PEVARE LEVR MOIZEZ, ANVET

AN NIVEROŁ

 

Pennad 1

Niveradeg an Israeliz

1  An AOTROU a gomzas da Voizez e lec'h distro Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentań eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout:

2  Gra an niveradeg eus holl vodadenn mibien Israel, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, an holl baotred, dre roll dud,

3  adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re eus Israel hag a c'hell mont d'ar brezel; o niveriń a reot hervez o strolladoł, te hag Aaron.

4  Hag e vo ganeoc'h un den dre veuriad, pep hini o vezań penn-bras eus ti e dadoł.

5  Setu anvioł an dud en em zalc'ho ganeoc'h: Evit Ruben, Elizur mab Shedeur,

6  evit Simeon, Shelumiel mab Zurishaddai,

7  evit Juda, Nahashon mab Amminadab,

8  evit Isakar, Netaneel mab Zuar,

9  evit Zabulon, Eliab mab Helon,

10  evit mibien Jozef, evit Efraim, Elishama mab Amihud, evit Manase, Gamaliel mab Pedazur,

11  evit Benjamin, Abidan mab Gideoni,

12  evit Dan, Ahiezer mab Amishaddai,

13  evit Aser, Pagiel mab Okran,

14  evit Gad, Eliasaf mab Deuel,

15  evit Neftali, Ahira mab Enan.

16  Setu aze ar re a voe galvet d'ar vodadenn, prińsed meuriadoł o zadoł, pennoł milieroł Israel.

17  Moizez hag Aaron a gemeras an dud-se, a voe galvet dre o anvioł,

18  hag e tastumjont an holl vodadenn d'an deiz kentań eus an eil miz; hag e voent rollet hervez o ziegezhioł, dre diez o zadoł, o niveriń dre benn o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn.

19  Evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, e niveras anezho e lec'h distro Sinai.

20  Mibien Ruben kentań-ganet Israel, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, an holl baotred, dre roll dud, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

21  ar re niveret evel-se eus meuriad Ruben a voe c'hwec'h mil ha daou-ugent pemp kant.

22  Mibien Simeon a voe niveret, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, an holl baotred, dre roll dud, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

23  ar re niveret evel-se eus meuriad Simeon a voe nav mil hag hanter-kant tri c'hant.

24  Mibien Gad, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

25  ar re niveret evel-se eus meuriad Gad a voe pemp mil ha daou-ugent c'hwec'h kant hag hanter-kant.

26  Mibien Juda, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

27  ar re niveret evel-se eus meuriad Juda a voe pevarzek mil ha tri-ugent c'hwec'h kant.

28  Mibien Isakar, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

29  ar re niveret evel-se eus meuriad Isakar a voe pevar mil hag hanter-kant pevar c'hant.

30  Mibien Zabulon, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

31  ar re niveret evel-se eus meuriad Zabulon a voe seizh mil hag hanter-kant pevar c'hant.

32  Diwar-benn mibien Jozef, mibien Efraim, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

33  ar re niveret evel-se eus meuriad Efraim a voe daou-ugent mil pemp kant.

34  Mibien Manase, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

35  ar re niveret evel-se eus meuriad Manase a voe daou vil ha tregont daou c'hant.

36  Mibien Benjamin, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

37  ar re niveret evel-se eus meuriad Benjamin a voe pemp mil ha tregont pevar c'hant.

38  Mibien Dan, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

39  ar re niveret evel-se eus meuriad Dan a voe daou vil ha tri-ugent seizh kant.

40  Mibien Aser, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

41  ar re niveret evel-se eus meuriad Aser a voe ur mil ha daou-ugent pemp kant.

42  Mibien Neftali, hervez o rummadoł, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, hervez niver o anvioł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,

43  ar re niveret evel-se eus meuriad Neftali a voe tri mil hag hanter-kant pevar c'hant.

44  Setu aze an niveradeg, penaos Moizez hag Aaron a niveras ar bobl gant an daouzek den, prińsed Israel, pep den evit ti e dad.

45  Evel-se holl vibien Israel a voe niveret hervez tiez o zadoł, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re eus Israel hag a c'helle mont d'ar brezel;

46  an holl re niveret a voe c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant.

47  Al Levited, hervez meuriad o zadoł, ne voent ket niveret ganto.

48  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

49  Ne niveri ket meuriad Levi ha ne gonti ket anezho e-touez mibien Israel.

50  Ro d'al Levited karg tabernakl an Testeni gant e holl draoł ha kement a zo dezhań. Int eo a zougo an tabernakl hag e holl draoł, hag a raio ar servij anezhań; hag e kampint en-dro d'an tabernakl.

51  Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhań, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhań. Mar tosta outań un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.

52  Mibien Israel a savo o zeltennoł, pep hini en e gamp ha pep hini e-kichen e vanniel, hervez e strollad.

53  Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.

54  Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Evel-se e rejont.

 

Pennad 2

Kamp ar meuriadoł

1  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2  Mibien Israel a gampo pep hini anezho e-kichen e vanniel, dindan arouezioł ti e dadoł; kampań a raint nepell hag en-dro da deltenn an engalv.

3  Er reter, war-zu ar sav-heol, e vo banniel kamp Juda, gant e strolladoł; Nahashon mab Aminadab a vo prińs mibien Juda

4  hag e strollad, bet niveret pevarzek mil ha tri-ugent c'hwec'h kant.

5  En e gichen e kampo meuriad Isakar; Netaneel mab Zuar a vo prińs mibien Isakar

6  hag e strollad, bet niveret pevar mil hag hanter-kant pevar c'hant.

7  Neuze meuriad Zabulon; Eliab mab Helon a vo prińs mibien Zabulon

8  hag e strollad, bet niveret seizh mil hag hanter-kant pevar c'hant.

9  An holl dud niveret evit kamp Juda a vo kant c'hwec'h mil ha pevar-ugent pevar c'hant, dre o strolladoł. Mont a raint kuit da gentań.

10  Er c'hreisteiz e vo banniel kamp Ruben, gant e strolladoł; Elizur mab Shedeur a vo prińs mibien Ruben

11  hag e strollad, bet niveret c'hwec'h mil ha daou-ugent pemp kant.

12  En e gichen e kampo meuriad Simeon; Shelumiel mab Zurishaddai a vo prińs mibien Simeon

13  hag e strollad, bet niveret nav mil hag hanter-kant tri c'hant.

14  Neuze meuriad Gad; Eliasaf mab Deuel a vo prińs mibien Gad

15  hag e strollad, bet niveret mil ha daou-ugent c'hwec'h kant hag hanter-kant.

16  An holl dud niveret evit kamp Ruben a vo kant ur mil hag hanter-kant pevar c'hant hag hanter-kant, dre o strolladoł. Mont a raint kuit d'an eil.

17  Goude-se e yelo kuit teltenn an engalv gant kamp al Levited, er c'hreiz eus ar c'hampoł all. Mont a raint kuit evel m'o devo kampet, pep hini en e lec'h hag e-kichen e vanniel.

18  War-zu ar c'huzh-heol, e vo banniel kamp Efraim gant e strolladoł; Elishama mab Amihud a vo prińs mibien Efraim

19  hag e strollad, bet niveret daou-ugent mil pemp kant

20  En e gichen e kampo meuriad Manase; Gamaliel mab Pedazur a vo prińs mibien Manase

21  hag e strollad, bet niveret daou vil ha tregont daou c'hant.

22  Neuze meuriad Benjamin; Abidan mab Gideoni a vo prińs mibien Benjamin

23  hag e strollad, bet niveret pemp mil ha tregont pevar c'hant.

24  An holl dud niveret evit kamp Efraim a vo kant eizh mil kant, dre o strolladoł. Mont a raint kuit d'an trede.

25  En hanternoz e vo banniel kamp Dan, gant e strolladoł; Ahiezer mab Amishaddai a vo prińs mibien Dan

26  hag e strollad, bet niveret daou vil ha tri-ugent seizh kant.

27  En e gichen e kampo meuriad Aser; Pagiel mab Okran a vo prińs mibien Aser

28  hag e strollad, bet niveret ur mil ha daou-ugent pemp kant.

29  Neuze meuriad Neftali; Ahira mab Enan a vo prińs mibien Neftali

30  hag e strollad, bet niveret tri mil hag hanter-kant pevar c'hant.

31  An holl dud niveret evit kamp Dan a vo kant seizh mil hag hanter-kant c'hwec'h kant. Mont a raint kuit d'an diwezhań e-kichen o bannieloł.

32  Setu aze niveradeg mibien Israel, a voe niveret hervez tiez o zadoł. Evel-se, an holl re niveret er c'hampoł, dre o strolladoł, a voe c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant.

33  Al Levited ne voent ket niveret e-touez mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

34  Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Kampań a rejont e-kichen o bannieloł, hag ez ejont pep hini hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł.

 

Pennad 3

Niveradeg al Levited ha daspren ar re gentań-ganet

1  Setu lignez Aaron ha Moizez e deiz ma komzas an AOTROU da Voizez war Venez Sinai.

2  Setu anvioł mibien Aaron: Nadab, ar c'hentań-ganet, Abihu, Eleazar, Itamar.

3  Ar re-se eo mibien Aaron, an aberzhourien a voe olevet; gouestlet int bet evit ar servij evel aberzhourien.

4  Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU el lec'h distro Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad.

5  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

6  Laka meuriad Levi da dostaat ha degas anezho dirak Aaron an aberzhour, evit ma servijint anezhań.

7  Hag ec'h eveshaint war gement a zo roet d'e ziwall ha da ziwall an holl vodadenn, dirak teltenn an engalv, en ur ober servij an tabernakl.

8  Hag ec'h eveshaint war holl draoł teltenn an engalv ha war gement a zo roet da ziwall mibien Israel, en ur ober servij an tabernakl.

9  Evel-se e roi al Levited da Aaron ha d'e vibien; roet e vint dezhań a-berzh mibien Israel.

10  Lakaat a ri en o c'harg Aaron hag e vibien evit ma virint o servij a aberzhourien. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.

11  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

12  Setu, kemeret em eus al Levited a-douez mibien Israel e-lec'h an holl re gentań-ganet eus mibien Israel o deus digoret ar mammog; al Levited a zo din-me.

13  Pep kentań-ganet a zo din. D'an deiz em eus skoet pep kentań-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet evidon pep kentań-ganet en Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din e vint. Me eo an AOTROU.

14  An AOTROU a gomzas da Voizez e lec'h distro Sinai o lavarout:

15  Gra an niveradeg eus mibien Levi, hervez tiez o zadoł, hervez o ziegezhioł, gra an niveradeg eus an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn.

16  Moizez a niveras anezho hervez urzh an AOTROU, evel ma oa bet gourc'hemennet dezhań.

17  Setu mibien Levi dre o anvioł: Gershon, Kehad ha Merari.

18  Setu anvioł mibien Gershon dre o ziegezhioł: Libni ha Shimei.

19  Setu mibien Kehad dre o ziegezhioł: Amram, Jizehar, Hebron hag Uziel.

20  Setu mibien Merari dre o ziegezhioł: Mahli ha Mushi. Setu kerentiezhioł Levi hervez tiez o zadoł.

21  Diouzh Gershon e tiskenn tiegezh al Libnited ha tiegezh ar Shimited; ar re-se eo tiegezh ar C'hershonited.

22  Ar re anezho a voe niveret, o kontań an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn; bez' e voent seizh mil pemp kant.

23  Tiegezhioł ar C'hershonited a gampe a-dreńv an tabernakl, war-zu ar c'huzh-heol.

24  Penn ti tadel ar C'hershonited a oa Eliasaf mab Lael.

25  Ar garg roet da vibien Gershon e-keńver teltenn an engalv a voe an tabernakl, an deltenn, ar golo, ar rideoz evit digor teltenn an engalv,

26  lienoł al leurenn, ar rideoz evit dor al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag an holl gerdin evit ar servij.

27  Diouzh Kehad e tiskenn tiegezh an Amramited, tiegezh ar Jizeharited, tiegezh an Hebronited ha tiegezh an Uzielited; ar re-se eo tiegezh ar C'heatited.

28  O kontań an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, e voent eizh mil c'hwec'h kant, a voe roet dezho ur garg evit ar santual.

29  Tiegezhioł mibien Kehad a gampe war gostez an tabernakl war-zu ar c'hreisteiz.

30  Penn ti tadel ar C'heatited a oa Elizafan mab Uziel.

31  Ar garg roet dezho a voe an arc'h, an daol, ar c'hantolor, an aoterioł, traoł ar santual evit ober ar servij, ar ouel ha kement a zo talvoudus dezhi.

32  Eleazar, mab an aberzhour Aaron, a voe penn pennoł al Levited; lakaet eo bet war ar re a voe roet dezho karg ar santual.

33  Diouzh Merari e tiskenn tiegezh ar Vahlited ha tiegezh ar Vushited; ar re-se eo tiegezh ar Verarited.

34  Ar re anezho a voe niveret o kontań an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn; bez' e voent c’hwec'h mil daou c'hant.

35  Penn ti tadel ar Verarited a oa Zuriel mab Abihail. Kampań a raent war gostez an tabernakl war-zu an hanternoz.

36  Ar garg hag an diwall roet da vibien Merari a voe plenk an tabernakl, e varrennoł, e golonennoł hag o sichennoł, e holl draoł ha kement a zo talvoudus dezho,

37  kolonennoł al leurenn tro-dro, o sichennoł, o feulioł hag o c'herdin.

38  Ar re a gampe dirak an tabernakl, ouzh ar reter, dirak teltenn an engalv, war-zu ar sav-heol, a oa Moizez, Aaron hag e vibien, a voe roet dezho karg ar santual, karg evit mibien Israel. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.

39  An holl Levited a voe niveret; niveret int bet gant Moizez hag Aaron hervez urzh an AOTROU, hervez o ziegezhioł. An holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn a voe daou vil warn-ugent.

40  An AOTROU a lavaras da Voizez: Niver an holl re gentań-ganet-paotr eus mibien Israel, adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, ha gra o niveradeg dre o anvioł.

41  Kemer a ri al Levited evidon-me an AOTROU e-lec'h an holl re gentań-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h an holl re-gentań-ganet eus loened mibien Israel.

42  Moizez a niveras an holl re gentań-ganet eus mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhań.

43  An holl re gentań-ganet-paotr a voe niveret o kontań dre o anvioł, adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn; bez' e voent daou vil warn-ugent daou c'hant trizek ha tri ugent.

44  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

45  Kemer al Levited e-lec'h an holl re gentań-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h o loened; al Levited a vo din. Me eo an AOTROU.

46  Evit daspren an daou c'hant trizek ha tri-ugent e-touez ar c'hentań-ganet eus mibien Israel a zo dreist niver al Levited,

47  e kemeri pemp sikl (~ 50 g) dre benn; o c'hemer a ri hervez sikl (~ 10 g) ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera ~ 0,5 g).

48  An arc'hant a roi da Aaron ha d'e vibien evit daspren ar re a zo ouzhpenn.

49  Moizez a gemeras an arc'hant evit daspren ar re a zo ouzhpenn, en tu all d'ar re zasprenet gant al Levited;

50  kemer a reas arc'hant ar re gentań-ganet eus mibien Israel, mil tri c'hant pemp sikl ha tri-ugent, hervez sikl (~ 10 g) ar santual.

51  Moizez a roas arc'hant an daspren da Aaron ha d'e vibien, hervez urzh an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

 

Pennad 4

Kargoł tiegezhioł al Levited

1  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2  Gra an niveradeg eus mibien Kehad a-douez mibien Levi, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł,

3  adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijań e teltenn an engalv.

4  Setu servij mibien Kehad e teltenn an engalv, e sant ar sent.

5  Pa yelo ar c'hamp kuit, Aaron hag e vibien a zeuio da ziskenn ar ouel-warez, hag e c'holoint ganti arc'h an Testeni;

6  warni e lakaint ur golo krec'hin a liv hiasint hag ec'h astennint dreist ul lińsel, en he fezh gant limestra, ha neuze e lakaint ar barrennoł.

7  Astenn a raint ul lińsel limestra war daol ar baraoł a ginnig hag e lakaint warni ar pladoł, an tasoł, al listri hag an hanafoł evit an evadoł-kinnig; ar bara peurbad a vo warni,

8  hag ec'h astennint war an traoł-se ul lińsel ruz-mouk, e c'holoint anezhi gant ur golo e krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoł.

9  Kemer a raint ul lińsel limestra hag e c'holoint ganti ar c'hantolor, e lampoł, e c'hevelioł, e bodoł-ludu hag e listri-eoul evit ober ar servij,

10  hag e lakaint anezhań gant e holl draoł en ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh.

11  Astenn a raint ul lińsel limestra war an aoter aour hag e c'holoint anezhi gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoł.

12  Kemer a raint holl draoł ar servij a vez implijet er santual hag e lakaint anezho en ul lińsel limestra, e c'holoint anezho gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh.

13  Lemel a raint al ludu eus an aoter hag ec'h astennint warni ul lińsel tane;

14  warni e lakaint an holl draoł implijet en he servij, ar podoł-glaou-bev, ar fourchetezioł, ar palioł, an hanafoł, holl draoł an aoter, ec'h astennint dreist ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoł.

15  Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiń ar santual ha traoł ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoł santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keńver teltenn an engalv.

16  Eleazar, mab Aaron an aberzhour, en devo da eveshaat ouzh eoul al lampoł, ouzh an ezańs a c'hwezh-vat, ouzh ar prof peurbad hag ouzh eoul an oleviadur. Eń en devo da eveshaat ouzh an holl dabernakl hag ouzh an holl bezh a vo e-barzh, ar santual hag e draoł.

17  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

18  Na zilamit ket meuriad tiegezhioł ar C'heatited a-douez al Levited.

19  Kement-mań a reot evit ma vevint ha na varvint ket pa dostaint ouzh sant ar sent: Ra zeuio Aaron hag e vibien evit lakaat pep hini d'e servij ha d'e garg,

20  met ned aint ket e-barzh da welout pa vo goloet an traoł santel, gant aon na varvfent.

21  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

22  Gra an niveradeg eus mibien Gershon, hervez tiez o zadoł, hervez o ziegezhioł,

23  kont anezho adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijań e teltenn an engalv.

24  Setu servij tiegezhioł ar C'hershonited, o servij hag o c'harg.

25  Dougen a raint pallennoł an tabernakl ha teltenn an engalv, he golo hag ar golo krec'hin a liv hiasint a vez lakaet dreist, ar rideoz evit digor teltenn an engalv,

26  lienoł al leurenn, ar rideoz evit dor al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, ar c'herdin hag an holl draoł a vez implijet. Ober a raint ar servij a sell outo.

27  Dindan urzhioł Aaron hag e vibien e vo graet ar servij gant mibien Gershon, e kement ha ma tleint dougen hag e kement ha ma tleint ober; roet e vo dezho ar garg eus kement o devo da zougen.

28  Setu servij tiegezhioł mibien Gershon e teltenn an engalv; o labour a vo dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron.

29  Niveriń a ri mibien Merari, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł,

30  kont anezho adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijań e teltenn an engalv.

31  Setu ar servij fiziet enno ha kement o devo da zougen evit o servij e teltenn an engalv: plenk an tabernakl, e varrennoł, e golonennoł, e sichennoł,

32  kolonennoł al leurenn tro-dro, o sichennoł, o feulioł, o c'herdin hag an holl draoł a vez implijet; hag e niverot dre o anvioł an holl draoł bet roet ar c'harg dezho hag o devo da zougen.

33  Setu servij tiegezhioł mibien Merari e teltenn an engalv, o holl servij dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron.

34  Moizez, Aaron ha prińsed ar vodadenn a niveras mibien Kehad, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł,

35  adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijań e teltenn an engalv.

36  Ar re niveret hervez o ziegezhioł a voe daou vil seizh kant hag hanter-kant.

37  Setu ar re niveret eus tiegezhioł ar Gehatited, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

38  Ar re niveret eus mibien Gershon, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł,

39  adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijań e teltenn an engalv,

40  ar re niveret, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł, a voe daou vil c'hwec'h kant tregont.

41  Setu ar re niveret eus tiegezhioł mibien Gershon, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU.

42  Ar re niveret eus tiegezhioł mibien Merari, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł,

43  adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijout e teltenn an engalv,

44  ar re niveret, hervez o ziegezhioł, a voe tri mil daou c'hant.

45  Setu ar re niveret eus tiegezhioł mibien Merari, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

46  Ar re niveret eus al Levited gant Moizez, Aaron ha prińsed ar vodadenn, hervez o ziegezhioł, hervez tiez o zadoł,

47  adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijań hag evit dougen e teltenn an engalv,

48  ar re niveret a voe eizh mil pemp kant ha pevar-ugent.

49  Niveret int bet hervez an urzh en doa roet an AOTROU da Voizez, pep hini hervez e servij hag hervez e garg; niveret int bet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

 

Pennad 5

Lezennoł war an dic'hlanded, al laerońsi, ar warizi

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Gourc'hemenn da vibien Israel kas kuit eus ar c'hamp kement hini lovr, kement hini en deus ur berad ha kement hini dic'hlanaet dre ur marv.

3  O c'has a reot kuit, gwaz pe gwreg, o c'has a reot er-maez eus ar c'hamp, evit na saotrint ket ar c'hamp m'emaon o chom ennań.

4  Mibien Israel a reas evel-se hag e kasjont anezho er-maez eus ar c'hamp, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; evel-se e reas mibien Israel.

5  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

6  Komz da vibien Israel: Pa o devo graet ur gwaz pe ur wreg ur pec'hed bennak evel ar re a reer e-keńver an dud, o tismegańsiń an AOTROU, ha ma vo evel-se en em lakaet kablus,

7  ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegańs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhań d'an hini eo en em lakaet kablus en e geńver.

8  Ma n'eus den ebet evit dic'haouiń an dismegańs en e geńver, dic'haouet e vo an dismegańs e-keńver an AOTROU, e-keńver an aberzhour, ouzhpenn an tourz-dic'haouiń da brofań.

9  Pep prof savet eus an holl draoł santelaet a ginnigo mibien Israel d'an aberzhour a vo dezhań.

10  An traoł santelaet a ginnigo pep hini, ar pezh a roio pep hini d'an aberzhour, a vo dezhań.

11  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

12  Komz da vibien Israel ha lavar: Mard eo distroet gwreg unan bennak diouzh he fried ha mar gra un dismegańs en e geńver,

13  mar en deus bet ur gwaz darempred reizhel ganti ha ma vefe an dra kuzhet da zaoulagad he fried, mard eo en em saotret e kuzh, hep test en hec'h enep hag hep bezań souprenet,

14  ha mar krog ennań ur spered a warizi ha ma en defe oaz eus e wreg a zo en em saotret, pe mar krog ennań ur spered a warizi ha ma en defe oaz eus e wreg ha n'eo ket en em saotret,

15  an den-se a zegaso e wreg dirak an aberzhour hag a zezougo eviti e brof, un dekvedenn efa (1/10 efa ~ 3 l) bleud heiz; ne skuilho ket warnań eoul, ne lakaio ket ezańs ennań, rak ur prof a warizi eo, ur prof-eńvor evit kounaat un direizhder.

16  An aberzhour a lakaio anezhi da dostaat ha d'en em zerc'hel dirak an AOTROU.

17  An aberzhour a gemero dour santel en ul lestr-pri; an aberzhour a gemero poultr diwar leur an tabernakl hag en lakaio en dour.

18  An aberzhour a lakaio ar wreg d'en em zerc'hel dirak an AOTROU; dizoleiń a raio penn ar wreg hag e lakaio en he daouarn ar prof-eńvor, da lavarout eo ar prof a warizi; an aberzhour en devo en e zaouarn an dour c'hwerv a zoug ar vallozh.

19  An aberzhour a raio d'ar wreg touiń, hag e lavaro dezhi: Ma n'en deus kousket den ganit, ma n'out ket distroet diouzh da ozhac'h hag en em saotret, na'z pez droug ebet eus an dour c'hwerv-se a zoug ar vallozh.

20  Met mard out distroet diouzh da ozhac'h hag out en em saotret, ha mar en deus kousket ganit un den estreget da ozhac'h,

21  neuze an aberzhour a raio d'ar wreg touiń gant ul le a vallozh, hag an aberzhour a lavaro dezhi: Ra daolo an AOTROU ac'hanout da vallozh ha da zroukskouer e-touez da bobl, o lakaat da vorzhed da vreinań ha da gof da goeńviń,

22  hag an dour-se a zoug ar vallozh a yelo ez pouzelloł evit lakaat da gof da goeńviń ha da vorzhed da vreinań. Hag ar wreg a lavaro: Amen! Amen!

23  An aberzhour a skrivo ar mallozhioł-mań en ul levr, hag e tiverko anezho en dour c'hwerv.

24  Hag e lakaio ar wreg da evań an dour c'hwerv a zoug ar vallozh, hag an dour a zoug ar vallozh a yelo enni hag a vo c'hwerv dezhi.

25  An aberzhour a gemero eus dorn ar wreg ar prof a warizi a hejo evel ur prof dirak an AOTROU, hag en kinnigo war an aoter.

26  An aberzhour a gemero un dornad eus ar prof, an eńvor a lakaio da vogediń war an aoter. Ha goude e raio d'ar wreg evań an dour.

27  P'en devo graet dezhi evań an dour, mard eo gwir eo en em saotret hag he deus graet un dismegańs e-keńver hec'h ozhac'h, an dour a zoug ar vallozh a yelo enni hag a vo c'hwerv dezhi, he c'hof a goeńvo, he morzhed a vreino, hag ar wreg a vo ur mallozh e-touez he fobl.

28  Met ma n'eo ket ar wreg en em saotret ha mard eo glan, n'he devo droug ebet ha e c'hano bugale.

29  Setu al lezenn diwar-benn ar warizi, p'he devo distroet ur wreg diouzh hec'h ozhac'h hag en em saotret,

30  pe pa grog en hec'h ozhac'h ur spered a warizi ha ma en deus hemań oaz eus e wreg; degas a raio ar wreg dirak an AOTROU, hag an aberzhour a raio eviti hervez al lezenn.

31  An ozhac'h a vo kuit a zireizhder, met ar wreg a zougo he direizhder.

 

Pennad 6

Lezenn an Nazeread

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa vo ur paotr pe ur wreg en em lakaet a-du d'ober ur gouestl a Nazeread evit en em ouestlań d'an AOTROU,

3  ne evo na gwin nag evaj mezvus, ne evo na gwinegr a win na gwinegr a evaj mezvus, ne evo ket likor a rezin ha ne zebro na rezin fresk na rezin sec'h.

4  E-pad holl amzer e engouestl, ne zebro netra graet diwar ar c'hef gwini, adalek ar splus betek ar c'hroc'hen.

5  E-pad holl amzer e le a engouestl, an aotenn ne dremeno ket war e benn, santel e vo betek ma vo peurechu e zeizioł da vezań engouestlet d'an AOTROU, lezel a raio da greskiń blev e benn.

6  E-pad an holl amzer ma'z eo engouestlet d'an AOTROU, ne dostaio ket ouzh ur c'horf marv,

7  n'en em saotro ket evit e dad, nag evit e vamm, nag evit e vreur, nag evit e c'hoar, rak an engouestladur d'e Zoue a zo war e benn.

8  E-pad holl amzer e engouestl, e vo santelaet d'an AOTROU.

9  Mar deu unan bennak da vervel a-daol-trumm en e gichen ha da saotrań penn e engouestl, e touzo e benn da zeiz e c'hlanidigezh, e touzo anezhań d'ar seizhvet deiz.

10  D'an eizhvet deiz e tegaso div durzhunell pe div goulm yaouank d'an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.

11  An aberzhour a ginnigo unan evel aberzh-dic'haouiń hag eben evel loskaberzh, hag e raio dic'haou evitań eus ar pec'hed en deus graet diwar-benn an hini marv. Santelaat a raio e benn en deiz-se,

12  hag e ouestlo a-nevez d'an AOTROU deizioł e engouestl, e kinnigo un oan eus ur bloaz evel aberzh a gablusted, hag an devezhioł a-ziagent ne vint ket kontet dre ma'z eo bet saotret e engouestl.

13  Setu lezenn an Nazeread pa vo deizioł e engouestl leuniet: degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv,

14  e kinnigo e brof d'an AOTROU, un oan disi eus ur bloaz evit al loskaberzh, un dańvadez disi eus ur bloaz evit an aberzh-dic'haouiń, un tourz disi evit an aberzh a drugarekadennoł,

15  ur banerad bara hep goell, gwestell flour bleud mezet gant eoul, ha bignez hep goell strinket gant eoul, gant o donezon hag o evadkinnig.

16  An aberzhour a lakaio anezho dirak an AOTROU, hag e kinnigo an aberzh-dic'haouiń hag al loskaberzh;

17  kinnig a raio an tourz evel aberzh a drugarekadennoł d'an AOTROU, gant ar banerad bara hep goell; an aberzhour a ginnigo ivez an donezon hag an evadkinnig.

18  An Nazeread a douzo, ouzh digor teltenn an engalv, penn e engouestl, hag e kemero blev penn e engouestl hag o lakaio war an tan a zo dindan an aberzh a drugarekadennoł.

19  An aberzhour a gemero skoaz poazhet an tourz, ur wastell hep goell eus ar baner, ur vignezenn hep goell, hag o lakaio e daouarn an Nazaread, goude m'en devo touzet penn e engouestl.

20  An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, un dra santel hag a zo d'an aberzhour, gant ar bruched hejet hag ar skoaz kinniget evel prof savet. Neuze e c'hello an Nazeread evań gwin.

21  Setu lezenn an Nazeread en deus graet ur gouestl, hag e brof d'an AOTROU evit e engouestl, en tu-hont d'ar pezh a c'hell c'hoazh kinnig. Ober a raio hervez ar gouestl en deus graet, hervez lezenn an engouestl.

22  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

23  Komz da Aaron ha d'e vibien o lavarout: Evel-se e vennigot mibien Israel, o lavarout dezho:

24  Ra vennigo ac'hanout an AOTROU ha ra ziwallo ac'hanout!

25  Ra lakaio an AOTROU e zremm da lugerniń warnout ha ra vo trugarezus en da geńver!

26  Ra droio an AOTROU e zremm warnout ha ra roio dit ar peoc'h!

27  Lakaat a raint va anv war vibien Israel ha me o bennigo.

 

Pennad 7

Prof prińsed Israel

1  D'an deiz m'en doe echuet Moizez da sevel an tabernakl, ec'h olevas hag e santelaas anezhań gant e holl draoł, hag ec'h olevas hag e santelaas an aoter gant hec'h holl draoł.

2  Prińsed Israel, pennoł tiez o zadoł, prińsed ar meuriadoł, ar re o doa pennrenet an niveradeg, a reas o frof.

3  Degas a rejont o frof dirak an AOTROU, c'hwec'h karr doareet evel leterioł ha daouzek ejen, ur c'harr evit daou brińs hag un ejen evit pep hini, hag e kinnigjont anezho dirak an tabernakl.

4  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

5  Kemer diganto an traoł-se, hag e vint implijet e servij teltenn an engalv; ro anezho d'al Levited, da bep hini hervez e garg.

6  Moizez a gemeras ar c'hirri hag an ejened, hag o roas d'al Levited.

7  Reiń a reas da vibien Gershon daou garr ha pevar ejen, hervez o c'harg.

8  Reiń a reas da vibien Merari pevar c'harr hag eizh ejen, hervez o c'harg dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron.

9  Met ne roas ket da vibien Kehad rak e oant karget eus servij an traoł santel, a zougont war o divskoaz.

10  Ar brińsed a reas o frof evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet; ar brińsed a ginnigas o frof dirak an aoter.

11  An AOTROU a lavaras da Voizez: Ra zeuio d'ober e brof ur prińs dre zevezh evit dedi an aoter.

12  An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentań a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.

13  E brof a voe: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

14  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

15  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

16  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

17  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Nahashon mab Aminadab.

18  D'an eil deiz, Netaneel mab Zuar, prińs Isakar, a ginnigas e brof.

19  Ar prof a reas a voe: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

20  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

21  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

22  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

23  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Netaneel mab Zuar.

24  D'an trede deiz, Eliab mab Helon, prińs mibien Zabulon,

25  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

26  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

27  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

28  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

29  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Eliab mab Helon.

30  D'ar pevare deiz, Elizur mab Shedeur, prińs mibien Zabulon,

31  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

32  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

33  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

34  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

35  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Elizur mab Shedeur.

36  D'ar pempvet deiz, Shelumiel mab Zurishaddai, prińs mibien Simeon,

37  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

38  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

39  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

40  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

41  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Shelumiel mab Zurishaddai.

42  D'ar c'hwec'hvet deiz, Eliasaf mab Deuel, prińs mibien Gad,

43  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

44  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

45  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

46  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

47  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Eliasaf mab Deuel.

48  D'ar seizhvet deiz, Elishama mab Amihud, prińs mibien Efraim,

49  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

50  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

51  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

52  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

53  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Elishama mab Amihud.

54  D'an eizhvet deiz, Gamaliel mab Pedazur, prińs mibien Manase,

55  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

56  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

57  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

58  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

59  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Gamaliel mab Pedazur.

60  D'an navet deiz, Abidan mab Gideoni, prińs mibien Benjamin,

61  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

62  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

63  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

64  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

65  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Abidan mab Gideoni.

66  D'an dekvet deiz, Ahiezer mab Amishaddai, prińs mibien Dan,

67  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

68  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

69  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

70  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

71  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Ahiezer mab Amishaddai.

72  D'an unnekvet deiz, Pagiel mab Okran, prińs mibien Aser,

73  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

74  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

75  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

76  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

77  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Pagiel mab Okran.

78  D'an daouzekvet deiz, Ahira mab Enan, prińs mibien Neftali,

79  a brofas: ur plad arc'hant a bouez kant ha tregont sikl (~ 1,3 kg), ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,

80  un hanaf aour a zek sikl (~ 100 g), leun a c'hwezh-vat,

81  ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,

82  ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń,

83  hag evit an aberzh a drugarekadennoł, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Ahira mab Enan.

84  Setu aze ar pezh a zo bet digant prińsed Israel evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet. Daouzek plad arc'hant, daouzek lestr arc'hant, daouzek hanaf aour,

85  pep plad arc'hant a oa a gant ha tregont sikl (~ 1,3 kg) ha pep lestr a zek sikl ha tri-ugent (~ 700 g); holl arc'hant an traoł-mań a oa a zaou vil pevar c'hant sikl (~ 24 kg), hervez sikl (~ 10 g) ar santual.

86  Daouzek hanaf aour leun a c'hwezh-vat, pep hini a oa a zek sikl (~ 100 g), hervez sikl (~ 10 g) ar santual; holl aour an hanafoł a oa a gant ugent sikl (~ 1,2 kg).

87  An holl loened evit al loskaberzh a oa: daouzek kole, daouzek tourz, daouzek oan eus ur bloaz, gant an donezonoł. Evit an aberzh-dic'haouiń, daouzek bouc'h.

88  An holl loened evit an aberzh a drugarekadennoł a oa: pevar ejen warn-ugent, tri-ugent tourz, tri-ugent bouc'h, tri-ugent oan eus ur bloaz. Setu ar pezh a zo bet evit dedi an aoter goude ma voe olevet.

89  Pa'z ae Moizez e-barzh teltenn an engalv evit komz, e kleve ur vouezh o komz outań dreist al lec'h-a-drugarez a oa war arc'h an Testeni, a-douez an daou cherubin. Hag e komze gantań.

 

Pennad 8

Al lampoł war ar c'hantolor. Gouestladur al Levited

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da Aaron ha lavar: Pa enaoui al lampoł, ar seizh lampoł a sklźrijenno dirak ar c'hantolor.

3  Aaron a reas evel-se, enaouiń a reas al lampoł tuet dirak ar c'hantolor, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

4  Setu penaos e oa graet ar c'hantolor: en aour e oa, graet gant ar morzhol, betek e droad, betek e vleunioł, e oa graet gant ar morzhol; graet e voe ar c'hantolor hervez ar skouer en doa diskouezet an AOTROU da Voizez.

5  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

6  Kemer al Levited a-douez mibien Israel ha glana anezho.

7  Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiń, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e kwalc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint.

8  Kemer a raint ur c'hole yaouank gant an donezon a flour bleud mezet gant eoul, hag e kemeri un eil kole yaouank evit an aberzh-dic'haouiń.

9  Te a lakaio al Levited da dostaat dirak teltenn an engalv, hag e tastumi holl vodadenn mibien Israel.

10  Lakaat a ri al Levited da dostaat dirak an AOTROU, ha mibien Israel a lakaio o zaouarn war al Levited.

11  Aaron a lakaio al Levited da dreiń tu-pe-du dirak an AOTROU evel ur prof a-berzh mibien Israel, evit ma raint servij an AOTROU.

12  Al Levited a lakaio o daouarn war benn ar c'holeoł, hag e kinnigi unan evel aberzh-dic'haouiń hag egile evel loskaberzh, evit ober dic'haou evit al Levited.

13  Lakaat a ri al Levited d'en em zerc'hel dirak Aaron ha dirak e vibien, hag e lakai anezho da dreiń tu-pe-du evel ur prof d'an AOTROU.

14  Lakaat a ri al Levited a-du a-douez mibien Israel, hag al Levited a vo din.

15  Goude-se e teuio al Levited d'ober servij teltenn an engalv. O glanaat a ri eta hag e lakai anezho da dreiń tu-pe-du evel ur prof.

16  Rak holl int roet din a-douez mibien Israel, o c'hemeret em eus evidon e-lec'h ar re o deus digoret ar mammog, ar re gentań-ganet eus mibien Israel.

17  Pep kentań-ganet eus mibien Israel a zo din, e-touez an dud hag e-touez al loened. D'an deiz em eus skoet pep kentań-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet anezho.

18  Kemeret em eus al Levited e-lec'h an holl gentań-ganet eus mibien Israel.

19  Roet em eus al Levited da Aaron ha d'e vibien, evel ur roadenn a-douez mibien Israel, evit ober servij mibien Israel e teltenn an engalv hag evit ober dic'haou evit mibien Israel, ma ne vo gouli ebet e-touez mibien Israel pa dostaint ouzh ar santual.

20  Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel a reas e-keńver al Levited hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez diwar-benn al Levited; evel-se e reas mibien Israel.

21  Al Levited en em c'hlanaas hag a walc'has o dilhad; Aaron a lakaas anezho da dreiń tu-pe-du evel ur prof dirak an AOTROU, hag e reas dic'haou evito Aaron, evit o glanaat.

22  Goude-se e teuas al Levited d'ober ar servij e teltenn an engalv dirak Aaron ha dirak e vibien, hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez diwar-benn al Levited; evel-se e voe graet en o c'heńver.

23  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

24  Diwar-benn al Levited, adalek an oad a bemp bloaz warn-ugent hag ouzhpenn, pep hini a zeuio d'ober ar servij e teltenn an engalv.

25  Adalek an oad a hanter-kant vloaz, e yelo er-maez eus ar servij, ha ne servijo ken,

26  met e sikouro e vreudeur e teltenn an engalv, o tiwall ar pezh a vo fiziet enno, met ne raio ken ar servij. Evel-se e ri diwar-benn al Levited, e-keńver o c'harg.

 

Pennad 9

Ar Pask lidet e lec'h distro Sinai. Ar goabrenn war an tabernakl

1  An AOTROU a gomzas da Voizez e lec'h distro Sinai, d'an eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, er miz kentań, o lavarout:

2  Ra lido mibien Israel ar Pask en e amzer.

3  D'ar pevarzekvet deiz eus ar miz-se, etre an daou abardaez, e lidot anezhań d'an amzer dereat; e lidań a reot hervez e holl reolennoł hag e holl lezennoł.

4  Moizez a gomzas da vibien Israel evit ma lidint ar Pask.

5  Hag e lidjont ar Pask er miz kentań, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e lec'h distro Sinai. Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

6  Bez' e voe tud na c'hellent ket lidań ar Pask en deiz-se, o vezań dic'hlan abalamour d'un den marv. Dont a rejont da gavout Moizez hag Aaron en deiz-se,

7  hag e lavarjont: Dic'hlan omp abalamour d'un den marv, perak e vimp dioueret eus kinnig ar prof d'an AOTROU en amzer dereat e-touez mibien Israel?

8  Moizez a lavaras: Gortozit hag e selaouin ar pezh a lavaro an AOTROU evidoc'h.

9  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

10  Komz da vibien Israel ha lavar: Mard eo unan bennak ac'hanoc'h pe eus ho lignez dic'hlan abalamour d'un den marv, pe en beaj pell, e lido ar Pask d'an AOTROU;

11  d'an eil miz, d'ar pevarzekvet deiz, etre an daou abardaez, e tebrint anezhań gant bara hep goell ha louzoł c'hwerv,

12  ne lezint mann dioutań betek ar beure ha ne dorrint askorn ebet dezhań; e lidań a raint hervez holl reolennoł ar Pask.

13  Diwar-benn an den glan ha n'emań ket en beaj, mar dremen hep lidań ar Pask, lamet e vo eus e bobl rak n'en deus ket kinniget ar prof d'an AOTROU en amzer dereat; an den-se a zougo e bec'hed.

14  Mar lid ar Pask d'an AOTROU un diavaeziad a zo o chom en ho touez, e raio anezhań hervez reolennoł ha lezennoł ar Pask. An hevelep reolennoł ho po, an diavaeziad evel an henvroad.

15  D'an deiz ma voe savet an tabernakl, ar goabrenn a c'holoas an tabernakl, teltenn an Testeni; d'abardaez e voe war an tabernakl evel un neuz a dan, betek ar beure.

16  Evel-se e veze dalc'hmat: ar goabrenn a c'holoe anezhań, hag e oa en noz un neuz a dan.

17  Pa save ar goabrenn a-ziwar an deltenn, mibien Israel a yae kuit; e-lec'h ma chome ar goabrenn, eno e kampe mibien Israel.

18  Mibien Israel a yae kuit war c'hourc'hemenn an AOTROU, hag e kampent war c'hourc'hemenn an AOTROU; e-keit ha ma chome ar goabrenn war an tabernakl, e kampent.

19  Pa chome ar goabrenn kalz deizioł war an tabernakl, mibien Israel a vire urzh an AOTROU ha n'aent ket kuit.

20  Pa veze ar goabrenn nebeut deizioł war an tabernakl, war c'hourc'hemenn an AOTROU e kampent ha war c'hourc'hemenn an AOTROU ez aent kuit.

21  Pa veze eno ar goabrenn adalek an abardaez betek ar beure hag e save ar goabrenn diouzh ar beure, ez aent kuit; deiz pe noz, pa save ar goabrenn, ez aent kuit.

22  Pe daou zevezh pe ur miz pe ur bloaz, e-keit ha ma chome difińv ar goabrenn war an tabernakl, mibien Israel a gampe ha n'aent ket kuit; pa save, ez aent kuit.

23  War c'hourc'hemenn an AOTROU e kampent, ha war c'hourc'hemenn an AOTROU ez aent kuit. Mirout a raent urzh an AOTROU, war c'hourc'hemenn an AOTROU dre Voizez.

 

Pennad 10

An div drompilh arc'hant. Pedenn Moizez

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Gra dit div drompilh arc'hant. O ober a ri gant ar morzhol, hag e servijont dit evit dastum ar vodadenn hag evit dilec'hiań ar c'hampoł.

3  Pa vo sonet ganto, an holl vodadenn a zeuio da'z kavout ouzh digor teltenn an engalv.

4  Pa vo sonet gant unan hepken, ar brińsed, pennoł milieroł Israel, a zeuio da'z kavout.

5  Pa vo sonet a-strak, ar re a gamp er sav-heol a yelo kuit.

6  Pa vo sonet a-strak un eil gwech, ar re a gamp er c'hreisteiz a yelo kuit; sonet e vo a-strak evit o dilec'h.

7  Sonet e vo evit dastum ar vodadenn, met ne vo ket a-strak.

8  Mibien Aaron, an aberzhourien, a sono an trompilhoł. Ur reolenn beurbadus e vo a rummadoł da rummadoł.

9  Pa'z eot d'ar brezel en ho pro a-enep an enebourien a stourmo ouzhoc'h, e sonot a-strak an trompilhoł hag e vo sońj ac'hanoc'h dirak an AOTROU ho Toue, hag e viot dieubet eus hoc'h enebourien.

10  En ho tevezhioł a levenez, en ho kouelioł, e penn-kentań ho mizioł, e sonot gant an trompilhoł war ho loskaberzhoł ha war hoc'h aberzhoł a drugarekadennoł, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezań eńvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.

11  D'an eil bloaz, d'an eil miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz, ar goabrenn a savas a-ziwar tabernakl an Testeni.

12  Mibien Israel a yeas kuit eus distro Sinai evit o c'herzhadeg. Ar c'hoabrenn a chomas a-sav e distro Paran.

13  Mont a rejont evit ar wech kentań war c'hourc'hemenn an AOTROU dre Voizez.

14  Banniel kamp mibien Juda a yeas kuit da gentań gant e strolladoł. Nahashon mab Aminadab a rene strollad Juda,

15  Netaneel mab Zuar a rene strollad meuriad mibien Isakar,

16  Eliab mab Helon a rene strollad meuriad mibien Zabulon.

17  An tabernakl a voe disavet, ha mibien Gershon ha mibien Merari a yeas kuit en ur zougen an tabernakl.

18  Banniel kamp mibien Ruben a yeas kuit gant e strolladoł. Elizur mab Shedeur a rene strollad Ruben,

19  Shelumiel mab Zurishaddai a rene strollad meuriad mibien Simeon,

20  Eliasaf mab Deuel a rene strollad meuriad mibien Gad.

21  Ar Gehatited a yeas kuit en ur zougen ar santual, hag e voe savet an tabernakl ouzh o gortoz.

22  Banniel kamp mibien Efraim a yeas kuit gant e strolladoł. Elishama mab Amihud a rene strollad Efraim,

23  Gamaliel mab Pedazur a rene strollad meuriad mibien Manase,

24  Abidan mab Gideoni a rene strollad meuriad mibien Benjamin.

25  Banniel kamp mibien Dan a yeas kuit gant e strolladoł; gward-adreńv an holl gampoł e oa. Ahiezer mab Amishaddai a rene strollad Dan,

26  Pagiel mab Okran a rene strollad meuriad mibien Aser,

27  Ahira mab Enan a rene strollad meuriad mibien Neftali.

28  Evel-se e voe kerzhadeg mibien Israel hervez o strolladoł, pa'z ejont kuit.

29  Moizez a lavaras da Hobab mab Reuel ar Madianad, tad-kaer Moizez: Mont a reomp d'al lec'h m'en deus lavaret an AOTROU diwar e benn: E reiń a rin deoc'h; deus ganeomp hag e raimp vad dit, rak an AOTROU en deus prometet ober vad da Israel.

30  Eń a respontas: Ned in ket, met mont a rin da'm bro, d'al lec'h on bet ganet ennań.

31  Moizez a lavaras: Na lez ket ac'hanomp rak ec'h anavezez al lec'hioł ma c'hellomp kampań enno en distro, bez' e vi evel daoulagad deomp.

32  Mar deuez ganeomp, ar mad a dle an AOTROU ober deomp, a raimp ivez dit.

33  Mont a rejont kuit eus menez an AOTROU evit un hent a dri devezh; arc'h emglev an AOTROU a yae a-raok dezho, oc'h ober an hent a dri devezh evit kavout ul lec'h diskuizh.

34  Koabrenn an AOTROU a oa a-us dezho e-pad an deiz, pa'z ejont kuit eus ar c'hamp.

35  Pa'z ae an arc'h kuit, Moizez a lavare: Sav, AOTROU! Ra vo da enebourien stlabezet! Ra dec'ho ar re a gasa ac'hanout azirazout!

36  Ha pa chome a-sav, e lavare: Distro, AOTROU, da zekviliadoł a vilieroł Israel!

 

Pennad 11

Grozmol ar bobl. Ar mann hag ar c'hoailhed

1  Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.

2  Ar bobl a grias da Voizez, Moizez a bedas a AOTROU, hag an tan a baouezas.

3  Galvet e voe anv al lec'h-mań Tabeera (= o tanflammań), rak tan an AOTROU en doa c'hwezhet en o zouez.

4  An dastumad kemmesket e-touez mibien Israel en em roas d'an droukc'hoant, ha mibien Israel zoken en em lakaas a-nevez da ouelań, hag e lavarjont: Piv a roio deomp kig da zebriń?

5  Sońj a zeu deomp eus ar pesked a zebremp en Ejipt evit netra, ar c'hokombrez, an avaloł-sukrin, ar pour, an ognon hag ar c'hignen.

6  Bremań hon ene a zo disec'h, n'eus netra ken! Hon daoulagad ne welont nemet ar mann.

7  Ar mann a oa evel had koriandrez, e liv evel liv ar bdelliom.

8  Ar bobl en em stlabeze evit e zastum, hag e pile anezhań gant mein-milin pe en frike en ur mortez, hag en poazhe en ur chaodouron evit ober gwestell gantań; e vlaz a oa heńvel ouzh hini eoul fresk.

9  Pa gouezhe ar c'hlizhenn d'an noz war ar c'hamp, ar mann a gouezhe warnań.

10  Moizez a glevas ar bobl o ouelań, pep hini en e diegezh, ouzh digor e deltenn; fulor an AOTROU en em danas meurbet. Moizez a voe glac'haret,

11  ha Moizez a lavaras d'an AOTROU: Perak ec'h eus glac'haret da servijer? Perak ne'm eus ket kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma ec'h eus lakaet warnon karg an holl bobl-mań?

12  Ha me eo em eus końsevet an holl bobl-mań? Hag em eus krouet anezho, ma lavarez din: Doug anezho en da vruched, evel ma toug ar mager ar poupig a zen, betek ar vro ac'h eus touet reiń d'o zadoł?

13  A-belec'h em bo kig da reiń d'an holl bobl-mań? Rak gouelań a reont dirazon o lavarout: Ro deomp kig da zebriń!

14  Ne c'hellan ket, me va-unan, dougen ar bobl-mań, rak re bouezus eo evidon.

15  Mar rez evel-se em c'heńver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.

16  An AOTROU a lavaras da Voizez: Dastum din dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, a anavezez evel henaourien ar bobl hag o vezań perzh warno; degas anezho da deltenn an engalv, ma en em zalc'hint eno ganit.

17  Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.

18  Lavarout a ri d'ar bobl: En em santelait a-benn warc'hoazh, hag e tebrot kig, dre ma hoc'h eus gouelet da zivskouarn an AOTROU o lavarout: Piv a roio deomp kig da zebriń rak e oamp brav en Ejipt? An AOTROU a roio deoc'h kig hag e tebrot.

19  Ne zebrot ket un devezh na daou zevezh na pemp devezh na dek devezh nag ugent devezh,

20  met e-pad ur miz leun, betek ma teuio er-maez eus ho tivfron ha ma viot stamouzet gantań, dre ma hoc'h eus disprizet an AOTROU a zo en ho touez ha ma hoc'h eus gouelet dirazań o lavarout: Perak omp aet kuit eus an Ejipt?

21  Moizez a lavaras: Bez' ez eus c'hwec'h kant mil den war droad er bobl-mań, emaon en o zouez, hag e lavarez: Me a roio dezho kig hag e tebrint e-pad ur miz leun!

22  Ha lazhet e vo dezho deńved hag ejened evit m'o devo o gwalc'h? Ha dastumet e vo holl besked ar mor evit m'o devo o gwalc'h?

23  An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremań hag-eń e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.

24  Moizez a yeas er-maez hag a lavaras d'ar bobl komzoł an AOTROU. Dastum a reas dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, hag e lakaas anezho en-dro d'an deltenn.

25  An AOTROU a ziskennas er goabrenn hag a gomzas outań; kemer a reas eus ar spered a oa warnań da lakaat war an dek henaour a tri-ugent. Pa en em lakaas ar spered warno, e profedjont, met ne gendalc'hjont ket.

26  Chomet e oa daou zen er c'hamp, unan anvet Eldad hag egile Medad, hag ar spered en em lakaas warno; bez' e oant eus ar re a oa merket met ne oant ket aet d'an deltenn, hag e profedjont er c'hamp.

27  Ur paotr yaouank a redas d'henn kemenn da Voizez hag a lavaras: Profediń a ra Eldad ha Medad er c'hamp!

28  Jozue mab Nun, servijer Moizez adalek e yaouankiz, a respontas hag a lavaras: Moizez, va aotrou, difenn outo!

29  Moizez a lavaras: Hag ez out gwarizius evidon? Ra blijfe gant Doue e vije holl bobl an AOTROU profeded, ha ma lakaje an AOTROU e Spered warno!

30  Moizez en em dennas d'ar c'hamp gant henaourien Israel.

31  An AOTROU a lakaas un avel da sevel, a zegasas koailhed eus ar mor hag a stlabezas anezho war ar c'hamp, war-dro hent un devezh diouzh un tu ha war-dro hent un devezh diouzh an tu all tro-dro d'ar c'hamp, ha kazi daou ilinad (~ 1 m) war c'horre an douar.

32  Ar bobl a voe war-sav e-pad an deiz hag e-pad an noz hag e-pad an deiz war-lerc'h, hag e tastumjont koailhed. An hini a zastumas an nebeutań en doa dek homer (~ 3000 l). Hag o astennjont evito tro-dro d'ar c'hamp.

33  Ar c'hig a oa c'hoazh etre o dent ha ne oa ket c’hoazh debret, ma teuas fulor an AOTROU d'en em danań a-enep ar bobl, hag an AOTROU a skoas gant ar bobl o kas dezho ur gouli bras.

34  Galvet e voe al lec'h-se Kibrod-Hataava (= bez a zroukc'hoant), rak eno e voe beziet ar re o doa bet droukc'hoant.

35  Mont a reas kuit ar bobl eus Kibrod-Hataava da Hazerod, hag e chomas en Hazerod.

 

Pennad 12

Grozmol Mari hag Aaron a-enep Moizez

1  Mari hag Aaron a gomzas a-enep Moizez diwar-benn ar wreg etiopiat en doa kemeret, rak kemeret en doa ur wreg etiopiat.

2  Lavarout a rejont: An AOTROU, ha n'en deus komzet nemet dre Voizez? Ha n'en deus komzet ivez drezomp-ni? An AOTROU a glevas-se.

3  Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.

4  An AOTROU a lavaras trumm da Voizez, da Aaron ha da Vari: Kit ho tri da deltenn an engalv. Hag ez ejont o zri.

5  An AOTROU a ziskennas e kolonenn ar goabrenn hag en em zalc'has ouzh digor an deltenn. Neuze e c'halvas Aaron ha Mari, a zeuas o-daou;

6  Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoł: Ma ez eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhań dre weledigezh ha me a gomzo outań dre huńvre.

7  N'emań ket evel-se gant va servijer Moizez, feal eo em holl di.

8  Me a gomz gantań genoł ouzh genoł en un doare sklaer, neket dre gomzoł kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?

9  Fulor an AOTROU en em danas a-enep dezho. Mont a reas kuit,

10  hag ar goabrenn en em dennas a-ziwar an deltenn. Ha setu, Mari a oa lovr, gwenn evel an erc'h. Aaron en em droas ouzh Mari, ha setu, e oa lovr.

11  Aaron a lavaras da Voizez: Da bediń a ran, va aotrou, na laka ket warnomp ar pec'hed hon eus graet gant sotoni, ya pec'het hon eus.

12  Mar plij, ra ne vo ket evel ur bugel marv, gant ar c'hig hanter-guzumet pa zeu kuit eus mammog e vamm.

13  Moizez a grias d'an AOTROU o lavarout: O Doue, da bediń a ran, yac'ha anezhi!

14  An AOTROU a lavaras da Voizez: Mar en dije he zad krańchet ouzh he dremm, ha ne vije ket goloet a vezh e-pad seizh devezh? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, ha goude-se e vo degemeret ennań.

15  Mari a voe klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, hag ar bobl n'eas ket kuit, ken na voe Mari degemeret ennań.

16  Ha goude-se ar bobl a yeas kuit eus Hazerod, hag e kampjont e distro Paran.

 

Pennad 13

Ar spierien kaset e bro Ganaan

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Kas tud evit spiań bro Ganaan, a roin da vibien Israel. Kas a reot un den dre bep meuriad o zadoł, holl re gentań eus o zouez.

3  Moizez o c'hasas eus distro Paran, hervez gourc'hemenn an AOTROU; an holl dud-se a oa pennoł mibien Israel.

4  Setu o anvioł: Evit meuriad Ruben, Shammua mab Zakkur;

5  evit meuriad Simeon, Shafad mab Hori;

6  evit meuriad Juda, Kaleb mab Jefune;

7  evit meuriad Isakar, Jigal mab Jozef;

8  evit meuriad Efraim, Hoshea mab Nun;

9  evit meuriad Benjamin, Palti mab Rafu;

10  evit meuriad Zabulon, Gaddiel mab Sodi;

11  evit meuriad Jozef, evit meuriad Manase, Gaddi mab Suzi;

12  evit meuriad Dan, Amiel mab Gemalli;

13  evit meuriad Aser, Setur mab Mikael;

14  evit meuriad Neftali, Nakbi mab Vofsi;

15  evit meuriad Gad, Geuel mab Maki.

16  Ar re-se eo anvioł an dud a gasas Moizez da spiań ar vro. Moizez a c'halvas Hoshea mab Nun: Jozue.

17  Moizez a gasas anezho evit spiań bro Ganaan hag a lavaras: Pignit amań dre ar c'hreisteiz, pignit war ar menez,

18  ha gwelit ar vro, penaos eo, ar bobl a zo o chom enni, mard eo kreńv pe dinerzh, nebeud pe kalz,

19  penaos eo ar vro emaint o chom enni, mard eo mat pe fall, penaos eo ar c'hźrioł emaint o chom enno, mard int e teltennoł pe kreńvaet,

20  penaos eo an douar, mard eo druz pe treut, ma ez eus gwez warnań pe nann. Kemerit kalon ha tapit frouezh ar vro. Neuze e oa amzer ar rezin kentań.

21  Pignat a rejont evit spiań ar vro, adalek distro Zin betek Reob, o vont war-zu Hamad.

22  Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.

23  Dont a rejont betek gwazh Eshkol hag e troc'hjont eno ur skourr gant ur blokad rezin, hag en dougjont war ur berchenn etre daou zen, kenkoulz ha greunadez ha fiez.

24  Anvet e voe al lec'h-se gwazh Eshkol (= blokad) abalamour d'ar blokad o doa troc'het eno mibien Israel.

25  Dont a rejont en-dro a-benn daou-ugent devezh, goude bezań spiet ar vro.

26  O vezań erruet e teujont da gavout Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel e distro Paran, e Kadesh, da rentań kont dezho kenkoulz ha d'an holl vodadenn, o tiskouez dezho frouezh ar vro.

27  Ober a rejont o c'hontadenn o lavarout: Aet omp er vro ma ez poa kaset ac'hanomp. E gwirionez eo ur vro a zever gant laezh ha mel ha setu aze eus he frouezh.

28  Koulskoude ar bobl a zo o chom er vro-se a zo kreńv, ar c'hźrioł a zo mogeriet ha bras-meurbet. Gwelet hon eus eno bugale Anak.

29  An Amalekited a zo o chom e bro ar c'hreisteiz, an Hitited, ar Jebuziz hag an Amoreaned a zo o chom er menez, ar Gananeiz a zo o chom e-kichen ar mor hag a-hed ar Jordan.

30  Kaleb a sioulaas ar bobl e-keńver Moizez hag a lavaras: Pignomp, kemeromp ar vro, ni a c'hell trec'hiń warno!

31  Met an dud a oa pignet gantań a lavaras: Ne c'hellimp ket pignat a-enep ar bobl-se rak kreńvoc'h eo egedon.

32  Hag e rojont un danevell fall da vibien Israel diwar-benn ar vro o doa spiet, o lavarout: Ar vro ma'z omp aet da welout a zo ur vro a lonk hec'h annezidi; ar re holl hon eus gwelet a zo tud mentet kaer,

33  hag eno hon eus gwelet ar ramzed, mibien Anak, ar ramzed; bez' e oamp dirak hon daoulagad evel skrilhed, hag e oamp ivez d'o daoulagad.

 

Pennad 14

Grozmol ar bobl. Jozue ha Kaleb. Argadenn an Amalekited hag ar Gananeiz

1  An holl vodadenn a savas o mouezhioł hag a laoskas kriadennoł, hag ar bobl a ouelas en noz-se.

2  Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet el lec'h distro-mań?

3  Perak en deus renet an AOTROU ac'hanomp etrezek ar vro-se, evit kouezhań eno dre ar c'hleze? Hor gwragez hag hor bugale vihan a vo ur preizh enni! Ha ne vefe ket gwelloc'h deomp distreiń d'an Ejipt?

4  Hag e lavarjont an eil d'egile: Lakaomp unan bennak da benn ha distroomp d'an Ejipt!

5  Moizez hag Aaron a gouezhas war o dremm dirak holl vodadenn mibien Israel.

6  Jozue mab Nun ha Kaleb mab Jefune, a-douez ar re o doa spiet ar vro, a rogas o dilhad,

7  hag e komzjont da holl vodadenn mibien Israel o lavarout: Ar vro ma'z omp tremenet e-barzh evit e spiań a zo ur vro gwall-vat.

8  Mard eo an AOTROU a-du ganeomp, e lakaio ac'hanomp da vont er vro-se, hag e roio anezhi deomp; ur vro eo a zever gant laezh ha mel.

9  Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak e vint bara evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.

10  An holl vodadenn a gomzas d'o meinata, met gloar an AOTROU en em ziskouezas da holl vibien Israel, war deltenn an engalv.

11  An AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegoulz e tisprizo ac'hanon ar bobl-se? Betek pegoulz ne gredint ket ennon en desped d'an holl sinoł am eus graet en o zouez?

12  Me a skoio anezho gant ar vosenn, hag e tistrujin anezho, met e lakain ac'hanout da zont da vezań ur bobl brasoc'h ha kreńvoc'h egeto.

13  Moizez a lavaras d'an AOTROU: An Ejipsianed a ouezo kement-mań, rak lakaet ec'h eus ar bobl-mań da bignat dre da nerzh eus o zouez,

14  hag e lavarint-se da annezidi ar vro-mań. Klevet o deus lavarout penaos out, o AOTROU, e-kreiz ar bobl-mań, penaos en em ziskouezez lagad ouzh lagad, o AOTROU, penaos da goabrenn en em zalc'h a-us dezho, penaos e kerzhez a-raok dezho en ur golonenn a goabrenn e-pad an deiz hag en ur golonenn a dan e-pad an noz.

15  Mar lakaez da varv ar bobl-mań evel un den hepken, ar broadoł hag o deus klevet da vrud a gomzo o lavarout:

16  Dre ma ne c'helle ket an AOTROU lakaat ar bobl-se da vont er vro en doa touet reiń dezho, en deus lazhet anezho el lec'h distro.

17  Ha bremań, ra vo diskouezet galloud an AOTROU en e vraster, evel ma ec'h eus disklźriet o lavarout:

18  An AOTROU a zo gorrek da gounnariń ha fonnus e madelezh, pardoniń a ra an direizhder hag an disentidigezh, met ne zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag e kastiz fazioł an tadoł war o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.

19  Pardon, me az ped, direizhder ar bobl-mań, hervez braster da drugarez, evel ma ec'h eus pardonet d'ar bobl-mań adalek an Ejipt betek amań.

20  Hag an AOTROU a lavaras: Pardonet em eus, hervez da gomz,

21  met, ken gwir ha ma'z on bev ha ma vo an douar holl leun eus gloar an AOTROU,

22  an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoł am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,

23  ne welint ket ar vro am eus touet reiń d'o zadoł; an holl re o deus disprizet ac'hanon ne welint ket anezhi.

24  Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhań da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi.

25  An Amalekited hag ar Gananeiz a zo o chom en draonienn; warc'hoazh, distroit ha kit en distro war-zu ar Mor Ruz.

26  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

27  Betek pegoulz e c'houzańvin ar vodadenn fall-mań, a c'hrozmol a-enep din? Klevet em eus mibien Israel o lavarout grozmol em enep.

28  Lavar: Me a zo bev, eme an AOTROU, me a raio deoc'h ar pezh am eus klevet hoc'h eus lavaret.

29  Ho korfoł marv a gouezho en distro-mań. An holl re ac'hanoc'h a zo bet kontet, hervez ho niver adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, c'hwi holl hoc'h eus grozmolet em enep,

30  ned eot ket er vro am eus savet va dorn diwar he fenn o touiń lakaat ac'hanoc'h da chom enni, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.

31  Ho pugale vihan, hoc'h eus lavaret diwar o fenn e vijent ur preizh eno, lakaat a rin anezho da vont e-barzh hag ec'h anavezint ar vro hoc'h eus disprizet.

32  Met ho korfoł marv, deoc'h-c'hwi, a gouezho en distro-mań.

33  Ho mibien a yelo o peuriń en distro e-pad daou-ugent vloaz, hag e tougint ho kasterezh, betek ma vo ho korfoł kuzumet en distro.

34  Hervez niver an deizioł hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezań dioueret ac'hanon.

35  Me, an AOTROU, am eus komzet! Evel-se e rin e-keńver ar vodadenn fall-mań a zo en em unanet a-enep din; kuzumet e vint en distro-mań hag e varvint ennań.

36  An dud en doa kaset Moizez evit spiań ar vro, hag a oa distroet hag o doa graet d'ar vodadenn grozmolat a-enep dezhań, o reiń un danevell fall diwar-benn ar vro,

37  an dud-se, o doa roet un danevell fall diwar-benn ar vro, a varvas dre ur gouli dirak an AOTROU.

38  Jozue mab Nun ha Kaleb mab Jefune a chomas bev a-douez an dud a oa aet da spiań ar vro.

39  Moizez a lavaras ar c'homzoł-mań da holl vibien Israel, hag e voe ur c'hańv bras e-touez ar bobl.

40  Sevel a rejont beure-mat hag e pignjont etrezek lein ar menez, o lavarout: Setu ni amań! Hag e pignimp d'al lec'h m'en deus komzet an AOTROU rak pec'het hon eus.

41  Moizez a lavaras: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Kement-se ne zeuio ket da vad.

42  Na bignit ket rak an AOTROU n'emań ket en ho touez, arabat deoc'h bezań pilet gant hoc'h enebourien!

43  An Amalekited hag ar Gananeiz a zo aze dirazoc'h, hag e kouezhot dre ar c'hleze abalamour ma oc'h distroet diouzh an AOTROU; an AOTROU ne vo ket ganeoc'h.

44  Hag en em galedjont, hag e pignjont war lein ar menez, met arc'h emglev an AOTROU ha Moizez n'ejont ket kuit er-maez eus ar c'hamp.

45  An Amalekited hag ar Gananeiz a oa o chom war ar menez-se a ziskennas, hag e piljont hag e tiframmjont anezho betek Horma.

 

Pennad 15

Reolennoł diwar-benn an aberzhoł hag ar sabad

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc'h evit chom enni,

3  ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniń ur gouestl pe ur prof a youl vat, pe en ho kouelioł, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,

4  an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin (~ 1,5 l) eoul,

5  hag ec'h aozi un evadkinnig eus ur c'hard hin (~ 1,5 l) gwin gant al loskaberzh pe an aberzh, evit pep oan.

6  Evit un tourz, ec'h aozi un donezon gant div zekvedenn flour bleud mezet gant un drederenn hin (~ 2 l) eoul,

7  hag un evadkinnig eus un drederenn hin (~ 2 l) gwin a ginnigi e c'hwezh dudius d'an AOTROU.

8  Pa aozi ur c'hole e loskaberzh, en aberzh evit seveniń ur gouestl pe en aberzh a drugarekadennoł d'an AOTROU,

9  e kinnigi gant ar c'hole un donezon eus teir dekvedenn flour bleud mezet gant un hanter hin (~ 3 l) eoul,

10  hag un evadkinnig eus un hanter hin (~ 3 l) gwin a ginnigi e prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.

11  Evel-se e vo graet evit un ejen, un tourz, un oan pe ur c'havrig.

12  Hervez niver ar re a vo aozet, evel-se e reot evit pep hini, hervez o niver.

13  Pep henvroad a raio an traoł evel-se pa ginnigo ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.

14  An diavaeziad a zo o chom en ho touez pe e-touez ho tiskennidi, hag a aozfe ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU, a aozo anezhań evel ma profot.

15  Bez' e vo ur reolenn hepken evit ar vodadenn hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez, ur reolenn beurbadus a rummadoł da rummadoł, bez' e vo evidoc'h evel evit an diavaeziad dirak an AOTROU.

16  Bez' e vo ul lezenn hepken hag ur varnedigezh hepken evidoc'h hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez.

17  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

18  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a lakaan ac'hanoc'h da vont enni,

19  hag e tebrot bara eus ar vro-se, e savot ur prof d'an AOTROU.

20  Sevel a reot ur wastell, kentań lodenn ho toaz, evel ur prof savet; hag he savot evel ma reot evit prof savet al leur.

21  Eus kentań lodenn ho toaz e roiot d'an AOTROU ur prof savet a rummadoł da rummadoł.

22  Pa n'ho po ket graet diratozh an holl c'hourc'hemennoł-se en deus roet an AOTROU da Voizez,

23  kement en deus urzhiet an AOTROU deoc'h dre Voizez, adalek an deiz m'en deus urzhiet an AOTROU ha diwezhatoc'h a rummadoł da rummadoł,

24  mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoł, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń.

25  An aberzhour a raio an dic'haou evit holl vodadenn mibien Israel, hag e vo pardonet dezho, rak diratozh e vo bet graet hag o devo degaset dirak an AOTROU o frof, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU hag un aberzh-dic'haou dirak an AOTROU, abalamour d'an dra graet diratozh.

26  Pardonet e vo da holl vodadenn mibien Israel ha d'an diavaeziad a zo o chom en o zouez, rak ar bobl a-bezh en devo graet an dra diratozh.

27  Mar pec'h un den hepken diratozh, e kinnigo ur c'havrig eus ur bloaz evel aberzh-dic’haou.

28  An aberzhour a raio an dic'haou evit an den en devo graet an dra diratozh dirak an AOTROU; p'en devo graet an dic'haou, e vo pardonet.

29  Bez' e vo evidoc'h ul lezenn hepken diwar-benn an hini en devo pec'het diratozh, evit an henvroad a-douez mibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez.

30  Met an hini a raio-se a zorn savet pe henvroad pe diavaeziad, e tismegańso an AOTROU; an den-se a vo lamet a-douez e bobl.

31  Disprizet en devo komz an AOTROU, torret en devo e c'hourc'hemenn, ret e vo lemel an den se; hag e tougo e zireizhder.

32  Mibien Israel a oa el lec'h distro hag e kavjont un den a zastume koad un deiz sabad.

33  Ar re a gavas anezhań o tastum koad e zegasas da Voizez ha da Aaron, ha d'an holl vodadenn.

34  Lakaet e voe dindan gward, rak ne oa ket bet disklźriet ar pezh a zleed ober dezhań.

35  An AOTROU a lavaras da Voizez: An den-se a vo lakaet d'ar marv; ra veinataio anezhań an holl vodadenn er-maez eus ar c'hamp.

36  An holl vodadenn a reas dezhań mont er-maez eus ar c'hamp hag a veinataas anezhań, hag e varvas, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

37  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

38  Komz da vibien Israel ha lavar dezho ober ur pempilh ouzh bevenn o dilhad a rummadoł da rummadoł, ha lakaat war ar pempilh-se eus ar vevenn ur gordennig limestra.

39  O kaout ar pempilh, o welout anezhań, ho po sońj eus holl c'hourc'hemennoł an AOTROU hag e heuliot anezho, ha ne heuliot ket ho kalonoł hag ho taoulagad evit kouezhań er gasterezh.

40  Sońj ho po eus va holl c'hourc'hemennoł hag e heuliot anezho, hag e viot santel d'ho Toue.

41  Me eo an AOTROU ho Toue, en deus ho lakaet da vont kuit eus bro Ejipt evit bezań ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 16

Emsavadenn Kora

1  Kora mab Jizehar mab Kehad mab Levi, gant Datan hag Abiram mibien Eliab, hag On mab Peled, o zri mibien Ruben, a zispac'has,

2  hag en em savjont a-enep Moizez gant daou c'hant hag hanter-kant den eus mibien Israel, eus prińsed ar vodadenn a veze galvet d'ar c'huzul, tud a vrud.

3  En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?

4  O klevout kement-se, Moizez a gouezhas war e zremm

5  hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhań hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outań an hini en devo dibabet.

6  Grit kement-mań: Kemerit podoł-glaou-bev, Kora hag e holl strollad;

7  warc'hoazh, lakait tan enno ha lakait c'hwezh-vat warno dirak an AOTROU, hag an den a vo dibabet gant an AOTROU a vo santel. A-walc'h-se deoc'h, mibien Levi!

8  Moizez a lavaras da Gora: Selaouit bremań, mibien Levi!

9  Ha re nebeut a dra eo evidoc'h en defe ho tibabet Doue Israel a-douez bodadenn Israel en ur lakaat ac'hanoc'h da dostaat outań, evit ober servij tabernakl an AOTROU hag evit en em zerc'hel dirak ar vodadenn da servijań anezhi?

10  Lakaet en deus ac'hanout da dostaat, te ha da'z holl vreudeur, mibien Levi, hag e klaskit c'hoazh ar velegiezh?

11  Evit-se, te ha da holl strollad oc'h en em zastumet a-enep an AOTROU! Piv eo Aaron ma c'hrozmolit en e enep?

12  Moizez a gasas da c'hervel Datan hag Abiram mibien Eliab. Met e respontjont: Ni ned aimp ket.

13  Ha re nebeut a dra eo ez pefe hol lakaet da vont er-maez eus ur vro a zever gant laezh ha mel, evit hol lakaat da vervel en distro-mań, ma fell dit hor mestroniań ivez?

14  A-dra-sur n'ec'h eus ket kaset ac'hanomp en ur vro a zever gant laezh ha mel, n'ec'h eus ket roet deomp en hźrezh parkeier ha gwiniegi. Ha fellout a ra dit broudań daoulagad an dud-se? Ni ned aimp ket.

15  Moizez a fuloras, hag e lavaras d'an AOTROU: Na laka ket evezh ouzh o donezon. Ne'm eus ket kemeret un azen hepken diganto, ha ne'm eus graet droug da hini ebet anezho.

16  Moizez a lavaras da Gora: Te ha da holl strollad, en em gavit warc'hoazh dirak an AOTROU, te hag int, gant Aaron.

17  Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e bod-glaou-bev, ra lakaio c'hwezh-vat ennań ha ra ginnigo pep hini ac'hanoc'h e bod-glaou-bev dirak an AOTROU; bez' e vo daou c'hant hag hanter-kant pod-glaou-bev. Te hag Aaron ho po ivez pep hini e bod-glaou-bev.

18  Kemer a reas pep hini anezho e bod-glaou-bev, lakaat a reas c'hwezh-vat ennań, hag en em zalc'hjont ouzh digor teltenn an engalv gant Moizez hag Aaron.

19  Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.

20  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

21  En em zispartiit diouzh ar vodadenn-mań, hag e kuzumin anezho en un taol kont.

22  Neuze e kouezhjont war o dremmoł hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoł pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?

23  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

24  Komz d'ar vodadenn ha lavar: En em dennit a-ziwar-dro chomlec'h Kora, Datan hag Abiram.

25  Moizez a savas hag ez eas da gavout Datan hag Abiram; henaourien Israel a heulias anezhań.

26  Hag e komzas d'ar vodadenn o lavarout: Pellait bremań diouzh teltennoł an dud fall-se ha na stokit ouzh netra a vefe dezho, gant aon na vefec'h kuzumet en abeg d'o holl bec'hedoł.

27  En em dennań a rejont a-ziwar-dro chomlec'h Kora, Datan hag Abiram. Datan hag Abiram a yeas er-maez hag en em zalc'has en o sav ouzh digor o zeltennoł gant o gwragez, o mibien hag o mibien vihan.

28  Moizez a lavaras: Dre gement-mań ec'h anavezot penaos en deus va c'haset an AOTROU evit ober an holl draoł-se, ha ne'm eus graet netra ac'hanon va-unan.

29  Mar marv an dud-se evel ma varv an holl dud, ma c'hoarvez d'an dud-se evel ma c'hoarvez d'an holl dud, an AOTROU n'en deus ket va c'haset,

30  met mar krou an AOTROU un dra nevez holl, ma tigor an douar e c'henoł da lonkań anezho gant kement o deus, ha ma tiskennont bev e lec'h ar marv, e ouiot penaos an dud-se o deus disprizet an AOTROU.

31  Evel m'echue da lavarout ar c'homzoł-se, an douar a oa dindano a faoutas.

32  Hag an douar a zigoras e c'henoł da lonkań anezho gant o holl dier, an holl dud a oa gant Kora hag o holl vadoł.

33  Diskenn a rejont bev e lec'h ar marv, int ha kement a oa dezho. An douar a c'holoas anezho hag ez ejont da get eus kreiz ar vodadenn.

34  Holl re eus Israel a oa en-dro dezho a dec'has d'o c'hriadennoł, o lavarout: Gant aon na lonkfe an douar ac'hanomp!

35  Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.

36  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

37  Lavar da Eleazar mab Aaron, an aberzhour: Dastum ar podoł-glaou-bev eus kreiz an tan ha kas an tan pelloc'h, rak santelaet int bet.

38  Diwar-benn podoł-glaou-bev ar re o deus pec'het a-enep o eneoł, ra vo graet diouto laonennoł ledan evit goleiń an aoter. Pa'z int bet kinniget dirak an AOTROU, santelaet int, hag e vint ur sin da vibien Israel.

39  Eleazar an aberzhour a gemeras ar podoł-glaou-bev arem o doa kinniget ar re a oa bet devet, hag e voe graet laonennoł evit goleiń an aoter.

40  Un eńvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.

41  An deiz war-lerc'h, holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag Aaron o lavarout: Lakaet hoc'h eus pobl an AOTROU d'ar marv!

42  E-keit ha ma oa ar vodadenn o tastum a-enep Moizez hag Aaron ha ma sellent etrezek teltenn an engalv, setu, ar goabrenn a c'holoas anezhi ha gloar an AOTROU en em ziskouezas.

43  Moizez hag Aaron a zeuas dirak teltenn an engalv.

44  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

45  En em dennit a-greiz ar vodadenn-se, hag e kuzumin anezho en un taol kont. Neuze e kouezhjont war o dremmoł.

46  Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoł-glaou-bev, laka tan ennań a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnań, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.

47  Aaron a gemeras kement en doa lavaret Moizez hag a redas betek kreiz ar vodadenn, ha setu, kroget e oa ar gouli e-kreiz ar bobl. Neuze e lakaas ar c'hwezh-vat, e reas dic'haou evit ar bobl,

48  en em zalc'has etre ar re varv hag ar re vev, hag ar gouli a baouezas.

49  Pevarzek mil ha seizh kant den a varvas dre ar gouli, en tu-hont d'ar re marvet abalamour da Gora.

50  Aaron a zistroas da gavout Moizez ouzh digor teltenn an engalv, ar gouli a oa paouezet.

 

Pennad 17

Mirakl gwialenn Aaron

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Komz da vibien Israel ha kemer diganto ur wialenn dre diez o zadoł, da lavarout eo daouzek gwialenn, a-berzh o holl brińsed hervez tiez o zadoł. Skrivań a ri anv pep hini anezho war e wialenn,

3  hag e skrivi anv Aaron war wialenn Levi, rak e vo ur wialenn evit pep penn-bras eus ti e dadoł.

4  Lakaat a ri anezho e teltenn an engalv, dirak an Testeni, e-lec'h ma en em gavan ganeoc'h.

5  Gwialenn an den a zibabin a vleunio, hag e lakain da baouez dirazon ar grozmol a vez rannet gant mibien Israel a-enep deoc'h.

6  Moizez a gomzas da vibien Israel, hag o holl brińsed a roas dezhań ur wialenn, pep prińs a roas unan evit ti e dadoł, da lavarout eo daouzek gwialenn. Gwialenn Aaron a oa e-touez ar gwialennoł.

7  Moizez a lakaas ar gwialennoł dirak an AOTROU e teltenn an Testeni.

8  An deiz war-lerc'h ez eas Moizez e teltenn an Testeni, ha setu, gwialenn Aaron evit ti Levi he doa brońset; bountet he doa brońs, produet bleunioł ha darevet alamandez.

9  Moizez a dennas an holl wialennoł a-zirak an AOTROU evit kas anezho da vibien Israel, hag e weljont hag e kemeras pep hini anezho e wialenn.

10  An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel ur sin evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.

11  Moizez a reas kement-se. Ober a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhań.

12  Mibien Israel a lavaras da Voizez: Setu e varvomp, kollet omp, kollet omp holl!

13  Piv bennak a dosta ouzh tabernakl an AOTROU a varv! Hag e vimp kuzumet holl en ur vont da get?

 

Pennad 18

Ministrerezh al Levited. An deog

1  An AOTROU a lavaras da Aaron: Te ha da vibien ha ti da dad ganit a zougo direizhder ar santual, ha te ha da vibien ganit a zougo direizhder ho pelegiezh.

2  Laka da dostaat da vreudeur, meuriad Levi, meuriad da dad, evit ma vint stag ouzhit ha ma servijint ac'hanout, pa vo te ha da vibien ganit dirak teltenn an Testeni.

3  Hag e virint da urzhioł hag an urzhioł diwar-benn an deltenn a-bezh, met ne dostaint ket ouzh traoł ar santual nag ouzh an aoter, gant aon na varvfe int ha c'hwi.

4  Stag e vint ouzhit hag e virint an urzhioł diwar-benn teltenn an engalv evit holl servij an deltenn. Diavaeziad ebet ne dostaio ouzhoc'h.

5  Mirout a reot an urzhioł diwar-benn ar santual hag an urzhioł diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel.

6  Setu, me am eus kemeret ho preudeur al Levited a-douez mibien Israel; roet int evel ur prof evit an AOTROU, evit ober servij teltenn an engalv.

7  Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiń a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.

8  An AOTROU a lavaras da Aaron: Setu, roet em eus dit karg ar profoł savet e-touez an holl draoł santelaet gant mibien Israel; o roet em eus dit ha da'z mibien abalamour d'hoc'h oleviadur, ur reolenn beurbadus eo.

9  Kement-mań a vo dit a-douez an traoł santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoł, o holl zonezonoł, o holl aberzhoł-dic'haouiń, o holl aberzhoł a gablusted a zegasint din; an traoł santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien.

10  Debriń a reot an traoł santel-meurbet; pep paotr a zebro diouto, santel e vint.

11  Kement-mań ivez a vo dit: ar profoł savet kinniget a-douez an holl brofoł hejet eus mibien Israel; o roet em eus dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.

12  Roet em eus dit ar wellań lodenn eus an eoul, ar wellań lodenn eus ar gwin hag eus ar gwinizh, o frouezh kentań a ginnigint d'an AOTROU.

13  Kentań frouezh o douar, hag a zegasint d'an AOTROU, a vo dit. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.

14  Kement a vo lakaet da verz en Israel a vo dit.

15  Pep  hini en devo digoret ar mammog, a bep kig, den pe loen, hag a ginnigint d'an AOTROU, a vo dit. Met e taspreni hep mar kentań-ganet an den, hag e taspreni kentań-ganet ul loen dic'hlan.

16  Ar re da zasprenań a vo dasprenet adalek an oad eus ur miz hervez da brizadur, pemp sikl arc'hant (~ 50 g a arc'hant), hervez sikl (~ 10 g) ar santual a dalvez ugent gera (1 gera ~ 0,5 g).

17  Met ne zaspreni ket kentań-ganet ar vuoc'h, na kentań-ganet an dańvadez, na kentań-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoł santel. Skuilhań a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediń, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.

18  O c'hig a vo dit, ar bruched hejet evel ur prof, ar skoaz dehou.

19  Roet em eus dit an holl brofoł savet e-touez an traoł santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.

20  An AOTROU a lavaras da Aaron: Ne vo hźrezh ebet evidout en o bro, ne vo lodenn ebet evidout en o zouez, me a vo da lodenn ha da hźrezh e-touez mibien Israel.

21  Roet em eus da vibien Levi kement deog en Israel evel hźrezh, en eskemm eus ar servij a reont, servij teltenn an engalv.

22  Mibien Israel ne dostaint ken ouzh teltenn an engalv, gant aon na en em gargfent eus ur pec'hed ha na varvfent.

23  Al Levited eo ar re a raio servij teltenn an engalv, hag e tougint o direizhder. Ur reolenn beurbadus e vo a rummadoł da rummadoł, ne vo hźrezh ebet evito e-touez mibien Israel.

24  Roet em eus d'al Levited evel hźrezh an deogoł diwar ar profoł savet kinniget d'an AOTROU gant mibien Israel, setu perak em eus lavaret: Ne vo hźrezh ebet evito e-touez mibien Israel.

25  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

26  Komz d'al Levited ha lavar: Pa zegemerot digant mibien Israel an deog am eus roet deoc'h diwarno evel hźrezh, e kinnigot ur prof savet d'an AOTROU, an deog eus an deog,

27  hag ho prof savet a vo kontet deoc'h evel gwinizh al leur hag evel leunded ar waskell.

28  Evel-se e kinnigot ur prof savet d'an AOTROU diwar hoc'h holl zeogoł a resevot digant mibien Israel, hag e roiot prof savet an AOTROU da Aaron an aberzhour.

29  Diwar hoc'h holl zonezonoł e kemerot ar profoł savet d'an AOTROU, diwar gement holl a zo a wellań e kemerot al lodenn santelaet.

30  Hag e lavari dezho: Pa ho po savet al lodenn wellań, e vo kontet an deog d'al Levited evel leve al leur hag evel leve ar waskell.

31  En debrot en ul lec'h bennak, c'hwi hag ho tiegezh, rak ho kopr eo en eskemm eus ho servij e teltenn an engalv.

32  Dre eno ne zougot pec'hed ebet pa ho po savet al lodenn wellań, ne zisakrot ket traoł santel mibien Israel ha ne varvot ket.

 

Pennad 19

Ar vuoc'h rous

1  An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2  Setu ur reolenn eus al lezenn en deus gourc'hemennet an AOTROU o lavarout: Komz da vibien Israel, ma tegasint dit ur vuoc'h rous, didarch ha disi, ha n'he defe ket douget ar yev.

3  He reiń a reot da Eleazar an aberzhour, a gaso anezhi er-maez eus ar c'hamp, hag e vo lazhet dirazań.

4  Eleazar an aberzhour a gemero eus he gwad gant e viz, hag e raio sparfadur eus he gwad seizh gwech war diaraog teltenn an engalv.

5  Devet e vo ar vuoc'h dirak e zaoulagad, devet e vo he c'hroc'hen, he c'hig, he gwad, he fank.

6  An aberzhour a gemero koad sedrez, sikadez ha ruz-moug, hag o zaolo e-kreiz an tan a zev ar vuoc'h.

7  An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz.

8  An hini en devo he devet a ganno e zilhad en dour hag a walc'ho e gorf en dour, dic'hlan e vo betek an noz.

9  Un den glan a zastumo ludu ar vuoc'h hag en taolo er-maez eus ar c'hamp en ul lec'h glan. Miret e vo evit bodadenn mibien Israel, evit ober dour a zisparti. Ur c’hlanidigezh eus ar pec'hed e vo.

10  An hini en devo dastumet ludu ar vuoc'h a ganno e zilhad, ha dic'hlan e vo betek an noz. Ur reolenn beurbadus e vo evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en o zouez.

11  An hini a stoko ouzh ar c'horf marv eus un den bennak a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.

12  En em c'hlanaat a raio gant an dour-se d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e vo glan. Ma n'en em c'hlana ket d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, ne vo ket glan.

13  Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnań an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnań.

14  Setu al lezenn: Pa varvo un den en un deltenn, piv bennak a yelo en deltenn ha piv bennak en em gavo en deltenn a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.

15  Pep lestr digor, hep golo stag ebet, a vo dic'hlan.

16  Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.

17  Evit un den a vo dic'hlan, e vo kemeret eus ludu an hini a zo bet devet evit ar pec'hed, hag e vo lakaet warnań dour bev en ul lestr.

18  Un den glan a gemero sikadez, a soubo anezhań en dour hag a raio sparfadur war an deltenn, war an holl draoł ha war an holl dud a vo bet e-barzh, ha war an hini en devo stoket ouzh eskern pe ouzh un den lazhet pe ouzh unan marv pe ouzh ur bez.

19  An den glan a raio sparfadur war an hini dic'hlan d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e c'hlanaat a raio d'ar seizhvet deiz. Hag e kanno e zilhad hag en em walc'ho en dour, glan e vo d'an noz.

20  Un den hag a vo dic'hlan ha n'en em c'hlanaio ket, an den-se a vo lamet a-douez ar vodadenn, rak saotret en devo santual an AOTROU. Pa ne vo ket bet skuilhet warnań an dour a zisparti, dic'hlan e vo.

21  Ur reolenn beurbadus e vo evito. An hini a raio sparfadur eus an dour a zisparti a ganno e zilhad, hag an hini a stoko ouzh an dour a zisparti a vo dic'hlan betek an noz.

22  Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outań a vo dic'hlan betek an noz.

 

Pennad 20

Marv Mari. Doureier Meriba. Marv Aaron

1  Mibien Israel, an holl vodadenn, a erruas e distro Zin d'ar miz kentań, hag ar bobl a chomas e Kadesh. Mari a varvas hag a voe beziet eno.

2  Ne oa ket a zour evit ar vodadenn, hag en em savjont a-enep Moizez hag a-enep Aaron.

3  Ar bobl a dabutas gant Moizez, hag e komzjont o lavarout: Perak eta n'omp ket marvet pa varvas hor breudeur dirak an AOTROU?

4  Perak hoc'h eus lakaet pobl an AOTROU da zont el lec'h distro-mań, evit ma varvimp e-barzh, ni hag hol loened?

5  Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit degas ac'hanomp el lec'h fall-mań? N'eo ket ul lec'h evit hadań nag evit fiez nag evit gwini nag evit greunaval, ha n'eus ket a zour da evań.

6  Mont a reas Moizez hag Aaron a-zirak ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, hag e kouezhjont war o dremm; gloar an AOTROU en em ziskouezas dezho.

7  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

8  Kemer ar wialenn ha dastum ar vodadenn, te hag Aaron da vreur, komzit ouzh ar roc'h dirazo, hag e roio he dour. Ober a ri d'an dour mont er-maez eus ar roc'h evito, hag e roi da evań d'ar vodadenn ha d'o loened.

9  Moizez a gemeras ar wialenn a-zirak an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhań.

10  Moizez hag Aaron a zastumas ar vodadenn dirak ar roc'h. Lavarout a reas: Selaouit eta, emsaverien! Hag e raimp da zour dont er-maez eus ar roc'h?

11  Moizez a savas e zorn hag a skoas war ar roc'h gant e wialenn div wech, hag e teuas dour e-leizh. Ar vodadenn a evas, hag o loened ivez.

12  An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Peogwir n'hoc'h eus ket kredet ennon evit va santelaat dirak mibien Israel, ne renot ket ar vodadenn-mań er vro am eus roet dezho.

13  Ar re-se eo doureier Meriba (= enebiezh), lec'h ma'c'h enebas mibien Israel ouzh an AOTROU, a voe santelaet enno.

14  Moizez a gasas kannaded eus Kadesh da roue Edom: Evel-henn e komz da vreur Israel: Anavezout a rez an holl boanioł a zo deuet warnomp,

15  penaos e tiskennas hon tadoł d'an Ejipt, ha penaos omp bet o chom pell en Ejipt. An Ejipsianed a wallgasas ac'hanomp, ni hag hon tadoł.

16  Kriet hon eus d'an AOTROU ha klevet en deus hor mouezh. Kaset en deus un ael ha lakaet en deus ac'hanomp da vont kuit eus an Ejipt. Setu, emaomp e Kadesh, kźr e penn da harzoł.

17  Lez ac'hanomp da dremen dre da vro, ne dremenimp na dre ar parkeier na dre ar gwiniegi, ne evimp ket dour ar puńsoł, mont a raimp dre hent ar roue, ne zistroimp nag a-zehou nag a-gleiz, betek ma hon devo tremenet da harzoł.

18  Edom a lavaras: Ne dremeni ket, anez da-se ez in a-ziarbenn dit gant ar c'hleze.

19  Mibien Israel a lavaras dezhań: Pignat a raimp dre an hent bras, mar evomp eus da zour, ni hag hol loened, me en paeo; war droad e tremenin hepken, netra ouzhpenn.

20  Eń a lavaras: Ne dremeni ket. Edom a yeas a-ziarbenn dezhań gant ur vandenn vras a dud hag a zorn armet.

21  Edom a nac'has ouzh Israel aotren da dremen dre e harzoł, hag Israel a zistroas ac'hane.

22  Mibien Israel, an holl vodadenn, a yeas kuit eus Kadesh hag a zeuas da Venez Hor.

23  An AOTROU a gomzas da Moizez ha da Aaron, e Menez Hor, war harzoł Edom, o lavarout:

24  Dastumet e vo Aaron gant e bobl; ned aio ket er vro am eus roet da vibien Israel, dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloł e doureier Meriba.

25  Kemer Aaron hag e vab Eleazar ha laka anezho da bignat war Venez Hor.

26  Diwisk Aaron eus e zilhad ha gwisk anezho da Eleazar. Aaron a vo dastumet hag a varvo eno.

27  Moizez a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU. Pignat a rejont war Venez Hor dirak ar vodadenn.

28  Moizez a ziwiskas Aaron eus e zilhad hag a wiskas anezho da Eleazar e vab. Aaron a varvas eno war lein ar menez. Moizez hag Eleazar a ziskennas eus ar menez.

29  An holl vodadenn a welas e oa marvet Aaron, hag holl di Israel a ouelas Aaron e-pad tregont devezh.

 

Pennad 21

An naered gwrezus. Trec'hioł an Israeliz

1  Pa glevas ar roue Arad, ar C'hananead a voe o chom er c'hreisteiz, penaos e teue Israel dre hent ar spierien, e stourmas a-enep Israel hag e kemeras prizonidi.

2  Neuze Israel a reas ur gouestl d'an AOTROU hag a lavaras: Mar roez ar bobl-se da'm dorn, e lakain o c'hźrioł da verz.

3  An AOTROU a selaouas mouezh Israel hag a roas dezho ar Gananeiz. Lakaet e voent da verz, int hag o c'hźrioł; galvet e voe anv al lec'h-se Horma.

4  Mont a rejont kuit eus Menez Hor dre hent ar Mor Ruz evit ober an dro da vro Edom. Ar bobl a zigalonekaas en hent,

5  hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel el lec'h distro? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mań.

6  An AOTROU a gasas e-touez ar bobl naered gwrezus a flemmas ar bobl, en hevelep doare ma varvas kalz a dud en Israel.

7  Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.

8  An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra unan gwrezus ha laka anezhań war ur berchenn; hag e c'hoarvezo penaos piv bennak a vo flemmet hag a sello outań a vevo.

9  Moizez a reas un naer arem, a lakaas war ur berchenn; ha pa vez flemmet unan bennak gant un naer, e selle ouzh an naer arem hag e veve.

10  Mont a reas kuit mibien Israel hag e kampjont en Obod.

11  Mont a rejont kuit eus Obod hag e kampjont en Ije-Abarim, el lec'h distro a-dal da Voab, etrezek ar sav-heol.

12  Ac'hane ez ejont kuit hag e kampjont e traonienn Zered.

13  Ac'hane ez ejont kuit hag e kampjont en tu all d'an Arnon, a zo el lec'h distro, e penn harzoł an Amoreaned, rak an Arnon a zo harz Moab, etre Moab hag an Amoreaned.

14  Setu perak eo lavaret e levr brezelioł an AOTROU: "Vaheb e Sufa, ha froud an Arnon,

15  ha red ar froudoł, a zo war-zu al lec'h ma ez eus Ar, hag a harp ouzh harzoł Moab."

16  Ac'hane ez ejont da Veer (= puńs). Ar Beer-se eo ar puńs e-lec'h ma lavaras an AOTROU da Voizez: Dastum ar bobl, ha me a roio dezho dour.

17  Neuze Israel a ganas ar c'han-mań: "Sav, puńs! Kanit evitań!

18  Prińsed o deus toullet ac'hanout, puńs; re vras ar bobl o deus kleuzet, gant o gwalenn hag o bazh!" Eus an distro ez ejont da Vatana,

19  eus Matana da Nahaliel, eus Nahaliel da Vamod,

20  eus Bamod d'an draonienn a zo e douar Moab, etrezek lein ar Pisga, pa seller war-zu an distro.

21  Israel a gasas kannaded da Sihon, roue an Amoreaned, evit lavarout:

22  Va lez da dremen dre da vro, ned aimp nag er parkeier nag er gwiniegi, ne evimp ket dour ar puńsoł, mont a raimp dre hent ar roue, betek ma hon devo tremenet da harzoł.

23  Sihon ne lezas ket Israel da dremen dre e harzoł. Sihon a zastumas e holl bobl hag a yeas war-ziarbenn Israel el lec'h distro; dont a reas da Jahaz hag e stourmas ouzh Israel.

24  Israel a drec'has anezhań dre droc'h ar c'hleze hag a berc'hennas e vro adalek an Arnon betek ar Jabok, betek mibien Ammon, rak harz mibien Ammon a oa kreńv.

25  Israel a gemeras an holl gźrioł-se hag a ziazezas en holl gźrioł an Amoreaned, en Hesbon hag en holl gźriadennoł en-dro dezhi.

26  Hesbon a oa kźr Sihon, roue an Amoreaned, an hini en doa stourmet ouzh ar roue a-raok eus Moab hag en doa kemeret e holl vro eus e zorn betek an Arnon.

27  Setu perak e lavar ar varzhed: Deuit da Hesbon, ra vo kźr Sihon adsavet ha kreńvaet!

28  Un tan a zo deuet er-maez eus Hesbon, ur flamm eus kźr Sihon, pulluc'het eo bet Ar-Moab, mestroł krec'hioł an Arnon.

29  Gwalleur dit, Moab! Kollet out, pobl Kemosh! Lezet en deus e vibien da dec'hout, hag e verc'hed da vezań tapet gant Sihon, roue an Amoreaned.

30  Strinket hon eus warno, Hesbon a zo kollet betek Dibon, distrujet holl hon eus betek Nofak, betek Medeba.

31  Israel en em ziazezas e bro an Amoreaned.

32  Moizez a gasas da spiań Jaezer. Kemer a rejont kźrioł en-dro dezhi, hag e tiberc'hennjont an Amoreaned a oa eno.

33  Treiń a rejont hag e pignjont dre hent Basan. Og, roue Basan, a yeas war o diarbenn gant e holl bobl evit stourm outań en Edrei.

34  An AOTROU a lavaras da Voizez: Na'z pet ket aon dirazań, rak lakaet em eus anezhań etre da zaouarn, gant e holl bobl hag e vro. Hag e ri dezhań evel ma ec'h eus graet da Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon.

35  Trec'hiń a rejont anezhań, eń, e vibien hag e holl bobl, betek ma ne chomas den ebet; hag e perc'hennjont e vro.

 

Pennad 22

Balag a c'houlenn sikour Balaam

1  Mont a reas kuit mibien Israel hag e kampjont e plaenennoł Moab, en tu-mań d'ar Jordan, a-dal da Jeriko.

2  Balag mab Zippor a welas kement en doa graet Israel d'an Amoreaned.

3  Moab en doe un aon bras dirak ar bobl-se, dre ma oa niverus; Moab a voe spouronet rak mibien Israel.

4  Moab a lavaras da henaourien Madian: Emań an engroez-mań o vont da beuriń holl en-dro deomp evel ma peur an ejen geot ar parkeier. Balag mab Zippor a oa roue Moab d'ar mare-se.

5  Hag e kasas kannaded da Valaam mab Beor, da Betor war ar stźr, e bro mibien e bobl, evit gervel anezhań o lavarout: Setu, ur bobl a zo deuet kuit eus an Ejipt, setu e c'holo gorre an douar hag eo en em ziazezet a-dal din.

6  Deus bremań, millig ar bobl-se rak galloudusoc'h eo egedon; marteze e c'hellin trec'hiń anezho hag o c'has kuit eus ar vro, rak gouzout a ran penaos an hini a vennigez a zo benniget hag an hini a villigez a zo milliget.

7  Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoł evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhań komzoł Balag.

8  Balaam a lavaras: Chomit amań fenoz hag e respontin deoc'h hervez ar pezh a lavaro an AOTROU din. Prińsed Moab a chomas e ti Balaam.

9  Doue a zeuas da gavout Balaam hag a lavaras: Piv eo an dud-se a zo en da di?

10  Balaam a respontas da Zoue: Balag mab Zippor, roue Moab, en deus kaset anezho da'm c'havout evit lavarout din:

11  Setu, ur bobl a zo deuet kuit eus an Ejipt, setu e c'holo gorre an douar. Deus bremań, millig anezho, marteze e c’hellin trec'hiń anezho hag o c'has kuit.

12  Doue a lavaras da Valaam: N'i ket ganto, ne villigi ket ar bobl-mań rak benniget eo.

13  Balaam a savas d'ar beure hag a lavaras da brińsed Balag: Distroit d'ho pro, nac'het en deus an AOTROU va lezel da vont ganeoc'h.

14  Prińsed Moab a savas hag a zistroas da gavout Balag, hag e lavarjont: Nac'het en deus Balaam dont ganeomp.

15  Balag a gasas adarre prińsed, niverusoc'h hag enorusoc'h eget ar re gentań.

16  Dont a rejont da gavout Balaam hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret Balag mab Zippor: Ra ne viro netra ouzhit dont da'm c'havout,

17  rak enoret-meurbet e vi ganin, hag e rin kement a lavari din; deus eta, millig ar bobl-se.

18  Balaam a respontas o lavarout da servijerien Balag: Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriń urzh an AOTROU va Doue evit ober un dra bihan pe vras.

19  Bremań, chomit amań fenoz hag e ouezin ar pezh a gendalc'ho an AOTROU da lavarout din.

20  Doue a zeuas da gavout Balaam e-pad an noz hag a lavaras: Mard eo deuet an dud-se evit da c'hervel, sav, kae ganto, met e ri hervez ar c'homzoł a lavarin dit.

21  Balaam a savas d'ar beure, a zibras e azenez hag a yeas gant prińsed Moab.

22  Fulor Doue en em danas abalamour ma'z oa aet kuit. Ael an AOTROU en em zalc'has war an hent evit enebiń outań. Pignet e oa war e azenez, e zaou vevel a oa gantań.

23  An azenez a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. An azenez a zistroas eus an hent hag a yeas er parkeier. Balaam a skoas gant an azenez evit he lakaat da zistreiń war an hent.

24  Ael an AOTROU en em zalc'has war ur wenodenn er winieg, gant ur voger en un tu hag ur voger en tu all.

25  An azenez a welas ael an AOTROU, en em vac'has ouzh ar voger hag a waskas troad Balaam ouzh ar voger; skeiń a reas ganti adarre.

26  Ael an AOTROU a yeas pelloc'h hag en em zalc'has en ul lec'h enk, ma ne oa hent ebet da zistreiń a-zehou nag a-gleiz.

27  An azenez a welas ael an AOTROU hag a c'hourvezas dindan Balaam. Fulor Balaam en em danas hag e skoas war an azenez gant ur vazh.

28  An AOTROU a zigoras genoł an azenez, a lavaras da Valaam: Petra am eus graet di, ma ec'h eus skoet ganin teir gwech?

29  Balaam a lavaras d'an azenez: Graet ec'h eus goap ac'hanon! Ma vefe ur c'hleze em dorn, e lazhfen ac'hanout.

30  An azenez a lavaras da Valaam: Ha n'on ket da azenez, ac'h eus marc'hekaet warnon a-viskoazh betek hiziv? Hag em eus ar c'hiz d'ober evel-se ez keńver? Hag e lavaras: Nann.

31  An AOTROU a zigoras daoulagad Balaam, ha Balaam a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. Hag e soublas hag en em stouas war e zremm.

32  Ael an AOTROU a lavaras: Perak ec'h eus skoet gant da azenez teir gwech? Setu ez on deuet evit enebiń ouzhit, rak e heuliez un hent fall dirazon.

33  An azenez he deus va gwelet hag eo en em zistroet diouzhin teir gwech. Ma ne vije ket distroet azirazon, em bije da lazhet hag he lezet bev.

34  Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremań, mar displij kement-se dit, e tistroin.

35  Ael an AOTROU a lavaras da Valaam: Kae gant an dud-se, met ne lavari nemet ar c'homzoł a lavarin dit. Ha Balaam a yeas gant prińsed Balag.

36  Pa glevas Balag e teue Balaam, ez eas a-ziarbenn dezhań en ur gźr eus Moab a zo war harz an Arnon, e dibenn an tiriad.

37  Balag a lavaras da Valaam: Ha ne'm eus ket kaset kannaded da'z kavout evit da c'hervel? Perak n'out ket deuet da'm c'havout? Ha ne c'hellen ket da zegemer gant enor?

38  Balaam a lavaras da Valag: Setu ez on deuet da'z kavout. Ha gallout a rin bremań lavarout un dra bennak? Me a lavaro ar gomz a lakaio Doue em genoł.

39  Balaam a yeas gant Balag hag ec'h errujont e Kirjad-Huzod.

40  Balag a ginnigas ejened ha deńved hag a gasas lod da Valaam ha d'ar brińsed a oa gantań.

41  D'ar beure, Balag a gemeras Balaam hag a lakaas anezhań da bignat da uhellec'h Baal, hag alese e welas al lod brasań eus ar bobl.

 

Pennad 23

Bennozhioł Balaam

1  Balaam a lavaras da Valag: Sav din amań seizh aoter, kempenn din seizh kole ha seizh tourz.

2  Balag a reas evel m'en doa lavaret Balaam. Balag ha Balaam a ginnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.

3  Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel.

4  Doue en em gavas gant Balaam, a lavaras dezhań: Aozet em eus seizh aoter ha kinniget em eus ur c'hole hag un tourz war bep aoter.

5  An AOTROU a lakaas ur gomz e genoł Balaam hag a lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn.

6  Distreiń a reas ha setu, en em zalc'he tost d'al loskaberzh, eń hag holl brińsed Moab.

7  Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Balag roue Moab en deus va lakaet da zont eus Aram, eus menezioł ar sav-heol. Deus, millig din Jakob! Deus, kemer droug ouzh Israel!

8  Penaos e villigfen an hini n'eo ket mallozhet gant Doue? Penaos e kemerfen imor ouzh an hini n'en deus ket kemeret imor an AOTROU outań?

9  E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outań a-ziwar an torgennoł, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoł.

10  Piv a c'hell niveriń poultr Jakob, ha diniveriń kard Israel? Ra varvin eus marv an dud reizh, ra vo va diwezh heńvel ouzh o hini!

11  Balag a lavaras da Valaam: Petra ac'h eus graet din? Da gemeret em eus evit milligań va enebourien, ha setu, o bennigań a rez!

12  Respont a reas o lavarout: Ha n'eo ket dleet din lavarout ar pezh en deus lakaet an AOTROU em genoł?

13  Balag a lavaras: Deus ganin d'ul lec'h all, ma weli anezho alese. Ne weli nemet ar penn anezho, n'o gweli ket holl. Hag alese e villigi anezho din.

14  E ren a reas da bark Zofim war lein ar Pisga. Sevel a reas seizh aoter hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.

15  Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h amań tost d'al loskaberzhoł ha me a yelo pelloc'h a-ziarbenn.

16  An AOTROU en em gavas gant Balaam hag a lakaas ur gomz en e c'henoł. Hag e lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn.

17  Distreiń a reas ha setu, en em zalc'he tost d'al loskaberzh, eń hag holl brińsed Moab. Balag a lavaras: Petra en deus lavaret an AOTROU?

18  Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Sav Balag, ha selaou! Ro da skouarn din, mab Zippor!

19  Doue n'eo ket un den evit gaouiadiń, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?

20  Setu, resevet em eus da vennigań, benniget en deus, ne c'hellan ket cheńch.

21  N'en deus ket merzet direizhder e Jakob, n'en deus ket gwelet drougiezh en Israel. An AOTROU e Zoue a zo gantań, hag e vez klevet eno youc'h ur roue.

22  Doue en deus o zennet eus an Ejipt, bez' eo evito evel nerzh ar bual.

23  N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue!

24  Ar bobl-mań en em savo evel ul leonez, hag en em zalc'ho evel ul leon. Ne c'hourvezo ket ken n'en devo debret ar preizh, hag evet gwad ar c'hloazidi.

25  Balag a lavaras da Valaam: Na villig ket anezho, met n'o binnig ket kennebeut!

26  Balaam a lavaras da Valag: Ha ne'm boa ket lavaret: Ober a rin kement a lavaro an AOTROU?

27  Balag a lavaras da Valaam: Deus eta, me az reno d'ul lec'h all; marteze e kavo mat Doue ma villigi anezho alese.

28  Balag a renas Balaam war lein ar Peor, a sell ouzh al lec'h distro.

29  Balaam a lavaras da Valag: Sav din amań seizh aoter, kempenn din seizh kole ha seizh tourz.

30  Balag a reas evel m'en doa lavaret Balaam, hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.

 

Pennad 24

Balaam a gendalc'h da vennigań ha da ziouganań

1  Balaam a welas penaos e kave mat an AOTROU bennigań Israel, n'eas ket da glask strobinelloł evel ar gwechoł all, met e troas e zremm war-zu an distro.

2  Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiń dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnań.

3  Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,

4  diougan an hini a glev gerioł Doue, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini en em stou hag e tigor e zaoulagad.

5  Pegen kaer eo da deltennoł, o Jakob! Ha da chomlec'hioł, o Israel!

6  En em astenn a reont evel traoniennoł, evel liorzhoł war ribl ar stźr, evel aloez plantet gant an AOTROU, evel sedrez e-kichen an doureier.

7  An dour a redo eus e sailhoł, e lignez a vo evel doureier bras, e roue a savo dreist Agag, e rouantelezh a vo uhelvrudet.

8  Doue en deus e dennet eus an Ejipt, bez' eo evitań evel nerzh ar bual. Lonkań a raio ar broadoł a enebint outań, frikań a raio o eskern, o zoullań a raio gant e viroł.

9  En em ledań, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez, ha piv a raio dezhań sevel? Ar re az pennigo a vo benniget, hag ar re az milligo a vo milliget!

10  Fulor Balag en em danas a-enep Balaam, hag e skoas gant e zaouarn. Balag a lavaras da Valaam: Da c'halvet em eus evit milligań va enebourien, ha setu, ec'h eus o benniget teir gwech!

11  Bremań, tec'h en da vro! Lavaret em eus e vefes enoret-meurbet ganin, met setu, an AOTROU en deus harzet outań da vezań enoret.

12  Balaam a lavaras da Valag: Ha ne'm boa ket komzet d'ar gannaded az poa kaset war-zu ennon o lavarout:

13  Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriń urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?

14  Ha bremań ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioł da zont.

15  Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,

16  diougan an hini a glev gerioł Doue, an hini a anavez skiant an Uhel-Meurbet, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini en em stou hag e tigor e zaoulagad.

17  Me henn gwel, me a sell outań, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullań a raio kostezioł Moab, distrujań a raio holl vibien Sed.

18  Edom a vo perc'hennet, Seir a vo perc'hennet gant o enebourien, Israel en raio gant galloud.

19  An hini a zeuio eus Jakob a reno, hag e lamo kuit dilerc'h ar c'hźrioł.

20  Gwelout a reas Amalek, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: E-touez ar broadoł Amalaek eo an hini gentań, met en dazont ez aio da goll.

21  Gwelout a reas ar Genianed, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: Da chomlec'h a zo start, lakaet ec'h eus da neizh war ar roc'h,

22  met ar C'henian a vo distrujet, hag Ashur a gaso ac'hanout da sklav.

23  Embann a reas e ziougan o lavarout: Siwazh! Piv a vevo pa zeu kement-mań eus Doue?

24  Listri a zeuio eus aod Kitim, int a izelaio Ashur, int a izelaio an Hebre, hag eń ivez a yelo da goll.

25  Balaam a savas hag a yeas kuit; mont a reas d'e vro. Balag ivez a yeas gant e hent.

 

Pennad 25

Gastaouerezh an Israeliz

1  Israel a chomas e Sitim, hag ar bobl en em lakaas da c'hastaouiń gant merc'hed Moab.

2  Int a bedas ar bobl da aberzhoł o doueoł, hag ar bobl a zebras hag en em stouas dirak o doueoł.

3  Israel en em stagas ouzh Baal-Peor, ha fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel.

4  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer holl bennoł ar bobl ha kroug dirak an AOTROU, a-dal d'an heol, evit ma tistroio gwrez kounnar an AOTROU diouzh Israel.

5  Moizez a lavaras da varnerien Israel: Ra lazho pep hini ac'hanoc'h ar re eus e dud a zo en em staget ouzh Baal-Peor.

6  Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv.

7  O welout-se, Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour, a savas a-greiz ar vodadenn hag a gemeras ur goaf en e zorn,

8  hag ez eas war-lerc'h an den eus Israel en e deltenn hag o lazhas o-daou, an den eus Israel hag ar wreg en he mammog. Ar gouli a baouezas diwar mibien Israel.

9  Hag e varvas pevar mil warn-ugent eus ar gouli.

10  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

11  Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour, en deus distroet va fulor diwar mibien Israel rak en deus bet gred en o c'hreiz; ne'm eus ket kuzumet mibien Israel em gwarizi.

12  Setu perak e lavari: Reiń a ran dezhań un emglev a beoc'h,

13  a vo evitań hag evit e lignez war e lerc'h, un emglev a velegiezh peurbadus, rak en deus bet gred evit e Zoue hag en deus graet dic'haou evit mibien Israel.

14  Anv an den eus Israel a zo bet lazhet a-unan gant ar Vadianadez a oa Zimri mab Salu, prińs eus un ti tadel a-douez ar Simeoniz.

15  Anv ar wreg eus Madian a zo bet lazhet a oa Kozbi merc'h Zur; eń a oa penn-meuriad eus un ti tadel e Madian.

16  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

17  Stourmit ouzh ar Vadianiz ha lazhit anezho,

18  rak stourmet o deus ouzhoc'h dre o gwidreoł, en ur douellań ac'hanoc'h en afer Peor hag en afer Kozbi, merc'h ur penn eus Madian, o c'hoar a zo bet lazhet da zevezh ar gouli erruet dre afer Peor.

 

Pennad 26

Eil niveradeg an Israeliz

1  Hag e c'hoarvezas goude ar gouli-mań, ma komzas an AOTROU da Voizez ha da Eleazar, mab Aaron an aberzhour, o lavarout:

2  Grit an niveradeg eus holl vodadenn mibien Israel, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, hervez tiez o zadoł, an holl re eus Israel hag a c'hell mont d'ar brezel.

3  Moizez hag Eleazar an aberzhour a gomzas dezho e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:

4  Graet e vo an niveradeg, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da vibien Israel aet kuit eus bro Ejipt.

5  Ruben, kentań-ganet Israel. Mibien Ruben: Hanok ha tiegezh an Hanokiz, Palu ha tiegezh ar Baluiz,

6  Hezron ha tiegezh an Hezroniz, Karmi ha tiegezh ar Garmiz.

7  Setu aze tiegezhioł ar Rubeniz, ar re niveret a voe tri mil ha daou-ugent seizh kant tregont.

8  Mibien Palu: Eliab.

9  Mibien Eliab: Nemuel, Datan, Abiram. Datan hag Abiram eo ar re o doa galvet er vodadenn d'en em sevel a-enep Moizez hag a-enep Aaron, gant bodadeg Kora, pa en em savjont a-enep an AOTROU.

10  An douar a zigoras e c'henoł d'o lonkań gant Kora, ha neuze ar re a oa en em zastumet a varvas, pa guzumas an tan daou c'hant hag hanter-kant den; kement-se a voe ur skouer.

11  Met mibien Kora ne varvjont ket.

12  Mibien Simeon hervez o ziegezhioł: Nemuel ha tiegezh an Nemueliz, Jamin ha tiegezh ar Jaminiz, Jakin ha tiegezh ar Jakiniz,

13  Zerak ha tiegezh ar Zerakiz, Saül ha tiegezh ar Saüliz.

14  Setu aze tiegezhioł ar Simeoniz, daou vil warn-ugent daou c'hant.

15  Mibien Gad hervez o ziegezhioł: Zefon ha tiegezh ar Zefoniz, Hagi ha tiegezh an Hagiz, Shuni ha tiegezh ar Shuniz,

16  Ozni ha tiegezh an Ozniz, Eri ha tiegezh an Eriz,

17  Arod ha tiegezh an Arodiz, Areli ha tiegezh an Areliz.

18  Setu aze tiegezhioł mibien Gad, ar re niveret a voe daou-ugent mil pemp kant.

19  Mibien Juda: Er hag Onan; Er hag Onan a varvas e bro Ganaan.

20  Mibien Juda hervez o ziegezhioł: Shela ha tiegezh ar Shelaniz, Perez ha tiegezh ar Bereziz, Zerak ha tiegezh ar Zerakiz.

21  Mibien Perez: Hezron ha tiegezh an Hezroniz, Hamul ha tiegezh an Hamuliz.

22  Setu aze tiegezhioł Juda, ar re niveret a voe c'hwezek mil ha tri-ugent pemp kant.

23  Mibien Isakar hervez o ziegezhioł: Tola ha tiegezh an Dolaiz, Puva ha tiegezh ar Buviz,

24  Jashub ha tiegezh ar Jashubiz, Shimron ha tiegezh ar Shimroniz.

25  Setu aze tiegezhioł Isakar, ar re niveret a voe pevar mil ha tri-ugent tri c'hant.

26  Mibien Zabulon hervez o ziegezhioł: Sered ha tiegezh ar Serediz, Elon ha tiegezh an Eloniz, Jahleel ha tiegezh ar Jahleeiz.

27  Setu aze tiegezhioł ar Zabuloniz, ar re niveret a voe tri-ugent mil pemp kant.

28  Mibien Jozef hervez o ziegezhioł: Manase hag Efraim.

29  Mibien Manase: Makir ha tiegezh ar Vakiriz. Makir a voe tad da C'halaad, Galaad ha tiegezh ar C'halaadiz.

30  Mibien Galaad: Jezer ha tiegezh ar Jezeriz, Helek ha tiegezh an Helekiz,

31  Asriel ha tiegezh an Asrieliz, Sichem ha tiegezh ar Sichemiz,

32  Shemida ha tiegezh ar Shemidaiz, Hefer ha tiegezh an Heferiz.

33  Zelofkad mab Hefer n'en doe ket a vibien met merc'hed. Anvioł merc'hed Zelofkad a oa: Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.

34  Setu aze tiegezhioł Manase, ar re niveret a voe daou vil hag hanter-kant seizh kant.

35  Mibien Efraim hervez o ziegezhioł: Shutela ha tiegezh ar Shutelaiz, Beker ha tiegezh ar Vekeriz, Tahan ha tiegezh an Dahaniz.

36  Mibien Shutela: Eran ha tiegezh an Eraniz.

37  Setu aze tiegezhioł mibien Efraim, ar re niveret a voe daou vil ha tregont pemp kant. Setu aze mibien Jozef hervez o ziegezhioł.

38  Mibien Benjamin hervez o ziegezhioł: Bela ha tiegezh ar Velaiz, Ashbel ha tiegezh an Ashbeliz, Ahiram ha tiegezh an Ahiramiz,

39  Shufam ha tiegezh ar Shufamiz, Hufam ha tiegezh ar Hufamiz.

40  Mibien Bela: Ard ha Naaman, ha tiegezh an Ardiz, hag eus Naaman tiegezh an Naamiz.

41  Setu aze mibien Benjamin hervez o ziegezhioł, ar re niveret a voe pemp mil ha daou-ugent c'hwec'h kant.

42  Mibien Dan hervez o ziegezhioł: Shuham ha tiegezh ar Shuhamiz. Setu aze tiegezhioł Dan hervez o ziegezhioł.

43  Holl ziegezhioł ar Shuhamiz niveret a voe pevar mil ha tri-ugent pevar c'hant.

44  Mibien Aser hervez o ziegezhioł: Jimna ha tiegezh ar Jimniz, Jishvi ha tiegezh ar Jishviz, Beria ha tiegezh ar Veriiz.

45  Mibien Beria: Heber ha tiegezh an Heberiz, Malkiel ha tiegezh ar Valkieliz.

46  Anv merc'h Aser a oa Sara.

47  Setu aze tiegezhioł mibien Aser, ar re niveret a voe tri mil hag hanter-kant pevar c'hant.

48  Mibien Neftali hervez o ziegezhioł: Jahzeel ha tiegezh ar Jahzeeliz, Guni ha tiegezh ar C'huniz,

49  Jezer ha tiegezh ar Jezeriz, Shilem ha tiegezh ar Shilemiz.

50  Setu aze tiegezhioł Neftali hervez o ziegezhioł, ar re niveret a voe pemp mil ha daou-ugent pevar c'hant.

51  Setu aze ar re eus mibien Israel a voe niveret, c'hwec'h kant ur mil seizh kant tregont.

52  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

53  Ar vro a vo lodennet etre ar re-se evel un hźrezh, hervez niver an anvioł.

54  D'ar re a zo e niver bras e roi un hźrezh brasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roi un hźrezh bihanoc'h; da bep hini e vo roet un hźrezh hervez an niveradeg.

55  Ar vro a vo lodennet dre ar sord. Bez' o devo o hźrezh hervez anvioł meuriadoł o zadoł.

56  Hźrezh pep hini a vo lodennet dre ar sord etre ar re a zo e niver bras hag ar re a zo e niver bihan.

57  Al Levited a voe niveret hervez o ziegezhioł: Gershon ha tiegezh ar C'hershonited, Kehad ha tiegezh ar Gehatited, Merari ha tiegezh ar Verarited.

58  Tiegezhioł al Levited: Tiegezh al Libnited, tiegezh an Hebronited, tiegezh ar Vahlited, tiegezh ar Vushited, tiegezh ar Gorahiz. Kehad a voe tad da Amram.

59  Anv gwreg Amram a oa Jokebed merc'h Levi; ganet eo bet da Levi en Ejipt, hag hi a c'hanas da Amram: Aaron, Moizez, Mari o c'hoar.

60  Aaron a voe tad da Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar.

61  Nadab hag Abihu a varvas pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU.

62  Ar re a voe niveret, an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, a voe tri mil warn-ugent. Ne voent ket niveret gant mibien Israel, dre ma ne voe hźrezh ebet evito e-touez mibien Israel.

63  Setu ar re a voe niveret gant Moizez hag Eleazar an aberzhour, a niveras mibien Israel e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.

64  E-touez ar re-mań ne voe ket un den eus ar re a oa bet niveret gant Moizez hag Aaron an aberzhour pa rejont niveradeg mibien Israel e lec'h distro Sinai,

65  rak an AOTROU en doa lavaret anezho: A-dra-sur e varvint el lec'h distro ha ne chomo ket unan anezho, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.

 

Pennad 27

Hźrezh merc'hed Zelofkad. Jozue dibabet

1  Merc'hed Zelofkad mab Hefer mab Galaad mab Makir mab Manase, eus tiegezhioł Manase mab Jozef: o anvioł a oa Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.

2  Int en em zalc'has dirak Moizez, dirak Eleazar an aberzhour ha dirak prińsed an holl vodadenn, ouzh digor teltenn an engalv, hag e lavarjont:

3  Hon tad a zo marvet el lec'h distro, ne oa ket e bodadeg ar re en em savas a-enep an AOTROU, e bodadeg Kora, met marvet eo en abeg d'e bec'hed, ha n'en doa mab ebet.

4  Perak e vefe lamet anv hon tad a-douez e diegezh dre ma n'en deus bet mab ebet? Ro deomp un dalc'h e-touez breudeur hon tad.

5  Moizez a ginnigas o c'haoz dirak an AOTROU.

6  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

7  Emań ar gwir gant merc'hed Zelofkad. A-dra-sur e roi dezho un dalc'h da hźrezh e-touez breudeur o zad, ha dezho e lakai da dremen hźrezh o zad.

8  Komz a ri da vibien Israel, hag e lavari: Pa varvo un den hep mab dezhań, e hźrezh a dremeno d'e verc'h.

9  Ma n'en deus merc'h ebet, e roiot e hźrezh d'e vreudeur.

10  Ma n'en deus breur ebet, e roiot e hźrezh da vreudeur e dad.

11  Ma n'en deus e dad breur ebet, e roiot e hźrezh d'an hini a vo e gar tostań en e ziegezh, hag e vo dezhań. Kement-se a vo ur reolenn hag ur varnedigezh evit mibien Israel, evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

12  An AOTROU a lavaras da Voizez: Pign war Venez Abarim ha sell ouzh ar vro am eus roet da vibien Israel.

13  Sellout a ri outi. Ha neuze, te ivez a vo dastumet gant da bobl, evel m'eo bet dastumet Aaron da vreur,

14  dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloł e lec'h distro Zin pa dabutas ar vodadenn, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon dirak o daoulagad en abeg d'an dour, doureier Meriba, e Kadesh, e distro Zin.

15  Moizez a gomzas d'an AOTROU o lavarout:

16  Ra lakaio an AOTROU, Doue ar speredoł a bep kig, war ar vodadenn, un den

17  a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deńved hep mesaer.

18  An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer Jozue mab Nun, un den a zo ar Spered ennań, hag e lakai da zorn warnań.

19  Degas a ri anezhań dirak Eleazar an aberzhour ha dirak an holl vodadenn, hag e roi dezhań ur garg dirazo.

20  Lakaat a ri warnań ul lod eus da veurded, evit ma sento outań holl vodadenn mibien Israel.

21  Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitań barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eń hag holl vibien Israel gantań, an holl vodadenn.

22  Moizez a reas ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU. Kemer a reas Jozue hag e tegasas anezhań dirak Eleazar an aberzhour ha dirak an holl vodadenn,

23  hag e lakaas e zaouarn warnań hag e roas dezhań e garg, evel m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.

 

Pennad 28

Diwar-benn al loskaberzhoł

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Ro urzhioł da vibien Israel ha lavar: Ret e vo deoc'h eveshaat ma vo kinniget din en amzer dereat an donezon hag ar boued evit va frofoł graet dre an tan, ur c'hwezh dudius din.

3  Lavarout a ri: Setu ar prof graet dre an tan a ginnigot d'an AOTROU: Daou oan disi eus ur bloaz, bemdez, evit loskaberzh peurbadus.

4  Un oan a ginnigi diouzh ar beure, hag an oan all etre an daou abardaez,

5  gant un dekvedenn efa (1/10 efa ~ 3 l) flour bleud evel donezon, mezet gant ur c'hard hin (~ 1,5 l) eoul friket.

6  Al loskaberzh peurbadus eo, kinniget eo bet e Menez Sinai, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.

7  An evadkinnig a vo eus ur c'hard hin (~ 1,5 l) evit pep oan; el lec'h santel e vo graet an evadkinnig a win kreńv d'an AOTROU.

8  Kinnig a ri an oan all etre an daou abardaez; kinnig a ri an hevelep donezon gant hini ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.

9  D'an deiz sabad, e kinnigot daou oan disi eus ur bloaz, gant div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ha gant an evadkinnig.

10  Loskaberzh ar sabad e vo, evit pep sabad, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig.

11  E penn-kentań ho mizioł, e kinnigot ul loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,

12  gant teir dekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit pep kole, div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit an tourz,

13  un dekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit pep oan. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.

14  An evadkinnigoł a vo un hanter hin (~ 3 l) gwin evit ur c'hole, un drederenn hin (~ 2 l) evit un tourz, ur c'hard hin (~ 1,5 l) evit un oan. Loskaberzh penn ar miz e vo, evit holl vizioł ar bloaz.

15  Kinniget e vo ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig.

16  D'ar miz kentań, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo Pask an AOTROU.

17  D'ar pemzekvet deiz eus ar miz e vo ur gouel; debriń a reot bara hep goell e-pad seizh devezh.

18  D'an deiz kentań e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.

19  Kinnig a reot ur prof graet dre an tan evel loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,

20  hag o donezonoł a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ur c'hole, div zekvedenn evit an tourz,

21  hag e kinnigi un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan.

22  Kinnig a reot ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, evit ober dic'haou evidoc'h.

23  Kinnig a reot an traoł-se ouzhpenn loskaberzh ar beure, a zo ul loskaberzh peurbadus.

24  Kinnig a reot anezho bemdez e-pad seizh devezh, ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. Kinnig a reot an traoł-se ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig.

25  D'ar seizhvet deiz e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.

26  Da zeiz ar frouezh kentań, pa ginnigot un donezon nevez d'an AOTROU, da c'houel ar sizhunioł, e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet.

27  Kinnig a reot ul loskaberzh e c'hwezh dudius d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan eus ur bloaz,

28  hag o donezonoł a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ur c'hole, div zekvedenn evit an tourz,

29  un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan.

30  Kinnig a reot ur bouc'h evit ober dic'haou evidoc'h.

31  Kinnig a reot an traoł-se ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon; disi e vint, gant o evadkinnigoł.

 

Pennad 29

Diwar-benn an aberzhoł

1  D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentań eus ar miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. Bez' e vo sonet an trompilhoł d'an deiz-se.

2  Kinnig a reot ul loskaberzh e c'hwezh dudius d'an AOTROU: ur c'hole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,

3  hag o donezonoł a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ar c'hole, div zekvedenn evit an tourz,

4  hag un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan,

5  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, evit ober dic'haou evidoc'h,

6  ouzhpenn loskaberzh ar miz gant e zonezon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoł, hervez ar reolennoł. Bez' e vint ur c'hwezh dudius, profoł graet dre an tan d'an AOTROU.

7  D'an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, ho po ur c'hengalv santel, ec'h izelaiot hoc'h eneoł ha ne reot labour ebet.

8  Kinnig a reot ul loskaberzh d'an AOTROU, ur c'hwezh dudius: ur c'hole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,

9  hag o donezonoł a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ar c'hole,

10  div zekvedenn evit an tourz, hag un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan.

11  Kinnig a reot ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn an aberzh evit ober dic'haou kinniget en deiz-pardon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoł.

12  D'ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet, hag e reot ur gouel evit an AOTROU e-pad seizh devezh.

13  Kinnig a reot ul loskaberzh, ur prof graet dre an tan e c'hwezh dudius d'an AOTROU: trizek kole yaouank, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

14  hag o donezonoł a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit pep kole eus an trizek kole, div zekvedenn evit pep tourz eus an daou dourz,

15  hag un dekvedenn evit pep oan eus ar pevarzek oan,

16  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

17  D'an eil deiz, e kinnigot daouzek kole yaouank, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

18  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'holeoł, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

19  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag o evadkinnigoł.

20  D'an trede deiz, e kinnigot unnek kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

21  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'holeoł, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

22  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

23  D'ar pevare deiz, e kinnigot dek kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

24  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'holeoł, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

25  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

26  D'ar pempvet deiz, e kinnigot nav c'hole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

27  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'holeoł, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

28  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

29  D'ar c'hwec'hvet deiz, e kinnigot eizh kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

30  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'holeoł, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

31  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

32  D'ar seizhvet deiz, e kinnigot seizh kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

33  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'holeoł, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

34  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

35  D'an eizhvet deiz, ho po ur vodadeg veur, ne reot labour-mevel ebet.

36  Kinnig a reot ul loskaberzh, ur prof graet dre an tan e c'hwezh dudius d'an AOTROU: ur c'hole, un tourz, seizh oan disi eus ar bloaz,

37  hag an donezonoł hag an evadkinnigoł evit ar c'hole, evit an tourz hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoł,

38  hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiń, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

39  Setu an traoł a reot evit an AOTROU e-pad ho kouelioł engalvadeg, en tu all d'ho kouestloł ha d'ho profoł a youl vat, evit ho loskaberzhoł, evit ho tonezonoł, evit hoc'h evadkinnigoł hag evit hoc'h aberzhoł a drugarekadennoł.

 

Pennad 30

Diwar-benn ar gouestloł

1  Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

2  Moizez a gomzas da bennoł meuriadoł mibien Israel o lavarout: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU:

3  Pa en devo graet un den ur gouestl d'an AOTROU, pe en devo dre le lakaet un ere war e ene, ne dorro ket e gomz, ober a raio hervez ar pezh en devo lavaret e c'henoł.

4  Pa he devo graet ur vaouez ur gouestl d'an AOTROU ha lakaet un ere warni en e yaouankiz e ti he zad,

5  ma en devo klevet he zad diwar-benn ar gouestl hag an ere lakaet war hec'h ene, ha n'en devo lavaret netra dezhi, hec'h holl ouestloł a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,

6  met ma tislavar he zad anezhi en deiz ma klev diwar o fenn, gouestl ebet hag ere ebet he devo lakaet war hec'h ene ne vo gwiriek, hag an AOTROU a bardono dezhi, rak he zad en devo he dislavaret.

7  Mard eo dimezet goude bezań graet gouestloł, pe goude bezań lakaet un ere war hec'h ene dre ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloł,

8  ha ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi en deiz ma klev, hec'h holl ouestloł a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,

9  met ma tislavar he gwaz anezhi en deiz ma klev diwar o fenn, e kaso da netra ar gouestl hag an ere lakaet war hec'h ene dre ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloł, hag an AOTROU a bardono dezhi.

10  Gouestl un intańvez pe ur wreg kaset kuit, kement ere he devo lakaet war hec'h ene, a vo gwiriek eviti.

11  Mard eo e ti he gwaz e ra ur gouestl hag e laka dre le un ere war hec'h ene,

12  ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi, hec'h holl ouestloł a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,

13  met ma kas he gwaz anezho da netra en deiz ma klev, ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloł diwar-benn he gouestloł pe diwar-benn an ereoł lakaet war hec'h ene ne vo ket gwiriek, kaset e vint da netra gant he gwaz, hag an AOTROU a bardono dezhi.

14  He gwaz a c'hello gwiriań hag he gwaz a c'hello kas da netra pep gouestl ha pep le ouzh hec'h eren da c'hlac'hariń hec'h ene.

15  Ma ne lavar he gwaz netra dezhi a zeiz da zeiz, e wirio hec'h holl ouestloł ha kement ere lakaet warni; gwiriet e vint gantań rak n'en devo lavaret netra dezhi en deiz ma en devo klevet diwar o fenn.

16  Ma kas he gwaz anezho da netra en deiz ma klev, e tougo he direizhder.

17  Setu ar reolennoł a c'hourc'hemennas an AOTROU da Voizez etre ur gwaz hag e wreg, etre un tad hag e verc'h en e yaouankiz pa'z emań e ti he zad.

 

Pennad 31

Trec'h war ar Vadianiz

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Veńj mibien Israel eus ar Vadianiz, ha goude e vi dastumet gant da bobl.

3  Moizez a gomzas d'ar bobl o lavarout: Harnezit gwazed eus ho touez evit ar brezel, ha ra dagint Madian evit tennań veńjańs a-berzh an AOTROU diwar Vadian.

4  Mil den eus pep meuriad a gasot d'ar brezel, mil eus pep meuriad, eus pep meuriad Israel.

5  Savet e voe a-douez milieroł Israel mil den dre veuriad, daouzek mil den harnezet evit ar brezel.

6  Moizez a gasas anezho d'ar brezel, mil dre veuriad, ha ganto Fineaz mab Eleazar an aberzhour, d'ar brezel gant an traoł santel hag an trompilhoł tregernus en e zaouarn.

7  Ober a rejont ar brezel a-enep ar Vadianiz, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, hag e lazhjont an holl baotred.

8  Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.

9  Mibien Israel a zegasas gwragez Madian evel prizoniadezed, gant o bugaligoł, hag e preizhjont o holl loened, o holl dropelloł hag o holl vadoł.

10  Tangwallań a rejont o holl gźrioł ma oant o chom enno, gant o holl gampadurioł.

11  Kemer a rejont an holl ziwiskoł hag an holl breizhoł, tud ha loened,

12  hag e tegasjont ar brizonidi, ar preizhoł hag an diwiskoł da Voizez, da Eleazar an aberzhour ha da vodadenn mibien Israel, d'ar c'hamp, e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.

13  Moizez, Eleazar an aberzhour hag holl brińsed ar vodadenn a yeas er-maez eus ar c'hamp, a-ziarbenn dezho.

14  Moizez a yeas droug ennań a-enep ofiserien al lu, ar c'habitened a vilieroł hag ar c'habitened a gantoł a zeue eus ar brezel.

15  Moizez a lavaras dezho: Ha lezet hoc'h eus o buhez gant an holl verc'hed?

16  Setu, int eo ar re o deus roet lec'h da vibien Israel, diouzh komzoł Balaam, d'ober un torfed a-enep an AOTROU en afer Peor, ar pezh a dennas ur gouli war vodadenn an AOTROU.

17  Bremań, lazhit pep paotr a-douez ar vugaligoł, ha lazhit pep maouez he deus anavezet un den en ur gousk gantań,

18  met lezit da vevań evidoc'h ar verc'hed yaouank n'o deus ket anavezet kousk ur paotr.

19  C'hwi a gampo er-maez eus ar c'hamp e-pad seizh devezh. Kement hini en deus lazhet unan bennak ha kement hini en deus stoket ouzh unan bennak lazhet, ra en em c'hlanaio d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, eń hag e brizonidi.

20  Glanaet e vo pep dilhad, pep tra e kroc'hen, pep pezh-labour e blev gavr, pep tra e koad.

21  Eleazar an aberzhour a lavaras d'an dud a oa aet d'ar brezel: Setu reolennoł al lezenn en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez:

22  An aour, an arc'hant, an arem, an houarn, ar staen, ar plom,

23  kement tra a c'hell mont en tan, a lakaiot da dremen dre an tan, hag e vo glan. Met gant an dour a zisparti e lakaiot da dremen kement tra ha n'a ket en tan; tremen a raio dre an dour.

24  Kannań a reot ho tilhad d'ar seizhvet deiz, hag e viot glan. Goude ez eot d'ar c'hamp.

25  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

26  Gra an niveradeg eus ar preizhoł a zo bet kemeret, tud ha loened, te, Eleazar an aberzhour ha pennoł tadel tiez ar vodadenn.

27  Ar preizh a vo daouhanteret etre ar re a zo aet d'ar brezel, a zo bet el lu, hag an holl vodadenn.

28  Hag e savi un taos evit an AOTROU diwar an dud a vrezel a zo aet d'an emgann, un ene diwar pemp kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deńved.

29  O c'hemer a reot diwar o hanter, hag e roi anezho da Eleazar an aberzhour evel prof savet d'an AOTROU.

30  Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deńved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.

31  Moizez hag Eleazar an aberzhour a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

32  Ar preizh a oa manet eus ar pezh bet kemeret gant ar re a oa aet d'ar brezel a voe: c'hwec'h kant pemzek mil ha tri-ugent dańvad,

33  daouzek mil ha tri-ugent ejen,

34  ur mil ha tri-ugent azen,

35  daou vil ha tregont ene, merc'hed n'o deus ket anavezet kousk ur paotr.

36  An hanter evit ar re a oa aet d'ar brezel a voe: tri c'hant seizh mil ha tregont pemp kant dańvad,

37  an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe c'hwec'h kant pemzek ha tri-ugent,

38  c'hwec'h mil ha tregont ejen, an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe daouzek ha tri-ugent,

39  tregont mil pemp kant azen, an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe unan ha tri-ugent,

40  c'hwezek mil ene mab-den, an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe daou ha tregont ene.

41  Moizez a roas da Eleazar an aberzhour an taos-mań evel prof savet d'an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

42  An hanter hag a oa evit mibien Israel, dispartiet gant Moizez diouzh hini an dud bet aet d'ar brezel,

43  an hanter-se, degouezhet d'ar vodadenn, a voe: tri c'hant seizh mil ha tregont pemp kant dańvad,

44  c'hwec'h mil ha tregont ejen,

45  tregont mil pemp kant azen,

46  c'hwezek mil ene mab-den.

47  Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeras Moizez unan diwar hanter-kant, diwar an dud ha diwar al loened, hag e roas anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

48  Ofiserien milieroł al lu, ar c'habitened a vilieroł hag ar c'habitened a gantoł a dostaas ouzh Moizez,

49  hag e lavarjont: Da servijerien o deus graet an niveradeg eus an dud a vrezel a oa dindan hon urzhioł, ha ne vank ket unan anezho.

50  Degaset hon eus evel prof d'an AOTROU, pep hini ar pezh en deus kavet, traoł aour, chadennigoł, kelc'hioł-brec'h, lagadennoł, bizeier-skouarn, kolieroł, d'ober dic'haou evit hon eneoł dirak an AOTROU.

51  Moizez hag Eleazar an aberzhour a gemeras diganto an aour hag an holl draoł oberiet.

52  Holl aour ar prof savet d'an AOTROU hag a zo bet degaset gant ar c'habitened a vilieroł hag ar c'habitened a gantoł a voe c'hwezek mil seizh kant hanter-kant sikl (~ 170 kg).

53  An dud a vrezel o doe pep hini e breizh evitań e-unan.

54  Moizez hag Eleazar an aberzhour a gemeras an aour digant ar c'habitened a vilieroł hag ar c'habitened a gantoł, hag e kasjont anezhań da deltenn an engalv evel eńvor evit mibien Israel dirak an AOTROU.

 

Pennad 32

Hźrezh Ruben ha Gad

1  Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloł, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened.

2  Mibien Gad ha mibien Ruben a zeuas da gomz ouzh Moizez, ouzh Eleazar an aberzhour hag ouzh prińsed ar vodadenn o lavarout:

3  Atarod, Dibon, Jaezer, Nimra, Hesbon, Eleale, Sebam, Nebo, Beon,

4  ar vro-se bet skoet gant an AOTROU dirak bodadenn Israel, a zo ur vro evit al loened, ha da servijerien o deus loened.

5  Hag e lavarjont: Mar hon eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo ar vro-mań roet en dalc'h da'z servijerien, na zegas ket ac'hanomp en tu all d'ar Jordan.

6  Moizez a lavaras da vibien Gad ha da vibien Ruben: Ho preudeur, ha mont a raint d'ar brezel, ha c'hwi a chomo amań?

7  Perak e tigalonekait mibien Israel evit na dremenint ket d'ar vro en deus roet dezho an AOTROU?

8  Evel-se eo e reas ho tadoł pa gasis anezho eus Kadesh-Barnea da welout ar vro.

9  Pignat a rejont betek gwazh Eshkol hag e weljont ar vro, hag e tigalonekajont mibien Israel evit ma n'ajent ket d'ar vro en deus roet dezho an AOTROU.

10  Fulor an AOTROU en em danas d'an deiz-se hag e touas o lavarout:

11  An dud a zo pignet eus an Ejipt, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, ne welint ket ar vro am boa touet reiń da Abraham, da Izaak ha da Jakob, rak n'o deus ket kerzhet gant leunder war va lerc'h,

12  nemet Kaleb mab Jefune ar C'henizian ha Jozue mab Nun, rak kerzhet o deus gant leunder war-lerc'h an AOTROU.

13  Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho da gantren el lec'h distro daou-ugent vloaz, betek ma voe kuzumet an holl rummad en doa graet ar pezh a oa fall dirak an AOTROU.

14  Ha setu e savit war-lerc'h ho tadoł evel broustennoł tud pec'herien, evit kreskiń c'hoazh gwrez kounnar an AOTROU a-enep Israel.

15  Rak ma en em zistroit diwar e lerc'h, e kendalc'ho da lezel ar bobl-mań el lec'h distro, hag ho po kaset an holl da get.

16  Tostaat a rejont outań hag e lavarjont: Ni a savo amań klozioł evit hon tropelloł ha kźrioł evit hor bugaligoł,

17  ha goude en em harnezimp buan dirak mibien Israel, betek ma hor bo o lakaet da vont d'o chomlec'h; met hor bugaligoł a vo o chom e kźrioł kreńv, abalamour da dud ar vro.

18  Ne zistroimp ket d'hon tiez ken n'o devo resevet mibien Israel pep hini anezho e hźrezh,

19  ha n'hon bo netra ganto en tu all d'ar Jordan na pelloc'h, peogwir hor hźrezh-ni a vo degouezhet deomp en tu-mań d'ar Jordan, er sav-heol.

20  Moizez a lavaras: Ma rit kement-se, ma en em harnezit da vont d'ar brezel dirak an AOTROU,

21  ma tremen pep hini ac'hanoc'h harnezet ar Jordan dirak an AOTROU betek ma en devo kaset kuit e enebourien azirazań,

22  ma vo ar vro sujet dirak an AOTROU, ma tistroit goude-se, neuze e viot didamall e-keńver an AOTROU hag e-keńver Israel, hag ar vro-se a vo deoc'h, evel ho talc'h dirak an AOTROU.

23  Ma ne rit ket evel-se, ho po pec'het a-enep an AOTROU, hag ho pec'hed a gavo ac'hanoc'h.

24  Savit kźrioł evit ho pugaligoł ha klozioł evit ho tropelloł, ha grit ar pezh a zo bet lavaret gant ho kenoł.

25  Mibien Gad ha mibien Ruben a gomzas da Voizez o lavarout: Da servijerien a raio evel m'en deus gourc'hemennet va aotrou.

26  Hor bugaligoł, hor gwragez, hon tropelloł hag hon holl loened a chomo e kźrioł Galaad,

27  ha da servijerien a dremeno, pep hini harnezet evit ar brezel, dirak an AOTROU, evit an emgann, evel m'en deus lavaret va aotrou.

28  Moizez a roas urzhioł en o c'heńver da Eleazar an aberzhour, da Jozue mab Nun ha da bennoł tadel meuriadoł Israel.

29  Moizez a lavaras: Mar tremen mibien Gad ha mibien Ruben ganeoc'h ar Jordan, harnezet holl evit ar brezel dirak an AOTROU, ha ma vo ar vro sujet dirazoc'h, e roiot dezho bro C'halaad da zalc'h.

30  Met ma ne dremenont ket harnezet ganeoc'h, o devo o lod en ho touez e bro Ganaan.

31  Mibien Gad ha mibien Ruben a respontas o lavarout: Ober a raimp ar pezh en deus lavaret an AOTROU da'z servijerien.

32  Ni a dremeno harnezet dirak an AOTROU da vro Ganaan, ha ra vo deomp hor hźrezh en tu-mań d'ar Jordan.

33  Moizez a roas da vibien Gad, da vibien Ruben ha da hanter-veuriad Manase mab Jozef, rouantelezh Sihon roue an Amoreaned, rouantelezh Og roue Basan, ar vro gant he c'hźrioł en e harzoł ha douaroł kźrioł ar vro tro-war-dro.

34  Mibien Gad a savas Dibon, Atarod, Aroer,

35  Atrod-Shofan, Jaezer, Jogbeha,

36  Bet-Nimra ha Bet-Haran, kźrioł kreńv, hag e kempennjont klozioł evit an tropelloł.

37  Mibien Ruben a savas Hesbon, Eleale, Kirjataim,

38  Nebo, Baal-Meon, a voe cheńchet o anv, Sibma; hag e rojont anvioł d'ar c'hźrioł a savjont.

39  Mibien Makir mab Manase a yeas da C'halaad hag a gemeras anezhi; kas a rejont kuit an Amoreaned a oa o chom enni.

40  Moizez a roas Galaad da Vakir mab Manase, a chomas enni.

41  Jair mab Manase a yeas da gemer ar bourc'hioł; o galvas Bourc'hioł Jair.

42  Nobak a yeas da gemer Kenad gant ar c'hźriadennoł war he zro, hag o galvas Nobak, diwar e anv e-unan.

 

Pennad 33

Kerzhadeg an Israeliz, eus an Ejipt betek ar Jordan

1  Setu arsavioł mibien Israel, pa deujont kuit eus bro Ejipt hervez o strolladoł, dindan urzh Moizez hag Aaron.

2  Moizez a skrivas o c'herzhadegoł, hervez o arsavioł, war urzh an AOTROU. Setu amań o arsavioł, hervez o c'herzhadegoł.

3  Mont a rejont kuit eus Ramsez ar miz kentań, d'ar pemzekvet deiz eus ar miz kentań; an deiz war-lerc'h Pask, ez ejont kuit a-zorn savet, war-wel an holl Ejipsianed.

4  An Ejipsianed a sebelie ar re en doa skoet an AOTROU en o zouez, an holl re gentań-ganet. An AOTROU a rae ivez barnioł a-enep o doueoł.

5  Mibien Israel a yeas kuit eus Ramsez, hag e kampjont e Sukkod.

6  Mont a rejont kuit eus Sukkod hag e kampjont en Etam, a zo e penn al lec'h distro.

7  Mont a rejont kuit eus Etam hag, o tistreiń war-zu Pihahirod, a zo a-dal da Baal-Zefon, e kampjont dirak Migdol.

8  Mont a rejont kuit eus Pihahirod hag e tremenjont dre greiz ar mor war-zu al lec'h distro; e-pad tri devezh e kerzhjont e distro Etam hag e kampjont e Mara.

9  Mont a rejont kuit eus Mara hag e teujont da Elim. En Elim e oa daouzek mammenn dour ha dek palmezenn ha tri-ugent; hag e kampjont eno.

10  Mont a rejont kuit eus Elim hag e kampjont e-kichen ar Mor Ruz.

11  Mont a rejont kuit eus ar Mor Ruz hag e kampjont e distro Sin.

12  Mont a rejont kuit eus distro Sin hag e kampjont e Dofka.

13  Mont a rejont kuit eus Dofka hag e kampjont en Alush.

14  Mont a rejont kuit eus Alush hag e kampjont e Refidim, e-lec'h na oa ket a zour da evań evit ar bobl.

15  Mont a rejont kuit eus Refidim hag e kampjont e distro Sinai.

16  Mont a rejont kuit eus distro Sinai hag e kampjont e Kibrod-Hataava.

17  Mont a rejont kuit eus Kibrod-Hataava hag e kampjont en Hazerod.

18  Mont a rejont kuit eus Hazerod hag e kampjont e Ritma.

19  Mont a rejont kuit eus Ritma hag e kampjont e Rimmon-Perez.

20  Mont a rejont kuit eus Rimmon-Perez hag e kampjont e Libna.

21  Mont a rejont kuit eus Libna hag e kampjont e Risa.

22  Mont a rejont kuit eus Risa hag e kampjont e Kehelata.

23  Mont a rejont kuit eus Kehelata hag e kampjont e Menez Shafer.

24  Mont a rejont kuit eus Menez Shafer hag e kampjont en Harada.

25  Mont a rejont kuit eus Harada hag e kampjont e Makelod.

26  Mont a rejont kuit eus Makelod hag e kampjont e Tahad.

27  Mont a rejont kuit eus Tahad hag e kampjont e Tarak.

28  Mont a rejont kuit eus Tarak hag e kampjont e Mitka.

29  Mont a rejont kuit eus Mitka hag e kampjont en Hashmona.

30  Mont a rejont kuit eus Hashmona hag e kampjont e Moserod.

31  Mont a rejont kuit eus Moserod hag e kampjont e Bene-Jaakan.

32  Mont a rejont kuit eus Bene-Jaakan hag e kampjont en Hor-Gidgad.

33  Mont a rejont kuit eus Hor-Gidgad hag e kampjont e Jotbata.

35  Mont a rejont kuit eus Jotbata hag e kampjont en Abrona.

35  Mont a rejont kuit eus Abrona hag e kampjont en Ezion-Geber.

36  Mont a rejont kuit eus Ezion-Geber hag e kampjont e distro Zin, da lavarout eo e Kadesh.

37  Mont a rejont kuit eus Kadesh hag e kampjont e Menez Hor, e penn bro Edom.

38  Aaron an aberzhour a bignas war Venez Hor, war urzh an AOTROU, hag e varvas eno en daou-ugentvet bloaz goude ma oa aet kuit mibien Israel eus bro Ejipt, er pempvet miz, d'ar c'hentań eus ar miz.

39  Aaron a varvas war Venez Hor, oadet a gant tri bloaz warn-ugent.

40  Ar roue Arad ar C'hananead, a oa o chom e kreisteiz bro Ganaan, a glevas e teue mibien Israel.

41  Mont a rejont kuit eus Menez Hor hag e kampjont e Zalmona.

42  Mont a rejont kuit eus Zalmona hag e kampjont e Punon.

43  Mont a rejont kuit eus Punon hag e kampjont en Obod.

44  Mont a rejont kuit eus Obod hag e kampjont en Ije-Abarim, war harzoł Moab.

45  Mont a rejont kuit eus Ije-Abarim hag e kampjont e Dibon-Gad.

46  Mont a rejont kuit eus Dibon-Gad hag e kampjont en Almon-Diblataim.

47  Mont a rejont kuit eus Almon-Diblataim hag e kampjont er menezioł Abarim, dirak Nebo.

48  Mont a rejont kuit eus ar menezioł Abarim hag e kampjont e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.

49  Kampiń a rejont e-kichen ar Jordan, adalek Bet-Jeshimod betek Abel-Shitim, e plaenennoł Moab.

50  An AOTROU a gomzas da Voizez e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:

51  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa ho po tremenet ar Jordan etrezek bro Ganaan,

52  e kasot kuit dirazoc'h holl dud ar vro, e tistrujot o holl skeudennoł, e tistrujot o holl zelwennoł teuzet, e tismantrot o holl uhellec'hioł,

53  e perc'hennot ar vro hag e chomot enni, rak roet em eus deoc'h ar vro da berc'hennań anezhi.

54  Lodennań a reot ar vro dre ar sord evel hźrezh d'ho tiegezhioł. D'ar re a zo e niver bras e roiot un hźrezh brasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roiot un hźrezh bihanoc'h. Pep hini a resevo ar pezh a vo degouezhet dezhań dre ar sord. Hoc'h hźrezh ho po hervez meuriad ho tadoł.

55  Met ma ne gasot ket kuit dirazoc'h annezidi ar vro, ar re anezho ho po lezet a-zilerc'h a vo spern d'ho taoulagad ha drez d'ho kostezioł, hag e waskint ac'hanoc'h er vro emaoc'h o vont da chom enni.

56  Hag e rin deoc'h evel m'em boa divizet ober dezho.

 

Pennad 34

Harzoł ha rannadur bro Ganaan

1  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2  Ro urzhioł da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet e bro Ganaan, degouezhet e vo ar vro-se deoc'h evel hźrezh, ar vro Ganaan hervez an harzoł-mań:

3  Ho bevennoł kreisteiz a vo adalek distro Zin a-hed Edom; evel-se hoc'h harz kreisteiz a yelo adalek Mor an Holen er reter,

4  an harz kreisteiz-se a droio da grec'hienn Akrabim, a dreuzo Zin, a yelo betek kreisteiz Kadesh-Barnea, a yelo da Hazar-Adar hag a dremeno dre Azmon;

5  eus Azmon, an harz a droio war-zu froud an Ejipt, hag a yelo d'ar mor.

6  Diwar-benn harz ar c'huzh-heol, ar Mor Bras a vo an harz evidoc'h, hoc'h harz kornog e vo.

7  Diwar-benn harz an hanternoz, e verkot anezhań adalek ar Mor Bras betek Menez Hor;

8  eus Menez e verkot anezhań etrezek penn Hamad, goude e yelo betek Zedad,

9  an harz a yelo betek Zifron da echuiń en Hazar-Enan; hoc'h harz hanternoz e vo.

10  Diwar-benn harz ar sav-heol, ho po ur bevenn eus Hazar-Enan da Shefam,

11  an harz a ziskenno eus Shefam da Ribla, ouzh ar reter eus Ain; neuze an harz a ziskenno hag a dizho aodoł ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol;

12  an harz a ziskenno da gavout ar Jordan hag a dapo Mor an Holen. Evel-se e vo ho pro gant hec'h harzoł tro-war-dro.

13  Moizez a roas an urzhioł-se da vibien Israel o lavarout: Setu ar vro a lodennot dre ar sord evel hźrezh, en deus gourc'hemennet an AOTROU reiń d'an nav meuriad ha d'an hanter-veuriad.

14  Rak meuriad mibien Ruben hervez tiez o zadoł, meuriad mibien Gad hervez tiez o zadoł, hag hanter-veuriad Manase, o deus bet o hźrezh.

15  An daou veuriad hag an hanter-veuriad-se o deus bet o hźrezh en tu-mań d'ar Jordan, e kostezioł Jeriko, ouzh ar reter, war-zu ar sav-heol.

16  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

17  Setu anvioł an dud a lodenno deoc'h ar vro: Eleazar an aberzhour ha Jozue mab Nun.

18  Kemer a reot ivez ur prińs dre veuriad evit lodennań ar vro dre hźrezh.

19  Setu anvioł an dud-se: evit meuriad Juda, Kaleb mab Jefune,

20  evit meuriad mibien Simeon, Samuel mab Amihud,

21  evit meuriad Benjamin, Elidad mab Kislon,

22  evit meuriad mibien Dan, ar prińs Buki mab Jogli,

23  evit mibien Jozef, evit meuriad mibien Manase, ar prińs Haniel mab Efod,

24  hag evit meuriad mibien Efraim, ar prińs Kemuel mab Shiftan,

25  evit meuriad mibien Zabulon, ar prińs Elizafan mab Parnak,

26  evit meuriad mibien Isakar, ar prińs Paltiel mab Azan,

27  evit meuriad mibien Aser, ar prińs Ahihud mab Shelomi,

28  evit meuriad mibien Neftali, ar prińs Padahel mab Amihud.

29  D'ar re-se eo e c'hourc'hemennas an AOTROU lodennań an hźrezh etre mibien Israel e bro Ganaan.

 

Pennad 35

Kźrioł al Levited. Kźrioł-repuiń. Lezennoł diwar-benn ar muntroł

1  An AOTROU a gomzas da Voizez e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:

2  Gourc'hemenn da vibien Israel reiń d'al Levited, eus an hźrezh a zalc'hint, kźrioł evit chom enno. Reiń a reot ivez d'al Levited douaroł tro-dro d'ar c'hźrioł-se.

3  Hag o devo ar c'hźrioł-se evit chom enno, an douaroł a vo evit o chatal, evit o madoł hag evit o loened.

4  Douaroł ar c'hźrioł roet d'al Levited a vo a vil ilinad (~ 500 m) tro-dro, adalek moger kźr en diavaez.

5  Muzuliet e vo ganeoc'h en diavaez eus kźr, evit kostez ar sav-heol daou vil (~ 1 km) ilinad, evit kostez ar c'hreisteiz daou vil (~ 1 km) ilinad, evit kostez ar c'huzh-heol daou vil (~ 1 km) ilinad, evit kostez an hanternoz daou vil (~ 1 km) ilinad, hag ar gźr a vo e-kreiz. Evel-se e vo douaroł ar c'herioł.

6  Ar c'hźrioł a roiot d'al Levited a vo ar c'hwec'h kźr-repuiń, ma tec'ho enno ar muntrer, hag e roiot ouzhpenn div gźr ha daou-ugent.

7  An holl gźrioł a roiot d'al Levited a vo eizh kźr ha daou-ugent, ar c'hźrioł gant o douaroł.

8  Diwar-benn ar c'hźrioł a roiot diwar perc'henniezh mibien Israel, e kemerot muioc'h digant ar re o deus muioc'h ha nebeutoc'h digant ar re o deus nebeutoc'h; pep hini a roio eus e gźrioł d'al Levited hervez an hźrezh a vo dezhań.

9  An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

10  Komz da vibien Israel ha lavar: Pa ho po treuzet ar Jordan evit mont da vro Ganaan,

11  lakait kźrioł a vo kźrioł-repuiń evidoc'h, ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh.

12  Bez' e vo ar c'hźrioł-se evidoc'h lec'hioł-repuiń rak ar veńjer, evit na varvo ket ar muntrer a-raok mont dirak ar vodadenn evit bezań barnet.

13  Diwar ar c'hźrioł a roiot, e vo c'hwec'h kźr-repuiń evidoc'h,

14  teir c'hźr a roiot en tu-mań d'ar Jordan, ha teir c'hźr a roiot e bro-Ganaan; kźr-repuiń e vint.

15  Ar c'hwec'h kźr-se a vo lec'hioł-repuiń evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en ho touez, hag e tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh.

16  Mar en deus skoet unan bennak gant ur benveg houarn, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.

17  Mar en deus e skoet gant ur maen en e zorn a c'hell reiń ar marv, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.

18  Mar en deus e skoet gant ur benveg koad en e zorn a c'hell reiń ar marv, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.

19  Ar veńjer-gwad eo a lakaio ar muntrer da varv; pa en em gavo gantań, e lakaio anezhań d'ar marv.

20  Mar en deus bountet unan bennak dre gasoni, pe taolet un dra bennak warnań gant rakpreder, ha ma varv,

21  pe en deus e skoet gant e zorn dre enebiezh, ha ma varv, a-dra-sur an hini en deus skoet a vo lakaet da varv, ur muntrer eo. Ar veńjer-gwad a lakaio ar muntrer da varv pa en em gavo gantań.

22  Mar en deus e vountet trumm hep kasoni, pe taolet un dra bennak warnań hep rakpreder,

23  pe stoket outań gant ur maen a c'hell reiń ar marv hep bezań enebour dezhań hag hep klask ober drouk dezhań, ha ma varv,

24  neuze ar vodadenn a varno etre an hini en deus skoet hag ar veńjer-gwad hervez al lezennoł-mań:

25  Ar vodadenn a zieubo ar muntrer eus dorn ar veńjer-gwad hag a lakaio anezhań da zistreiń er gźr-repuiń e oa tec'het enni, hag e chomo eno betek marv ar beleg-meur bet olevet gant an eoul santel.

26  Mard a ar muntrer er-maez eus harzoł ar gźr-repuiń e oa tec'het enni,

27  hag en em gav gantań ar veńjer-gwad er-maez eus harzoł e gźr-repuiń, hag e lazh ar veńjer-gwad ar muntrer, ne vo ket kablus a wad,

28  rak en devo da chom en e gźr-repuiń betek marv ar beleg-meur; goude marv ar beleg-meur, e tistroio ar muntrer war zouar e berc'henniezh.

29  Setu evidoc'h reolennoł barn a rummadoł da rummadoł, en hoc'h holl chomlec'hioł.

30  Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoł, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhań da varv.

31  Ne zegemerot ket un daspren evit ene ur muntrer a zo kablus ha din da varv, a-dra-sur e vo lakaet da varv.

32  Ne zegemerot ket un daspren evit e lezel da dec'hout d'e gźr-repuiń ha da zistreiń da chom er vro goude marv an aberzhour.

33  Ne gousiot ket ar vro ma viot o chom enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.

34  Ne saotrot ket ar vro emaoc'h o vont da chom enni hag e vin o chom e-barzh. Me eo an AOTROU a zo o chom e-touez mibien Israel.

 

Pennad 36

Reolennoł diwar-benn an hźrezh

1  Pennoł tadel tiez mibien Galaad mab Makir, mab Manase, a-douez tiegezhioł mibien Jozef, a dostaas hag a gomzas dirak Moizez ha dirak ar brińsed, pennoł tadel mibien Israel,

2  hag e lavarjont: An AOTROU en deus gourc'hemennet da'm aotrou reiń ar vro da vibien Israel en hźrezh dre ar sord. Va aotrou en deus bet urzh digant an AOTROU da reiń hźrezh Zelofkad hor breur d'e verc'hed.

3  Mard int dimezet da unan eus mibien meuriadoł all mibien Israel, e vo lamet o hźrezh diwar hźrezh hon tadoł hag e vo unanet da hźrezh ar meuriad a vo o hini; evel-se e vo lamet diwar hol lodenn hźrezh.

4  Pa zeuio ar jubile evit mibien Israel, o hźrezh a vo unanet da hźrezh ar meuriad a vo o hini; evel-se e vo lamet o hźrezh diwar hźrezh meuriad hon tadoł.

5  Moizez a roas da vibien Israel gourc'hemennoł an AOTROU, o lavarout: Emań ar wirionez gant mibien meuriad Jozef.

6  Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU diwar-benn merc'hed Zelofkad, lavarout a ra: Dimeziń a raint d'ar re a blijo dezho, koulskoude e timezint da unan bennak eus tiegezhioł meuriad o zadoł.

7  Evel-se un hźrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all e-touez mibien Israel, ha pep hini a vibien Israel a zalc'ho hźrezh meuriad e dadoł.

8  Pep merc'h hag en devo bet un hźrezh e-touez meuriadoł mibien Israel a zimezo d'un den eus un tiegezh eus meuriad he zad, evit m'en devo da hźrezh pep hini eus mibien Israel diwar hźrezh e dadoł.

9  Un hźrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all, ha pep hini a-douez meuriadoł mibien Israel a zalc'ho e hźrezh.

10  Merc'hed Zelofkad a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

11  Mahla, Tirza, Holga, Milka ha Noa, merc'hed Zelofkad, a zimezas da vibien o eontred.

12  Dimeziń a rejont e tiegezh mibien Manase mab Jozef, hag o hźrezh a chomas e meuriad tiegezh o zad.

13  Setu ar gourc'hemennoł hag an urzhioł en deus roet an AOTROU da vibien Israel dre Voizez e plaenennoł Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.