, eus Tel-Harsha, eus Kerub-Adon hag eus Immer, ha na c'helljont ket diskouez ti o zadoł, nag o gouenn, na ma oant eus Israel:

62  mibien Delaja, mibien Tobija, mibien Nekoda, c'hwec'h kant daou ha daou-ugent,

63  aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.

64  Ar re-se a glaskas o marilhadurioł-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan.

65  Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoł santel-meurbet ken n'en em zalc'hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim.

66  An holl vodadeg a oa daou vil ha daou-ugent tri c'hant tri-ugent,

67  hep kontań o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant pemp ha daou-ugent kaner ha kanerez.

68  Bez' e oa seizh kant c'hwec'h marc'h ha tregont, daou c'hant pemp mul ha daou-ugent,

69  pevar c'hant pemp kańval ha tregont, c'hwec'h mil seizh kant ugent azen.

70  Darn eus ar pennoł tadoł a roas evit al labourioł. Ar gouarnour a roas d'an teńzor mil drakm aour, hanter-kant hanaf, pemp kant tregont toneg aberzhourien.

71  Pennoł tadoł all a roas da deńzor al labourioł ugent mil drakm aour, ha daou vil daou c'hant minenn arc'hant.

72  Ha nemorant ar bobl a roas ugent mil drakm aour, daou vil minenn arc'hant, ha seizh toneg aberzhourien ha tri-ugent.

73  An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hźrioł. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hźrioł.

 

Pennad 8

1  An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.

2  D'an deiz kentań eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'he c'hlevout.

3  Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloł-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.

4  Ezdra ar skrib en em zalc'he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhań e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam.

5  Ezdra a zigoras al levr dirak an holl bobl, rak dreist an holl bobl e oa. Kerkent ha ma tigoras anezhań, an holl dud en em zalc'has en o sav.

6  Hag Ezdra a vennigas an AOTROU, an Doue bras, hag an holl bobl a respontas: Amen! Amen! en ur sevel o daouarn. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU, o dremmoł ouzh an douar.

7  Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.

8  Hag e lennent el levr lezenn Doue ez-fraezh, hag e roent ar ster anezhi, o tisplegań ar pezh a veze lennet.

9  Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mań a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gańvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoł al lezenn.

10  Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoł dous, kasit lodennoł d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mań a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.

11  Hag al Levited a rae tevel an holl bobl o lavarout: Chomit peoc'h, rak an deiz-mań a zo santel, na vezit ket eta glac'haret.

12  Hag an holl bobl a yeas da zebriń ha da evań, da gas lodennoł, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c'homzoł a oa roet da anavezout dezho.

13  D'an eil deiz, pennoł tadoł an holl bobl, an aberzhourien hag al Levited en em zastumas e-kichen Ezdra ar skrib, evit meizań komzoł al lezenn.

14  Kavout a rejont skrivet el lezenn en doa gourc'hemennet an AOTROU dre Voizez, e tlee chom mibien Israel e logelloł e-pad ar gouel eus ar seizhvet miz,

15  hag e veze ret embann kement-se hag henn disklźriań en holl gźrioł hag e Jeruzalem, o lavarout: Kit d'ar menez, ha degasit skourroł olived, skourroł gwez sunek, skourroł meurta, skourroł palmez, ha skourroł gwez stank, evit ober logelloł, evel ma'z eo skrivet.

16  Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a zegasas ar skourroł, hag e rejont logelloł, pep hini war e doenn hag er porzhioł, ha war leurennoł ti Doue, ha war leurenn dor an Doureier, ha war leurenn dor Efraim.

17  Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloł, hag ec'h azezjont el logelloł-se. Mibien Israel n'o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioł Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras.

18  Hag e voe lennet levr al lezenn bemdez, adalek an deiz kentań betek an deiz diwezhań. Lidet e voe ar gouel e-pad seizh devezh, hag e voe ur vodadenn veur d'an eizhvet deiz, hervez ar gourc'hemenn.

 

Pennad 9

1  D'ar pevare deiz warn-ugent eus an hevelep miz, mibien Israel en em zastumas evit yunań, gwisket gant seier ha goloet gant poultr.

2  Ha re eus gouenn Israel, o vezań en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoł ha direizhder o zadoł.

3  Sevel a rejont en o lec'h, hag e voe lennet e levr lezenn an AOTROU o Doue e-pad ur c'hard eus an deiz. E-pad ur c'hard all ec'h anzavjont hag ec'h azeuljont an AOTROU o Doue.

4  Jezua, Bani, Kadmiel, Shebania, Bunni, Sherebia, Bani ha Kenani a bignas war savenn al Levited, hag a grias a vouezh uhel d'an AOTROU o Doue.

5  Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!

6  Te hepken eo an AOTROU! Graet ec'h eus an neńvoł, neńv an neńvoł hag o holl arme, an douar ha kement a zo warnań, ar morioł ha kement a zo enno. Reiń a rez buhez d'an holl draoł-se, hag arme an neńvoł a stou dirazout.

7  Te eo an AOTROU Doue, dibabet ec'h eus Abram, hag e lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, ha roet dezhań anv Abraham.

8  Kavet ec'h eus e galon feal dirazout ha graet ec'h eus gantań un emglev, evit reiń d'e lignez bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Jebuziz hag ar C'hirgazianed. Sevenet ec'h eus da gomz, rak reizh ez out.

9  Gwelet ec'h eus glac'har hon tadoł en Ejipt, ha klevet o garmoł e-kichen ar Mor Ruz.

10  Graet ec'h eus burzhudoł ha mirakloł a-enep Faraon, a-enep e holl servijerien, a-enep holl bobl e vro, rak gouzout a raes o doa en em renet gant lorc'h e-keńver anezho, hag ec'h eus graet dit-te da-unan un anv a chom betek hiziv.

11  Faoutet ec'h eus ar mor dirazo, hag ez int tremenet e-kreiz ar mor war ar sec'h. Taolet ec'h eus en donder ar re a rede war o lerc'h, evel ur maen en doureier meur.

12  O renet ec'h eus war an deiz dre ur golonenn a goabrenn, hag en noz dre ur golonenn a dan, evit sklźrijennań an hent a dleent kerzhout warnań.

13  Diskennet ec'h eus war Venez Sinai, ha komzet outo eus an neńv, ha roet dezho barnedigezhioł reizh, lezennoł gwir, reolennoł ha gourc'hemennoł mat.

14  Desket ec'h eus dezho da sabad santel, ha kemennet gourc'hemennoł, reolennoł hag al lezenn dre Voizez da servijer.

15  Roet ec'h deus dezho bara eus an neńvoł evit o naon, graet ec'h eus dont er-maez eus ar roc'h dour evit o sec'hed, ha lavaret ec'h eus dezho mont da berc'hennań ar vro az poa savet da zorn reiń dezho.

16  Met int, hon tadoł, a zo bet lorc'hus gant o gouzoug reut, ha n'o deus ket selaouet da c'hourc'hemennoł.

17  N'eo ket fellet dezho sentiń ha n'o deus ket bet sońj eus ar burzhudoł az poa graet en o c'heńver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiń d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariń ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.

18  Zoken pa rejont ul leue teuzet ha pa lavarjont: Setu da zoue en deus da lakaet da bignat eus an Ejipt, pa rejont dismegańsoł bras dit,

19  te, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o dilezet er gouelec'h. Ar golonenn a goabrenn ne baouezas ket da vezań dreisto war an deiz evit o ren dre an hent, hag ar golonenn a dan en noz evit sklźrijennań an hent a dleent kerzhout warnań.

20  Roet ec'h eus dezho da Spered mat evit m'o defe poell enno, ne'c'h eus ket lamet ar mann eus o genoł, ha roet ec'h eus dezho dour evit o sec'hed.

21  E-pad daou-ugent vloaz ec'h eus pourvezet d'o ezhommoł er gouelec'h, hep ma vankfe netra dezho, o dilhadoł n'ejont ket da fall, o zreid ne goeńvjont ket.

22  Roet ec'h eus dezho rouantelezhioł ha pobloł, ac'h eus lodennet dezho dre gornadoł. Hag e perc'hennjont bro Sihon, bro roue Hesbon, bro Og roue Basan.

23  Kresket ec'h eus o mibien evel stered an neńvoł, hag o c'haset d'ar vro az poa lavaret d'o zadoł ez ajent enni d'he ferc'hennań.

24  O mibien a zeuas e-barzh hag a berc'hennas ar vro, izelaet ec'h eus dirazo ar Gananeiz, annezidi ar vro, hag o lakaet ec'h eus etre o daouarn, gant o rouaned ha pobloł ar vro, evit ma rafent dezho hervez o c'hoant.

25  Hag e kemerjont kźrioł kreńv ha douaroł druz, hag e perc'hennjont tiez leun a bep seurt madoł, puńsoł toullet, gwini, olived ha gwez-frouezh e-leizh, hag e tebrjont hag o doe o gwalc'h, deuet int lart hag e vevjont er plijadurioł dre da vadelezh vras.

26  Met disentus e voent hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreńv o c'hein. Lazhań a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiń ouzhit, hag e rejont dismegańsoł bras dit.

27  Neuze ec'h eus o lakaet etre daouarn o enebourien o deus gwasket anezho. En amzer o enkrez e klemmjont war-zu ennout, hag eus an neńvoł ec'h eus o c'hlevet, ha te, hervez da drugarez vras, ec'h eus roet dezho dieuberien o deus o saveteet diouzh daouarn o enebourien.

28  Met kerkent ha m'o doe diskuizh, e tistroent d'ober fall dirazout, ha neuze o zilezes etre daouarn o enebourien a vestronie anezho. Hag adarre e klemmjent war-zu ennout, hag o c'hleves eus an neńvoł, hag evel-se, hervez da drugarez vras, ec'h eus o dieubet meur a wech.

29  O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoł, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioł, a laka da vevań an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreńv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.

30  O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioł niverus, hag ec'h eus o douget da cheńch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloł ar broadoł.

31  Koulskoude, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o c'haset da netra, ha ne'c'h eus ket o dilezet, rak te a zo un Doue trugarezus ha truezus.

32  Ha bremań, hon Doue bras, galloudek ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez, na sell ket evel nebeut a dra ouzh an holl drubuilhoł o deus hon tapet, ni, hor rouaned, hor pennoł, hon aberzhourien, hor profeded, hon tadoł ha da holl bobl, adalek amzer rouaned an Asiria betek hiziv.

33  Bet out reizh e kement a zo erruet ganeomp, rak graet ec'h eus hervez ar wirionez, ha ni hon eus graet hervez ar fallentez.

34  Hor rouaned, hor pennoł, hon aberzhourien hag hon tadoł n'o deus ket graet hervez da lezenn, ha n'o deus ket sentet ouzh da c'hourc'hemennoł, nag ouzh da destenioł a zouges a-enep dezho.

35  N'o deus ket da servijet e-pad o rouantelezh hag e-kreiz ar madoł bras az poa roet dezho, er vro frank ha druz az poa lakaet en o dalc'h, ha n'int ket distroet diouzh o oberoł fall.

36  Setu, hiziv ez omp sklaved er vro az poa roet d'hon tadoł evit debriń he frouezh hag he madoł. Ha setu ez omp sklaved enni.

37  Hag e ro gant fonnder d'ar rouaned ac'h eus lakaet warnomp en abeg d'hor pec'hedoł. Mestroniań a reont hor c'horfoł hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma'z omp en un enkrez bras.

38  En abeg da gement-se hon eus lakaet dre skrid un engouestl start, hag hor pennoł, hol Levited hag hon aberzhourien a laka o siell.

 

Pennad 10

1  Setu ar re a lakaas o siell. Nehemia ar gouarnour mab Hakalia. Sedesia,

2  Seraja, Azaria, Jeremiaz,

3  Pashur, Amaria, Malkija,

4  Hattush, Shebania, Maluk,

5  Harim, Meremod, Abdia,

6  Daniel, Gineton, Baruk,

7  Meshullam, Abija, Mijamin,

8  Maaziah, Bilgai, Shemaja; ar re-se a oa aberzhourien.

9  Al Levited: Jezua mab Azania, Binnui a-douez mibien Henadad, Kadmiel,

10  hag o breudeur: Shebania, Hodija, Kelita, Pelaja, Hanan,

11  Mika, Reob, Hashabia,

12  Zakkur, Sherebia, Shebania,

13  Hodija, Bani, Beninu.

14  Pennoł ar bobl: Parosh, Pakad-Moab, Elam, Zatu, Bani,

15  Bunni, Azgad, Bebai,

16  Adonija, Bigvai, Adin,

17  Ater, Ezekiaz, Azur,

18  Hodija, Hashum, Bezai,

19  Harif, Anatod, Nebai,

20  Magpiash, Meshullam, Hezir,

21  Meshezabeel, Zadok, Jadua,

22  Pelatia, Hanan, Anaja,

23  Ozea, Hanania, Hashub,

24  Halokesh, Pilka, Shobek,

25  Rehum, Hashabna, Maaseja,

26  Akija, Hanan, Anan,

27  Maluk, Harim, Baana.

28  Nemorant ar bobl, an aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, an Netiniz, hag an holl re a oa en em zispartiet diouzh pobloł ar broioł evit mirout lezenn Doue, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, an holl re a oa gouest d'anavezout ha da gompren,

29  a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelań anezho, hag e ouestljont gant le, o touiń da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoł an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioł hag e reolennoł,

30  da dremen hep reiń hor merc'hed da bobloł ar vro hag hep kemer o merc'hed evit hor mibien,

31  na da gemer tra ebet, d'an deizioł sabad ha d'an deizioł santelaet, eus pobloł ar vro a zegas marc'hadourez ha traoł a bep seurt evit o gwerzhań, ha da zilezel er seizhvet bloaz hep goulenn paeamant dle ebet.

32  Hag e lakajomp evidomp hon-unan gourc'hemennoł, o kargań ac'hanomp da reiń bep bloaz an drederenn eus ur sikl evit servij ti hon Doue,

33  evit ar baraoł a ginnig, evit an donezon peurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioł sabad hag al loarioł nevez hag ar gouelioł, evit an traoł santel, evit an aberzhoł-dic'haouiń e-keńver Israel, hag evit holl oberoł e ti hon Doue.

34  Hag e tennjont d'ar sord evit prof ar c'hoad, an aberzhourien, al Levited hag ar bobl, evit degas da di hon Doue, hervez tiez hon tadoł, d'an amzerioł merket a vloaz da vloaz, evit ma vo devet war aoter an AOTROU hon Doue, evel m'eo skrivet el lezenn.

35  En hevelep doare e oamp karget da zegas da di an AOTROU, a vloaz da vloaz, ar frouezh kentań eus hon douar, ar frouezh kentań eus an holl wez,

36  ar re gentań-ganet eus hor mibien hag eus hol loened, evel m'eo skrivet el lezenn; karget e oamp da zegas da di hon Doue, d'an aberzhourien a ra ar servij e ti hon Doue, ar re gentań-ganet eus hon ejened hag hon deńved;

37  karget e oamp da zegas d'an aberzhourien e kambroł ti hon Doue, tammoł kentań hon toaz, hor profoł savet, frouezh eus an holl wez, gwin, eoul, hag hor boa da zegas d'al Levited deog hon douar, rak al Levited a gemer an deog diwar an holl gźrioł eus hor gounidigezh.

38  Bez' e vefe un aberzhour mab Aaron gant al Levited pa gemeront an deog, hag al Levited a zegasfe un dekvedenn eus an deog da di hon Doue, e kambroł ti an teńzor.

39  Rak mibien Israel ha mibien Levi a zlee degas er c'hambroł ar profoł gwinizh, gwin hag eoul, e-lec'h m'emań listri ar santual, ha m'en em zalc'h an aberzhourien oc'h ober ar servij, ar borzhierien hag ar ganerien. Evel-se ne zilezfemp ket ti hon Doue.

 

Pennad 11

1  Pennoł ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gźr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hźrioł all.

2  Ar bobl a vennigas an holl re a asantas a-youl-vat chom e Jeruzalem.

3  Setu amań pennoł ar brovińs a reas o diazez e Jeruzalem. E kźrioł Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gźr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.

4  Mibien eus Juda ha mibien eus Benjamin a reas o diazez e Jeruzalem. Eus mibien Juda: Ataja mab Ozia, mab Zakaria, mab Amaria, mab Shefatia, mab Mahalaleel, a-douez mibien Farez;

5  Maaseja mab Baruk, mab Kolhoze, mab Hazaja, mab Adaja, mab Jojarib, mab Zakaria, mab Shiloni;

6  holl vibien Farez a reas o diazez e Jeruzalem, tud kadarn, a voe pevar c'hant eizh ha tri-ugent.

7  Setu amań mibien Benjamin: Sallu mab Meshullam, mab Joed, mab Pedaja, mab Kolaja, mab Maaseja, mab Itiel, mab Izaia;

8  ha war e lerc'h, Gabbai, Sallai, nav c'hant eizh den warn-ugent.

9  Joel mab Zikri a oa lakaet warno, ha Juda mab Senua a oa eil-rener kźr.

10  Aberzhourien: Jedaja mab Jojarib, Jakin,

11  Seraja mab Hilkija, mab Meshullam, mab Zadok, mab Merajod, mab Akitub, penn ti Doue,

12  hag o breudeur a rae servij an ti, eizh kant daou warn-ugent; Adaja mab Jerokam, mab Pelalia, mab Amzi, mab Zakaria, mab Pashur, mab Malkija;

13  hag e vreudeur pennoł tadoł, daou c'hant daou ha daou-ugent; Amashai mab Azareel, mab Akzai, mab Meshillemod, mab Immer;

14  hag o breudeur, tud kadarn ha galloudek, kant eizh warn-ugent; ha Zabdiel mab Gedolim a oa lakaet warno.

15  Levited: Shemaja mab Hashub, mab Azrikam, mab Hashabia, mab Bunni,

16  ha Shabtai ha Jozabad, karget eus labourioł diavaez ti Doue, hag a oa a-douez pennoł al Levited;

17  Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lańsań ar meuleudioł er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;

18  an holl Levited er gźr santel a oa daou c'hant pevar ha pevar-ugent.

19  Porzhierien: Akkub, Talmon, hag o breudeur a ziwalle an dorojoł, kant daouzek ha tri-ugent.

20  Nemorant an Israeliz, an aberzhourien hag al Levited a oa en holl gźrioł Juda, pep hini en e hźrezh.

21  An Netiniz a reas o diazez en Ofel; Zika ha Gishpa a oa pennoł an Netiniz.

22  Penn al Levited e Jeruzalem a oa Uzzi mab Bani, mab Hashabia, mab Matania, mab Mika, a-douez mibien Azaf, ar ganerien karget eus al lidoł e ti Doue,

23 rak ur gourc'hemenn a-berzh ar roue a oa diwar o fenn, hag e oa ur gopr suraet evit ar ganerien, bemdez.

24  Petakja mab Meshezabeel, a-douez mibien Zerak, mab Juda, a oa kefrediour ar roue evit holl aferioł ar bobl.

25  Hiniennoł eus mibien Juda a reas o diazez e kźriadennoł war ar maez, e Kirjad-Arba hag en he c'hźriadennoł, e Dibon hag en he c'hźriadennoł, e Jekabzeel hag en he c'hźriadennoł,

26  e Jeshua, e Molada, e Bet-Paled,

27 e Hazar-Shual, e Beer-Sheba hag en he c'hźriadennoł,

28  e Ziklag, e Mekona hag en he c'hźriadennoł,

29  en En-Rimmon, e Zorea, e Jarmud,

30  e Zanoak, en Adullam hag en o c'hźriadennoł, e Lakis hag en he douaroł, en Azeka hag en he c'hźriadennoł. Hag e voent o chom adalek Beer-Sheba betek traonienn Hinnom.

31  Ha mibien Benjamin a voe adalek Geba, e Mikmash, Aya, Betel hag en he c'hźriadennoł,

32  en Anatod, Nob, Anania,

33  Hazor, Rama, Gittaim,

34  Hadid, Zeboim, Neballad,

35  Lod, Ono, traonienn ar Vicherourien.

36  Hag a-douez al Levited, darn eus Juda en em stagas ouzh Benjamin.

 

Pennad 12

1  Setu amań an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,

2  Amaria, Maluk, Hattush,

3  Shekania, Rehum, Meremod,

4  Iddo, Ginetoi, Abija,

5  Mijamin, Maadia, Bilga,

6  Shemaja, Jojarib, Jedaja,

7  Sallu, Amok, Hilkija, Jedaja. Ar re-se a voe pennoł an aberzhourien hag o breudeur en amzer Jezua.

8  Al Levited: Jezua, Binnui, Kadmiel, Sherebia, Juda, Matania a rene ar meuleudioł, eń hag e vreudeur,

9  Bakbukia hag Unni, o breudeur, a oa karget en o c'hichen.

10  Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,

11  Jojada a voe tad da Jonatan, Jonatan a voe tad da Jadua.

12  En amzer Jojakim e oa aberzhourien ar pennoł tadoł: evit Seraja, Meraja; evit Jeremiaz, Hanania;

13  evit Ezdra, Meshullam; evit Amaria, Jokanan;

14  evit Meliku, Jonatan; evit Shebania, Jozef;

15  evit Harim, Adna; evit Merajod, Helkai;

16  evit Iddo, Zakaria; evit Gineton, Meshullam;

17  evit Abija, Zikri; evit Minjamin ha Moadia, Piltai;

18  evit Bilga, Shammua; evit Shemaja, Jonatan;

19  evit Jojarib, Matnai; evit Jedaja, Uzzi;

20  evit Sallai, Kallai; evit Amok, Eber;

21  evit Hilkija, Hashabia; evit Jedaja, Netanael.

22  Diwar-benn al Levited, ar pennoł tadoł a voe enskrivet en amzer Eliashib, Jojada, Jokanan ha Jadua; diwar-benn an aberzhourien e voe dindan ren Dariuz ar Pers.

23  Mibien Levi, ar pennoł tadoł a oa enskrivet e levr an Danevelloł betek amzer Jokanan mab Eliashib.

24  Pennoł al Levited a oa: Hashabia, Sherebia, Jezua mab Kadmiel, hag o breudeur a-dal dezho, evit meuliń ha trugarekaat, hervez gourc'hemenn David den Doue, ul lez-kanań o respont d'egile.

25  Matania, Bakbukia, Abdia, Meshullam, Talmon hag Akkub a oa gwarded, porzhierien karget eus ar gward ouzh treuzeier an dorojoł.

26  Ar re-se a oa en amzer Jojakim mab Jezua, mab Jozadak, hag en amzer Nehemia ar Gouarnour, hag Ezdra an aberzhour ha skrib.

27  Pa voe dedi moger Jeruzalem, e voe kaset da gerc'hat al Levited eus o holl lec'hioł evit o degas da Jeruzalem, evit ober an dedi gant levenez, trugarekadennoł ha kanaouennoł, gant simbalennoł, ludoł ha telennoł.

28  Mibien ar ganerien en em zastumas, eus trowardroioł Jeruzalem, eus kźriadennoł an Netofatiz,

29  eus Bet-Gilgal, eus maezioł Geba hag Azmaved, rak ar ganerien o doa savet kźriadennoł en-dro da Jeruzalem.

30  Hag an aberzhourien hag al Levited en em c'hlanaas, hag e c'hlanajont ivez ar bobl, an dorojoł hag ar voger.

31  Neuze e ris da bennoł Juda pignat war ar voger, hag e lakais daou laz-kanań bras evit meuliń. Unan a yeas a-zehou war ar voger, etrezek dor an Teil.

32  War o lerc'h e kerzhe Hoshea gant un hanter eus pennoł Juda:

33  Azaria, Ezdra, Meshullam,

34  Juda, Benjamin, Shemaja ha Jeremiaz,

35  ha mibien an aberzhourien gant trompilhoł: Zakaria mab Jonatan, mab Shemaja, mab Matania, mab Mikaja, mab Zakkur, mab Azaf,

36  hag e vreudeur: Shemaja, Azareel, Milalai, Gilalai, Maai, Nataneel, Juda hag Hanani, gant binvioł-seniń David den Doue; Ezdra ar skrib a oa en o raok.

37  Hag ouzh dor ar Feunteun, a-dal dezho, e pignjont diri kźr David, dre savenn ar voger, dreist ti David, betek dor an Doureier war-zu ar sav-heol.

38  An eil laz-kanań a yeas d'an tu all, ha me war e lerc'h, gant un hanter eus an dud, war ar voger dreist tour ar Fornioł, betek ar voger Ledan,

39  ha dreist dor Efraim, dreist an nor Gozh, dreist dor ar Pesked ha tour Hananeel ha tour Mea, betek dor an Deńved, evit chom a-sav e-tal dor an Toull-bac'h.

40  Neuze an daou laz-kanań a arsavas e ti Doue, ha me ivez, an hanter eus ar pennoł a oa ganin,

41  hag an aberzhourien Eliakim, Maaseja, Minjamin, Mikaja, Eljoenai, Zakaria hag Hanania, gant trompilhoł,

42  ha Maaseja, Shemaja, Eleazar, Uzzi, Jokanan, Malkija, Elam hag Ezer. Hag ar ganerien a ganas uhel, renet gant Jizrakja.

43  Kinniget e voe en deiz-se aberzhoł bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez vras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.

44  Lakaet e voe en deiz-se tud war ar c'hambroł evit an teńzorioł, evit ar profoł savet, evit ar frouezh kentań, hag evit an deogoł, da zastum enno eus tiriadoł ar c'hźrioł, al lodennoł merket gant al lezenn evit an aberzhourien hag evit al Levited. Rak Juda a voe el levenez en abeg d'an aberzhourien ha d'al Levited a oa eno,

45  hag a servije en o c'harg dirak Doue, hag a rae ar c'hlanidigezh; en hevelep doare ar ganerien hag ar borzhierien a oa ivez en o c'harg, hervez gourc'hemenn David ha Salomon e vab.

46  Rak gwechall, en amzer David hag Azaf, e oa mestroł-ganerien, ha kanaouennoł a veuleudi hag a drugarekadennoł da Zoue.

47  Hag an holl Israeliz, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemia, a roe lodennoł ar ganerien ha lodennoł ar borzhierien deiz dre zeiz. Reiń a raent d'al Levited an traoł santelaet, hag al Levited a roe da vibien Aaron an traoł santelaet.

 

Pennad 13

1  En amzer-se e voe lennet levr Moizez dirak ar bobl, hag e voe kavet skrivet ennań e oa difennet ouzh an Ammonad hag ouzh ar Moabad mont e bodadenn Doue, da viken,

2  dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligań. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh.

3  Adal ma voe klevet al lezenn, e voe dispartiet Israel diouzh pep meskad.

4  A-raok-se, an aberzhour Eliashib, lakaet war gambroł ti hon Doue, kar-tost da Dobija,

5  en doa kempennet evitań ur gambr vras aze, el lec'h ma veze lakaet diagent an donezonoł, an ezańs, al listri, deogoł ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, an traoł a oa urzhiet evit al Levited, ar ganerien hag ar borzhierien, gant ar pezh a veze savet evit an aberzhourien.

6  Ne oan ket e Jeruzalem e-keit-se, rak d'an eilvet bloaz ha tregont eus Artakserksez roue Babilon, e oan distroet da gavout ar roue. Hag a-benn un nebeud amzer e c'houlennis an aotre da guitaat ar roue.

7  Distreiń a ris da Jeruzalem, hag e komprenis an droug en doa graet Eliashib diwar-benn Tobija, o kempenn dezhań ur gambr e leurenn ti Doue.

8  Displijet-kenań on bet gant kement-se, hag e taolis holl arrebeuri ti Tobija er-maez eus ar gambr.

9  War va gourc'hemenn e voe glanaet ar c'hambroł, hag e tegasis enno listri ti Doue, an donezonoł hag an ezańs.

10  Klevout a ris ivez ne oa ket bet roet d'al Levited o lodennoł, hag e oa tec'het al Levited hag ar ganerien a rae ar servij, pep hini d'e bark.

11  Hag e c'hourdrouzis ar pennoł o lavarout: Perak eo dilezet ti Doue? Hag e tastumis al Levited hag ar ganerien, hag o adlakais en o c'hargoł.

12  Neuze holl Juda a zegasas deog ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, d'an teńzorioł.

13  Hag e lakais da verour war an teńzorioł Shelemia an aberzhour, Zadok ar skrib, Pedaja unan eus al Levited, hag evit o eilań Hanan mab Zakkur, mab Matania. Ar re-se a veze sellet evel tud eeun, hag e oant e karg da lodennań etre o breudeur.

14  O va Doue! Az pez sońj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez wirion e-keńver ti va Doue hag an traoł d'ober ennań.

15  En deizioł-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoł all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoł all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoł dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoł.

16  Hag e kźr e oa Tiriz a zegase pesked hag a bep seurt marc’hadourezh, hag o gwerzhe d'ar sabad da vibien Juda e Jeruzalem.

17  Hag e c'hourdrouzis pennoł Juda o lavarout: Pebezh droug a rit, o tisakrań evel-se deiz ar sabad?

18  Ho tadoł, ha n'o deus ket graet an hevelep tra? Ha n'eo ket en abeg da-se en deus kaset Doue an holl walleur-mań warno ha war ar gźr-mań? Ha c'hwi a gresk adarre e fulor a-enep Israel o tisakrań ar sabad.

19  Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoł Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc'hemenn, e voe serret an dorojoł. Hag e c'hourc'hemennis chom hep o digeriń betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoł, ma n'aje den ebet gant sammoł da zeiz ar sabad.

20  Hag ar varc'hadourien hag ar re a werzhe pep seurt traoł a dremenas an noz er-maez eus Jeruzalem ur wech pe div.

21  Hag e c'hourdrouzis anezho, hag e lavaris dezho: Perak e tremenis an noz dirak ar voger? Ma adkrogit, e lakain va dorn warnoc'h. Adalek an deiz-se, na zeujont ken d'ar sabad.

22  Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoł, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez sońj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.

23  En deizioł-se e welis Yuzevien o doa kemeret gwragez eus Asdod, Ammon ha Moab.

24  O mibien, an hanter anezho, a gomze yezh an Asdodiz ha ne ouient ket komz yezh ar Yuzevien; komz a raent yezh ur bobl pe yezh ur bobl all.

25  Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoł, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiń dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.

26  Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoł niverus n'eus ket bet ur roue eveltań, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhań pec'hiń.

27  Hag e lezfemp ac'hanoc'h d'ober un droug ken bras, un torfed ken bras a-enep hon Doue, o kemer gwragez estren!

28  Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.

29  O va Doue! Az pez sońj anezho, rak saotret o deus ar velegiezh, emglev an aberzhourien hag al Levited.

30  Evel-se o glanaat a ris diouzh kement a oa estren, hag ec'h adlakais en urzh kargoł an aberzhourien hag al Levited, da bep hini hervez e servij,

31  prof ar c'hoad d'ar mareoł merket, hag ar frouezh kentań. O va Doue! Az pez sońj ac'hanon, evit ober vad din.