LEVR AR

PREZEGER

 

Pennad 1

1  Komzoł ar Prezeger mab David, roue Jeruzalem.

2  Avel an avelioł, eme ar Prezeger, avel an avelioł, pep tra a zo avel.

3  Peseurt gounid a zo d'un den eus an holl labour a ra dindan an heol?

4  Ur rumm a dremen, unan all a zeu, met an douar a chom dalc'hmat.

5  An heol a sav, an heol a ya da guzh, hag ec'h huanad war-zu al lec'h ma sav a-nevez dioutań.

6  An avel a ya d'ar c'hreisteiz, hag a dro d'an hanternoz, mont a ra o treiń amań hag ahont, hag e tistro warnań e-unan.

7  An holl stźrioł a ya d'ar mor, ha n'eo ket leuniet ar mor; hag ar stźrioł a gendalc'h da vont da gavout al lec'h ma teuont dioutań.

8  An holl draoł a labour muioc'h eget na c'hellfe an den lavarout; al lagad n'en deus ket e walc'h da welout, nag ar skouarn da glevout.

9  Ar pezh a zo bet eo ar pezh a vo, ar pezh a zo bet graet eo ar pezh a vo graet, n'eus netra nevez dindan an heol.

10  Ha bez' ez eus un dra ma vije lavaret diwar e benn: Sell 'ta, nevez eo? Bet eo dija er c'hantvedoł a zo bet araozomp.

11  Ne vez ket a eńvor eus an traoł a wechall, hag en hevelep doare ne vo ket a eńvor eus an traoł da zont e-touez ar re a zeuio diwezhatoc'h.

12  Me ar Prezeger a zo bet roue war Israel e Jeruzalem,

13  ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neńvoł. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezań pledet ganti.

14  Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.

15  Ar pezh a zo kamm ne c'hell ket en em eeunań, hag ar pezh a vank ne c'hell ket bezań niveret.

16  Komzet em eus em c'halon o lavarout: Setu em eus kresket ha brasaet e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem, ha va c'halon he deus gwelet kalz a furnez hag a anaoudegezh.

17  Lakaet em eus va c'halon da anavezout ar furnez, ha da anavezout ar sotoni hag ar follentez; met intentet em eus eo kement-se ivez ur boan spered.

18  Rak gant kalz a furnez ez eus kalz a c'hlac'har, hag an hini a gresk en anaoudegezh a gresk e boan.

 

Pennad 2

1  Lavaret em eus em c'halon: Deomp ma amprouin ac'hanout bremań dre al levenez, hag e tańvai an eurvad. Met setu kement-se ivez a zo avel.

2  Lavaret em eus diwar-benn ar c'hoarzh: Diskiant! Ha diwar-benn al levenez: Da betra e talv?

3  Divizet em eus em c'halon da reiń va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagań ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neńvoł e-pad deizioł o buhez.

4  Graet em eus labourioł bras, savet em eus din tiez, plantet em eus din gwiniegi,

5  graet em eus din liorzhoł ha gwerjeoł, ha lakaet em eus enno a bep seurt gwez-frouezh,

6  graet em eus din stankoł-dour evit dourań ar parkoł plantet a wez.

7  Prenet em eus sklaved ha sklavezed, hag em eus bet o bugale ganet em zi, bet em eus muioc'h a ejened ha deńved eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem.

8  Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioł ar rouaned hag ar provińsoł, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioł mibien an dud, gwragez en niver bras.

9  Kresket em eus ha brasaet muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem. Ha zoken va furnez a zo chomet ganin.

10  Da ziwezhań, eus kement o deus c'hoantaet va daoulagad ne'm eus nac'het netra; ne'm eus dalc'het levenez ebet ouzh va c'halon, rak va c'halon a zo bet laouen gant va holl labour, ar pezh a zo bet va lodenn eus va holl labour.

11  Ha prederiet em eus war an holl oberennoł o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhań evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.

12  Goude em eus troet da brederiań war ar furnez, ha war ar sotoni hag ar follentez. Rak petra a raio an den a zeu war-lerc'h ar roue? Ar pezh a zo dija bet graet.

13  Hag em eus gwelet he deus ar furnez ur gounid war ar follentez, evel ar sklźrijenn war an deńvalijenn.

14  Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deńvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.

15  Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezań bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.

16  Eńvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioł da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?

17  Ha kasaet em eus ar vuhez-mań, rak kement a vez graet dindan an heol ne blij ket din, ha pep tra a zo avel ha poan spered.

18  Kasaet em eus an holl labour am eus graet dindan an heol, dre ma lezin anezhań d'an den a zeuio war va lerc'h.

19  Ha piv a oar hag-eń e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhań, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.

20  Setu perak on deuet da zizesperiń em c'halon diwar-benn an holl labour ez on en em roet dezhań dindan an heol.

21  Rak un den en deus labouret gant furnez, anaoudegezh ha berzh, hag e lez holl da hźrezh d'un den all n'en deus ket labouret d'e gas da benn. Kement-se ivez a zo avel hag un dra fall.

22  Petra a van gant un den eus e holl labour hag eus poan e galon, en deus en em skuizhet ganti dindan an heol?

23  Rak e holl zeizioł n'int nemet glac'har, hag e labour nemet enkrez, en noz zoken ne ziskuizh ket e galon. Kement-se ivez a zo avel.

24  Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriń hag evań, ha lakaat e ene da vezań laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.

25  Rak piv en deus debret ha laouenaet muioc'h egedon?

26  Reiń a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhań. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiń d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

 

Pennad 3

1  Da bep tra e goulz, ha da bep sevenadenn dindan an neńvoł he mare.

2 Bez' ez eus ur mare evit genel hag ur mare evit mervel, ur mare evit plantań hag ur mare evit tennań ar pezh a zo bet plantet,

3  ur mare evit lazhań hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,

4  ur mare evit gouelań hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiń hag ur mare evit tripal,

5  ur mare evit teurel mein, hag ur mare evit o dastum, ur mare evit pokat hag ur mare evit pellaat diouzh ar pokoł,

6  ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,

7  ur mare evit regiń hag ur mare evit gwriat, ur mare evit tevel hag ur mare evit komz,

8  ur mare evit karout hag ur mare evit kasaat, ur mare evit ar brezel hag ur mare evit ar peoc'h.

9  Peseurt gounid en deus un den a labour eus e boan?

10  Gwelet em eus al labour en deus roet Doue da vibien an dud evit e ober.

11  Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentań betek an dibenn petra a ra Doue.

12  Anavezet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezań laouen hag aes e-pad e vuhez.

13  Ha ra zebro hag evo pep hini, ha ra vo laouen e-kreiz e holl labour, un donezon digant Doue eo.

14  Anavezet em eus e pado da viken kement en deus graet Doue, n'eus netra da lakaat ouzhpenn ha netra da lemel. Ha Doue en gra evit bezań doujet.

15  Ar pezh a zo bet eo ar pezh a zo bremań, ar pezh a vo eo ar pezh a zo bet dija. Doue a gas en-dro ar pezh a zo tremenet.

16  Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar varn, hag ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar reizhder.

17  Lavaret em eus em c'halon: Doue a varno an den reizh hag an den fall, rak eno ez eus un amzer evit pep mennozh hag evit pep oberenn.

18  Lavaret em eus em c'halon diwar-benn mibien an dud, ec'h amprouje Doue anezho, hag e weljent o-unan n'int nemet loened.

19  Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.

20  Pep tra a ya d'un hevelep lec'h; graet eo bet pep tra eus ar poultr, pep tra a zistro da boultr.

21  Piv a oar hag-eń e pign c'hwezh an dud d'an nec'h, hag-eń e tiskenn c'hwezh al loened d'an traoń en douar?

22  Gwelet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezań laouen gant e oberoł, ar pezh a zo e lodenn. Rak piv en kaso en-dro evit gwelout ar pezh a vo en e c'houde?

 

Pennad 4

1  Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioł a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroł, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.

2  Setu perak e talv din muioc'h ar re varv a zo dija marv eget ar re vev a zo en o buhez,

3  hag e kavan eürusoc'h eget an eil re hag ar re all, an hini n'eo ket bet c'hoazh, ha n'en deus ket gwelet an oberoł fall a vez graet dindan an heol.

4  Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keńver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

5  An den diskiant a groaz e zaouarn hag en em zebr e-unan:

6  gwelloc'h eo leizh kleuz an dorn gant diskuizh, eget leizh palv an daou zorn gant labour ha poan spered.

7  En em lakaet on da sellout ouzh un avel all dindan an heol:

8  Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.

9  Gwelloc'h eo daou eget unan, dre ma ez eus evito muioc'h a c'hopr eus o labour.

10  Rak mar kouezh unan, egile a c'hell e adsevel; met gwalleur d'an hini a zo e-unan hag a gouezh! n'eus den d'e adsevel.

11  En hevelep doare mar kousk daou a-gevret, e vo tomm dezho; met an hini a zo e-unan, penaos e vo tomm dezhań?

12  Mard eo un den kreńvoc'h eget unan hepken, daou a c'hello herzel outań. Ar gordenn teir breunenn ne dorr ket buan.

13  Gwelloc'h eo ur bugel paour ha fur eget ur roue kozh ha diskiant, ha na oar ket kemer kuzul.

14  Rak un den a zeu er-maez eus an toull-bac'h da ren, hag un den bet ganet roue a zeu da vezań paour.

15  Gwelet em eus an holl re vev a gerzh dindan an heol o vont war-lerc'h ar mab, an eil goude ar roue hag a yelo en e lec'h.

16  Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

 

Pennad 5

1  Pa'z i da di Doue, taol evezh ouzh da droad, tosta da selaou kentoc'h eget da ginnig aberzh ar re ziskiant, rak n'ouzont ket e reont an droug.

2  Na hast ket digeriń da c'henoł, ha na lez ket da galon da vezań buan o tisklźriań ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neńvoł, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoł.

3  Rak dont a ra an huńvreoł eus prederioł niverus, hag ar mouezh diskiant eus komzoł niverus.

4  Pa ez po graet ur gouestl da Zoue, na zale ket d'en seveniń, rak ne gemer ket plijadur en tud diskiant. Seven eta ar gouestl az po graet.

5  Gwelloc'h e vefe dit chom hep ober gouestloł, eget ober ha tremen hep o seveniń.

6  Na lez ket da c'henoł da'z lakaat da bec'hiń, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoł da zaouarn?

7  Rak evel ma ez eus avel en huńvreoł niverus, ez eus ivez kalz e komzoł niverus. Met douj Doue.

8  Mar gwelez en ur provińs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outań, ha bez' ez eus reoł uheloc'h egeto c'hoazh.

9  Ur gounid evit ur vro koulskoude eo ur roue enoret gant ar vro.

10  An hini a gar an arc'hant n'en deus ket e walc'h a arc'hant, hag an hini a gar pinvidigezhioł ne ra ket e vad anezho. Kement-se ivez a zo avel.

11  E-lec'h ma ez eus kalz a vadoł, ez eus kalz a dud ouzh o debriń. Ha peseurt gounid en deus an hini o dalc'h, nemet o gwelout gant e zaoulagad?

12  Kousk al labourer a zo dous, pe e tebr nebeut pe e tebr kalz; met gwalc'hadur ar pinvidig ne lez ket anezhań da gousket.

13  Ur gwall-zroug am eus gwelet dindan an heol: pinvidigezhioł miret gant an hini o ferc'henn evit e walleur.

14  Ar pinvidigezhioł-se a goll dre un darvoud fall, ha mard eo tad d'ur mab, ne chomo netra etre e zaouarn.

15  Evel m'eo deuet en noazh eus kof e vamm, e tistroio en noazh, o vont kuit evel m'eo deuet. Ha ne gaso gantań netra a c'hellfe kemer en e zaouarn.

16  Setu amań c'hoazh ur gwall-zroug, evel m'eo deuet ez a kuit, ha peseurt gounid en deus da vezań labouret evit avel?

17  Debriń a ra e-pad holl zeizioł e vuhez en deńvalijenn, gant kalz a c'hlac'har, a boan hag a hegas.

18  Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriń, evań ha bezań laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioł e vuhez a ro Doue dezhań, ar pezh a zo e lodenn.

19  Hag ar pinvidigezhioł hag ar madoł a ro Doue da bep den, an traoł a laka anezhań da vestr warno, evit debriń ha kemer e lodenn diouto, hag evit bezań laouen e-kreiz e labour, kement-se a zo un donezon digant Doue.

20  Rak n'en devo ket kalz a sońj eus deizioł e vuhez, dre ma respont Doue dezhań gant levenez en e galon.

 

Pennad 6

1  Un droug am eus gwelet dindan an heol, hag a zo stank e-touez an dud:

2  Doue a ro d'un den pinvidigezhioł, madoł hag enorioł, e doare na vank netra d'e ene eus ar pezh a c'hellfe c'hoantaat, met Doue ne lez ket anezhań da zebriń diouto, hag un diavaeziad o debro. Kement-se a zo avel ha gwall-zroug.

3  P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioł, ha ma vefe liesaet deizioł e vloavezhioł, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoł, ma n'en deus ket bet ur bez evitań, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetań.

4  Rak deuet eo en aner, hag eo aet en deńvalijenn, hag e anv a zo goloet a deńvalijenn,

5  n'en deus ket zoken gwelet an heol, n'en deus anavezet netra, met muioc'h a ziskuizh en deus eget egile.

6  Evitań da vezań bevet div wech mil vloaz, n'eo bet laouen eus mad ebet. Daoust ha ned a ket an holl d'un hevelep lec'h?

7  Holl labour an den a zo evit e c'henoł, ha koulskoude e c'hoant n'en deus biken e walc'h.

8  Rak peseurt gounid a zo d'an den fur war an den diskiant? Peseurt gounid a zo d'ar glac'haret a oar en em ren e-touez ar re vev?

9  Gwelloc'h eo ar pezh a zo gwelet gant an daoulagad eget ar c'hoantoł goullo. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.

10  Anvet eo bet dija dre e anv ar pezh a zo. Ha gouezet e vez piv eo an den, ha penaos ne c'hell ket stourm a-enep an hini a zo kreńvoc'h egetań.

11  Pa vez kalz a draoł, e vez kalz a avel, ha peseurt gounid en deus an den?

12  Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioł e vuhez a avel emań o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?

 

Pennad 7

1  Gwelloc'h eo brud vat eget c'hwezh-vat, ha deiz ar marv eget deiz ar c'hanedigezh.

2  Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hańv eget mont d'un ti a fest, rak eno emań diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.

3  Gwelloc'h eo an anken eget ar c'hoarzh, rak dre c'hlac'har an dremm e teu laouen ar galon.

4  Kalon ar re fur a zo en ti a c'hańv, met kalon ar re ziskiant a zo en ti a levenez.

5  Gwelloc'h eo klevout kroz an den fur eget klevout kanaouenn ar re ziskiant.

6  Rak evel m'eo trouz an drein dindan ar chaodouron, evel-se eo c'hoarzh an den diskiant. Kement-se ivez a zo avel.

7  Ar gwaskerezh a ra diboellań an den fur, hag an donezon a vrein ar galon.

8  Gwelloc'h eo diwezh un dra eget he fenn-kentań. Gwelloc'h eo ur spered habask eget ur spered lorc'hus.

9  Na hast ket en em nec'hiń ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.

10  Na lavar ket: A belec'h e teu ma oa gwelloc'h an deizioł tremenet eget ar re a-vremań? Rak n'eo ket dre furnez en em c'houlennfes kement-se.

11  Ar furnez a zo koulz hag un hźrezh; hag ez eus ur gounid diouti evit ar re a wel an heol.

12  Rak goloet emeur dindan skeud ar furnez evel dindan skeud an arc'hant, met an anaoudegezh he deus ar gounid-mań: ar furnez a ro ar vuhez d'an hini en deus anezhi.

13  Sell ouzh oberenn Doue, rak piv a c'hello eeunań ar pezh en deus kammet?

14  En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.

15  Gwelet em eus kement-mań holl e-pad deizioł va avel: bez' ez eus un den reizh o vervel en e reizhder, hag un den fall o hiraat e zeizioł en e fallentez.

16  Na vez ket reizh betek re, ha na vez ket re fur, perak en em gollfes?

17  Na vez ket drouk dreistmuzul, ha na vez ket diskiant, perak e varvfes a-raok da amzer?

18  Mat eo derc'hel sońj eus kement-mań ha chom hep tennań e zorn diouzh kement-se, rak an neb a zouj Doue a ya kuit eus pep tra.

19  Ar furnez a ro muioc'h a nerzh d'an den fur eget dek gouarnour a vefe en ur gźr.

20  A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.

21  Na daol ket evezh eta ouzh an holl gomzoł a vez lavaret, gant aon na glevjes da servijer o troukkomz diwar da benn.

22  Rak da galon a oar ec'h eus te ivez droukkomzet alies a wech diwar benn ar re all.

23  Amprouet em eus kement-se holl dre ar furnez, ha lavaret em eus: Prenań a rin furnez. Met pellaet eo diouzhin.

24  Ar pezh a zo pell, ar pezh a zo don, don, piv a c'hell e dapout?

25  Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoł a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.

26  Ha kavet em eus c'hwervoc'h eget ar marv: ar vaouez ma'z eo he c'halon ur roued hag ul las, hag he daouarn ereoł. An hini a zo kavet mat gant Doue a dec'ho diganti, met ar pec'her a vo paket ganti.

27  Setu amań ar pezh am eus kavet, eme ar Prezeger, en ur eveshaat ouzh an abegoł a bep tra unan hag unan,

28  setu amań ar pezh a glask c'hoazh va ene ha na'm eus ket kavet: kavet em eus ur gwaz e-touez mil, met ne'm eus ket kavet ur vaouez en o zouez holl.

29  Setu amań hepken ar pezh am eus kavet: Doue eo en deus graet an den eeun, met klasket o deus kalz a droidelloł.

 

Pennad 8

1  Piv a zo evel an den fur? Piv a anavez penaos eo an traoł? Furnez an den a ra lugerniń e zremm, ha garvder e zoare a vo kemmet.

2  Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.

3  Na hast ket mont kuit a-zirak e zremm, ha na gendalc'h ket en un dra fall, rak ober a ra ar pezh a blij dezhań.

4  E-lec'h m'emań komz ar roue, eno emań ar galloud; ha piv a lavaro dezhań: Petra a rez?

5  An hini a vir ar gourc'hemenn n'asanto da zroug ebet; ha kalon an den fur a anavez an amzer hag ar varnedigezh.

6  Rak e pep tra ez eus un amzer hag ur varnedigezh, pa bouez ar gwalleur war an den.

7  Rak ne oar ket ar pezh a c'hoarvezo; ha piv a lavaro dezhań penaos en em gavo?

8  An den n'eo ket mestr d'e spered evit gallout e zerc'hel, ha n'en deus galloud ebet war zeiz ar marv. N'eus diskarg ebet eus an emgann-se, hag an drougiezh ne zieubo ket ar re a berc'henno anezhi.

9  Gwelet em eus an holl draoł-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.

10  Ha neuze em eus gwelet ar re fall beziet, hag ar re o doa graet ar mad o deus tremenet; aet int pell eus al lec'h santel, ankouaet e kźr. Kement-se ivez a zo avel.

11  Dre ma n'eo ket sevenet buan ar setańs a-enep an oberoł fall, kalon an dud a zo leun a c'hoant d'ober an droug.

12  Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoł fall, e kendalc'h da vevań; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.

13  Met ne vo ket a eurvad evit an den fall, ha ne hiraio ket e zeizioł muioc'h eget ar skeudenn, dre ma ne zouj ket dremm Doue.

14  Bez' ez eus un avel a erru war an douar: tud reizh ma c'hoarvez ganto hervez oberoł ar re fall; hag ez eus ivez tud fall ma c'hoarvez ganto hervez oberoł ar re reizh. Lavaret em eus ez eo kement-se ivez un avel.

15  Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriń, evań ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantań eus e labour e-pad deizioł e vuhez a ro Doue dezhań dindan an heol.

16  Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoł a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz,

17  gwelet em eus holl labour Doue, ha gwelet em eus ne c'hell ket an den kavout an oberenn a vez graet dindan an heol. Petra bennak ma en em skuizh d'he c'hlask, n'he c'havo ket. Ha zoken ma lavar an den fur ec'h anavez anezhi, ne c'hell ket he c'havout.

 

Pennad 9

1  A-dra-sur em eus lakaet va c'halon da gement-se, evit sklźrijennań kement-se ha penaos ar re reizh hag ar re fur, hag o oberoł, a zo e dorn Doue, hag ar garantez hag ar gasoni, met an dud n'anavezont netra eus kement a zo dirazo.

2  Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoł ha d'an hini na ro ket; bez' emań eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiń.

3  Kement-mań a zo un droug e-touez an holl draoł a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emań ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.

4  Bez' ez eus esperańs evit piv bennak a zo unanet d'an holl re vev, ha gwelloc'h eo ur c'hi bev zoken eget ul leon marv.

5  Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eńvor a zo ankouaet.

6  Evel-se o c'harantez, o c'hasoni hag o c'hoantoł a zo dija marv, ha n'o devo lod ebet biken e kement en em ra dindan an heol.

7  Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoł.

8  Ra vo gwenn da zilhad, ha ra chomo an eoul hep mankout war da benn.

9  Bez laouen gant ar wreg a garez e-pad holl zeizioł da vuhez a avel a zo roet dit dindan an heol, e-pad hol zeizioł da avel, rak hennezh eo da hźrezh ez puhez, e-kreiz da labour a rez dindan an heol.

10  Kement a gav da zorn d'ober, gra-eń hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na sońj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.

11  Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skańv, nag ar stourm evit ar re greńv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioł evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chańs en em gav gant an holl.

12  Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.

13  Gwelet em eus ivez ar furnez-mań dindan an heol, hag e seblante din un dra bouezus.

14  Bez' e oa ur gźr vihan, gant nebeut a dud enni; a-enep dezhi e teuas ur roue bras, hag e sezizas anezhi, hag e savas kreńvadurioł bras outi.

15  Met enni e oa un den paour ha fur a zieubas kźr dre e furnez. Met den n'en deus bet sońj eus ar gwaz paour-se.

16  Neuze em eus lavaret: Furnez a zo gwelloc'h eget nerzh, ha koulskoude disprizet eo furnez ar paour, hag e gomzoł n'int ket selaouet.

17  Gwelloc'h eo komzoł ar fur klevet e peoc'h eget kriadennoł roue ar re ziskiant.

18  Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioł-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoł bras.

 

Pennad 10

1  Ar c'helien marv a vrein hag a laka da verviń eoul ar fronder; evel-se e ra un nebeud a follentez e-keńver an hini a zo prizet evit e furnez hag e c'hloar.

2  Ar fur en deus e galon a-zehou, met an diskiant en deus e galon a-gleiz.

3  Zoken pa gerzh an diskiant war un hent, e vank dezhań ar poell, hag e lavar diwar-benn pep hini: Un den diskiant eo!

4  Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoł bras.

5  Un droug am eus gwelet dindan an heol, evel ur fazi o tont eus ar rener:

6  ar follentez a zo lakaet er renk uhelań, hag ar re binvidik a zo azezet en izelded.

7  Gwelet em eus ivez servijerien war varc'h, ha prińsed o vont war droad evel servijerien.

8  An hini a gleuz ur foz a gouezho enni, hag an hini a doull er c'hleuz a vo flemmet gant un naer.

9  An hini a fińv mein a vo gloazet ganto, hag an hini a faout koad a vo en riskl dioutań.

10  Mard eo dallet an houarn ha ma n'eo ket bet lemmet e zroc'h, e ranko kreskiń div wech e nerzh. Met ar furnez he deus ar gounid da reiń ampartiz.

11  An naer a flemm pa n'eo ket hudet, hag an huder ne dalvez ket gwelloc'h.

12  Komzoł genoł ar fur a zo leun a c'hras, met muzelloł an diskiant en lonk.

13  Penn-kentań komzoł e c'henoł a zo ur follentez, ha diwezh e brezegenn a zo ur wall sotoni.

14  An den diskiant a liesa ar c'homzoł, koulskoude ne oar ket an den ar pezh a c'hoarvezo gantań. Piv a zisklźrio dezhań ar pezh a vo war e lerc'h?

15  Labour an diskianted o skuizh, dre ma n'ouzont ket mont betek kźr.

16  Gwalleur dit bro, a zo ur bugel da roue, hag a vez da brińsed o tebriń adalek ar beure!

17  Eürus out bro, a zo da roue un den a ouenn vrudek, hag a vez da brińsed o tebriń p'emań ar c'houlz, evit derc'hel o nerzhoł ha n'eo ket evit en em reiń d'an evaj!

18  En abeg da zaouarn didalvez e kouezh al leur, hag en abeg da zaouarn laosk e teu an noed da zeverań en ti.

19  Ober a reer predoł evit laouenaat, ar gwin a ro plijadur d'ar vuhez, met an arc'hant a respont da bep tra.

20  Na villig ket ar roue, zoken ez sońjoł, na villig ket ar pinvidig, zoken er gambr ma kouskez, rak labous an neńv a gasfe da vouezh, hag ar pezh en deus divaskell a zisklźrfe da gomzoł.

 

Pennad 11

1  Taol da vara war-c'horre an doureier, rak goude kalz amzer en adkavi.

2  Ro ul lodenn anezhań da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.

3  Pa'z eo leun ar c'hoabrennoł, e skuilhont glav war an douar. Pa gouezh ur wezenn war-zu ar c'hreisteiz pe an hanternoz, e chomo el lec'h ma'z eo kouezhet.

4  An hini a sell ouzh an avel ne hado ket, hag an hini a sell ouzh ar c'houmoul ne vedo ket.

5  Evel ma n'ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaos en em stumm an eskern e kof an dougerez, evel-se n'anavezez ket labour Doue, en deus graet an holl draoł.

6  Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhań da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemań pe hennezh, pe hag-eń e vo an daou ivez mat.

7  Ar sklźrijenn a zo dous, ha plijus eo d'an daoulagad gwelout an heol.

8  Met pa vevfe un den un niver bras a vloavezhioł, ra vo laouen e-pad an holl vloavezhioł-se, ha ra en devo sońj eus deizioł an deńvalijenn a vo niverus. Kement a c'hoarvez a zo avel.

9  Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioł da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoł-se.

10  Kas kuit ar glac'har diouzh da galon, ha pella ar poanioł diouzh da gig, rak oad tener ha yaouankiz n'int nemet avel.

 

Pennad 12

1  Az pez sońj eus da Grouer e-pad deizioł da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioł fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioł ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,

2  a-raok ma teuio an heol, ar sklźrijenn, al loar hag ar stered da deńvalaat, ha ma teuio en-dro ar c'houmoul goude ar glav,

3  pa greno gwarded an ti, pa blego an dud kreńv, pa baouezo ar re a val dre ma vint nebeutaet, pa vo teńvalaet ar re a sell dre ar prenestroł,

4  pa vo serret war ar straed daou stalaf an nor, pa izelaio trouz ar vilin, pa savi da gan al labous, pa wanaio holl verc'hed ar c'han,

5  pa'z po aon rak ar pezh a zo uhel, pa vi spontet en ur gerzhout, pa vleunio an alamandezenn, pa zeuio pouezus ar c'hilhog-raden, ha pa vanko an naon, dre ma yelo an den etrezek e di peurbadus, hag e raio al leńverien tro ar straedoł.

6  A-raok ma vo distoket ar gordenn arc'hant, ma vo friket al lestr aour, ma vo freuzet ar pod war ar feunteun, ma vo torret ar rod a-us d'ar puńs,

7  a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet.

8  Avel an avelioł, eme ar Prezeger, pep tra a zo avel.

9  Ouzhpenn, evel m'eo bet fur ar Prezeger, en deus ivez kelennet ar furnez d'ar bobl. Eveshaet en deus, furchet hag urzhiet kalz a grennlavarioł.

10  Klasket en deus ar Prezeger kavout komzoł plijus. Ar pezh a zo bet skrivet a zo komzoł eeun, komzoł a wirionez.

11  Komzoł ar fur a zo evel broudoł, dastumet int en un teskad evel tachoł plantet; roet int bet dre ur mźsaer hepken.

12  A-hend-all, va mab, laka evezh ouzh an traoł-mań: d'ober kalz a levrioł, n'eus ket a ziwezh, ha kement a studi n'eo nemet skuizhder evit ar c'horf.

13  Selaouomp kentel an holl brezegenn-mań: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoł, rak setu aze holl zlead an den.

14  Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.