LEVR

RUD

 

Pennad 1

Rud hag he familh-gaer

1  C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioł Moab, gant e wreg hag e zaou vab.

2  Anv an den-se a oa Elimelek, hag anv e wreg Naomi, hag anvioł e zaou vab Maklon ha Kiljon, Efratiz eus Betlehem Juda. Dont a rejont e maezioł Moab da chom eno.

3  Elimelek gwaz Naomi a varvas, hag hi a vanas gant he daou vab.

4  Ar re-mań a zimezas gant gwragez eus Moab, anv unan Orpa hag anv eben Rud. Hag e chomjont eno war-dro dek vloaz.

5  Neuze Maklon ha Kiljon a varvas ivez, hag ar wreg-mań a vanas hep he daou vab hag hep he gwaz.

6  Hag e savas gant he merc'hed-kaer evit distreiń eus maezioł Moab, rak klevet he doa e maezioł Moab penaos en doa an AOTROU gweladennet e bobl en ur reiń dezho bara.

7  Mont a reas kuit eus al lec'h ma oa o chom gant he div verc'h-kaer, hag en em lakajont en hent evit distreiń da vro Juda.

8  Naomi a lavaras d'he div verc'h-kaer: Kit, distroit pep hini da di ho mamm. An AOTROU a vo trugarezus en ho keńver, evel m'hoc'h eus bet e-keńver ar re a zo marv hag em c'heńver.

9  Ra raio deoc'h an AOTROU kavout diskuizh pep hini ac'hanoc'h e ti ur pried! Hag e pokas dezho, met int a savas o mouezh, a ouelas,

10  hag e lavarjont dezhi: Ni a zistroio ganit war-zu da bobl.

11  Naomi a lavaras: Kit en-dro va merc'hed, perak e teufec'h ganin? Ha bez' em eus c'hoazh em c'hof mibien a c'hellfe dont da vezań ho kwazed?

12  Kit en-dro va merc'hed, kit, rak re gozh on evit addimeziń. Ha pa lavarfen: spi am eus, pa vefen en noz-mań zoken gant ur gwaz, ha pa c'hanfen mibien,

13  ha gortoz a rafec'h betek ma vefent bras? Daoust hag evito e chomfec'h a-du hep addimeziń? Nann va merc'hed, rak ez on en ur brasoc'h c'hwervded en abeg deoc'h, pouezet warnon eo dorn an AOTROU.

14  Hag int a savas o mouezh hag a ouelas c'hoazh. Orpa a bokas d'he mamm-gaer, met Rud en em stagas outi.

15  Hi a lavaras: Setu, da c'hoar-gaer a zo aet en-dro war-zu he fobl ha war-zu he doueoł, distro war-lerc'h da c'hoar-gaer.

16  Ha Rud a lavaras: Na zoug ket ac'hanon da'z lezel, evit pellaat diouzhit, rak el lec'h ma'z i ez in, el lec'h ma chomi e chomin, da bobl a vo va fobl, ha da Zoue a vo va Doue,

17  e-lec'h ma varvi e varvin, hag e vin beziet eno. Ra raio an AOTROU din hervez ar strizhder brasań, mar deu tra all nemet ar marv da'm lemel diganit!

18  O welout e oa ken youlek da vont ganti, e paouezas da gomz outi a gement-se.

19  Hag e kerzhjont o-div betek ma en em gavjont e Betlehem. Evel ma'z aent e-barzh Betlehem, ar gźr a-bezh a voe strafuilhet en abeg dezho, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Naomi?

20  Hi a lavaras: Na'm anvit ket Naomi, met va anvit Mara (= c'hwervder), rak an Holl-C'halloudeg en deus va leuniet a c'hwervder.

21  Aet e oan kuit leun, an AOTROU a ra din dont en-dro goullo. Perak va anvit Naomi, pa en deus an AOTROU va diskaret, ha pa en deus an Holl-C'halloudeg va glac'haret.

22  Evel-se eo e tistroas Naomi gant Rud, ar plac'h eus Moab. Hag ez ejont e-barzh Betlehem e deroł eost an heiz.

 

Pennad 2

Rud e parkeier Boaz

1  Naomi he doa ur c'har a-berzh he gwaz, un den galloudus ha pinvidik eus tiegezh Elimelek, e anv a oa Boaz.

2  Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tańvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h!

3  Mont a reas eta hag e teuas da dańvouezań en ur park war-lerc'h ar vederien. Hag e c'hoarvezas e oa al lodenn bark-se da Voaz, an hini a oa eus tiegezh Elimelek.

4  Ha setu Boaz a zeuas eus Betlehem hag a lavaras d'ar vederien: Ra vo an AOTROU ganeoc'h! Int a respontas: Ra'z pennigo an AOTROU!

5  Boaz a lavaras d'e servijer karget eus ar vederien: Da biv eo ar plac'h yaouank-se?

6  Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioł Moab.

7  Lavaret he deus: Va lezit da dańvouezań me ho ped, da zastum un tammig e-touez an dremmen war-lerc'h ar vederien. Deuet eo hag eo bet en he sav abaoe beure betek bremań, ha n'he deus diskuizhet nemet ur pennad en ti.

8  Boaz a lavaras da Rud: Selaou va merc'h, n'a ket da dańvouezań en ur park all, ha na bella ket zoken ac'hann, met chom amań gant va mitizhien.

9  Sell ouzh ar park a vez medet, ha kae war o lerc'h. Difennet em eus ouzh va servijerien da stekiń ouzhit. Ma ec'h eus sec'hed, kae da evań d'al listri eus ar pezh o devo tennet ar baotred yaouank.

10  Neuze e kouezhas war he dremm, en em stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrańjourez?

11  Boaz a respontas dezhi: Kement ac'h eus graet da'z mamm-gaer abaoe marv da bried a zo bet disklźriet din, penaos ac'h eus lezet da dad, da vamm ha da vro c'henidik, evit dont  war-zu ur bobl n'anavezes ket diagent.

12  Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziań dindan e eskell!

13  Hi a lavaras: Va aotrou, kavet em eus trugarez dirak da zaoulagad, rak frealzet ec'h eus ac'hanon, ha komzet ec'h eus hervez kalon da servijerez, petra bennak ma n'on ket evel unan eus da servijerezed.

14  Boaz a lavaras dezhi da vare ar pred: Tosta amań ha debr bara, ha soub da damm er gwinźgr. Azezań a reas e-kichen ar vederien, hag eń a roas dezhi greun rostet. Hi a zebras diouto hag he doe he gwalc'h, hag e viras an nemorant.

15  Neuze e savas da dańvouezań. Boaz a roas an urzh-mań d'ar baotred yaouank: Ra dańvouezo etre an dremmen zoken, ha na zizarbennit ket anezhi,

16  hag ivez e lezot a-ratozh dornadoł bennak eviti, hag hi a c'hello o zańvouezań ha ne c'hourdrouzot ket anezhi.

17  Tańvouezań a reas eta er park betek an abardaez, hag e tornas ar pezh he doa dastumet, hag e voe war-dro un efa (~ 30 l) heiz.

18  Hag en kasas ganti hag ez eas da gźr; he mamm-gaer a welas ar pezh he doa tańvouezet. Tennań a reas ivez ar pezh he doa miret eus an nemorant goude bezań bet he gwalc'h, evit reiń dezhi.

19  Neuze he mamm-gaer a lavaras dezhi: Pelec'h ec'h eus tańvouezet hiziv, ha pelec'h ec'h eus labouret? Ra vo benniget an hini en deus taolet evezh ouzhit! Hag e tisklźrias d'he mamm-gaer e ti piv he doa labouret, hag e lavaras: An den e ti piv em eus labouret hiziv a zo anvet Boaz.

20  Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keńver ar re vev hag e-keńver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mań a zo kar deomp, hag emań eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.

21  Ha Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras: Lavaret en deus ivez din: Chom e-kichen va faotred yaouank, betek ma vo echu va holl eost.

22  Naomi a lavaras da Rud he merc'h-kaer: Va merc'h, mat eo dit mont er-maez gant e vitizhien, ha ma ne vi ket kavet en ur park all.

23  En em stagań a reas eta ouzh mitizhien Boaz, evit tańvouezań betek diwezh eost an heiz hag eost ar gwinizh; hag e voe o chom gant he mamm-gaer.

 

Pennad 3

Rud e leur Boaz

1  Naomi he mamm-kaer a lavaras dezhi: Va merc'h, ha ne glaskin ket dit un diskuizh, evit ma vi eürus?

2  Ar Boaz-se, ma'z out bet gant e vitizhien, ha n'eo ket kar deomp? Setu e wento en noz-mań an heiz a zo en e leur.

3  En em walc'h hag en em olev, laka da vantell warnout ha diskenn d'al leur. N'en em ro ket da vezań anavezet gantań ken n'en devo echu da zebriń ha da evań.

4  Ha pa yelo da gousket, evesha pelec'h e kousko, ha neuze ez i da zizoleiń e dreid hag e c'hourvezi. Neuze e lavaro dit ar pezh az po d'ober.

5  Hag e lavaras dezhi: Me a raio kement ac'h eus lavaret din.

6  Hag e tiskennas d'al leur, hag e reas kement en doa gourc'hemennet he mamm-gaer.

7  Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas.

8  E-kreiz an noz, an den en doe aon , en em blegas, rak setu ma oa ur vaouez gourvezet ouzh e dreid.

9  Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, rak e c'hellez va dasprenań.

10  Hag e lavaras: Va merc'h, ra vennigo an AOTROU ac'hanout! Ar vadelezh diwezhań-se a desteniez em c'heńver a zo brasoc'h eget an hini gentań, pa n'out ket aet war-lerc'h an dud yaouank, paour pe binvidik.

11  Ha bremań va merc'h, na'z pez ket aon, ober a rin evidout kement a lavari din, rak holl dorojoł va fobl a oar ez out ur vaouez vertuzius.

12  Gwir eo e c'hellan da zasprenań, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.

13  Chom amań an nozvezh-mań, ha setu a-benn warc'hoazh, ma fell dezhań da zasprenań, mat e vo, e taspreno, met ma ne blij ket dezhań da zasprenań, me a zaspreno ac'hanout; an AOTROU a zo bev. Chom gourvezet amań betek ar mintin.

14  Chom a reas eta gourvezet ouzh e dreid betek ar mintin, hag e savas a-raok ma c'helled anavezout an eil egile. Boaz a lavaras: Ra ne vo ket gouezet ez eo deuet ur vaouez war al leur.

15  Hag e lavaras c'hoazh: Ro din ar vantell a zo warnout, ha dalc'h anezhi. Hi he dalc'has, hag e vuzulias c'hwec'h muzul heiz a lakaas warni, hag ez eas e kźr.

16  Distreiń a reas da di he mamm-gaer, a lavaras dezhi: Ha te eo va merc'h? Hag e tisklźrias kement en doa graet eviti an den-se.

17  Hag e lavaras: Roet en deus din ar c'hwec'h muzul heiz-se, rak lavaret en deus din: Ne zistroi ket e goullo da gavout da vamm-gaer.

18  Homań a lavaras: Chom amań, va merc'h, ken na ouezi penaos e troio an traoł. Rak an den-se ne gemero ket a ziskuizh a-raok bezań echuet an afer-se hiziv.

 

Pennad 4

Boaz o priediń gant Rud. Lignez David

1  Boaz a bignas da zor kźr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenań, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezań amań. Hag e tistroas hag ec'h azezas.

2  Hag e kemeras dek den a-douez henaourien kźr, hag e lavaras dezho: Azezit amań! Hag ec'h azezjont.

3  Hag e lavaras d'an hini a c'helle dasprenań: Naomi a zo addeuet eus maezioł Moab, ha lakaet he deus da werzhań al lodenn bark a oa da Elimilek hor breur.

4  Da'm meno, ret eo din reiń da anavezout kement-se dit ha lavarout dit: Pren anezhi dirak ar re a zo azezet amań ha dirak henaourien va fobl; ma fell dit he frenań, pren anezhi, ha ma ne fell ket dit he frenań, disklźr din evit ma ouezin, rak n'eus nemedout a c'hellfe dasprenań, ha me a c'hell war da lerc'h. Hag e respontas: Me a breno.

5  Ha Boaz a lavaras: D'an deiz ma preni ar park eus dorn Naomi, e preni ivez eus Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg an hini marv, evit adsevel anv an hini marv en e hźrezh.

6  An hini a c'helle dasprenań a lavaras: N'on ket evit dasprenań, gant aon na foeltrfen va hźrezh. Te, daspren ar pezh a c'hellan dasprenań, pa n'on ket evit dasprenań evidon.

7  Gwechall en Israel, pa c'hoarveze un daspren pe un eskemm, evit suraat an dra, unan a lame e votez-lźr hag he roe d'egile. Kement-se a servije da desteni en Israel.

8  An hini a c'helle dasprenań a lavaras da Voaz: Pren evidout! Hag e lamas e votez-lźr.

9  Boaz a lavaras d'an henaourien ha d'ar bobl a-bezh: Testoł ez oc'h hiziv penaos em eus prenet digant dorn Naomi kement a oa da Elimelek, ha kement a oa da Giljon ha da Vaklon,

10  ha penaos em eus ivez prenet evidon da wreg Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg Maklon, evit adsevel anv an hini marv en e hźrezh, hag evit na vo ket diverket anv an hini marv a-douez e vreudeur nag eus dor e gźr. C'hwi a zo testoł a gement-se hiziv.

11  An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoł! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heńvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!

12  Ra vo da lignez, a roio an AOTROU dit dre ar wreg yaouank-se, un tiegezh evel tiegezh Perez, a c'hanas Tamar da Juda!

13  Boaz a gemeras Rud, hag e voe e wreg. Mont a reas d'he c'havout, hag an AOTROU a roas dezhi da gońseviń, hag e c'hanas ur mab.

14  Ar gwragez a lavaras da Naomi: Benniget ra vo an AOTROU, n'en deus ket da lezet mankout hiziv eus un den a c'hellfe dasprenań! Ra vo brudet e anv en Israel!

15  Ra frealzo da ene ha ra vo skoazeller da gozhni! Rak da verc'h-kaer, a gar ac'hanout, he deus e ganet, hi hag a zo gwelloc'h evidout eget seizh mab.

16  Naomi a gemeras ar bugel hag a lakaas anezhań war he bruched, hag e talc'has lec'h a vagerez dezhań.

17  An amezegezed a roas dezhań un anv, en ur lavarout: Ganet ez eus ur mab da Naomi, hag e c'halvjont anezhań Obed. Eń a voe tad Jese, tad David.

18  Setu amań lignez Farez: Farez a voe tad da Hezron.

19  Hezron a voe tad da Ram. Ram a voe tad da Aminadab.

20  Aminadab a voe tad da Nashon. Nashon a voe tad da Salmon.

21  Salmon a voe tad da Voaz. Boaz a voe tad da Obed.

22  Obed a voe tad da Jese. Jese a voe tad da Zavid.