LEVR AR PROFED

OZEA

 

Pennad 1

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Ozea mab Beeri, en deizioł Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekias, rouaned Juda, hag en deizioł Jeroboam mab Joaz, roue Israel.

2  Pa en em lakaas an AOTROU da gomz dre Ozea, an AOTROU a lavaras da Ozea: Kae, kemer evidout ur vaouez a c'hastaouerezh ha bugale a c'hastaouerezh, rak ar vro ne ra nemet gastaouiń, pell diouzh an AOTROU.

3  Mont a reas hag e kemeras Gomer merc'h Diblaim, a gońsevas hag a c'hanas ur mab dezhań.

4  An AOTROU a lavaras dezhań: Galv e anv Jizreel (= hadet gant Doue), rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.

5  En deiz-se e terrin gwareg Israel e traonienn Jizreel.

6  Końseviń a reas c'hoazh hag e c'hanas ur verc'h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama (= hep truez), rak ne zalc'hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.

7  Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiń a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioł, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.

8  Goude m'he doe dizonet Lo-Rukama, e końsevas hag e c'hanas ur mab.

9  An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi (= neket va fobl), rak n'oc'h ket va fobl ha n'on ket deoc'h.

10  Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliań na kontań. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!

11  Ha mibien Juda ha mibien Israel a vo bodet a-gevret, hag e lakaint warno ur penn, hag e pignint eus ar vro, rak bras e vo deiz Jizreel.

 

Pennad 2

1  Lavarit d'ho preudeur: Ammi (= va fobl), ha d'ho c'hoarezed: Rukama (= truez outi).

2  Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,

3  gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heńvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,

4  ha na'm befe ket a druez e-keńver he mibien, rak mibien a c'hastaouerezh ez int.

5  O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hońsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.

6  Setu perak ez an da serriń da hent gant spern. Sevel a rin ur voger, en doare ma ne gavo ket he gwenodennoł.

7  Redek a raio war-lerc'h hec'h amourouzien, met n'o zapo ket; o c'hlask a raio, met n'o c'havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentań, rak neuze e oan eürusoc'h eget bremań.

8  N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.

9  Setu perak ec'h adkemerin va gwinizh en e amzer ha va gwin en e goulz, hag e tapin kuit va gloan ha va lin a c'holoe he noazhder.

10  Ha bremań e tizoloin he mezhegezh dirak daoulagad hec'h amourouzien, ha nikun n'he dieubo diouzh va dorn.

11  Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioł, he loarioł nevez, he deizioł sabad, hag hec'h holl lidoł.

12  Distrujań a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.

13  Hag e kastizin anezhi evit deizioł ar Baaloł, pa lakae da vogediń evito, pa en em fiche gant he lagadennoł hag he c'helc'hennoł, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.

14  Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d'ar gouelec'h, hag e komzin ouzh he c'halon.

15  Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoł ha traonienn Akor, evel un nor a esperańs. Hag e kano eno, evel da zeizioł he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.

16  Hag en deiz-se, eme an AOTROU, e c'halvi ac'hanon: Va fried, ha ne c'halvi ken ac'hanon: Va Baal.

17  Hag e lamin diouzh he genoł anvioł ar Baaloł, ha ne vo ken graet anv anezho.

18  En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neńvoł, ha gant stlejviled an douar. Hag e terrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.

19  Hag e timezin ganit evit biken; dimeziń a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag er druez.

20  Dimeziń a rin ganit er fealded, hag ec'h anavezi an AOTROU.

21  En deiz-se e respontin, eme an AOTROU, me a responto d'an neńvoł, hag int a responto d'an douar,

22  hag an douar a responto d'ar gwinizh, d'ar gwin ha d'an eoul, hag int a responto da Jizreel.

25  Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama (= hep truez), hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi (= neket va fobl). Hag e lavarint din: Va Doue!

 

Pennad 3

1  Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoł all hag a gar gwestell rezin.

2  Hag e prenis anezhi gant pemzek pezh arc'hant hag un homer (~ 300 l) heiz hag un hanter homer (~ 150 l) heiz.

3  Hag e lavaris dezhi: Chom a ri evidon e-pad kalz a zeizioł, ne c'hastaoui ket, ne vi da zen ebet, hag e rin kemend-all evidout.

4  Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioł hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.

5  Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujańs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioł diwezhań.

 

Pennad 4

1  Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.

2  N'eus nemet sakreoł, gevier, muntroł, laerońsioł hag avoultriezh. Freuzań a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.

3  Setu perak e kańvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neńvoł. Pesked ar mor zoken a varvo.

4  Met ra ne zaelo den ebet ha ne c'hrozmolo den ebet! Rak da bobl a zo evel an hini a ra dael ouzh an aberzhour.

5  Kouezhań a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d'an noz, hag e tistrujin da vamm.

6  Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.

7  Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmań a rin o gloar ouzh dismegańs!

8  Debriń a reont pec'hedoł va fobl, hag e troont o c'halon etrezek o direizhder.

9  Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizań a rin evit e hentoł, hag e taskorin dezhań hervez e oberoł.

10  Debriń a raint ha n'o devo ket o gwalc'h, gastaouiń a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.

11  Gastaouerezh, gwin ha mezventi a lam kuit ar poell.

12  Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.

13  Aberzhiń a reont war lein ar menezioł, hag e lakaont da vogediń war ar c'hrec'hiennoł, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.

14  Ne gastizin ket ho merc'hed dre ma c'hastaouont, nag ho merc'hed-kaer dre ma'z avoultront, rak ar wazed o-unan en em denn gant gisti hag a aberzhont gant ribodezed. Hag ar bobl, diboell, a gouezho.

15  Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezań kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!

16  Dre ma'z eo bet Israel disent evel un annoar gouez, bremań an AOTROU o lakaio da beuriń evel un oan e lec'hioł frank.

17  Efraim a zo en em roet d'an idoloł, dilez eń!

18  O evaj a zo echu, ha setu emaint dalc'hmat er gadalerezh. O fennoł ne garont nemet an dismegańs.

19  An avel en deus paket anezho en e eskell, hag o devo mezh en abeg d'o aberzhoł.

 

Pennad 5

1  Selaouit kement-mań, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.

2  Dre o aberzhoł e reont donoc'h o disentidigezh, met me o c'hastizo holl.

3  Anavezout a ran Efraim, Israel n'eo ket kuzhet ouzhin, rak bremań, Efraim, te a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.

4  O oberoł n'o lezo ket da zistreiń d'o Doue, rak ar spered a c'hastaouerezh a zo en o zouez, ha n'anavezont ket an AOTROU.

5  Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Israel hag Efraim a gouezho dre o direizhder, Juda ivez a gouezho ganto.

6  Mont a raint gant o deńved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhań, en em bellaet eo diouto.

7  Bet int fall e-keńver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremań al loar nevez o lonko gant o madoł.

8  Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoł e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!

9  Efraim a vo en glac'har da zeiz ar c'hastiz. Un dra wirion a zisklźrian e-touez meuriadoł Israel.

10  Pennoł Juda a zo evel ar re a zilec'h ar bonnoł. Va c'hounnar a skuilhin evel ur froud.

11  Efraim a zo gwasket, bec'hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc'h gourc'hemennoł all.

12  Me a vo evel tagn evit Efraim, hag evel preńvadur evit ti Juda.

13  Efraim a welas e gleńved ha Juda e c'houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c'hello nag ho yac'haat nag ho tieubiń eus ho kouli.

14  Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiń.

15  Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.

 

Pennad 6

1  Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienań a raio hor goulioł.

2  Goude daou zevezh hol lakaio da advevań, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazań.

3  Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloł-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhań amzer a zoura an douar.

4  Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.

5  Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c'herioł va genoł, va barnedigezhioł a lugerno warno evel ar gouloł.

6  Trugarez a fell din ha nann aberzhoł, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoł.

7  Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heńver.

8  Galaad, kźr a vicherourien a zireizhder, a zo leun a verkoł gwad.

9  Strollad an aberzhourien a zo evel ar bandennoł a spi an dud hag a zrouklazh war hent Sichem, rak ober a reont torfedoł.

10  Gwelet em eus un dra euzhus e ti Israel: eno Efraim a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.

11  Evidout ivez, Juda, ez eus un eost aozet, pa rin distreiń re zalc'het va fobl.

 

Pennad 7

1  Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.

2  Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe sońj eus o holl fallentez. Bremań o oberoł a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.

3  Laouenaat a reont ar roue gant o fallentez, hag ar pennoł-bras gant o gevier.

4  Holl ez int avoultrerien, heńvel ouzh ur forn tommet gant ur baraer, a baouez da c'hwezhań an tan adalek ma'z eo mezet an toaz betek ma'z eo goet.

5  Da zeiz hor roue, ar pennoł a zeuas da vezań klańv oc'h evań re win; astenn a reas e zorn d'ar c’hoapaerien.

6  Pa stegnont pechoł, o c'halon a zo evel ur forn. E-pad an noz e kousk o baraer, ha da vintin ez eus un tan a laosk flammoł.

7  Holl ez int gwrezus evel ur forn, hag e lonkont o barnerien. O holl rouaned a gouezh, hini anezho na c'halv etrezek ennon.

8  Efraim a zo en em vesket gant ar pobloł. Efraim a zo evel ur wastell n'eo ket bet troet.

9  An diavaezidi o deus lonket e nerzh, met ne oar ket. E benn a zo hadet a vlev gwenn, met ne oar ket.

10  Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Ne zistroont ket d'an AOTROU o Doue, ne glaskont ket anezhań en desped da gement-se holl.

11  Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.

12  Pa'z aint, ec'h astennin warno va roued, o lakaat a rin da gouezhań evel laboused an neńvoł, o c'hastizań a rin, evel m'o deus klevet en o bodadeg.

13  Gwalleur dezho! rak o deus pellaet diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met e lavaront gevier a-enep din.

14  Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoł. En em vodań a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.

15  O c'hastizet em eus, nerzhet em eus o brec'h, met e reont sońjoł fall a-enep din.

16  Treiń a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O pennoł a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.

 

Pennad 8

1  Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn.

2  Krial a raint etrezek ennon: Va Doue, da anavezet hon eus, ni Israel.

3  Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h.

4  Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoł, met hep gouzout din. Graet o deus doueoł gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.

5  Samaria, da leue en deus da daolet kuit. Va c'hounnar a zo entanet a-enep dezho. Betek pegeit ne c'hellint ket bezań glanaet?

6  Rak dont a ra eus Israel. Ur micherour en deus e c'hraet, n'eo ket Doue, setu perak e vo lakaet a-dammoł leue Samaria.

7  Dre ma hadont an avel, e vedint ar gorventenn. N'o devo ket a ed, ar pezh a gresko ne roio ket a vleud, ha mard eus, an diavaezidi a lonko anezhań.

8  Israel a zo lonket. Emaint bremań e-touez ar broadoł, evel ul lestr na ro plijadur ebet.

9  Rak pignet int etrezek Asiria, evel un azen gouez en em zalc'h a-du. Efraim en deus prenet mignoned.

10  Ha dre ma prenont e-touez ar broadoł, ez an bremań d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoł-bras.

11  Dre m'en deus Efraim savet meur a aoter evit pec'hiń, an aoterioł o lakaio da bec'hiń.

12  Skrivet em eus traoł diniver em lezenn, met sellet int evel un dra estren.

13  En aberzhoł a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhań, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremań e teuio sońj dezhań eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoł. Distreiń a raint d'an Ejipt.

14  Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioł. Ha Juda en deus savet meur a gźrioł kreńv. Met me a gaso e kźrioł hemań un tan a lonko palezioł hennezh.

 

Pennad 9

1  Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloł, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioł gwinizh.

2  Al leur hag ar waskerell n'o magint ket, hag ar gwin nevez a vanko dezho.

3  Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.

4  Ne ginnigint ket gwin d'an AOTROU, ne blijo ket dezhań; o aberzhoł a vo evito evel bara an enkrez, an holl re a zebro dioutań a vo saotret. Rak o bara ne vo nemet evito o-unan, ned aio ket da di an AOTROU.

5  Petra a reot da zeizioł ar vodadeg, da zeizioł gouelioł an AOTROU?

6  Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoł prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoł.

7  Deuet eo deizioł ar c'hastiz, deuet eo deizioł an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni bras.

8  Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoł, un enebour ouzh ti e Zoue.

9  En em huduraet int holl, evel da zeizioł Gibea. Sońj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoł.

10  Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoł evel ar frouezh kentań eus ur fiezenn en e deroł, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezań euzhus evel ar pezh o deus karet.

11  Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c'hanedigezh, adal ar c'hof, adal ar grouańs.

12  Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezań gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!

13  Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec'h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d'an hini o lazho.

14  O AOTROU! Ro dezho... Petra a roi dezho? Ro dezho ur mammog a ziforc'h ha bronnoł sec'h!

15  O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoł, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoł a zo dispac'herien.

16  Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec'het, ne roint ken a frouezh. M'o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c'hof.

17  Va Doue o zaolo pell dioutań, rak n'o deus ket e selaouet. Hag e kantreint e-touez ar broadoł.

 

Pennad 10

1  Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitań e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioł, hervez madelezh e zouar en deus kaeret e beulioł.

2  O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklźriet kablus. Eń a ziskaro o aoterioł hag a zistrujo o feulioł.

3  Rak prestik e lavarint: N'hon eus roue ebet, rak n'hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?

4  Lavaret o deus komzoł, touet o deus e gaou pa reont emglevioł. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.

5  Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoł Betaven. Rak ar bobl a raio kańv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.

6  Kaset e vint zoken en Asiria, hag e vint roet evel ur prof da roue Jareb. Efraim en devo mezh, Israel a vo mezhek eus e vennozhioł.

7  Roue Samaria a vo lamet kuit, evel eon diwar an doureier.

8  Uhellec'hioł Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioł, hag e lavarint d'ar menezioł: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoł: Kouezhit warnomp!

9  Adalek deizioł Gibea ec'h eus pec'het, Israel. En em zalc'het int eno, ar brezel a-enep mibien an direizhder n'en deus ket o zapet e Gibea.

10  Kastizań a rin anezho hervez va youl, ha pobloł a vo dastumet a-enep dezho, pa vint staget ouzh o daou falloni.

11  Efraim a zo evel un annoar dońvaet en em blij o tornań ar greun, met e tostain ouzh e c'houzoug kaer, hag e stergnin Efraim, Juda a droio an douar, Jakob a freuzo ar mouded.

12  Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroł nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviań warnoc'h.

13  Troet hoc'h eus an drougiezh ha medet ar fallagriezh, debret hoc'h eus frouezh ar gaou, rak fiziet ec'h eus ez hent, e niver da dud nerzhus.

14  Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greńvlec'hioł a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.

15  Betel a raio evel-se deoc'h en abeg d'ho fallentez vras. Da c'houloł-deiz e vo kaset da get roue Israel.

 

Pennad 11

1  Pa oa yaouank Israel, e karen anezhań, hag em eus galvet va mab eus an Ejipt.

2  Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloł, lakaet o deus da vogediń d'ar skeudennoł kizellet.

3  Me am eus renet kammedoł Efraim en ur gemer anezhań dre an divrec'h, met ne ouient ket e pareen anezho.

4  O zennet em eus gant kerdin denel, gant ereoł a garantez. Bet on evito evel ar re o dije savet ar yev diwar o javedoł, ha kinniget em eus boued dezho.

5  Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.

6  Ar c'hleze a gouezho war o c'hźrioł, a zistrujo o difennerien hag a lonko anezho, en abeg d'o mennozhioł.

7  Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhań.

8  Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioł a zo fromet.

9  Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujań Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on en da greiz, ne zistroin ket gant fulor.

10  Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol.

11  Hag e teredint eus an Ejipt evel ul labous, hag eus bro Asiria evel ur goulm, ha me o lakaio da chom en o ziez, eme an AOTROU.

 

Pennad 12

1  Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.

2  Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.

3  An AOTROU en deus ivez ur prosez gant Juda. Kastizań a raio Jakob evit e hentoł, hag e taskoro dezhań hervez e oberoł

4  Adalek kof e vamm e touellas e vreur, hag en e nerzh-gour e c'hourenas gant Doue.

5  Gouren a reas gant an ael, hag e oa an hini kreńvań; gouelań a reas hag e c'houlennas trugarez. E Betel en kavas, hag eno e komzas ouzhimp.

6  An AOTROU eo Doue ar armeoł. E anv eo an AOTROU.

7  Te eta, distro da'z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc'hmat ez Toue.

8  Efraim a zo ur marc’hadour en deus balańsoł faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhań touellań.

9  Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezań pinvidik, prenet em eus traoł prizius, em holl labourioł ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec'hed.

10  Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, me a raio dit chom c'hoazh dindan teltennoł, evel da zeizioł ar gouelioł.

11  Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioł ha kinniget parabolennoł dre zorn ar brofeded.

12  Ma n'eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc'hen e Gilgal, o aoterioł a zo evel bernioł mein war irvi ar parkeier.

13  Jakob a dec'has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vźsaas loened.

14  Dre ur profed, an AOTROU a reas da Israel pignat eus an Ejipt, dre ur profed e voe mźsaet.

15  Efraim en deus va daeet betek ur c'hounnar c'hwerv, setu perak e pouezo warnań ar gwad en deus skuilhet, hag e Aotrou a zaskoro dezhań e zismegańs.

 

Pennad 13

1  Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.

2  Ha bremań e kendalc'hont da bec'hiń, gant o arc'hant o deus graet skeudennoł teuzet, idoloł hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoł ar re a aberzh!

3  Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.

4  Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n'eus salver ebet nemedon.

5  Da anavezet em eus er gouelec'h, en un douar kras.

6  O gwalc'h o deus bet en o feurvanoł, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.

7  Hag e vin eta evito evel ul leon, evel ul loupard o spiań anezho war an hent.

8  O diaraogin evel un arzhez pa'z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c'halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoł.

9  Kollet out, Israel, en ur vezań a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour.

10  Pelec'h emań da roue eta? Ra zieubo ac'hanout ez holl gźrioł! Pelec'h emań da varnerien, ac'h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha prińsed?

11  Roet em eus dit ur roue em c'hounnar, hag e laman anezhań em fulor.

12  Direizhder Efraim a zo ereet, e bec'hed a zo miret.

13  Poanioł an hini a wilioud a zeuio warnań, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n'en em zalc'h ket evit gwelout an deiz.

14  Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emań da vosennoł? Lec'h ar marv, pelec'h emań da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.

15  Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teńzor an holl draoł prizius.

16  Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhań a raint dre ar c'hleze, o bugaligoł a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.

 

Pennad 14

1  Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.

2  Kemerit ganeoc'h komzoł, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhań: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoł meuleudi hor muzelloł.

3  Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoł! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.

4  Yac'haat a rin o emsavadeg, o c'harout a rin a-volontez-vat, rak va c'hounnar a zo distroet diouto.

5  Evel ar c'hlizhenn e vin evit Israel, bleuniań a raio evel al lili, hag ec'h astenno e wrizioł evel al Liban.

6  E skourroł a yelo war-raok, e gaerder a vo evel hini an olivezenn, e frond a vo evel hini al Liban.

7  Dont a raint en-dro da azezań dindan e skeud, lakaat a raint ar gwinizh da advevań, evel ar winienn e vleugnint, o brud a vo evel hini gwin al Liban.

8  Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloł? Me a selaouo anezhań hag a sello outań, me a vo evitań evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.

9  Piv a zo fur? Ra gompreno an traoł-mań! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoł an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.