LEVR
AR SALMOŁ
Levr
Kentań: Salmoł 1-41
Salm 1
1 Eürus an den na gerzh ket hervez ali ar re
zrouk, ha n'en em zalc'h ket en hent ar bec'herien, ha n'azez ket war skaon ar
c'hoapaerien,
2 met a gav e blijadur e lezenn an AOTROU, hag a
breder e lezenn deiz ha noz.
3 Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord
doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeńv ket he delioł; kement a ra
a zeuio da vat.
4 Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met bez'
e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.
5 Setu perak ar re zrouk ne badint ket pa vo ar
varn, nag ar bec'herien e bodadeg ar re reizh,
6 rak an AOTROU a anavez hent ar re reizh, met
hent ar re zrouk a yelo da goll.
Salm 2
1 Perak emań ar grozmol-se e-touez ar broadoł,
ha perak o deus ar pobloł divizet traoł ven?
2 Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar
brińsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.
3 Torromp o ereoł, taolomp pell diouzhimp o
chadennoł!
4 An hini a zo azezet en neńvoł a c'hoarzho, an
AOTROU a raio goap anezho.
5 Neuze e komzo outo en e gounnar, hag e
spourono anezho en e fulor:
6 Me am eus santelaet va roue war Sion, va
menez santel.
7 Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus
lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
8 Goulenn diganin hag e roin dit ar broadoł da
hźrezh, pennoł an douar da zalc'h.
9 O freuzań a ri gant ur walenn houarn, o
bruzunań a ri evel lestr ur poder.
10 Bremań eta, rouaned, bezit fur! Degemerit
kelennadurezh, barnerien an douar!
11 Servijit an AOTROU gant doujańs, laouenait
gant krenadenn.
12 Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennań
ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an
holl re a laka o fiziańs ennań!
1 Salm David, pa dec'he dirak Absalom e vab.
2 AOTROU, pegen niverus eo va enebourien!
Pegement a dud en em sav em enep!
3 Pegement a lavar diwar va ene: Silvidigezh
ebet evitań e-kichen Doue! ~Ehan~
4 Met te, AOTROU, te eo va skoed, va gloar, an
hini a laka ac'hanon da sevel va fenn.
5 Krial a ran gant va mouezh d'an AOTROU, hag e
respont din eus e venez santel. ~Ehan~
6 Gourvez a ran, kousket a ran ha dihuniń a
ran, rak an AOTROU a zo va harp.
7 Ne'm eus ket aon dirak ar milieroł tud a zo oc'h en em renkań a bep tu a-enep din.
8 Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet
ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk.
9 Ar silvidigezh a zeu eus an AOTROU, da
vennozh a zo war da bobl! ~Ehan~
Salm 4
1 D'ar mestr-kaner; gant binvioł-kerdin; salm
David.
2 Pa grian, respont din, o Doue eus va
reizhder! Pa oan en enk, ec'h eus va lakaet er frankiz. Az pez truez ouzhin,
selaou va fedenn!
3 Mibien an dud, betek pegoulz e vo lakaet va
gloar en dismegańs? Betek pegoulz e karot ar fouge, hag e klaskot ar gaou?
~Ehan~
4 Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur
c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhań.
5 Krenit ha na bec'hit ken; komzit en ho
kalonoł war ho kwele ha chomit sioul. ~Ehan~
6 Profit aberzhoł a reizhder, ha fiziit en
AOTROU.
7 Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar
mad? Laka da sevel warnomp sklźrijenn da zremm, o AOTROU!
8 Lakaet ec'h eus em c'halon muioc'h a levenez
eget n'o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin.
9 Gourvez a rin, kousket a rin ivez e peoc'h,
rak te da-unan, AOTROU, te a laka ac'hanon da ziskuizhań e surentez.
Salm 5
1 D'ar mestr-kaner; gant ar fleütoł; salm
David.
2 Ro da skouarn da'm gerioł, o AOTROU, selaou
va c'hlemmvan!
3 Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh
va garm, rak te eo a bedan!
4 AOTROU, adalek ar beure e klevez va mouezh,
adalek ar beure e troan war-zu ennout hag e sellan.
5 Rak n'out ket un Doue a gav plijadur en
droug; an den fall ne vo ket o chom ganit.
6 An dud lorc'hus ne zalc'hont ket dirak da
zaoulagad; kasaat a rez an holl vicherourien a zireizhder.
7 Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou;
an AOTROU en deus euzh ouzh an den gwadsec'hedik ha faotus.
8 Met evidon-me, dre largentez da drugarez ez
in ez ti, hag e stouin e-barzh da dempl santel gant
doujańs.
9 AOTROU, va ren dre da reizhder
abalamour da'm enebourien, plaena da hent dirazon.
10 Rak n'eus eeunder ebet en o genoł, n'eus
nemet drougiezh en o c'halon, o c'horzailhenn a zo ur bez digor, loavań a reont
gant o zeod.
11 Barn anezho, o Doue! Ra gouezhint en o
c'hoantoł; diskar anezho en abeg da vraster o disentidigezh, rak en em savet
int a-enep dit.
12 Met ra laouenaio an holl re en em denn war-zu
ennout! Ra ganint a levenez da viken! Ra ziwalli anezho! Ra drec'ho ennout a re
a gar da anv!
13 Rak te, AOTROU, a vennig an hini reizh;
gronnań a rez anezhań gant da vadelezh evel gant ur skoed.
Salm 6
1 D'ar mestr-kaner; gant binvioł-kerdin; war
"Sheminid" (= benveg a eizh
kordenn); salm David.
2 AOTROU, na'm gourdrouz ket ez kounnar,
ha na'm c'hastiz ket ez fulor.
3 Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me 'zo
dinerzh; va yac'ha, rak va eskern a zo o krenań.
4 Va ene ivez a zo gwall drubuilhet, ha te,
AOTROU, betek pegoulz?
5 Distro, AOTROU, dieub va ene, va savete
abalamour da vadelezh.
6 Rak er marv n'eus sońj ebet ac'hanout. Piv a
veulo ac'hanout e lec'h ar marv?
7 Skuizh on o c'harmiń; bemnoz e vez glebiet va
gwele, soubet eo gant va daeroł.
8 Va dremm a zo disc'hraet holl gant ar
glac'har, disec'hań a ra en abeg da'm holl enebourien.
9 Pellait diouzhin, c'hwi holl micherourien a
zireizhder! Rak an AOTROU en deus klevet mouezh va daeroł.
10 An AOTROU en deus klevet va c'hlemm, an
AOTROU a zegemer va fedenn.
11 Va holl enebourien a vo mezhek ha spontet,
mont a raint war-dreńv, a-daol-trumm e vint mezhek.
Salm 7
1 Gwerz David, a ganas d'an AOTROU diwar-benn
Kush ar Benjaminad.
2 AOTROU va Doue, war-zu ennout en em dennan.
Va savete eus an holl re a heskin ac'hanon ha va dieub,
3 gant aon na'm diframmfent evel ul leon, ha
na'm bruzunfent hep na vefe den da'm dieubiń.
4 AOTROU va Doue, ma em eus graet-se, ma'z eus
direizhder em daouarn,
5 ma em eus rentet an droug d'an hini a oa e
peoc'h ganin, ma em eus diwisket an hini am gwaske hep abeg,
6 ra redo an enebour war-lerc'h va ene ha ra'm
zapo, ra daolo d'an douar va buhez, ra c'hourvezo va gloar er poultr. ~Ehan~
7 Sav, AOTROU, ez kounnar! Sav
a-enep fulor va enebourien, dihun, deus da'm c'havout, evit ar varnedigezh ac'h
eus urzhiet.
8 Ra vo en-dro dit bodadeg ar pobloł; adpign
a-us dezho war-zu al lec'hioł uhel-meurbet.
9 An AOTROU a varn ar pobloł. Va barn, AOTROU,
hervez va reizhder hag hervez an eeunder a zo ennon.
10 Laka da baouez drougiezh ar re fall, ro nerzh
d'an hini reizh, o Doue reizh a furch ar c'halonoł hag al lounezhi!
11 Doue a zo va skoed! Eń eo an hini a savete ar
re eeun a galon.
12 Doue a zo ur barner reizh, hag un Doue a ya
droug ennań e pep amzer.
13 Ma n'en em zistro ket an hini drouk, e lemm e
gleze; stegnet en deus e wareg hag e piz ganti,
14 kempenn a ra a-enep dezhań armoł marvus, hag
e fich biroł gwrezus.
15 Setu, emań an hini drouk o labourat evit
genel an direizhder, końsevet en deus tabut, degaset en deus nemet ar gaou,
16 toullet en deus ur poull don, hag e kouezho
er poull en deus graet.
17 E zroug a zistroio war e benn, e daerder a
adkouezho war e dal.
18 Meuliń a rin an AOTROU en abeg d'e reizhder,
kanań a rin anv an AOTROU, an Uhel-Meurbet.
Salm 8
1 D'ar mestr-kaner; salm David; war
"Gittid".
2 AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war an
douar holl! Lakaet ec'h eus da veurdez dreist an neńvoł.
3 Eus genoł ar vugale vihan hag ar magadelled
ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded
an enebour hag an hini disentus.
4 Pa sellan ouzh da neńvoł, oberenn da vizied,
al loar hag ar stered ac'h eus krouet:
5 Petra eo an den ma ec'h eus sońj anezhań? Ha
mab an den ma taolez evezh outań?
6 E c'hraet ec'h eus un tamm izeloc'h eget an
aeled, e gurunet ec'h eus a c'hloar hag a enor,
7 roet ec'h eus dezhań mestroniezh war oberoł
da zaouarn, lakaet ec'h eus pep tra dindan e dreid,
8 an deńved hag an ejened holl asambles, ha
zoken anevaled ar parkeier,
9 laboused an neńvoł ha pesked ar mor, kement a
ya dre hentoł ar morioł.
10 AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war
an douar holl!
Salm 9
1 D'ar mestr-kaner; salm David; war
"Mutlabben" (= marv ar mab).
2 Meuliń a rin an AOTROU eus kreiz va c'halon,
lavarout a rin da holl vurzhudoł,
3 tridal ha laouenaat a rin ennout, hag e kanin
da anv, o Doue uhel-meurbet!
4 Peogwir o deus kilet va enebourien en
a-dreńv, e kouezhint hag e varvint dirak da zremm.
5 Rak roet ec'h eus din va gwir, va c'haoz ac'h
eus difennet, azezet out war da dron, te barner reizh.
6 Kastizet ec'h eus ar broadoł, distrujet ec'h eus
an hini drouk, o anv ac'h eus diverket dalc'hmat ha da viken.
7 Da enebourien? Un diskar ez int deuet da
vezań! Distrujet ec'h eus o c'hźrioł, rasket eo o eńvor.
8 An AOTROU a ren da viken. Kempenn a ra e dron
a-benn ar varnedigezh.
9 Barn a raio ar bed gant reizhder, barn a raio
ar pobloł gant eeunder.
10 An AOTROU a zo ur repu evit an hini gwasket,
ur repu en amzer an estrenvan.
11 Ar re a anavez da anv a fizio ennout, rak ne
zilezez ket ar re a glask ac'hanout, o AOTROU!
12 Kanit d'an AOTROU a zo o chom e Sion,
disklźriit e oberoł bras e-touez ar pobloł,
13 rak veńjiń a ra ar gwad skuilhet, sońj en
deus anezhań, n'ankounac'ha ket kriadenn ar re c'hlac'haret.
14 Az pez truez ouzhin, o AOTROU! Gwel ar
glac'har o deus graet din va enebourien, te hag a laka ac'hanon da adpignat eus
dorioł ar marv,
15 evit ma embannin da holl veuleudioł ouzh
dorioł merc'h Sion, ha ma laouenain ez silvidigezh.
16 Ar broadoł a zo kouezhet er poull o doa
graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.
17 An AOTROU a zo en em roet da anavezout, graet
en deus ar varnedigezh, an hini drouk a zo en em ereet e labour e zaouarn.
~Seniń-binvioł. Ehan~
18 Ar re zrouk a gilo betek lec'h ar marv, hag
an holl vroadoł a ankounac'ha Doue.
19 Rak ar paour ne vo ket ankounac'haet evit
atav, ha gortoz ar re c'hlac'haret ne vo ket kollet da viken.
20 Sav, AOTROU! Ra ne startaio ket an den, ra vo
ar broadoł barnet dirak da zremm.
21 Skuilh warno ar spont, o AOTROU! Ra ouezo ar
pobloł n'int nemet tud! ~Ehan~
Salm 10
1 Perak, o AOTROU, en em zalc'hez pell, hag e
kuzhez en amzer an estrenvan?
2 An hini drouk, gant lorc'h, a red war-lerc'h
ar re walleürus. Tapet int en antelloł en deus ijinet.
3 Rak an hini drouk a vrabańs gant c'hoant e
ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegańs anezhań.
4 An hini drouk a lavar gant fae: Ne vo enklask
ebet! E holl sońjoł eo n'eus Doue ebet.
5 E hentoł a ya dalc'hmat da benn-vat, da
varnedigezhioł a zo pell a-us d'e weled, c'hwezhań a ra a-enep e holl
enebourien.
6 Lavarout a ra en e galon: Ne vin ket
brańsellet, biken n'erruo droug ganin.
7 E c'henoł a zo leun a vallozhioł, a
douellerezh hag a flod. Dindan e deod, n'eus nemet drougiezh ha dismegańs.
8 En em zerc'hel a ra e ged tost d'ar
c'hźriadennoł, lazhań a ra an hini didamall el lec'hioł kuzhet, e zaoulagad a
spi ar paour.
9 Chom a ra war-c'hed el lec'hioł kuzhet evel
ul leon en e doull, chom a ra war-c'hed evit tapout an hini dinerzh, o tennań
anezhań en e roued.
10 Kluchań ha plegań a ra, hag ar reuzeudig a gouezh
en e c'halloud.
11 En e galon e lavar: Ankounac'haat a ra Doue!
Kuzhat a ra e zremm, n'en gwelo biken!
12 Sav, AOTROU! O Doue, sav da zorn!
N'ankounac'ha ket ar re c'hlac'haret!
13 Perak an hini drouk a zismegańs Doue, hag a
lavar en e galon: Ne vo enklask ebet?
14 E welet ec'h eus koulskoude, rak sellout a
rez ouzh ar glac'har hag ar boan evit derc'hel kont outo. Warnout-te eo en em
harp an hini paour, te eo sikour an emzivad.
15 Torr brec'h an hini drouk, klask drougiezh an
den direizh, betek na vo mui kavet.
16 An AOTROU a zo roue dalc'hmat ha da viken, ar
broadoł o deus aet da get a-ziwar e zouar.
17 AOTROU, klevout a rez c'hoant ar re
c'hlac'haret: starta o c'halonoł, ro ur skouarn evezhiek dezho,
18 evit reiń e wir dan emzivad ha dan hini
gwasket, evit na gendalc'ho ken an den da skuilhań ar spont war an douar.
Salm 11
1 D'ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on
da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da'm ene: Tec'h d'ho menez evel ul
labous?
2 Rak setu, ar re zrouk a stegn ar wareg,
kempennet o deus ar bir war ar gordenn, evit tennań en deńvalijenn war ar re o
deus ar galon eeun.
3 P'eo diskaret an diazezoł, petra a raio an
hini reizh?
4 An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU
en deus e dron en neńvoł, e zaoulagad a sell, e valvennoł a furch mibien an
dud.
5 An AOTROU a furch an hini reizh, met e ene a
gasa an hini drouk hag an hini a gar an taerder.
6 Lakaat a ra rouedoł da gouezhań war ar re
zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.
7 Rak an AOTROU reizh a gar ar reizhder; an dud
eeun a sello ouzh e zremm.
1 D'ar mestr-kaner; salm David; war
"Sheminid" (= benveg a eizh
kordenn).
2 Dieub ac'hanomp, o AOTROU! Rak n'eus ken den
mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.
3 Komz a reont an eil d'egile gant falsentez,
komz a reont gant muzelloł loavus ha gant ur galon doubl.
4 An AOTROU a fello dezhań lemel kuit an holl
vuzelloł loavus, an teod a gomz gant lorc'h,
5 ar re a lavar: Gant hon teodoł e trec'himp,
hor muzelloł a zo deomp, piv a vo hor mestr?
6 En abeg da wask ar beorien, en abeg da glemm
an ezhommeien: Bremań, eme an AOTROU, me a savo, me a lakaio e surentez an hini
a zo dismegańset.
7 Gerioł an AOTROU a zo gerioł glan, un
arc'hant amprouet en teuzlestr, en douar, seizh gwech teuzet.
8 Te, AOTROU, te o miro; hon diwall a ri diouzh
ar ouenn-mań da viken.
9 Pa sav tud fall e-touez mibien an dud, ar re
zrouk a bourmen e pep tu.
Salm 13
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 Betek pegoulz, AOTROU, ec'h ankounac'hai dalc'hmat
ac'hanon? Betek pegoulz e kuzhi da zremm ouzhin?
3 Petek pegoulz e rin sońjoł em ene, hag em bo
glac'har em c'halon a-hed an deiz? Betek pegoulz e savo an enebour em enep?
4 AOTROU va Doue, sell, va selaou! Ro
sklźrijenn da'm daoulagad, gant aon na gouskfen a gousk ar marv,
5 gant aon na lavarfe va enebour: Trec'het em
eus warnań! Ra ne laouenaio ket an drubuilherien, ma vefen brańsellet.
6 Evidon-me, lakaet em eus va fiziańs ez madelezh, va c'halon en me laouenaio ez silvidigezh,
kanań a rin d'an AOTROU rak en devo graet vad din.
Salm 14
1 D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en
deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoł euzhus o deus
graet, n'eus den a rafe ar mad.
2 Eus an neńvoł, an AOTROU a sell d'an traoń
ouzh mibien an dud, evit gwelout hag-eń e vefe unan bennak skiantek hag a
glaskfe Doue.
3 An holl a zo dianket, deuet int da vezań
diroll holl asambles, n'eus den a rafe ar mad, n'eus ket unan zoken.
4 Ha kollet eo ganto o skiant, an holl
vicherourien a zireizhder-se? Plaouiań a reont war va fobl evel ma tebrjent
bara. N'aspedont ket an AOTROU,
5 ha setu ma krenint a spont, rak Doue a zo
e-touez ar ouenn reizh.
6 Mezh a rit d'an hini glac'haret en e
c'hortoz, an AOTROU eo e repu.
7 O! Piv a roio eus Sion an dieubidigezh da
Israel? Pa zegaso en-dro an AOTROU prizonidi e bobl, e vo ur joa vras gant
Jakob, ha levenez gant Israel.
Salm 15
1 Salm David. AOTROU, piv a chomo e-barzh da
dabernakl? Piv a vevo war venez da santelezh?
2 An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar
reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emań en e galon,
3 an hini n'implij ket e deod da villigań, an
hini na ra ket droug d'e nesań ha na zismegańs ket e amezeg,
4 an hini a sell gant fae an den disprizus, an
hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheńch ket e le zoken pa vefe en
e c'haou,
5 an hini na brest ket e arc'hant evit tennań
gounid ha na gemer ket profoł a-enep an den didamall. An hini a ra an traoł-se
ne vo biken brańsellet.
Salm 16
1 "Miktam" (= kanaouenn brizius-meurbet) David. Va diwall, o Doue! Rak en em
dennet on da'z kavout.
2 Lavaret em eus d'an AOTROU: Te eo an AOTROU,
ne'm eus mad ebet a-us dit!
3 Er sent hag en eneoł hael a zo war an douar
eo e kavan va holl blijadur.
4 Idoloł a re zrouk a gresk, redek a reont
war-lerc'h doueoł all. Ne rin ket o skuilherezh gwad, o anvioł ne dremeno ket
dre va genoł.
5 An AOTROU eo va hźrezh ha va lodenn. Te eo an
hini a starta va lodenn.
6 Va dalc'h am eus resevet e lec'hioł dudius,
un hźrezh kaer a zo degouezhet din.
7 Bennigań a ran an AOTROU, va c'huzul eo.
E-pad an noz zoken, va c'halon am c'helenn em diabarzh.
8 Emań an AOTROU dalc'hmat dirazon, pa'z emań
a-zehou din, ne vrańsellin ket.
9 Setu perak va c'halon a laouena, va ene a gan
a levenez, ha va c'hig zoken a ziskuizho e surentez.
10 Rak ne zilezi ket va ene e lec'h ar marv, ne
lezi ket da sant gwelout ar vreinadurezh.
11 Reiń a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul
leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioł a zo ez tu dehou da viken.
Salm 17
1 Pedenn David. AOTROU, selaou va c'haoz reizh,
bez evezhius ouzh va c'hriadenn, ro da skouarn d'ar bedenn a ran dit gant
muzelloł na douell ket!
2 Ra en em ziskouezo va gwir dirak da zremm, ra
welo da zaoulagad va eeunder!
3 Furchet ec'h eus va c'halon, va gweladennet
ec'h eus en noz, va amprouet ec'h eus, ne gavez netra. Va c'homz n'eo ket aet
en tu all da'm sońj.
4 Diwar-benn oberioł an dud, hervez komz da
vuzelloł, en em ziwallet on diouzh hent an den taer.
5 Va chammedoł a zo start ez kwenodennoł,
va zreid ne vrańsellont ket.
6 Da aspediń a ran, rak te am selaou, o Doue!
Stou da skouarn war-zu ennon, selaou va ger!
7 Diskouez da vadelezhioł, o te hag a zieub
gant da du dehou diouzh o enebourien ar re a ya da'z kavout!
8 Va diwall evel an ibil-lagad. Va golo dindan
skeud da eskell,
9 a-enep ar re zrouk a wask ac'hanon, a-enep va
enebourien varvus a zo en-dro din.
10 Serriń a reont o c'halonoł kaledet, o genoł a
gomz gant rogentez.
11 Dija emaint en-dro d'hor c'hammedoł, hor
spiań a reont evit hon teurel d'an douar.
12 Heńvel int ouzh al leon na c'houlenn nemet
regiń, ouzh al leon yaouank en em zalc'h e ged.
13 Sav, AOTROU, a-ziarbenn dezhań, diskar
anezhań, dieub va ene diouzh an hini drouk dre da gleze!
14 Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud,
diouzh tud ar bed-mań; o lodenn a zo er vuhez-mań, leuniań a rez o c'hof gant
da vadoł, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
15 Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa
zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.
Salm 18
1 D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an
AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoł ar ganaouenn-mań p'en doe an AOTROU
dieubet anezhań eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
2 Lavarout a reas:Karout a rin ac'hanout, o AOTROU,
va nerzh!
3 AOTROU, va roc'h, va c'hreńvlec'h, va
dieuber! Va Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed, an nerzh am dieub, va
repu uhel!
4 Me a gri: Benniget ra vo an AOTROU! Hag on
dieubet eus va enebourien.
5 Ereoł ar marv o doa va goloet, froudoł an
distruj o doa va spouronet,
6 ereoł lec'h ar marv o doa va gourizet, pechoł
ar marv o doa va souprenet,
7 em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha
kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoł am
eus laosket war-zu ennań a zo savet betek e zivskouarn.
8 Neuze an douar a voe brańsellet hag a grenas,
diazezoł ar menezioł a fińvas hag a voe brańsellet, dre ma oa droug ennań.
9 Ur vogedenn a bignas eus e fronelloł, hag un
tan loskus eus e c'henoł; dont a rae er-maez glaouennoł entanet.
10 Izelaet e voe an neńvoł gantań hag e
tiskennas, un deńvalijenn dindan e dreid.
11 Pignet e oa war ur cherubin hag e nije,
douget e oa war eskell an avel.
12 Ober a reas eus an deńvalijenn e lec'h
kuzhet, evel un deltenn en-dro dezhań e lakaas doureier teńval ha koumoul du.
13 Eus ar splannder a oa dirazań e teue
koabrennoł, gant grizilh ha glaouennoł tan.
14 An AOTROU a gurunas eus an neńvoł, an
Uhel-Meurbet a daolas e vouezh, gant grizilh ha glaouennoł tan.
15 Stlepel a reas e viroł hag e stlabezas
anezho, teurel a reas luc'hed niverus hag e tisparfoeltras anezho.
16 Fońs an doureier en em ziskouezas, diazezoł
ar bed a voe dizoloet, gant trouz da c'hourdrouz, o AOTROU, gant c'hwezh avel
da gounnar.
17 Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e
kemeras ac'hanon, va zennań a reas eus an doureier bras,
18 va dieubiń a reas eus va enebour galloudus,
eus ar re a gasae ac'hanon hag a oa nerzhusoc'h egedon.
19 Souprenet o doa ac'hanon en deiz va
estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.
20 Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en
deus, rak kavet en deus e blijadur ennon.
21 An AOTROU en deus graet din hervez va
reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn,
22 rak miret em eus hentoł an AOTROU, ha n'on
ket bet disleal da'm Doue.
23 Rak e holl varnedigezhioł a zo dirazon, ha ne
bellaan ket diouzh e reolennoł.
24 Bet on eeun gantań, hag on en em viret diouzh
va direizhder.
25 Neuze an AOTROU en deus rentet din hervez va
reizhder, hervez purentez va daouarn dirak e zaoulagad.
26 Gant an hini a zo mat ez out mat, gant an
hini a zo eeun ez out eeun,
27 gant an hini a zo glan ez out glan, met gant
an hini a zo fallakr e rez dezhań hervez e fallagriezh.
28 Te eo an hini a savete ar bobl c'hlac'haret, hag
a izela daoulagad ar re faeüs.
29 Te eo a laka va goulaouenn da lugerniń, an
AOTROU va Doue eo a sklźrijenn va zeńvalijenn.
30 Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va
Doue e treuzan ur voger.
31 Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo
amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziańs ennań.
32 Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a
zo ur roc'h, nemet hon Doue?
33 Doue eo an hini am gouriz gant nerzh, hag a
laka va hent da vezań e savete,
34 a ro da'm zreid da vezań heńvel ouzh re an
heizezed, a laka ac'hanon war va uheldirioł,
35 a zoare va daouarn d'ar brezel, ha setu ma
stegn va divrec'h ur wareg arem.
36 Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, da du
dehou am dalc'h, da vadelezh am laka da vezań galloudus.
37 Frankaat a rez an hent dindan va zreid, va
seulioł ne vrańsellont ket.
38 Redek a ran war-lerc'h va enebourien hag o
zapan, ne zistroan ket hep bezań o distrujet.
39 Skeiń a ran anezho ha ne c'hellont ket
adsevel, kouezhań a reont dindan va zreid.
40 Rak va gourizet ec'h eus gant nerzh evit ar
brezel, lakaat a rez da blegań dindanon va enebourien.
41 Lakaat a rez va enebourien da dreiń o c'hein
dirazon, hag ar re am c'hasa a zistrujan.
42 Krial a reont, met n'eus dieuber ebet, krial
a reont d'an AOTROU, met ne respont ket dezho.
43 O frikań a ran evel poultr en avel, o stlepel
a ran pell evel fank ar straedoł.
44 Va saveteiń a rez eus daeloł ar bobl, va
lakaat a rez e penn ar broadoł, ur bobl n'anavezen ket a servijo ac'hanon.
45 Kerkent ha ma klevont, e sentont ouzhin;
mibien an diavaeziad a zeu da'm lubaniń,
46 mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya
er-maez eus o repu en ur grenań.
47 An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc'h!
Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh,
48 an Doue a veńj ac'hanon, a renk ar pobloł dindanon,
49 am dieub eus va enebourien, am sav dreist va
enebourien, am dieub eus an den taer.
50 Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar
broadoł, o AOTROU, hag e kanin meuleudioł da'z anv!
51 Eń eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e
roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.
Salm 19
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 An neńvoł a zisklźri gloar Doue, hag an oabl
a ro da anavezout oberenn e zaouarn.
3 An deiz a gomz d'an deiz, hag an noz a gelenn
an noz.
4 N'eo ket ur ger, n'int ket komzoł na glever
ket o mouezh.
5 O mouezh en em skuilh war an douar holl, o
gerioł a ya betek pennoł ar bed. Eno en deus savet un deltenn evit an heol,
6 a zo evel un ozhac'h o tont er-maez eus e
gambr-eured, evel ur pennden o laouenaat d'ober e redadenn.
7 Mont a ra eus unan a bennoł an neńvoł, hag e
red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.
8 Lezenn an AOTROU a zo peurvat, adsevel a ra
an ene. Testeni an AOTROU a zo sur, reiń a ra furnez d'ar re sempl.
9 Kemennadurioł an AOTROU a zo eeun, laouenaat
a reont ar galon. Gourc'hemenn an AOTROU a zo glan, sklźrijennań a ra an
daoulagad.
10 Doujańs an AOTROU a zo digemmesk, padout a ra
da virviken. Barnedigezhioł an AOTROU n'int nemet gwirionez, holl int reizh
a-dra-sur.
11 Muioc'h c'hoantek int eget an aour, eget aour
fin e-leizh, dousoc'h int eget ar mel, eget an hini a zeu eus an terennoł.
12 Da servijer a zo sklźrijennet ganto, ur gopr
bras a zo evit an hini a vir anezho.
13 Piv a anavez e bec'hedoł graet dre errol?
Pardon din va fec'hedoł kuzhet.
14 Mir ivez da servijer diouzh ar pec'hedoł a
lorc'h: ra ne vestrognint ket ac'hanon! Neuze e vin eeun ha didamall diouzh
pec'hedoł bras.
15 Ra vo degemeret mat ganit gerioł va genoł ha
prederioł va c'halon, o AOTROU, va roc'h ha va dasprener!
Salm 20
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 Ra responto an AOTROU dit da zeiz da
estrenvan, ra lakaio anv Doue Jakob ac'hanout en ul lec'h uhel,
3 ra gaso e sikour dit eus al lec'h santel, ra
harpo ac'hanout eus Sion,
4 ra en devo sońj eus da holl brofoł, ha ra
gavo mat da loskaberzhoł! ~Ehan~
5 Ra roio dit c'hoant da galon, ra seveno da
benn da venozioł!
6 En abeg da'z tieubidigezh e laouenaimp, hag e
savimp hor bannieloł en anv hon Doue. An AOTROU a seveno da holl c'houlennoł.
7 Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet
e Olevad; respont a raio dezhań eus neńvoł e santelezh, gant skoazell
c'halloudek e du dehou.
8 Ur re o deus fiziańs en o c'hirri, reoł all
en o c'hezeg, met evidomp eo en anv an AOTROU hon Doue.
9 Pleget o deus hag int kouezhet, met ni a zo
savet ha startaet.
10 AOTROU, savete ar roue! Selaou ac'hanomp en
deiz ma aspedomp ac'hanout!
Salm 21
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 AOTROU, ar roue a laouena ez kalloud. Pegen bras
eo al levenez a ro dezhań da silvidigezh!
3 Roet ec'h eus dezhań c'hoant e galon, ha
ne'c'h eus ket taolet kuit pedenn e vuzelloł. ~Ehan~
4 Diaraoget ec'h eus anezhań gant bennozhioł
mat, lakaet ec'h eus war e benn ur gurunenn aour fin.
5 Goulenn a rae ouzhit ar vuhez, hag he roet
ec'h eus dezhań, ur pad hir a zeizioł, dalc'hmat ha da viken.
6 E c'hloar a zo bras a-drugarez da'z
tieubidigezh, e c'holoet ec'h eus a splannder hag a veurded.
7 Ober a rez anezhań ur vennozh da viken, e
leuniań a rez a levenez dirazout.
8 Ar roue a laka e fiziańs en AOTROU, ha dre
vadelezh an Uhel-Meurbet ne vo ket brańsellet.
9 Da zorn a dapo da holl enebourien, da du
dehou a dapo ar re a gasa ac'hanout.
10 O lakaat a ri evel ur forn-dan pa en em
ziskouezi. An AOTROU o lonko en e gounnar, an tan o fulluc'ho.
11 Lakaat a ri da vervel o frouezh a-ziwar an
douar, hag o gouenn a-douez mibien an dud.
12 Mennet o deus droug a-enep dit, ijinet o deus
sońjoł fall, met ne c'hellint ket dont a-benn,
13 rak lakaat a ri anezho da dec'hout, stegnań a
ri da wareg a-enep o dremm.
14 Sav, AOTROU, ez nerzh! Ni a
gano hag a veulo da c'halloud.
Salm 22
1 D'ar mestr-kaner; salm David; war
"Ayeled-ashac'har" (= heizez
gouloł-deiz).
2 Va Doue, va Doue, perak ech eus va dilezet,
o pellaat diouzh va dieubidigezh ha diouzh komzoł va garm?
3 Va Doue, d'an deiz e krian ha ne respontez
ket, d'an noz ha ne'm eus ket a ziskuizh.
4 Koulskoude ez out ar Sant, o chom e-kreiz
meuleudi Israel.
5 Hon tadoł o deus lakaet o fiziańs ennout,
ennout o deus lakaet o fiziańs ha te ac'h eus o dieubet.
6 Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet
dieubet, lakaet o deus o fiziańs ennout ha n'int ket bet mezhek.
7 Met me a zo ur preńv ha n'on ket un den,
dismegańs an dud hag an disprizet eus ar bobl.
8
An holl re am gwel a ra goap ouzhin,
digeriń a reont o genoł hag hejań a reont o fenn:
9 War an AOTROU en em harp, ra en dieubo, ra en
saveteo, pa en deus lakaet e garantez ennań!
10 Ya, te ac'h eus va zennet eus kof va mamm, te
ac'h eus va lakaet da ziskuizhań e peoc'h war he bronn.
11 Lakaet on bet e-barzh da zaouarn kerkent ha
tennet eus he c'hof, adalek kof va mamm ez out bet va Doue.
12 Na bella ket diouzhin rak an estrenvan a zo
tost, ha n'eus den da'm sikour!
13 Koleoł e-leizh a zo en-dro din, koleoł
galloudek Basan o deus va chelchiet.
14 Digeriń a reont o genoł em enep, evel ul leon
o trailhań hag o yudal.
15 Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a
zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziń e-kreiz ac'hanon.
16 Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a
zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
17 Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a
dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.
18 Niveriń a ran va holl eskern. Emaint ar re-se
oc'h eveshaat hag o sellout ouzhin.
19 Lodennań a reont va dilhad etrezo, teurel a
reont va zoneg d'ar sord.
20 Te eta, AOTROU, na chom ket pell diouzhin!
Te, va nerzh, hast va sikour!
21 Dieub va ene eus ar c'hleze, va nemetań eus
pav ar chas!
22 Va savete eus genoł al leon, va zenn eus
kerniel ar bualed!
23 Embann a rin da anv da'm breudeur, da veuliń
a rin e-kreiz ar vodadeg.
24 C'hwi hag a zouj an AOTROU, meulit eń! Holl
ouenn Jakob, roit gloar dezhań! Holl ouenn Israel, krenit dirazań!
25 Rak n'en deus ket disprizet na dismegańset
glac'har an hini glac'haret, n'en deus ket kuzhet e zremm outań, met e selaouet
en deus pa grie dezhań.
26 Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a
rin va gouestloł dirak ar re a zouj ac'hanout.
27 Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar
re a glask an AOTROU a veulo anezhań. Ho kalon a vevo da viken!
28 Holl bennoł an douar o devo sońj a gement-se
hag a zistroio d'an AOTROU, holl diegezhioł ar broadoł a stouo dirak da zremm.
29 Rak ar rouantelezh a zo d'an AOTROU, hag e
ren war ar broadoł.
30 Holl binvidien an douar a zebro ivez hag a
stouo, an holl re a ziskenn war-zu ar poultr hag an hini na c'hell ket mirout e
vuhez a blego dirazań.
31 An diskennidi a servijo anezhań, ha komzet e
vo diwar-benn an Aotrou d'ar rummad da zont.
32 Dont a raint hag e tisklźrint e reizhder d'ar
bobl a c'hano, rak en devo graet an traoł-se.
Salm 23
1 Salm David. Va mźsaer eo an AOTROU, ne vanko
netra din.
2 Va lakaat a ra da ziskuizhań war beuriń glas,
va c'has a ra a-hed an doureier sioul.
3 Adsevel a ra va ene, va ren a ra war
wenodennoł ar reizhder abalamour d'e anv.
4 Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv,
ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am
dic'hlac'har.
5 Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d'ar re am
zrubuilh. Oleviń a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet.
6 Ya, madelezh ha trugarez am heulio e-pad holl
zeizioł va buhez, hag e vin o chom e ti an AOTROU evit biken.
Salm 24
1 Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement
a zo ennań, ar bed hag ar re a zo o chom ennań.
2 Rak e ziazezet en deus dreist ar morioł, hag
e startaet dreist ar stźrioł.
3 Piv a c'hello pignat da venez an AOTROU? Ha
piv en em zalc'ho e lec'h e santelezh?
4 An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon,
an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit
touellań.
5 Degemer a raio bennozh an AOTROU ha reizhder
Doue e salver.
6 Evel-se eo gouenn ar re a glask anezhań, ar
re a glask da zremm, gouenn Jakob. ~Ehan~
7 Dorioł, uhelait ho pennoł, bezit uhelaet,
dorioł peurbadus! Hag ar roue a c'hloar a yelo e-barzh!
8 Piv eo ar roue a c'hloar-se? An AOTROU, ar
c'hreńv, ar galloudeg, an AOTROU galloudek en emgannoł.
9 Dorioł, uhelait ho pennoł, uhelait anezho,
dorioł peurbadus! Hag ar roue a c'hloar a yelo e-barzh!
10 Piv eo ar roue a c'hloar-se? AOTROU an armeoł
eo ar roue a c'hloar-se! ~Ehan~
Salm 25
1 Salm David. AOTROU, sevel a ran va ene
etrezek ennout.
2 Va Doue, ennout e fizian, ra ne vin ket
mezhek! Ra ne laouenaio ket va enebourien diwar va fenn!
3 A-dra-sur, hini eus ar re a zo en gortoz
ac'hanout ne vo mezhek. Ar re-se a vo mezhek, ar re a ra gant fallentez hep
abeg.
4 AOTROU, ro din da anavezout da hentoł, kelenn
din da wenodennoł.
5 Gra din kerzhout ez kwirionez ha
va desk, rak te eo Doue va dieubidigezh, ha bemdez emaon en gortoz ac'hanout.
6 Az pez sońj eus da drugarezioł, o AOTROU, hag
eus da vadelezh, rak int a zo a bep amzer.
7 Na'z pez ket sońj eus pec'hedoł va yaouankiz
nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez sońj ac'hanon, abalamour
da'z madelezh, o AOTROU!
8 An AOTROU a zo mat hag eeun, setu perak e
kelenno an hent d'ar bec'herien.
9 Lakaat a raio ar re izel da gerzhout er
wirionez, kelenn a raio e hent d'ar re izel.
10 Holl wenodennoł an AOTROU n'int nemet
madelezh ha lealded evit ar re a vir e emglev hag e destenioł.
11 Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e
pardoni din va direizhder, ha bras eo.
12 Piv eo an den a zouj an AOTROU? Kelenn a raio
dezhań an hent en deus da zibab.
13 E ene a chomo e-touez ar madoł, hag e lignez
a berc'henno an douar.
14 Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj
anezhań, ha reiń a raio da anavezout dezho e emglev.
15 Va daoulagad a sell hep ehan etrezek an
AOTROU, rak lakaat a raio va zreid da zont er-maez eus ar roued.
16 Distro ouzhin ha kemer truez ouzhin, rak
va-unan ez on ha glac'haret.
17 Enkrezioł va c'halon a zo kresket; va dieub
eus va estrenvan.
18 Gwel va glac'har ha va labour, ha pardon din
va holl bec'hedoł.
19 Gwel va enebourien rak niverus int; kasaat a
reont ac'hanon eus ur gasoni garv.
20 Diwall va ene ha va dieub, ma ne vin ket
mezhek, rak en em dennet on da'z kavout!
21 Ra viro an onestiz hag ar reizhder ac'hanon,
rak emaon en gortoz ac'hanout!
22 O Doue! Daspren Israel eus e holl
chlacharoł.
Salm 26
1 Salm David. Ro va gwir din, o AOTROU, rak
kerzhout a ran er wirionez, va fiziańs a lakaan en AOTROU, ne vrańsellan ket.
2 AOTROU, va furch ha va amprou, evesha ouzh va
lounezhi ha va c'halon!
3 Da vadelezh a zo dirak va daoulagad, hag e
kerzhan ez kwirionez.
4 Ne azezan ket gant an dud faos, ned -an ket
gant an dud gaouiat.
5 Kasaat a ran bodadeg an dud fall, ne azezan
ket gant ar re zrouk.
6 Gwalc'hiń a ran va daouarn en dinammded, hag
e ran an dro da'z aoter, o AOTROU,
7 evit trugarekaat ac'hanout a vouezh uhel, hag
evit disklźriań da holl vurzhudoł.
8 AOTROU, me a gar chom ez ti, e-lec'h
m'emań da c'hloar o chom.
9 Na zilam ket va ene gant ar bec'herien, na va
buhez gant an dud wadsec'hedik,
10 ar re o deus torfedoł en o daouarn, ha profoł
o leuniań o dorn dehou.
11 Met me a gerzho en dinammded. Va dieub, az
pez truez ouzhin!
12 Va zroad a chom start en hent eeun; er
bodadegoł e vennigin an AOTROU.
Salm 27
1 Salm David. An AOTROU eo va sklźrijenn ha va
dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv
e spontfen?
2 Pa'z eo deuet ar re zrouk, va enebourien,
a-enep din, evit va lonkań, o-unan o deus pleget hag int kouezhet.
3 Pa gampfe un arme a-enep din, ne spontfe ket
va c'halon. Pa savfe ar brezel a-enep din, eno e vefe va fiziańs.
4 Goulennet em eus un dra hepken digant an
AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioł va buhez,
evit arvestiń ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
5 Rak va c'huzhat a raio en e repu en deiz
fall, va c'huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac'hanon war ur
roc'h.
6 Ha bremań va fenn a savo dreist va enebourien
a zo en-dro din. Kinnig a rin en e dabernakl aberzhoł a levenez. Kanań a rin
meuleudioł d'an AOTROU.
7 AOTROU, selaou va mouezh, da aspediń a ran,
az pez truez ouzhin ha va selaou!
8 Va c'halon a lavar din eus da berzh: Klask va
dremm! Me a glask da zremm, o AOTROU!
9 Na guzh ket da zremm ouzhin! Na zistaol ket
kuit da servijer gant kounnar! Bet out va sikour, na'm dilez ket, na'm dilaosk
ket, Doue va silvidigezh!
10 Pa o defe va dilezet va zad ha va mamm, an
AOTROU am dastumo.
11 AOTROU, desk din da hent, va ren dre ar
wenodenn eeun, abalamour da'm enebourien.
12 Na'm lez ket da gouezhań e c'hoant va
enebourien, rak falstestoł a zo savet a-enep din, ha ne analont nemet taerder.
13 A! Ma ne'm bije ket kredet e weljen madoł an
AOTROU war zouar ar re vev! ...
14 Esper en AOTROU, chom start, ra en em
greńvaio da galon! Ya, esper en AOTROU!
Salm 28
1 Salm David. Krial a ran dit, AOTROU! Va
roc'h, na chom ket bouzar da'm mouezh, gant aon ma rofes dilavar, na vefen
heńvel ouzh ar re a ziskenn d'ar poull.
2 Selaou mouezh va goulennoł pa grian dit, pa
savan va daouarn etrezek da santual.
3 Na'm zilam ket gant ar re zrouk ha gant ar
vicherourien a zireizhder, ar re a lavar komzoł a beoc'h d'o nesań, petra
bennak ma'z eus drougiezh en o c'halon.
4 Ro dezho hervez o oberennoł hag hervez
drougiezh o oberoł. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo
dleet dezho.
5 Rak ne daolont ket evezh ouzh oberoł an
AOTROU, nag ouzh labour e zaouarn. O diskar a raio ha n'o adsavo ken.
6 Benniget ra vo an AOTROU! Rak klevet en deus
mouezh va goulennoł.
7 An AOTROU a zo va nerzh ha va skoed. Va
c'halon en deus fiziet ennań hag on bet sikouret. Va c'halon ivez a zo
laouenaet, hag e veulan anezhań dre va c'hanennoł.
8 An AOTROU a zo nerzh e re, diwaller ha silvidigezh
e Olevad.
9 Savete da bobl ha bennig da hźrezh, ren hag
harp anezho da viken!
Salm 29
1 Salm David. Roit d'an AOTROU, c'hwi mibien
Doue, roit d'an AOTROU ar c'hloar hag ar galloud!
2 Roit d'an AOTROU ar c'hloar dleet d'e anv,
stouit dirak an AOTROU en ur veurded santel!
3 Mouezh an AOTROU a glever war an doureier. An
Doue a c'hloar, an AOTROU, a gurun war an doureier bras.
4 Mouezh an AOTROU a zo galloudek, mouezh an
AOTROU a zo meurdezus,
5 mouezh an AOTROU a dorr ar sedrez, an AOTROU
a dorr sedrez al Liban,
6 o lakaat a ra da lammat evel ul leue, al
Liban hag ar Sirion evel ur bual yaouank.
7 Mouezh an AOTROU a daol flammoł-tan,
8 mouezh an AOTROU a laka ar gouelec'h da
grenań, an AOTROU a laka da grenań gouelec'h Kadesh.
9 Mouezh an AOTROU a laka an heizezed da
c'henel, hag a ziwisk ar c'hoadegi. En e dempl, pep hini a gri: Gloar!
10 An AOTROU a oa azezet a-us d'al lińvadenn, an
AOTROU a azezo da roue da viken.
11 An AOTROU a roio nerzh d'e bobl. An AOTROU a
vennigo e bobl dre ar peoc'h.
Salm 30
1 Salm David; kanaouenn evit dedi e di.
2 Da ganmeuliń a ran, o AOTROU! Rak adsavet
ec'h eus ac'hanon, ha ne'c'h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va
fenn.
3 AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec'h eus
va yac'haet.
4 AOTROU, lakaet ec'h eus va ene da adpignat
eus lec'h ar marv. Va degaset ec'h eus en-dro d'ar vuhez, a-douez ar re a
ziskenn d'ar poull.
5 Kanit meuleudioł d'an AOTROU, c'hwi holl e re
garet-mat, ha meulit eńvor e santelezh!
6 Rak n'eus nemet ur pennadig en e gounnar, met
ur vuhez 'zo en e vadelezh. An daeroł a zeu d'abardaez, met gant ar mintin
kanoł a drec'h.
7 Me a lavare em berzh: Ne vin biken
brańsellet!
8 AOTROU, dre da vadelezh ec'h eus roet nerzh
da'm menez. Ha kuzhet ec'h eus da zremm? Spouronet on bet.
9 AOTROU, kriet em eus dit, pedet em eus an
AOTROU o lavarout:
10 Peseurt gopr a zo em gwad ma tiskennfen d'ar
poull? Ar boultrenn, ha meuliń a raio ac'hanout? Ha disklźriań a raio da
wirionez?
11 AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU,
bez va sikour!
12 Cheńchet ec'h eus va c'hańv e levenez,
dizereet ec'h eus va sac'h, ha va gwisket ec'h eus a levenez,
13 evit ma veulo ac'hanout va gloar, ha ma ne
davo ket. AOTROU va Doue, me az meulo da viken.
Salm 31
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 AOTROU, en em dennet on da'z kavout, ra ne
vin ket mezhek, biken! Va dieub dre da reizhder!
3 Stou da skouarn war-zu ennon, hast va
dieubiń. Bez va roc'h, va repu, va chreńvlech ma vin salvet ennań!
4 Rak te eo va roc'h ha va c'hreńvlec'h, hag
abalamour d'ar garantez ouzh da anv, em c'hundui hag em reni.
5 Va zennań a ri eus ar pech o deus stegnet
din, rak te eo va repu.
6 Lakaat a ran va spered etre da zaouarn, va
dasprenet ec'h eus, o AOTROU, Doue a wirionez!
7 Kasaat a ran ar re en em ro d'ar fougeoł
touellus. Evidon-me, lakaat a ran va fiziańs en AOTROU.
8 Tridal a rin hag e laouenain ez madelezh, rak
gwelet ec'h eus va glac'har hag ec'h anavezez estrenvan va ene.
9 Ne'c'h eus ket va lakaet etre daouarn an enebour,
roet ec'h eus frankiz din ha suraet eo va zreid.
10 AOTROU, az pez truez ouzhin dre ma'z on en
estrenvan! Va lagad, va ene ha va c'hof a dreuta gant ar glac'har.
11 Va buhez a steuz en doan, ha va bloavezhioł
en huanadoł. Va nerzh a zo diskaret en abeg da'm direizhder, ha va eskern a
zisec'h.
12 En abeg da'm holl enebourien ez on un dra a
zismegańs, a zismegańs vras evit va amezeien, hag un dra euzhus evit va
mignoned. Ar re am gwel en diavaez a dec'h pell diouzhin.
13 Ar c'halonoł n'o deus ket sońj ac'hanon evel
ma vefen un den marv, bez' on evel ul lestr torret.
14 Rak klevout a ran komzoł kuzhet kalz a dud.
Emań ar spont a bep tu, en em guzuliań a reont a-unvan em enep, irienniń a
reont evit lemel va buhez diganin.
15 Met ennout e fizian, AOTROU. Lavaret em eus:
Te eo va Doue!
16 Va amzerioł a zo etre da zaouarn. Va dieub
eus va enebourien hag eus va heskinerien.
17 Laka da zremm da splannań war da servijer, va
dieub dre da drugarez.
18 AOTROU, ra ne vin ket mezhek rak da aspedet
em eus, ra vo mezhek ar re zrouk, ma vo o genoł serret e lec'h ar marv!
19 Ra vo mut ar muzelloł gaouiat, a zroukkomz
a-enep an den reizh dre lavaroł fall, gant lorc'h ha dismegańs!
20 Pegen bras eo ar madoł ac'h eus miret d'ar re
a zouj ac'hanout, hag a skuilhez war ar re a ya etrezek ennout, dirak daoulagad
an dud!
21 Koach a rez anezho e kuzh da zremm, pell
diouzh kuzulioł an dud. Diwall a rez anezho ez teltenn
a-enep argad an teodoł.
22 Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en
deus e vadelezh em c'heńver, ha va lakaet evel en ur c'hreńvlec'h.
23 Me a lavare em hastidigezh: Lamet on a-zirak
da zaoulagad. Met selaouet ec'h eus mouezh va fedennoł, pa em eus kriet dit.
24 Karit an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat!
An AOTROU a ziwall ar re leal, met d'ar re a labour gant lorc'h e ro kement o
deus dellezet.
25 Chomit start ha ra en em nerzho ho kalon,
c'hwi holl hag a zo en gortoz eus an AOTROU!
Salm 32
1 "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) David. Eürus an den a zo pardonet dezhań
e zisentidigezh, hag a zo goloet e bec'hed!
2 Eürus an den na damall an AOTROU dezhań
direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!
3 Pa em eus tavet, eo va eskern en em guzumet,
hag e huanaden a-hed an deiz,
4 rak deiz ha noz e poueze da zorn warnon. Va
nerzh a zeue da vezań sec'hded an hańv. ~Ehan~
5 Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha
ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va
disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. ~Ehan~
6 Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en
amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.
7 Te eo va repu, va diwall a rez eus an
estrenvan, va gronnań a rez gant kanaouennoł a zieubidigezh. ~Ehan~
8 Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent
ma tleez kerzhout warnań, da ren a rin, va lagad a vo warnout.
9 Na vezit ket evel ar marc'h hag evel ar vulez
hep skiant, a vez stardet o genoł gant ur brid hag ur weskenn, gant aon na
dostafent ouzhit.
10 Kalz a c'hlac'har a dapo an den fall, met ar
c'hras a zo war-dro an hini a fiz en AOTROU.
11 C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU ha
tridit! Kanit gant levenez, c'hwi holl ar re eeun a galon!
Salm 33
1 C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU! Ar
veuleudi a zere d'an dud eeun.
2 Meulit an AOTROU gant an delenn. Kanit dezhań
kanaouennoł war al lourenn a zek kordenn.
3 Kanit dezhań ur ganaouenn nevez. Ra vo klevet
ho pinvioł hag ho mouezhioł.
4 Rak komz an AOTROU a zo eeun, hag e holl
oberennoł a zo graet gant fealded.
5 Karout a ra ar reizhder hag an eeunder. An
douar a zo leun a vadelezh an AOTROU.
6 An neńvoł a zo bet graet dre gomz an AOTROU,
hag o holl arme dre c'hwezh e c'henoł.
7 Dastum a ra doureier ar mor evel ur bern, hag
e laka ar c'hoummadoł e mirlec'hioł.
8 Ra zoujo an douar holl an AOTROU, ra chomo
holl dud ar bed dirazań gant doujańs!
9 Rak komz a ra hag an dra a zo graet,
gourc'hemenn a ra hag e c'hoarvez.
10 An AOTROU a stlabez kuzul ar broadoł, hag a
gas da netra menozioł ar pobloł.
11 Met kuzul an AOTROU a bad da viken, ha menozioł
e galon a oad da oad.
12 Eürus ar vroad he deus an AOTROU da Zoue, ar
bobl en deus dibabet evit e hźrezh!
13 An AOTROU a sell eus lein an neńvoł, gwelout
a ra holl vibien an dud.
14 Eus e chomlec'h ec'h evesha holl dud a zo war
an douar,
15 graet en deus o c'halonoł dezho holl, ha
teurel a ra evezh ouzh o holl oberoł.
16 Ar roue n'eo ket saveteet dre e c'halloud
bras, hag an den galloudek n'eo ket dieubet dre e nerzh bras.
17 Ar marc'h a vank da saveteiń, ne zieub ket
dre vraster e nerzh.
18
Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a
zouj anezhań, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh,
19 evit dieubiń o ene eus ar marv, hag o lakaat
da vevań e-pad an naonegezh.
20 Hon ene a zo en gortoz d'an AOTROU, hor
sikour eo hag hor skoed.
21 Rak hor c'halon a laouena ennań, rak fiziańs
hon eus en e anv santel.
22 Ra vo da vadelezh warnomp, o AOTROU! Evel
ma'z omp en gortoz dit.
Salm 34
1 Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak
Abimelek, ha penaos, kaset gantań, ez eas kuit.
2 Bennigań a rin an AOTROU e pep amzer, e
veuleudi a vo dalc'hmat em genoł.
3 Va ene a gavo gloar en AOTROU, ar re hegarat
a glevo hag a laouenaio.
4 Kanmeulit an AOTROU ganin, uhelaomp e anv
holl asambles!
5 Klasket em eus an AOTROU hag en deus
respontet din, dieubet en deus ac'hanon eus va holl spontoł.
6 Ha sellet o deus outań? Hag e voent
sklźrijennet, n'o deus ket da ruziań a vezh.
7 An den glac'haret-se en deus kriet, an AOTROU
en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioł.
8 Ael an AOTROU a gamp en-dro d'ar re a zouj
anezhań, hag e tieub anezho.
9 Tańvait ha gwelit pegen mat eo an AOTROU!
Eürus an den a ya etrezek ennań.
10 Doujit an AOTROU, c'hwi e sent, rak ne vanko
netra d'ar re a zouj anezhań!
11 Al leoned yaouank a anavez kernez ha
naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n'o devo ezhomm ebet.
12 Deuit ha va selaouit, mibien, hag e teskin
deoc'h doujańs an AOTROU.
13 Piv eo an den a gav plijadur da vevań, hag a
gar gwelout deizioł a eurvad?
14 Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloł
diouzh komzoł touellus.
15 Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask
ar peoc'h hag heuilh anezhań.
16 Daoulagad an AOTROU a zo war ar re reizh, hag
e zivskouarn a zo evezhius ouzh o c'hriadenn.
17 Dremm an AOTROU a zo a-enep ar re a ra an droug,
evit lemel o eńvor a-ziwar an douar.
18 Pa gri ar re reizh, an AOTROU a selaou
anezho, hag e tieub anezho eus o holl enkrezioł.
19 An AOTROU en em zalc'h tost d'ar re enkrezet
o c'halon, hag a zieub ar re vantret o spered.
20 An den reizh en deus poanioł e-leizh, met an
AOTROU a zieub anezhań diouto holl,
21 diwall a ra e holl eskern, hini ebet n'eo
torret.
22 An droug a gas an den fall d'ar marv, hag ar
re a gasa an hini reizh a vo distrujet.
23 An AOTROU a zaspren ene e servijerien, hag
hini eus ar re a ya d'e gavout ne vo distrujet.
Salm 35
1 Salm David. AOTROU, va difenn a-enep va
enebourien, stourm ouzh ar re a stourm ouzhin.
2 Kemer ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha
sav da'm sikour!
3 Krog er goaf ha stank o zremen d'ar re a red war
va lerc'h. Lavar da'm ene: Me eo da silvidigezh.
4 Ra vo mezhek ha toutek ar re a glask diskar
va buhez, ra gilo ha ra ruzio ar re a glask va gwalleur!
5 Ra vint evel ar pell laosket en avel, ha ra
gaso ael an AOTROU anezho kuit.
6 Ra vo o hent teńval ha risklus, ha ra redo
ael an AOTROU war o lerc'h!
7 Rak hep abeg o deus stegnet o roued a-enep
din war ur poull, hep abeg o deus e doullet evit lemel diganin va buhez.
8 Ra zeuio un distruj pront d'o zapout, ra vint
kemeret er roued o deus stegnet, ra gouezhint enni ha ra varvint!
9 Ha va ene a laouenaio en AOTROU hag a drido
en e zieubidigezh.
10 Va holl eskern a lavaro: AOTROU, piv a zo
heńvel ouzhit, te hag a zieub an den glac'haret eus an hini a zo nerzhusoc'h
egetań, ya, an den glac'haret hag ar paour eus an hini en diwisk?
11 Falstestoł a sav, goulenn a reont ouzhin
traoł n'ouzon netra diwar o fenn,
12 rentań a reont din an droug evit ar mad, va
ene a zo en dilez.
13 Met me, pa oant klańv, me a wiske ur sac'h,
me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.
14 Kerzhout a raen gorrek evel evit ur mignon pe
ur breur, mont a raen pleget trist evel e kańvoł ur vamm.
15 Ha pa em eus brańsellet, ez int en em vodet
laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiń ac'hanon, o regiń ac'hanon hep
paouez.
16 Gant tud drouk, goapaerien pilpous, o deus
grigońset o dent em enep.
17 AOTROU, betek pegoulz e weli kement-se? Dieub
va ene eus o stignoł, va nemetań eus al leon!
18 Da veuliń a rin er vodadeg vras, da veuliń a
rin e-kreiz ur bobl niverus.
19 Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va
enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c'hasa hep abeg!
20 Rak ne gomzont ket a beoc'h, met raktresań a
reont touellerezh a-enep tud peoc'hiek ar vro.
21 Digeriń a reont o genoł a-enep din o
lavarout: A! A! Hol lagad en deus gwelet.
22 Gwelet ec'h eus, AOTROU, na dav ket! AOTROU,
na chom ket pell diouzhin!
23 Dihun, sav, va Doue ha va Aotrou, da reiń din
va gwir ha da zifenn va c'haoz!
24 Va barn hervez da reizhder, AOTROU va Doue,
ha ra ne laouenaint ket diwar va fenn!
25 Ra ne lavarint ket en o c'halon: A! Laouen eo
hon ene! Ra ne lavarint ket: E lonket hon eus!
26 Ra vo mezhek ha toutek an holl re a laouena
em gwalleur! Ra vo gwisket a vezh hag a spont ar re a sav lorc'hus a-enep din!
27 Ra gano ha ra drido a levenez ar re a laouena
em reizhadur! Ha ma lavarint hep paouez: Kanmeulet ra vo an AOTROU, en em blij
e peoc'h e servijer.
28 Neuze va zeod a zisklźrio da reizhder, ha
bemdez e lavaro da veuleudioł.
Salm 36
1 D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an
AOTROU.
2 Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va
c'halon, penaos doujańs Doue n'emań ket dirak e zaoulagad?
3 Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad,
evit kas da benn e bec'hed hag embregań e gasoni.
4 Komzoł e c'henoł n'int nemet drougiezh ha
touellerezh, ne fell ket dezhań bezań skiantek hag ober ar mad.
5 Raktresań a ra traoł direizh war e wele, en
em zerc'hel a ra war un hent n'eo ket mat, ne gasa ket an droug.
6 AOTROU, da vadelezh a dap betek an neńvoł, da
fealded betek ar c'hoabrennoł.
7 Da reizhder a zo evel menezioł Doue, da
varnedigezhioł a zo un donder bras. AOTROU, diwall a rez an dud hag al loened.
8 O Doue, pegen prizius eo da vadelezh! Mibien
an dud en em denn dindan skeud da eskell.
9
O gwalc'h a resevont eus fonnusted da
di, hag e roez da evań dezho e stźr da blijadurezh.
10 Rak mammenn ar vuhez a zo ez kichen, dre da sklźrijenn e welomp ar sklźrijenn.
11 Kendalc'h da skuilhań da vadelezh war ar re a
anavez ac'hanout, ha da reizhder war an dud eeun a galon.
12 Ra ne dostaio ket troad an hini lorc'hus
ouzhin, ha ra ne vin ket brańsellet gant dorn an hini drouk.
13 Aze eo kouezhet ar vicherourien a zireizhder,
diskaret int ha ne c'hellont ket adsevel.
Salm 37
1 Salm David. Na gounnar ket a-enep ar re fall,
na'z pez ket avi ouzh ar re a ra an droug.
2 Rak falc'het e vint prest evel ar geot,
goeńviń a raint evel ar geot glas.
3 Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an
douar, debr ar wirionez evel boued.
4 Laouena en AOTROU, hag e roio dit goulennoł
da galon.
5 Laka da hent en AOTROU, fiz ennań, hag eń a
oberio.
6 Lakaat a raio da reizhder da zont war wel
evel ar sklźrijenn, ha da wir evel kreiz an deiz.
7 Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha
gortoz anezhań. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoł.
8 Gourdrouz ar gounnar, ha chom pell diouzh ar
vuanegezh, na gounnar ket gant aon d'ober fall.
9 Rak ar re a ra an droug a vo lamet kuit, met
ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a berc'henno an douar.
10 C'hoazh ur pennadig hag an den fall ne vo
ken, sellout a ri ouzh e lec'h ha ne vo ken eno.
11 Met ar re hegarat a berc'henno an douar, hag
o devo ur peoc'h fonnus.
12 An den fall a ijin raktresoł a-enep an den
reizh, hag e c'hrigońs e zent en e enep.
13 An AOTROU a raio goap anezhań, rak gwelout a
ra e zeiz o tostaat.
14 Ar re zrouk o deus tennet ar c'hleze ha
stegnet o gwareg, evit diskar ar paour hag an ezhommeg, evit lazhań ar re a
gerzh war an hent eeun.
15 O c'hleze a yelo en o c'halonoł, hag o gwaregoł
a vo torret.
16 Gwelloc'h eo nebeud an den reizh eget
fonnusted meur a zen drouk.
17 Rak divrec'h ar re zrouk a vo torret, met an
AOTROU a sikour ar re reizh.
18 An AOTROU a anavez deizioł an dud eeun, hag o
hźrezh a bado da viken.
19 Ne vint ket mezhek da vare ar gwalleur, hag o
gwalc'h o devo da zeizioł an naonegezh.
20 Met ar re zrouk a varvo, enebourien an AOTROU
a vo kuzumet evel lard an oaned, mervel a raint, hag ez aint da vezań moged.
21 An den drouk a amprest ha ne rent ket, met an
hini reizh en deus truez, hag a ro.
22 Rak ar re a zo benniget gantań a berc'henno
an douar, met ar re a zo milliget gantań a vo lamet kuit.
23 Kammedoł an den reizh a vo startaet gant an
AOTROU, hag e kav plijadur en e hent.
24 Mar kouezh, ne vo ket diskaret holl, rak an
AOTROU a zalc'h e zorn.
25 Yaouank on bet hag on deuet da vezań kozh, ha
ne'm eus ket gwelet an den reizh dilezet, nag e lignez o klask e vara.
26 Bemdez en deus truez hag e prest, hag e
lignez a zo benniget.
27 Distro diouzh an droug ha gra ar mad, hag e
chomi da viken.
28 Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo
ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet
kuit.
29 Ar re reizh a berc'henno an douar, hag e
chomint warnań da viken.
30 Genoł an den reizh a zisklźrio ar furnez, hag
e deod a lavaro ar pezh a zo eeun.
31 Lezenn e Zoue a zo en e galon, e gammedoł ne
vrańsellint ket.
32 An den drouk a spi an den reizh, hag a glask
e lakaat d'ar marv.
33 An AOTROU n'en lezo ket etre e zaouarn, ha
n'en gondaono ket pa vo barnet.
34 Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent,
sevel a raio ac'hanout da berc'hennań an douar, an dud drouk a vo lamet kuit
dirak da zaoulagad.
35 Gwelet em eus an den drouk spontus oc'h
astenn evel ur wezenn nerzhus.
36 Met tremenet eo, ha setu n'emań ken. E
glasket em eus, n'en em gav ken.
37 Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh,
rak bez' ez eus un dazont evit an den a beoc'h.
38 Met ar re zisent a zo distrujet holl, dazont
ar re zrouk a zo lamet kuit.
39 Dieubidigezh ar re reizh a zeu eus an AOTROU,
eń eo o nerzh da goulz an estrenvan.
40 An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o
dieubiń a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziańs
ennań.
Salm 38
1 Salm David. Evit derc'hel sońj.
2 AOTROU, na'm c'hastiz ket ez kounnar, ha na'm finij ket
ez fulor.
3 Rak da viroł a zo aet ennon, ha da zorn a zo
pounneraet warnon.
4 N'eus netra yac'h em c'hig en abeg da'z
fulor, ha n'eus diskuizh ebet em eskern en abeg da'm fec'hed.
5 Rak va direizhder a uhela dreist va fenn, hag
eo evel ur bec'h pounner re bouezus evidon.
6 Va goulioł a zo flaerius, hag e veront en
abeg da'm follentez.
7 Krommaet ha pleget on en doare diwezhań,
a-hed an deiz e kerzhan e kańv,
8 rak va divgroazell a zo leun a c'hor, n'eus
netra yac'h em c'hig.
9 Dinerzhet ha brevet on penn-da-benn, yudal a
ran e trubuilh va c'halon.
10 Aotrou, va holl c'hoant a zo dirazout, ha va
huanadenn n'eo ket kuzhet ouzhit.
11 Va c'halon a sko, va nerzh am dilez, ha
sklźrijenn va daoulagad zoken ne'm eus ken.
12 Dirak an taol a sko ac'hanon, va mignoned ha
va c'henseurted a chom a-sav, ha va c'herent a chom pell.
13 Ar re a glask va buhez a stegn antelloł din,
ar re a glask va foan a gomz a zistruj, hag a-hed an deiz ec'h ijinont
touelloł.
14 Met me, evel un den bouzar, ne glevan ket. Me
a zo evel un den mut na zigor ket e c'henoł.
15 Ya, bez' on evel un den na glev ket ha n'en
deus respont ebet en e c'henoł.
16 Rak ac'hanout-te, AOTROU, on en gortoz. Te a
responto, Aotrou va Doue!
17 Rak lavaret em eus: Ra ne laouenaint ket
diwar va fenn! Pa ramp va zroad, e savont em enep.
18 Prest on da gouezhań, ha va glac'har a zo
bepred dirazon.
19 Rak disklźriań a ran va direizhder, hag
enkrezet on abalamour da'm fec'hed.
20 Koulskoude va enebourien a zo bev ha nerzhus,
ar re am c'hasa hep abeg a zo niverus.
21 Rentań a reont din an droug evit ar mad. Va
enebourien int dre ma en em stagan d'ar mad.
22 Na'm dilez ket, o AOTROU! Va Doue, na bella
ket diouzhin!
23 Hast, deus da'm sikour, Aotrou, va
dieubidigezh!
Salm 39
1 D'ar mestr-kaner; da "Jedutun";
salm David.
2 Lavaret em eus: Eveshaat a rin ouzh va
hentoł, evit na bec'hin ket gant va zeod; lakaat a rin ur brid war va genoł,
e-keit ha ma vo an den drouk dirazon.
3 Mut on chomet er sioulder, en em viret on da
gomz zoken evit ar mad, ha va foan a zo kresket.
4 Va c'halon a zo loskus em diabarzh, va
frederiadennoł a zo o teviń evel un tan, ha va zeod en deus komzet:
5 AOTROU, ro din da anavezout va diwezh, ha pe
muzul o deus va deizioł, ma ouezin pegen berr eo va buhez.
6 Setu ec'h eus lakaet va deizioł e muzul ar
palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an
douar n'eo nemet c'hwez! ~Ehan~
7 Ya, an den a gerzh evel ur skeudenn. Ya, en
aner eo e fińv, daspugn a ra, ha ne oar ket piv a zastumo.
8 Ha bremań AOTROU, petra am eus gortozet? Va
esperańs a zo ennout.
9 Va dieub eus va holl fallagriezhoł, ha na'm
laka ket da vezań dismegańset evel an hini diskiant.
10 Tavet em eus, ne'm eus ket digoret va genoł,
rak te eo an hini en deus oberiet.
11 Distro diouzhin da gastizoł! Kuzumet on
dindan taolioł da zorn.
12 Pa gastizez an den en ur gourdrouz anezhań
evit e bec'hed, e kuzumez evel an tagn ar pezh a zo priziusań dezhań. Ya pep
den n'eo nemet c'hwez! ~Ehan~
13 AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn
da'm c'hriadenn, na chom ket bouzar da'm daeroł! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoł.
14 Distro diouzhin da sell, ma c'hellin adkavout
nerzh, a-raok ma'z in kuit ha ma ne vin ken.
Salm 40
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 Gortozet em eus er sioulder an AOTROU: troet
en deus war-zu ennon, klevet en deus va c'hriadennoł.
3 Va zennet en deus eus poull an distruj, eus
an toull fankek. Lakaet en deus va zreid war ar roc'h, startaet en deus va
c'hammedoł.
4 Lakaet en deus em genoł ur ganaouenn nevez a
veuleudi d'hon Doue. Kalz en gwelo hag o devo doujańs, hag e lakaint o fiziańs
en AOTROU.
5 Eürus an den a laka e fiziańs en AOTROU, ha
na zistro ket da gavout ar re lorc'hus hag ar re en em ro d'ar gaou!
6 AOTROU va Doue, kresket ec'h eus da vurzhudoł
ha da sońjoł en hor c'heńver, nikun ne c'hell bezań keńveriet ouzhit. Ha
fellout a ra din o embann hag o lavarout? Re niverus ez int da vezań kontet.
7 Ne gavez plijadur nag en aberzhoł nag er
profoł, toullet ec'h eus din va divskouarn, ne c'houlennez na loskaberzh nag
aberzh evit ar pec'hed.
8 Neuze em eus lavaret: Setu e teuan, skrivet
eo diwar va fenn e roll da levr.
9 Va Doue, kavet em eus plijadur oc'h ober da
volontez, ha da lezenn a zo e diabarzh va c'halon.
10 Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras.
Setu, ne zalc'han ket serret va muzelloł, anavezout a rez kement-se, o AOTROU!
11 Ne'm eus ket kendalc'het da reizhder e
diabarzh va c'halon. Embannet em eus da fealded ha da zieubidigezh. Ne'm eus
ket kuzhet da vadelezh na da wirionez d'ar vodadeg vras.
12 Te eta, o AOTROU, na zinac'h ket ouzhin da
druez! Ra vin dalc'hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez.
13 Rak poanioł diniver o deus va enkelc'hiet. Va
fec'hedoł o deus va zapet, ha ne c'hellan ket o gwelout, fonnusoc'h int eget
blev va fenn, ha va c'halon a vank din.
14 AOTROU, ra blijo dit va dieubiń! AOTROU, deus
buan da'm sikour!
15 Ra vo mezhek ha ra ruzio an holl re a glask va
buhez evit he lemel! Ra ez aio war-dreńv ha ra vo mezhek an holl re a gav
plijadur em foan!
16 Ra vo spontet en o mezh ar re a lavar
ac'hanon: A! A!
17 Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a
glask ac'hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra
vo an AOTROU!
18 Me a zo glac'haret hag ezhommek, an AOTROU en
devo preder ouzhin. Te eo va sikourer ha va dieuber. Va Doue, na zale ket!
Salm 41
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 Eürus eo an hini a laka evezh ouzh an
ezhommeg. Da zeiz ar gwalleur an AOTROU en dieubo.
3 An AOTROU en diwallo hag a viro e vuhez,
eürus e vo war an douar, ha ne roi ket anezhań da c'hoant e enebourien.
4 An AOTROU a skoazello anezhań war ar gwele
a-boan, cheńch a ri e wele holl pa vo klańv.
5 Lavaret em eus: AOTROU, az pez truez ouzhin,
yac'ha va ene, rak pec'het em eus
ez enep!
6 Va enebourien a c'hoanta droug din o
lavarout: Pegoulz e varvo? Pegoulz ez aio e anv da netra?
7 Mar deu unan bennak da'm gweladenniń, e lavar
din gevier, e galon a zastum sońjoł fall, mont a ra er-maez hag e komz.
8 An holl re a gasa ac'hanon a guzulik etrezo
em enep, irienniń a reont va c'holl.
9 Ur gwall bennak a bouezh warnań, setu-eń
gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.
10 An den zoken, hag e oan e peoc'h gantań, an
hini en doa va fiziańs hag a zebre bara ganin, en deus savet e droad em enep.
11 Met te, AOTROU, az pez truez ouzhin ha va
adsav! Ha me a rento dezho.
12 Dre gement-mań ec'h anavezan e kavez plijadur
ennon: va enebour ne laouena ket diwar va fenn.
13 Va miret ec'h eus em eeunder, va lakaet ec'h
eus da viken dirazout.
14 Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a holl
viskoazh da holl viken! Amen! Ya, amen!
Eilvet
Levr: Salmoł 42-72
Salm 42
1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora.
2 Evel ma hirvoud an heizez etrezek an
doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!
3 Va ene en deus sec'hed eus Doue, eus an Doue
bev. Pegoulz ez in hag en em zalc'hin dirak dremm Doue?
4 Va daeroł a zo deuet da vara din deiz ha noz,
e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emań da Zoue?
5 Pa em eus sońj a gement-mań, e tremenan e
eńvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek
ti va Doue, gant kriadennoł a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o
c'houeliań.
6 Perak ez out trist, va ene, ha perak e krenez
ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliń a rin c'hoazh. E sell eo ar
silvidigezh.
7 Va Doue, va ene a zo trist ennon. Setu perak
em eus sońj ac'hanout eus douar ar Jordan hag an Hermon, eus menez Mizar.
8 Un donder a c'halv un donder all gant trouz
da lammoł-dour; da holl wagennoł ha da holl donnoł a zo tremenet warnon.
9 E-pad an deiz an AOTROU a gaso e drugarez,
e-pad an noz e ganaouenn a vo em genoł. Pediń a rin Doue, va buhez.
10 Lavarout a rin da Zoue, va roc'h: Perak ec'h
eus va ankounac'haet? Perak e kerzfen en dristidigezh, dindan gwask an enebour?
11 Va eskern a zo brevet pa zismegańs va
heskinerien ac'hanon, o lavarout bemdez: Pelec'h emań da Zoue?
12 Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez
ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliń a rin c'hoazh. Eń eo va silvidigezh
ha va Doue.
Salm 43
1 Ro va gwir din, o Doue, ha difenn va c'haoz
a-enep ur bobl disleal! Va dieub eus an den touellus ha fall!
2 Rak te eo Doue, va nerzh. Perak ec'h eus va
zaolet kuit? Perak e kerzhfen e kańv, dindan gwask an enebour?
3 Degas da sklźrijenn ha da wirionez, ra renint
ac'hanon, ra gasint ac'hanon war da venez santel etrezek da dabernakloł!
4 Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue,
va joa ha va levenez. Ha da veuliń a rin gant an delenn, o Doue, va Doue!
5 Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez
ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliń a rin c'hoazh. Eń eo va silvidigezh
ha va Doue.
Salm 44
1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora.
2 O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn,
hon tadoł o deus disklźriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, en
deizioł a-wechall.
3 Gant da zorn ec'h eus kaset kuit pobloł evit
o diazezań, bruzunet ec'h eus pobloł evit reiń lec'h dezho.
4 Rak n'eo ket dre o c'hleze o deus gounezet ar
vro, ha n'eo ket o brec'h he deus o saveteet. Da du dehou, da vrec'h ha
sklźrijenn da zremm eo, dre ma kares anezho.
5 Te eo, o Doue, an hini a zo va Roue!
Gourc'hemenn dieubidigezh Jakob.
6 Ganit e skoimp war hon enebourien, dre da anv
e vac'himp ar re a savo a-enep deomp.
7 Rak ne fizian ket em gwareg, n'eo ket va
c'hleze a zieubo ac'hanon.
8 Te eo an hini en deus hon saveteet eus hon
enebourien, hag en deus rentet mezhek ar re a gasae ac'hanomp.
9 E Doue eo e kavomp gloar bemdez, hag e
veulimp da anv da viken. ~Ehan~
10 Koulskoude ec'h eus hon taolet kuit ha goloet
a zismegańs, ha ne gerzhez ken gant hon armeoł.
11 Lakaet ec'h eus ac'hanomp da gilań dirak an
enebour, hag ar re hor c'hasa o deus tapet o freizh.
12 Hor roet ec'h eus evel an deńved a zebrer,
hor stlabezet ec'h eus e-touez ar broadoł.
13 Gwerzhań a rez da bobl evit netra, hag e
lakaez anezho e dister briz.
14 Hol lakaat a rez da vezań dismegańset gant
hon amezeien, goapaerezh ha c'hoariell ar re a zo en-dro deomp.
15 Hol lakaat a rez da vezań mojenn ar broadoł.
Ouzh hor gwelout, ar pobloł a hej o fenn.
16 Va dismegańs a zo atav dirazon hag ar vezh a c'holo
va dremm,
17 pa vez klevet an hini a eneb ouzhin hag am
heskin, ha pa vez gwelet an enebour hag ar veńjer.
18 Kement-se holl a zo erruet ganeomp.
Koulskoude n'hon eus ket da ankounac'haet, n'hon eus ket torret da emglev,
19 hor c'halon n'eo ket aet war a-dreńv, hor
pazioł n'int ket pellaet diouzh da hent,
20 pa ec'h eus hor bountet e-touez an aourgon,
hag hor goloet gant skeud ar marv.
21 Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag
astennet hon daouarn etrezek un doue estren,
22 Doue, ha n'en dije ket enklasket, eń hag a
anavez traoł kuzhet ar c'halonoł?
23 Met abalamour dit-te, omp lakaet d'ar marv
bemdez, ha sellet evel deńved kempennet d'ar gigerezh.
24 Sav! Perak e kouskez, AOTROU? Dihun, n'hon
taol ket kuit da viken!
25 Perak e kuzhez da zremm? Perak ec'h
ankounac'haez hor reuzeudigezh hag hor gwaskerezh?
26 Rak hon ene a zo diskaret er poultr, hag hor
c'hof a zo stag ouzh an douar.
27 Sav da sikour ac'hanomp, ha daspren
ac'hanomp, abalamour da'z madelezh!
Salm 45
1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora;
kanaouenn-eured war "Shoshannim" (=
al lili).
2 Va c'halon a virvilh evit disklźriań ur gomz
vurzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel
pluenn ur skrivagner ampart.
3 Ar c'haerań eus mibien an dud ez out, an
drugarez a zo skuilhet war da vuzelloł, ha Doue en deus da venniget da viken.
4 Den galloudek, gouriz ouzh da gostez da
gleze, da veurded ha da c'hloar!
5 Marc'heka en gloar, pign war da garr, evit ar
wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Da du dehou a ziskouezo dit burzhudoł
spontus!
6 Da viroł a zo lemm, mont a raint da galon
enebourien ar roue, pobloł a gouezho dindanout.
7 Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da
viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.
8
Karout a rez ar reizhder hag e kasaez an
drougiezh, setu perak, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez
dreist da genseurted!
9 Ar mir, an aloez hag ar c'hasia a ro
c'hwezh-vat da'z tilhad. Er palezioł olifant, c'hoari ar binvioł-kerdin a
laouena ac'hanout.
10 Merc'hed rouaned a zo e-touez da itronezed a
enor. Emań ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.
11 Selaou, plac'h yaouank, sell ha ro da
skouarn, ankounac'ha da bobl ha ti da dad.
12 Ar roue a choantaio evitań da gaerded. Pa'z
eo da aotrou, stou dirazań.
13 Merc'h Tir gant profoł, hag ar re binvidikań
eus ar bobl a zeuio da enoriń ac'hanout.
14 Merc'h ar roue a zo karget a c'hloar e
diabarzh ar palez, he dilhad a zo graet gant gwiadennoł aour;
15 kinniget eo d'ar roue, gwisket a
vroderezhioł, ha war he lerc'h, ar gwerc'hezed, he mignonezed, a zo degaset
dit.
16 Degaset int gant joa ha levenez, antren a
reont e palez ar roue.
17 Da vibien a zalc'ho e-lec'h da dadoł, o
lakaat a ri da brińsed war an douar holl.
18 Me a lakaio da anv da vezań brudet en holl
oadoł, evel-se ar pobloł a enoro ac'hanout dalc'hmat ha da viken.
Salm 46
1 D'ar mestr-kaner; kanaouenn mibien Kora; war
"Alamod" (= plac'h yaouank).
2 Doue eo hor repu hag hon nerzh, ur skoazell
en estrenvan, aezet bras da gavout.
3 Setu perak n'hor bo ket aon pa vefe kemmesket
an douar, pa vefe brańsellet ar menezioł e-kreiz ar mor,
4 pa yudfe e zoureier en ur vourbouilhat, ha pa
lakafe o fulor ar menezioł da grenań. ~Ehan~
5 Ur stźr hag he gwazhioł a laouena kźr Doue,
lec'h santel chomlec'h an Uhel-Meurbet.
6 Emań Doue en he c'hreiz ha ne vo ket
brańsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin.
7 Ar pobloł a fińv, ar rouantelezhioł a
vrańsell, lakaat a ra e vouezh da vezań klevet, hag an douar a deuz.
8 AOTROU an armeoł a zo ganeomp, Doue Jakob eo
hor repu uhel. ~Ehan~
9 Deuit ha gwelit oberennoł an AOTROU, an
distrujoł en deus graet war an douar.
10 Lakaet en deus ar brezelioł da baouez betek
penn an douar, terriń a ra ar gwaregoł ha bruzunań ar goafioł, deviń a ra ar
c'hirri en tan.
11 Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a
vo meulet e-touez ar pobloł, me a vo meulet dre an douar holl.
12 AOTROU an armeoł a zo ganeomp, Doue Jakob eo
hor repu uhel. ~Ehan~
Salm 47
1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.
2 C'hwi, pobloł, stlakit-holl ho taouarn!
Laoskit kriadennoł a levenez da Zoue, gant ur vouezh drant!
3 Rak an AOTROU eo an Uhel-Meurbet, ar
spouronus, ar roue meur war an douar holl.
4 Renkań a ra ar pobloł dindanomp, hag ar
broadoł dindan hon treid.
5 Dibab a ra deomp hon hźrezh, gloar Jakob a zo
karet gantań. ~Ehan~
6 Doue a zo pignet e-kreiz kriadennoł a
levenez, an AOTROU a zo pignet e-kreiz son ar shofar.
7 Kanit da Zoue, kanit! Kanit d'hor roue,
kanit!
8 Rak Doue eo roue an douar holl. Kanit ar
c'hantik!
9 Doue a ren war ar broadoł, Doue a zo azezet
war e dron santel.
10 Prińsed ar pobloł en em vod gant pobl Doue
Abraham, rak da Zoue eo skoedoł an douar. Uhel-meurbet eo savet.
Salm 48
1 Kanaouenn; salm mibien Kora.
2 An AOTROU a zo bras ha din-meurbet da vezań
meulet, e kźr hon Doue, war e venez santel.
3 Menez Sion a sav gant gras, levenez an douar
holl. War-zu an hanternoz emań kźr ar roue meur.
4 Doue, en he falezioł, a zo anavezet evel ur
repu uhel.
5 Rak setu, ar rouaned a oa en em unanet, deuet
e oant asambles.
6 He gelet o deus? Sabatuet int bet, spouronet
int bet, aet int kuit gant hast.
7 Eno ur grenadenn a zo kroget enno, un enkrez
evel hini ur wreg a wilioud,
8 evel pa c'hwezh avel ar sav-heol o vruzunań
listri Tarsiz.
9 Ar pezh hor boa klevet, hon eus gwelet e kźr
AOTROU an armeoł, e kźr hon Doue. Doue a gendalc'ho anezhi da viken. ~Ehan~
10 O Doue! Eus da vadelezh e oamp en gortoz
e-kreiz da dempl.
11 Evel da anv, o Doue, evel-se eo da veuleudi
betek pennoł an douar! Da du dehou a zo leun a reizhder.
12 Ra laouenaio Menez Sion, ra drido merc'hed
Juda a levenez, abalamour da'z parnedigezhioł.
13 Grit an dro eus Sion, grit an dro d'he moger,
kontit he zourioł,
14 eveshait he moger-difenn, sellit pizh ouzh he
falezioł, evit o disklźriań d'ar rummad da zont.
15 Rak an Doue-se eo hon Doue dalc'hmat ha da
viken, hor ren a raio betek ar marv.
Salm 49
1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.
2 Selaouit kement-mań, c'hwi holl bobloł, roit
ho tivskouarn, c'hwi holl dud ar bed,
3 mibien ar bobl ha mibien ar re vras,
pinvidien kenkoulz ha peorien!
4 Va genoł a zisklźrio komzoł fur, sońjoł va
c'halon a zo leun a skiant.
5 Emaon o vont da reiń va skouarn d'ar c'homzoł
skiantek, disklźriań a rin lavaroł diouzh son an delenn.
6 Perak em befe aon en deizioł ar gwalleur,
pa'z on gronnet gant drougiezh va enebourien?
7 Fiziout a reont en o madoł, hag e tennont
gloar eus fonnusted o finvidigezh.
8 Met an den ne c'hell ket dasprenań e vreur,
na paeań da Zoue e zic'haou.
9 Rak daspren o ene a zo re ger, ha ne vo biken
graet,
10 evit ma kendalc'hint da vevań da virviken, ha
ma ne welint ket ar poull.
11 Rak gwelout a raer e varv ar re fur. Ar
genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoł da re all.
12 Sońjal a reont e pado o ziez da viken, hag o
chomlec'hioł a oad da oad, roet o deus o anvioł d'o douaroł.
13 Met an den ne c'hell ket chom en e sked,
heńvel eo ouzh al loened, mont a ra d'ar marv.
14 Hennezh eo an hent ma fiziont warnań, hag
ouzh e heuliań en em blijont en o c'homzoł. ~Ehan~
15 Bountet int da lec'h ar marv evel un tropell,
hag ar marv a gavo paskadur enno. Ar re reizh a reno warno adalek ar beure, o
c'haerder a vo kuzumet e lec'h ar marv, pell eus o chomlec'hioł.
16 Met Doue a zaspreno va ene diouzh dorn lec'h
ar marv, pa gemero ac'hanon gantań. ~Ehan~
17 Na'z pez ket aon pa en em binvidika un den,
pa gresk gloar e di,
18 rak, o vervel, ne gaso netra gantań. E
c'hloar ne ziskenno ket war e lerc'h.
19 Pa lakaio e ene eürus e-pad e vuhez, pa vi
meulet abalamour ma rez vat dit da-unan,
20 mont a ri koulskoude etrezek rummad da dadoł,
na adwelint biken ar sklźrijenn.
21 An den hag a zo en e sked ha n'en deus ket a
skiant, a zo heńvel ouzh al loened, mont a ra d'ar marv.
Salm 50
1 Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus
komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.
2 Eus Sion, peurvat e kaerder, Doue en deus
lugernet.
3 Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded.
Dirazań ez eus un tan loskus, en-dro dezhań ur gorventenn nerzhus.
4 Gervel a ra an neńvoł eus an nec'h, hag an
douar evit barn e bobl:
5 Dastumit en-dro din va re leal, c'hwi hag
hoc'h eus graet un emglev ganin dre un aberzh.
6 Hag an neńvoł a zisklźrio e reizhder, rak
Doue e-unan eo a zeu da varn. ~Ehan~
7 Selaou, va fobl, hag e komzin; testeniań a
rin a-enep dit, o Israel! Me eo Doue, da Zoue.
8 Ne grozin ket dit diwar-benn da aberzhoł, da
loskaberzhoł a zo dalc'hmat dirazon.
9 Ne gemerin ket ur c'hole ez ti, nag ur
bouc'h ez krevier,
10 rak holl anevaled ar c'hoadegoł a zo din,
loened ar menezioł dre viliadoł.
11 Anavezout a ran holl laboused ar menezioł, ha
kement a fińv er parkeier a zo em galloud.
12 Mar em befe naon, ne lavarfen ket dit, rak
din-me eo ar bed ha kement a zo ennań.
13 Ha debriń a ran kig ar c'holeoł nerzhus? Hag
evań a ran gwad ar bouc'hed?
14 Kinnig da Zoue un aberzh a veuleudi,
peurc'hra da ouestloł d'an Uhel-Meurbet,
15 ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo
ac'hanout ha te a roio gloar din.
16 Met Doue a lavar d'an den drouk: Ha dit-te eo
da zibunań va lezennoł, da gaout va emglev ez kenoł?
17 Te a gasa ar c'hastiz, hag a daol va c'homzoł
a-drek da gein.
18 Pa welez ul laer, en em blijez gantań, ha da
lod a zo gant an avoultrerien.
19 Lezel a rez da c'henoł da vont d'an droug, ha
da deod a irienn touellerezh.
20 Pa azezez, e komzez a-enep da vreur, hag e
tizenor mab da vamm.
21 Setu aze ar pezh ac'h eus graet hag em eus
tavet. Kredet ec'h eus e oan e gwirionez eveldout. Da repren a rin hag e lakain
an holl draoł-se dirak da zaoulagad.
22 Komprenit eta kement-se, c'hwi ar re a
ankounac'ha Doue, gant aon na rogfen ha na vefe den da zieubiń.
23 An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro
gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh
Doue.
Salm 51
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma
voe aet David war-zu Bat-Sheba.
3 O Doue! Az pez truez ouzhin hervez da
drugarez. Hervez braster da garantez, dilam va disentidigezh,
4 va gwalc'h da vat eus va direizhder, ha va
glana eus va fec'hed,
5 rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va
fec'hed a zo dirazon dalc'hmat.
6 Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te
da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi
reizh pa gomzi, didamall pa varni.
7 Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va
mamm he deus va c'hońsevet er pec'hed.
8 Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec'h
eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon.
9 Va glana eus va fec'hed gant ar sikadez hag e
vin naet, va gwalc'h hag e vin gwennoc'h eget an erc'h.
10 Va laka da glevout al levenez hag ar joa, ma
laouenaio an eskern ac'h eus bruzunet.
11 Distro da zremm diouzh va fec'hedoł, diverk
va direizhder.
12 O Doue! Krou ennon ur galon c'hlan, nevesa em
diabarzh ur spered eeun,
13 na'm daol ket pell diouzh da zremm, ha na lam
ket da Spered-Santel diganin.
14 Ro din en-dro levenez da silvidigezh, ha ra
harpo ac'hanon ur spered a-youl-vat.
15 Kelenn a rin da hentoł d'ar re zisent, hag ar
bec'herien a zistroio ouzhit.
16 Va dieub eus ar gwad skuilhet, o Doue, Doue
va silvidigezh! Va zeod a gano kreńv da reizhder.
17 Aotrou, digor va muzelloł, ha va genoł a
embanno da veuleudi.
18 Rak ne gavez ket plijadur en aberzhoł, anez e
rofen dit. Met al loskaberzhoł ne blijont ket dit.
19 An aberzhoł a blij da Zoue eo ur spered
bruzunet. O Doue! Ne zisprizez ket ur galon bruzunet ha keuziek.
20 Gra vad da Sion ez madelezh, sav
mogerioł Jeruzalem.
21 Neuze e kavi plijadur en aberzhoł a reizhder,
el loskaberzhoł hag en holl brofadennoł, neuze e vo kinniget dit koleoł yaouank
war da aoter.
Salm 52
1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) David.
2 Pa zeuas Doeg an Edomad da reiń keloł da
Saül, ha da lavarout dezhań e oa aet David da di Akimelek.
3 Perak e tennez gloar eus da zrougiezh, den
galloudus? Madelezh Doue a bad da virviken.
4 Heńvel ouzh un aotenn lemm, da deod a sońj en
distruj, oberour an touellerezh.
5 Karout a rez an droug muioc'h eget ar mad, ar
gaou muioc'h eget ar c'homzoł gwirion. ~Ehan~
6 Ne garez nemet komzoł a zistruj, teod fall!
7 Ha Doue az tiskaro evit biken, hag e krogo
ennout, hag ez tiframmo eus da deltenn, hag ez tiwrizienno eus douar ar re vev.
~Ehan~
8 Ar re reizh en gwelo, hag e toujint, hag e
c'hoarzhint gantań:
9 Setu aze an den ne gemere ket Doue evit e
vod, hag a fizie en e binvidigezhioł, hag a lakae e nerzh en e fallentez!
10 Met me, evel un olivezenn c'hlas e ti Doue,
me a fizio e madelezh Doue, a-viskoazh ha da viken.
11 Da veuliń a rin atav evit ar pezh ac'h eus
graet, hag ec'h esperin ez anv, rak madoberus eo evit da re leal.
Salm 53
1 D'ar mestr-kaner; war ar "Mahalad"
(= kitar); "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) David.
2 An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus
Doue ebet! En em vreinet int, graet o deus fallagriezhoł euzhus, n'eus den ebet
a rafe ar mad.
3 Doue, eus lein an neńvoł, a daol e selloł war
vibien an dud, evit gwelout hag-eń ez eus unan bennak skiantek o klask Doue.
4 Holl int en em gollet, en em huduraet int
holl asambles, n'eus den hag a rafe ar mad, n'eus ket unan.
5 Ha n'o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar
fallentez? Lonkań a reont va fobl evel ma tebrer bara, n'aspedont ket Doue.
6 Aze e-lec'h n'eus spont ebet, ez eont da
vezań leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O
rentań a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit.
7 Piv a lakaio da zont eus Sion dieub Israel?
Pa zegaso Doue e bobl en-dro eus ar sklavelezh, Jakob a laouenaio, Israel en
devo levenez.
Salm 54
1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) David; gant ar
binvioł-kerdin.
2 Pa zeuas ar Zifiz da lavarout da Saül: Ha
n'emań ket David kuzhet en hon touez?
3 O Doue! Va salv dre da anv, ha gra din
reizhder dre da c'halloud.
4 O Doue! Selaou va fedenn, ro da skouarn da
c'herioł va genoł.
5 Rak diavaezidi a zo savet a-enep din, tud taer
a glask va buhez. N'o deus ket lakaet Doue dirak o daoulagad. ~Ehan~
6 Setu, Doue eo va sikour, an AOTROU a zo
e-touez ar re a harp va ene.
7 Lakaat a raio an droug da gouezhań war va
enebourien. Hervez da wirionez, distruj anezho!
8 Me a ginnigo dit aberzhoł a-greiz galon,
meuliń a rin da anv, o AOTROU, rak mat eo,
9 rak dieubet en deus ac'hanon eus va holl
ankenioł, ha va lagad en deus gwelet va enebourien.
Salm 55
1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) David; gant ar
binvioł-kerdin.
2 O Doue! Ro da skouarn da'm fedenn, ha n'en em
guzh ket ouzh va erbedennoł.
3 Va selaou ha respont din. Meskań a ran em
c'hlemm, hag e hirvoudan
4 dirak mouezh an enebour, dirak gwaskerezh an
hini drouk, rak lakaat a reont ar gwalleur da gouezhań warnon, hag e redont war
va lerc'h gant fulor.
5 Va c'halon a gren em diabarzh, ha spontoł ar
marv a zo kouezhet warnon.
6 An aon hag ar grenijenn a zo diskennet
warnon, ar spont a zo en-dro din.
7 Lavaret em eus: O! Piv a roio din divaskell
ar goulm? Nijal a rin da gavout diskuizh,
8 setu, tec'hout a rin pell, en em zerc'hel a
rin er gouelec'h. ~Ehan~
9 Hastań a rin tec'hout kuit, pell eus an avel
taer, pell eus ar barr-amzer.
10 Kas anezho da netra, Aotrou, kemmesk o
yezhoł, rak ne welan nemet taerder ha dirollerezh e kźr.
11 Ober a reont an dro dezhi deiz ha noz war he
mogerioł, an distruj hag an drubuilh a zo en he c'hreiz.
12 An drougiezh a zo en he c'hreiz, ar
gwaskerezh hag ar faosted ne bellaont ket diouzh e straedoł.
13 Rak n'eo ket un enebour a zismegańs ac'hanon,
me a c'hellfe en gouzańv, va enebour n'eo ket an hini a gasae ac'hanon, me a
guzhfe pell dioutań,
14 met te eo, un den degemeret evel va
c'hevatal, va c'henvreur ha va mignon.
15 Ni a gave plijadur o komz asambles, ni a yae
da di Doue gant an engroez.
16 Ra soupreno ar marv anezho, ra ziskennint bev
e lec'h ar marv, rak emań an droug en o chomlec'hioł, en o c'halonoł.
17 Ha me, me a grio da Zoue, hag an AOTROU am
saveteo.
18 D'abardaez, diouzh ar beure, da greisteiz, e
hirvoudin hag e huanadin, hag e klevo va mouezh.
19 Lakaat a raio va ene e peoc'h, o tieubiń
anezhań eus ar brezel a reer dezhań, rak ez eus kalz a dud em enep.
20 Doue a glevo hag o izelaio, eń hag a ren war
e dron a bep amzer. ~Ehan~ Rak n'eus enno cheńchamant ebet, ha ne zoujont ket
Doue.
21 Pep hini a astenn e zorn a-enep ar re a veve
e peoc'h gantań, terriń a ra e emglev,
22 komzoł e c'henoł a zo dousoc'h eget an amann,
met ar brezel a zo en e galon, e gomzoł a zo c'hwekoc'h eget an eoul, met
klezeier noazh ez int.
23 Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo
ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezań brańsellet.
24 O Doue! Te o zaolo e fońs ar poull. An dud
wadsec'hedik ha faotus ne dapint ket an hanter eus o deizioł. Met e fizian-me
ennout.
Salm 56
1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war
"Jonad-Elem Reshokim" (= koulm
a c'hwezh-vat a bell). Pa grogas ennań ar Filistined e Gad.
2 O Doue! Az pez truez ouzhin, rak an dud a red
war va lerc'h, bemdez e reont din ar brezel, va gwaskań a reont.
3 A-hed an deiz e red va enebourien war va
lerc'h, rak kalz a ra brezel a-enep din, o Doue uhel-meurbet!
4 En deiz ma em bo aon, me a fizio ennout.
5 Doue a veulin hag e bromesa; e Doue e fizian
ha ne'm eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?
6 A-hed an deiz e kammont va c'homzoł, ne
sońjont nemet noazout din.
7 En em vodań a reont, en em zerc'hel a reont e
lec'hioł kuzhet, spiań a reont va fazioł, dre ma fell dezho kaout va buhez.
8 Harpań a reont war an direizhder evit en em
salviń. O Doue, taol d'an traoń ar pobloł ez fulor!
9 Niveriń a rez va dont ha va mont, laka va
daeroł ez lestr. Ha n'emaint ket ez levr?
10 En deiz ma krian, va enebourien a gilo en
a-dreńv, gouzout a ran emań Doue evidon.
11 Doue a veulin hag e bromesa, an AOTROU a
veulin hag e bromesa.
12 E Doue e fizian ha ne'm eus aon rak netra.
Petra a raio an dud din?
13 O Doue! Seveniń a rin ar gouestloł am eus
graet dit, ha trugarekadennoł a ginnigin dit.
14 Rak dieubet ec'h eus va ene eus ar marv, ha
va zreid eus ar gouezhadenn, evit ma kerzhin dirak Doue e sklźrijenn ar re vev.
Salm 57
1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war
"Al-Tashed" (= na zistruj ket).
Pa dec'has er vougev dirak Saül.
2 Az pez truez, o Doue, az pez truez ouzhin!
Rak va ene en em denn war-zu ennout. Tec'hout a ran dindan skeud da eskell,
betek ma vo tremenet ar reuzioł.
3 Krial a ran d'an Doue uhel-meurbet, da Zoue a
seven e oberenn em c'heńver.
4 Degas a raio eus an neńv hag am saveteo,
lakaat a raio mezhek an hini a red war va lerc'h. ~Ehan~ Doue a gaso e vadelezh
hag e wirionez.
5 Va ene a zo e-touez al leoned, emaon o chom
e-touez tud o c'hwezhań flammoł, tud a zo o dent goafioł ha biroł, hag a zo o
zeod ur c'hleze lemm.
6 O Doue, sav war an neńvoł! Ra vo da c'hloar
war an douar holl!
7 Stegnet o doa ur pech da'm fazioł, va ene a
vrańselle, toullet o doa ur poull dirazon, kouezhet int ennań. ~Ehan~
8 Prest eo va c'halon, o Doue! Prest eo va
c'halon. Kanań ha seniń a rin.
9 Dihun, va gloar! Dihunit, va lud ha va
zelenn! Me a ziaraogo ar gouloł-deiz.
10 Aotrou, da veuliń a rin e-touez ar pobloł, da
ganań a rin e-touez ar broadoł,
11 rak da vadelezh a dap betek an neńvoł, ha da
wirionez betek ar c'hoabr.
12 O Doue! Sav war an neńvoł! Ra vo da c'hloar
war an douar holl!
Psalm 58
1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war
"Al-Tashed" (= na zistruj ket).
2 Ha komz a rit e gwirionez hervez ar reizhder?
Mibien an dud, ha barn a rit gant eeunder?
3 Pell ac'hane! En ho kalonoł e rit direizhder,
war an douar e lakait da bouezań taerder ho taouarn.
4 Ar re fall a zo gwallsiek adalek bronn o
mamm, an dud gaouiat a zo dianket adalek ma'z int bet ganet.
5 Bez' o deus ur binim heńvel ouzh binim an
naer, an naer-wiber a serr e zivskouarn,
6 na selaou ket mouezh an achantourien, mouezh
ar strobineller ampartań.
7 O Doue! Torr o dent en o genoł, AOTROU, torr
javedoł al leoned yaouank.
8 Ra redint evel an dour ha ra en em gollint.
Pa stegnint o gwareg, ra vo torret o biroł.
9 Ra vint evel ar velc'hwedenn a ya kuit hag a
deuz, hep gwelout an heol, evel kollad ur wreg.
10 A-raok n'o devo santet ho chaodouronoł an tan
drein, glas pe danet, an avel o c'haso kuit.
11 An den reizh a laouenaio pa en devo gwelet ar
veńjańs, gwalc'hiń a raio e dreid e gwad an hini drouk.
12 Hag e vo lavaret: Ya bez' ez eus un Doue evit
an den reizh, ya bez' ez eus un Doue oc'h ober reizhder war an douar.
Salm 59
1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" (= kanaouenn brizius-meurbet) David; war
"Al-Tashed" (= na zistruj ket).
Pa gasas Saül da eveshaat ouzh e di evit e lazhań.
2 Va Doue, va dieub eus va enebourien, va
diwall eus ar re a sav a-enep din.
3 Va dieub eus ar vicherourien a zireizhder, ha
va savete eus an dud wadsec'hedik.
4 Rak setu, emaint war-c'hed evit lemel va
buhez diganin. Tud c'halloudek a sav em enep, hep ma vefe dismegańs ennon, na
drougiezh, o AOTROU!
5 Hep ma vefe fallentez ennon, e redont hag en
em gempennont. Dihun da zont da'm sikour ha sell.
6 Te eta, AOTROU, Doue an armeoł, Doue Israel,
dihun da weladenniń an holl vroadoł. Na ra trugarez da hini ebet eus an dud
fall ha drouk. ~Ehan~
7 Distreiń a reont d'an abardaez en ur yudal
evel chas, hag o redek kźr.
8 Setu e c'hwezhont kunujennoł eus o genoł,
klezeier a zo war o muzelloł, rak lavarout a reont: Piv a glev?
9 Met te, AOTROU, te a c'hoarzho outo, te a
raio goap eus an holl bobloł.
10 En abeg d'o nerzh, ouzhit-te eo e sellan, rak
Doue eo va repu uhel.
11 Va Doue, en e vadelezh, am diaraogo. Doue a
lakaio ac'hanon da welout gant levenez va enebourien.
12 Na lazh ket anezho, gant aon na ankounachafe
va fobl. Kemmesk anezho dre da c'halloud ha stlap anezho d'an traoń, o Aotrou
hor skoed.
13 Pep komz eus o muzelloł a zo ur pec'hed eus o
genoł. Ra vint eta tapet en o lorc'h, en abeg d'an droukpedennoł ha d'ar gevier
a lavaront.
14 Kuzum anezho gant fulor, kuzum anezho ha ra
na vint ken. Ra vo anavezet emań Doue o ren war Jakob betek pennoł ar bed.
~Ehan~
15 Ra zistroint d'an abardaez en ur yudal evel
chas, hag o redek kźr.
16 Ra ez aint aze hag amań o klask debriń, ha ra
dremenint an noz hep bezań leuniet.
17 Met me a gano da nerzh. Adalek ar beure e
veulin da vadelezh, rak out bet va repu uhel ha va bodenn en deiz an estrenvan.
18 Te, va nerzh, me az meulo. Rak Doue eo va
repu uhel, an Doue am laka da welout e vadelezh.
Salm 60
1 D'ar mestr-kaner; war
"Shushan-Edud" (= lilienn flour);
"Miktam" (= kanaouenn
brizius-meurbet) David, evit kelenn.
2 Pa reas brezel a-enep Siriz eus Mezopotamia
hag a-enep Siriz eus Zoba, ha pa zeuas Joab da drec'hiń daouzek mil Edomad e
traonienn an Holen.
3 O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet
ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!
4 Lakaet ec'h eus an douar da grenań hag ec'h
eus e ziframmet. Aoz e doulloł rak hejet eo bet.
5 Diskouezet ec'h eus da'z pobl traoł kalet.
Roet ec'h eus deomp da evań ur gwin mezvus.
6 Met roet ec'h eus d'ar re a zouj ac'hanout ur
banniel evit tec'hout eus ar wareg. ~Ehan~
7 Abalamour da'z re garet-mat da vezań dieubet,
hor savete gant da du dehou hag hor selaou!
8 Doue en deus komzet en e santual, hag e
laouenain. Lodennań a rin Sichem, hag e vuzuilhin traonienn Sukkod,
9 Galaad a zo din, din eo Manase, Efraim eo
moger va fenn, Juda eo va lezenner,
10 Moab eo ar gibell en em walc'han enni, teurel
a ran va botez war Edom. Douar ar Filistined, laosk kriadennoł em enor!
11 Piv am reno etrezek ar gźr greńv? Piv am
c'haso betek Edom?
12 Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon
taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoł?
13 Ro deomp sikour evit tec'hout diouzh an
estrenvan, rak sikour an den n'eo nemet moged.
14 E Doue e vrezelimp gant nerzh, hag eń eo a
vac'ho hon enebourien.
Salm 61
1 D'ar mestr-kaner; gant ar binvioł-kerdin; eus
David.
2 O Doue! Selaou va c'hriadenn, bez evezhius
ouzh va fedenn!
3 Eus penn an douar e krian dit pa wana va
c'halon. Va degas war ar roc'h-se, hag a zo re uhel evidon.
4 Rak bet out va repu, va zour kreńv dirak an
enebour.
5 Chom a rin ez teltenn da
viken. En em dennań a rin dindan skeud da eskell. ~Ehan~
6 Rak te ac'h eus, o Doue, selaouet va
gouestloł, roet ec'h eus din hźrezh ar re a zouj da anv.
7 Ro c'hoazh deizioł war zeizioł ar roue, ha ra
vo e vloavezhioł a oad da oad!
8 Ra azezo da viken dirak Doue! Ro dezhań da
vezań miret gant da vadelezh ha da lealded.
9 Neuze e kanin da anv da viken, hag e
peurc'hrin va gouestloł bemdez.
Salm 62
1 D'ar mestr-kaner; hervez "Jedutun";
salm David.
2 Va ene en em harp war Doue hepken, anezhań eo
e teu va silvidigezh.
3 Eń hepken eo va roc'h, va dieubidigezh, va
repu uhel. Ne vin ket kalz brańsellet.
4 Betek pegoulz en em daolot war un den, evit e
zistrujań holl asambles, evel ur voger gosteziet, evel ur c'hleuz brańsellet?
5 Ne reont nemet irienniń evit e lakaat da
gouezhań eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoł e
vennigont, met gant o c'halon e villigont. ~Ehan~
6 Va ene, diskuizh e Doue hepken, rak va gortoz
a zo ennań.
7 Eń hepken eo va roc'h, va dieubidigezh, va
repu uhel. Ne vin ket brańsellet.
8 E Doue emań va silvidigezh ha va gloar. Va
roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.
9 Pobloł, fiziit ennań e pep amzer, digorit ho
kalonoł dirazań. Doue eo hor repu. ~Ehan~
10
Ar re vihan n'int nemet netra, ar re
vras n'int nemet gaou. Lakaet er valańs, e vefent holl asambles skańvoc'h eget
an netra zoken.
11 Na fiziit ket en taerder, ha na vezit ket
touellet gant al laerońsi. Mar kresk ar binvidigezh, na lakait ket enni ho kalon.
12 Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e
glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.
13 Dit-te ivez, Aotrou, an drugarez! Ya, te a
roio en-dro da bep hini hervez e oberennoł.
Salm 63
1 Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.
2 O Doue! Te eo va Doue, da glask a ran adalek
ar beure, ve ene en deus sec'hed ac'hanout, va c'hig a hirvoud davedout en
douar kras-mań, disec'het hag hep dour,
3 evit gwelout da nerzh ha da c'hloar, evel ma
em eus da welet e-barzh ar santual.
4 Rak da vadelezh a zo gwelloc'h eget ar vuhez,
va muzelloł a gano da veuleudi.
5 Evel-se e vennigin ac'hanout va buhez pad,
sevel a rin va daouarn ez anv.
6 Va ene en deus e walc'h a vel hag a lard, va
genoł a veul ac'hanout gant kriadennoł a levenez.
7 Pa sońjan ennout war va gwele, e prederian
ennout e-pad beilhadennoł an noz.
8 Rak te eo va sikour. Setu perak e laouenain
dindan skeud da eskell.
9 Va ene a zo en em staget ouzhit evit da
heuliań, ha da du dehou am dalc'h.
10 Met ar re a glask va buhez evit he distrujań,
a ziskenno e donderioł an douar.
11 Roet e vint da droc'h ar c'hleze, ur preizh e
vint d'al lern.
12 Met ar roue a laouenaio e Doue, ha piv bennak
a douo drezań en devo gloar. Rak genoł ar re a gomz e gaou a vo serret.
Salm 64
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 O Doue! Selaou va mouezh pa gomzan, diwall va
buhez diouzh an enebour am spouron.
3 Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh
tousmac'h ar vicherourien a zireizhder,
4 a lemm o zeod evel ur c'hleze, a gempenn o
c'homz c'hwerv evel ur bir,
5 evit tennań dre guzh war an den didamall.
Tennań a reont a daol-trumm a-enep dezhań, ha n'o deus ket a zoujańs.
6 Startaat a reont en ur c'hoant fall. Ne
gomzont nemet eus kuzhat stignoł, hag e lavaront: Piv en gwelo?
7 Ijinań a reont faosoni: Setu, ni a zo prest,
ar raktres a zo graet! Ya, e diabarzh an den, kalon pep hini a zo un donder.
8 Met Doue a daol outo ur bir. A daol-trumm ez
int skoet.
9 Kouezhań a reont dre o zeodoł o-unan. An holl
re a wel anezho a hej o fenn.
10 An dud a zo holl leuniet a zoujańs,
disklźriań a reont oberennoł Doue, hag ec'h eveshaont ouzh ar pezh en deus
graet.
11 An den reizh a laouenaio en AOTROU hag en em
denno etrezek ennań. An holl re o deus ar galon eeun, a gavo gloar a gement-se.
Salm 65
1 D'ar mestr-kaner; salm David; kanaouenn.
2 O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e
Sion, eno e vo sevenet ar gouestloł graet dit.
3 O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a
zeuio betek ennout.
4 An direizhder en doa trec'het warnon, met te
a bardono hon disentidigezh.
5 Eürus an hini a zibabez hag a lakaez da chom ez leurioł! Leuniet e vimp eus madoł da di, eus santelezh da balez.
6 Respont a ri deomp dre vurzhudoł, hervez da
reizhder, o Doue hor silvidigezh, esperańs pennoł pellań an douar hag ar mor!
7 Derc'hel a ra start ar menezioł dre e nerzh,
gourizet eo a c'halloud.
8 Sioulaat a ra trouz ar morioł, trouz o
c'hoummoł ha ragach ar pobloł.
9 Hag ar re a zo o chom e pennoł an douar a
zouj dirak da vurzhudoł. Lakaat a rez da ganań gant levenez ar sav-heol hag ar
c'huzh-heol.
10 Gweladenniń a rez an douar, e zourań a rez, e
binvidikaat gant fonnusted. Gwazhioł Doue a zo leun a zour, kempenn a rez o
gwinizh, goude ma ec'h eus evel-se kempennet an douar.
11 Dourań a rez e irvi hag e plaenaez e vouded,
e wakaat a rez gant glav fin hag e vennigez e ziwan.
12 Kuruniń a rez ar bloaz gant da vadoł, ha
rodoł da garr a laosk ar fonnusted.
13 He skuilhań a reont war beurvanoł ar
gouelec'h, hag an torgennoł a zo gwisket a levenez.
14 Ar maezioł a zo goloet a dropelloł, hag an
traoniennoł a zo leun a winizh. Tridal a reont a gement-se hag e kanont.
Salm 66
1 Kanaouenn; salm; d'ar mestr-kaner. Laoskit
kriadennoł a levenez da Zoue, c'hwi holl dud an douar!
2 Kanit gloar e anv, meulit anezhań, roit
dezhań gloar.
3 Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da
oberennoł! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegań
dirazout.
4 An douar holl a stouo dirazout, kanań a raio
da'z enor, kanań a raio da'z anv. ~Ehan~
5 Deuit ha gwelit oberennoł Doue. Burzhudus eo er
pezh a ra e-keńver mibien an dud.
6 Cheńchet en deus ar mor en douar sec'h.
Treuzet hon eus ar stźr war droad. Eno omp laouenaet ennań.
7 Ren a ra da viken dre e c'halloud, e
zaoulagad a evesha ouzh ar broadoł, evit na savo ket ar re zisuj. ~Ehan~
8 Pobloł, bennigit hon Doue, roit da glevout ho
mouezh dre veuleudioł evitań,
9 eń hag en deus miret ar vuhez d'hon ene, ha
n'en deus ket lezet hon treid da gouezhań.
10 Rak hon amprouet ec'h eus, o Doue! Lakaet
ec'h eus ac'hanomp da dremen dre an teuzlestr evel an arc'hant.
11 Hon degaset ez poa er roued, lakaet war hon
divgroazell ur bec'h pounner,
12 lakaet ez poa tud da bignat war hor pennoł,
aet e oamp en tan hag en dour, met hol lakaet ec'h eus er frankiz hag er
fonnusted.
13 Mont a rin ez ti gant loskaberzhoł, hag e
sevenin va gouestloł,
14 o deus lavaret va muzelloł, hag en deus
disklźriet va genoł en estrenvan.
15 Kinnig a rin dit deńved lart da loskaberzhoł,
gant meot mogedus war an aoter. Hag ec'h aberzhiń ejened gant bouc'hed. ~Ehan~
16 C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit,
hag e tisklźrin ar pezh en deus graet da'm ene.
17 Me am eus e aspedet eus va genoł, evel-se va
zeod ivez en meulo.
18 Mar em befe sońjet ur fallentez bennak em
c'halon, an Aotrou n'en dije ket va selaouet.
19 Met a-dra-sur Doue en deus va selaouet, roet
en deus ar skouarn da vouezh va fedenn.
20 Benniget ra vo Doue, n'en deus ket taolet
kuit va fedenn, na tennet e vadelezh diganin.
Salm 67
1 D'ar mestr-kaner; salm; kanaouenn; gant
binvioł-kerdin.
2 Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor
bennigo, ra lakaio e zremm da lugerniń warnomp, ~Ehan~
3 evit ma vo anavezet da hent war an douar, ha
da silvidigezh e-touez an holl vroadoł.
4 Ar pobloł az meulo, o Doue! An holl bobloł a
veulo ac'hanout.
5 Ar broadoł a laouenaio hag a gano gant
levenez, rak barn a ri ar pobloł gant eeunder, hag e reni ar broadoł war an
douar.
6 Ar pobloł az meulo, o Doue! An holl bobloł a
veulo ac'hanout.
7 An douar en deus roet e frouezh, Doue, hon
Doue, a vennigo ac'hanomp.
8 Doue a vennigo ac'hanomp, hag holl bennoł an
douar a zoujo anezhań.
Salm 68
1 Salm; kanaouenn David; d'ar mestr-kaner.
2 Ra savo Doue hag e enebourien a vo stlabezet,
ar re a gasa anezhań a dec'ho kuit a-zirazań.
3 O stlabezań a ri evel ma en em stlabez ar moged,
evel ma teuz koar en tan. Evel-se ez aio da get ar re fall dirak Doue.
4 Met ar re reizh a laouenaio, trec'hiń a raint
dirak Doue, hag e tridint gant levenez.
5 Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent
an hini a zeu er plaenennoł! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazań!
6 Tad ar vinored ha difenner an intańvezed,
Doue eo en e chomlec'h santel.
7 Doue a ro un tiegezh d'ar re a oa o-unan,
dieubiń a ra ar re zalc'het hag o laka er frankiz, met ar re zisent a zo o chom
el lec'hioł sec'h.
8 O Doue, pa'z out aet a-raok da bobl, pa ec'h
eus kerzhet er gouelec'h, ~Ehan~
9 an douar a grenas, an neńvoł zoken a zeuas da
vezań dour dirak Doue, ar Sinai zoken a grenas dirak Doue, Doue Israel.
10 Skuilhet ec'h eus ur glav madoberus, o Doue,
rentet ec'h eus nerzh da'z hźrezh skuizhet.
11 Da dropell a voe o chom war an douar-se,
kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.
12 An Aotrou a ro da glevout e c'her, kannadezed
ar c'heloł mat a zo un armead vras.
13 Rouaned an armeoł a dec'h. Tec'hout a reont,
hag an hini a chom er gźr a ra lodennoł gant an diwisk.
14 C'hwi hag a chom gourvezet e-kreiz ar
parkeier, e tegemerit eskell arc'hantek ar goulm hag he fluńv melen-aour.
15 Pa stlabezas an Holl-C'halloudeg ar rouaned,
an douar a zeuas da vezań gwenn evel erc'h ar Salmon.
16 Menez Doue, menez Basan, menez gant leinoł
niverus, menez Basan,
17 perak e savit, menezioł gant leinoł niverus,
a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom
eno da viken.
18 Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre
vilieroł azdoublet. Emań an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.
19 Pignet out d'an nec'h, kaset ec'h eus
dalc'het an dalc'herezh, degemeret ec'h eus donezonoł evit an dud, ya zoken
evit ar re zisent, ma vo o chom an AOTROU Doue en o zouez.
20 Benniget ra vo an AOTROU, eń hag a leugn
ac'hanomp bemdez! Pa vec'hier ac'hanomp, Doue eo hon dieubidigezh. ~Ehan~
21 Doue a zo evidomp an Doue a zieubidigezh. An
AOTROU hon Doue eo a denn eus ar marv.
22 A-dra-sur Doue a vruzuno penn e enebourien,
klopenn blevek eus hini a gerzh en e dorfedoł.
23 An Aotrou en deus lavaret: O degas a rin eus
Basan, o degas a rin eus donderioł ar mor,
24 evit ma soubi da droad er gwad ha m'en devo
teod da chas e lodenn eus an enebourien.
25 Gwelet eo bet da gerzh, o Doue, kerzh va
Doue, va Roue, er santual.
26 Ar ganerien a yae a-raok, war o lerc'h an
delennourien, e-kreiz ar merc'hed yaouank o skeiń war an taboulinig.
27 Bennigit Doue er bodadennoł, bennigit an
Aotrou, c'hwi eus mammenn Israel!
28 Eno emań Benjamin, ar bihanań hag ar rener,
prińsed Juda hag o engroez, prińsed Zabulon, prińsed Neftali.
29 Da Zoue en deus gourc'hemennet ma vi
galloudek. Starta, o Doue, ar pezh ac'h eus graet evidomp!
30 E-barzh da dempl e Jeruzalem, ar rouaned a
zegaso profoł dit.
31 Gourdrouz loen ar raoskl, tolpad an tirvi
gant leueoł ar pobloł, ar re a zo gwisket a laonennoł arc'hant. Stlabezań a ra
ar pobloł en em blij er brezelioł.
32 Ar re vras a zeuio eus an Ejipt. Kush a hasto
astenn he daouarn etrezek Doue.
33 Rouantelezhioł an douar, kanit da Zoue!
Salmit d'an Aotrou, ~Ehan~
34 d'an Hini a ya war-raok douget war neńvoł an
neńvoł, an neńvoł peurbadus! Setu ma sav e vouezh, e vouezh c'halloudus.
35 Roit an nerzh da Zoue! E veurded a zo war
Israel hag e nerzh er c'hoabrennoł.
36 Eus da santualioł, o Doue, en em ziskouezez
burzhudus. Eń eo, Doue Israel, a ro nerzh ha galloud d'ar bobl. Benniget ra vo
Doue!
Salm 69
1 D'ar mestr-kaner; salm David; war
"Shoshannim" (= al lili).
2 Va savete, o Doue, rak an doureier o deus
tizhet va buhez.
3 Sankań a ran en ur fankigell don, e-lec'h ma
kollan sont. Aet on e donder an doureier hag an tonnoł o deus va goloet.
4 Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het,
va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.
5 Ar re a gasa ac'hanon hep abeg a zo
niverusoc'h eget blev va fenn. Ar re am harz hag a zo va enebourien hep abeg a
greńva. Ret eo din neuze rentań ar pezh ne'm eus ket kemeret.
6 O Doue! Anavezout a rez va follentez, va
faotoł n'int ket kuzhet ouzhit.
7 Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en
abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoł! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout
en abeg din, o Doue Israel!
8 Rak evidout eo e tougan an dismegańs, hag he
deus ar vezh goloet va dremm.
9 Deuet on da vezań un diavaeziad evit va
breudeur, un den dianavez evit mibien va mamm.
10 Rak ar gred evit da di en deus va devet, ha
dismegańsoł ar re a zismegańs ac'hanout a zo kouezhet warnon.
11 Gouelet em eus en ur yunań, ar pezh a zo bet
zoken un dismegańs din.
12 Kemeret em eus ivez ar sac'h evit gwiskamant,
met bet on an abeg d'o goap.
13 Ar re a zo azezet ouzh an nor a gomz diwar va
fenn. An everien voeson a ra ac'hanon an abeg d'o sonioł.
14 Evidon-me, va fedenn a ya dit, o AOTROU, en
amzer da drugarez. O Doue, respont din hervez da vadelezh vras ha va dieub
hervez da fealded!
15 Va zenn eus ar fankigell, ha ra ne sankin ket
enni. Ra vin dieubet eus va enebourien hag eus an doureier don,
16 ra ne vin ket goloet gant red an doureier, ra
ne vin ket lonket gant an islonk, ra ne serro ket ar poull e c'henoł warnon!
17 AOTROU, respont din, rak da vadelezh a zo
divent. Hervez ar braster eus da druez, tro etrezek ennon!
18 Na guzh ket da zremm diouzh da servijer, rak en
estrenvan on. Hast, respont din!
19 Tosta ouzh va ene ha daspren-eń, en abeg da'm
enebourien, va dieub!
20 Te a anavez va dismegańs, va mezh, va
c'hemmesk. Va holl enebourien a zo dirak da zaoulagad.
21 An dismegańs he deus rannet va c'halon, hag e
hirvoudan. Gortozet em eus truez met en aner, frealzerien met n'em eus ket
kavet.
22 Lakaat a reont bestl em boued, hag e roont
din da evań gwinegr em sec'hed.
23 Ra zeuio da vezań o zaol ur pech dirazo, hag
ur roued en o surentez!
24 Ra deńvalaio o daoulagad evit na welint ket,
ha laka o lounezhi da vrańsellat dalc'hmat!
25 Skuilh warno da fulor, ha ra zeuio tan da
gounnar d'o zapout!
26 Ra vo o chomlec'h didud, ha ra ne vo den o
chom dindan o zeltennoł!
27 Rak heskinań a reont an hini ac'h eus skoet,
hag e tisklźriont glac'har ar re ac'h eus gouliet.
28 Laka direizhder war o direizhderioł, ha ra
n'o devo lod ebet ez reizhder.
29 Ra vint lamet eus al levr a vuhez, ha ra ne
vint ket enskrivet gant ar re reizh.
30 Evidon-me, glac'haret on hag er boan. Da
zieubidigezh, o Doue, am lakaio en ur repu uhel!
31 Meuliń a rin anv Doue dre ganaouennoł, e
uhelaat a rin dre veuleudioł.
32 Kement-se a blijo gwelloc'h d'an AOTROU eget
ur c'hole, eget ul leue o kaout kerniel hag an ivin rannet.
33 Ar re izel en gwelo hag a laouenaio, ho kalon
a vevo a-nevez, c'hwi hag a glask Doue.
34 Rak an AOTROU a selaou an ezhommeien, ne
zispriz ket e brizonidi.
35 Ra veulo anezhań an neńvoł hag an douar, ar
morioł ha kement a fińv enno!
36 Rak Doue a saveteo Sion hag a savo kźrioł
Juda. Enno e vo tud o chom, hag e vint perc'hennet.
37 Gouenn e servijerien he devo anezho da
hźrezh, ar re a gar e anv o devo o chomlec'h enno.
Salm 70
1 D'ar mestr-kaner; salm David; da vezań un
eńvor.
2 O Doue, hast va dieubiń! AOTROU, deus buan
da'm sikour!
3 Ra vo mezhek ha ra ruzio ar re a glask diskar
va buhez. Ra ez aio war-dreńv ha ra vo mesket ar re a fell dezho va c'holl!
4 Ra ez aio war-dreńv en abeg d'o mezh, ar re a
lavar: A! A!
5 Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a
glask ac'hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra
vo Doue!
6 Me a zo glac'haret hag ezhommek. O Doue, hast
dont da'm c'havout! Te eo va sikourer ha va dieuber, AOTROU, na zale ket!
Salm 71
1 AOTROU en em dennet on da'z kavout, ra ne vin
ket mezhek, biken!
2 Va dieub dre da reizhder ha va laka da
dec'hout! Stou da skouarn war-zu ennon ha va savete!
3 Bez evidon ur roc'h a vodenn, e-lech ma
c'hellin atav en em denn. Urzhiet ec'h eus ma vefen salvet, rak te eo va roc'h
ha va c'hreńvlec'h.
4 Va Doue, va dieub eus dorn an den fall, eus
dorn an den drouk hag ar gwasker.
5 Rak te eo va esperańs, Aotrou AOTROU, va
fiziańs adalek va yaouankiz.
6 En em harpet on warnout adalek va ganedigezh.
Te eo an hini am zennas eus kof va mamm, te eo va meuleudi e pep amzer.
7 Bet on evel ur burzhud dirak daoulagad kalz,
met te eo va bodenn greńv.
8 Ra vo va genoł leuniet eus da veuleudi ha da
c'hloar bemdez!
9 Na'm zaol ket kuit en amzer ar gozhni, pa'z a
va nerzh kuit, na'm dilez ket,
10 rak va enebourien a gomz ac'hanon, ar re a
spi va ene en em guzuilh asambles,
11 o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war
e lerc'h ha tapit anezhań, rak n'eus den d'e zieubiń.
12 O Doue, na bella ket diouzhin! Va Doue, hast
dont da'm sikour!
13 Ra vo enebourien va ene goloet a zismegańs
hag a vezh. Ra vo mezhek ar re a fell dezho va c'holl, ha ra varvint.
14 Met me a espero atav, hag e veulin ac'hanout
muioc'h-muiań.
15 Va genoł a embanno bemdez da reizhder ha da zieubidigezhioł,
rak n'anavezan ket an niver anezho.
16 Mont a rin en ur veuliń da oberennoł bras
Aotrou AOTROU. Brudań a rin da reizhder hepken.
17 O Doue! Va c'helennet ec'h eus adalek va
yaouankiz, ha betek bremań em eus embannet da vurzhudoł.
18 Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn,
o Doue, na'm dilez ket, ken na'm bo embannet nerzh da vrec'h d'ar rummad-mań,
da c'halloud d'an holl re a vo ganet,
19 ha da reizhder savet uhel, o Doue! Ober a rez
traoł bras, o Doue, piv a zo heńvel ouzhit?
20 Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan
ha meur a boan, hag e tistroez da reiń ar vuhez din, ha va lakaez da bignat
er-maez eus donderioł an douar.
21 Kreskiń a ri va braster, hag e frealzi
ac'hanon adarre.
22 Hag e veulin ac'hanout war al lud evit da
fealded, o va Doue! Kanań a rin evidout war an delenn, o Sant Israel!
23 Va muzelloł ha va ene ac'h eus dasprenet a
gano gant levenez pa veulin ac'hanout.
24 Va zeod ivez a adlavaro da reizhder bemdez,
rak ar re a glask va gwalleur a vo mezhek hag a ruzio.
Salm 72
1 Eus Salomon. O Doue, ro da varnedigezhioł
d'ar roue, ha da reizhder da vab ar roue!
2 Ra varno da bobl gant reizhder ha da
ezhommeien gant eeunder.
3 Ar menezioł hag an torgennoł a roio ar berzh
d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder.
4 Reiń a raio o gwir d'an ezhommeien eus ar
bobl, saveteiń a raio bugale ar paour, hag e flastro ar gwasker.
5 Da zoujań a reor e-keit ha ma pado an heol
hag al loar, a oad da oad.
6 Bez' e vo evel ur glav o kouezhań war an
azfoenn, evel ur glav fin o tourań an douar.
7 En e zeizioł e vleunio an den reizh, hag e vo
ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.
8 Ren a raio eus ur mor d'egile, hag adalek ar
stźr betek pennoł an douar.
9 Tud ar gouelec'h a blego dirazań, e
enebourien a lipo ar poultr.
10 Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhań
donezonoł. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhań profoł.
11 An holl rouaned a stouo dirazań, an holl
bobloł a servijo anezhań.
12 Rak dieubiń a raio ar paour o c'harmiń hag an
ezhommeg hep sikour.
13 Truez en devo ouzh an hini gwalleürus hag
ouzh ar paour, saveteiń a raio eneoł ar beorien.
14 Dasprenań a raio o ene eus ar gwaskerezh hag
eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.
15 Bevań a raio hag e vo roet dezhań aour Seba.
Hep paouez e pedor evitań ha bemdez e vo benniget.
16 Ar gwinizh a fonno er vro, war-lein a
menezioł. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hźrioł evel
geot an douar.
17 E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet
e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant
an holl vroadoł.
18 Benniget ra vo an AOTROU Doue, Doue Israel,
an hini hepken a ra traoł burzhudus.
19 Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo
an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen!
20 Echu eo pedennoł David, mab Jese.
Trede
Levr: Salmoł 73-89
Salm 73
1 Salm Azaf. Ya, Doue a zo mat evit Israel,
evit ar re a zo glan o c'halon.
2 Evidon, war-bouez nebeud en deus manket va
zroad, ha war-bouez nebeud o deus strebotet va c'hammedoł,
3 rak on bet avius ouzh ar re ziskiant, o
welout berzh ar re zrouk.
4 N'int ket ereet betek o marv, o nerzh a zo en
e leunder.
5 Pa vez ar re varvus en poan, int ne vezont
ket. N'int ket tizhet gant an dud.
6 Setu perak al lorc'h a ra an dro dezho evel ur
gelc'henn, hag an taerder o golo evel ur gwiskamant.
7 O daoulagad a zo c'hwezet gant al lard.
Gwelout a reer c'hoantoł o c'halon.
8 Goapaerien int hag e komzont gant drougiezh
eus gwaskerezh. Komz a reont gant rogentez.
9 Kas a reont o genoł betek an neńv, hag o zeod
a red an douar.
10 Neuze e bobl a zistro daveto, pa o deus da
evań dour c'hrerv gant fonnusted,
11 hag e lavaront: Penaos e oufe Doue? Ha penaos
en defe anaoudegezh an Uhel-Meurbet?
12 Setu, ar re-se a zo drouk, hag atav eürus, e
tastumont pinvidigezhioł.
13 A-dra-sur en aner eo em eus naetaet va
c'halon, hag em eus gwalc'het va daouarn en dinammded,
14 rak skoet on bemdez, va c'hastiz a zistro bep
mintin.
15 Ma em bije lavaret: Me a gomzo evelto, setu e
vijen disleal da ouenn da vibien.
16 Neuze em eus prederiet evit kompren an
traoł-se. Me am eus kavet din diaes kement-se,
17 betek ma'z on aet e santual Doue, ha ma em
eus taolet evezh ouzh diwezh an dud-se.
18 Rak o lakaez e lec'hioł risklus, hag e rez
dezho kouezhań e poulloł.
19 Setu, distrujet int a-daol-trumm, lamet ha
kuzumet dre un termen buan.
20 Evel un huńvre pa zihuner, evel-se, AOTROU,
pa zihunez e lakaez en dispriz o skeudenn aner.
21 Pa c'hlac'hare evel-se va c'halon, pa en em
drubuilhen va-unan,
22 neuze e oan diboell hag hep anaoudegezh, bez'
e oan dirazout evel loened.
23 Met me a vo dalc'hmat ganit, va c'hemeret
ec'h eus dre va dorn dehou,
24 va ren a ri dre da guzul, ha neuze em
degemeri er c'hloar.
25 Piv all am eus en neńv nemedout? Ne gavan
plijadur nemet ennout war an douar.
26 Va c'hig ha va c'halon a zo dinerzh, met Doue
eo roc'h va c'halon ha va lod da viken.
27 Rak setu, ar re a bella diouzhit a varvo.
Lemel a ri kuit an holl re a zistroio diouzhit.
28 Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet
em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklźriań da holl oberennoł.
Salm 74
1 "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) Azaf. Perak, o Doue, ec'h eus hon
distaolet da viken, perak e tivoged da gounnar a-enep tropell da beurvan?
2 Az pez sońj eus da vodadenn ac'h eus prenet
gwechall, ac'h eus dasprenet evit bezań meuriad da hźrezh. Az pez sońj eus
Menez Sion e-lec'h ma ec'h eus graet da chomlec'h.
3 Kas da gammedoł etrezek an dismantroł
peurbadus-se: an enebour en deus distrujet holl er santual.
4 Da enebourien o deus yudet e-kreiz da
leurioł, lakaet o deus evit arouez o arouezioł.
5 En em ziskouez a reont evel tud o sevel
bouc'hili e tevder ur goadeg.
6 Ha dija e trailhont an holl skultadurioł,
gant bouc'hili ha morzholioł.
7 Entanet o deus da santual, taolet d'an douar
ha disakret o deus chomlec'h da anv.
8 Lavaret o deus en o c'halon: Distrujomp holl!
Devet o deus dre ar vro holl lec'hioł-emgav Doue.
9 Ne welomp ken hon arouezioł, n'eus ken a
brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...
10 betek pegoulz, o Doue, e tismegańso ar
gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?
11 Perak e tennez da zorn ha da du dehou? Tenn
eń eus da vruched, ha distruj!
12 Met Doue eo va Roue a bep amzer, eń a ober
dieubidigezhioł e-kreiz an douar.
13 Te eo a faoutas ar mor dre da c'halloud, hag
a zrailhas pennoł an erevent war an doureier.
14 Te eo a frikas pennoł al Leviatan, hag en
roas da voued da bobl ar gouelec'h.
15 Te eo a lakaas mammennoł ha gwazhioł da
strinkań, hag a zisec'has stźrioł dihesk.
16 Dit-te eo an deiz, dit-te ivez eo an noz. Te
eo a grouas ar sklźrijenn hag an heol.
17 Te eo en deus lakaet holl harzoł an douar. An
hańv hag ar goańv, te eo en deus o graet.
18 Az pez sońj penaos an enebour a zismegańs, o
AOTROU, ha penaos ur bobl diskiant a zispriz da anv!
19 Na lez ket gant al loened buhez da
durzhunell, n'ankouaez ket da viken tropell da ezhommeien.
20 Sell ouzh da emglev, rak lec'hioł teńval an
douar a zo leun eus toulloł a daerder.
21 Ra ne zistro ket an ezhommeg mezhek, ra veulo
ar reuzeudig hag ar paour da anv!
22 Sav, o Doue, difenn da gaoz! Az pez sońj eus
an dismegańs a zo graet bemdez gant an den diskiant.
23 N'ankounac'ha ket kriadennoł da enebourien,
an trouz bepred o kreskiń eus ar re a sav ez enep.
Salm 75
1 D'ar mestr-kaner; war "Al-Tashed" (= na zistruj ket); salm; kanaouenn Azaf.
2 Ni az meulo, o Doue, ni az meulo, da anv a zo
tost deomp. Disklźriań a reer da vurzhudoł.
3 En amzer merket ganin, e varnin gant eeunder.
4 Emań an douar hag e holl annezidi o krenań,
me am eus startaet e beulioł. ~Ehan~
5 Lavaret em eus d'ar re lorc'hus: Na fougeit
ket! Ha d'ar re zrouk: Na savit ket ho korn!
6 Na savit ket ho korn d'an nec'h! Na reudit
ket ho kouzoug evit komz gant rogoni!
7 Rak n'eo ket eus ar sav-heol, nag eus ar
c'huzh-heol, nag eus ar gouelec'h e teu ar savidigezh,
8 met Doue eo a varn. Izelaat a ra an eil hag e
sav egile.
9 Rak emań e dorn an AOTROU un hanaf ma verv
ennań ar gwin. Leun eo a win mesket, hag e skuilh dioutań. A-dra-sur holl re
zrouk an douar a evo ar ouelezenn anezhań.
10 Ha me a zisklźrio an traoł-se da viken. Me a
gano da Zoue Jakob.
11 Terriń a rin holl nerzhoł ar re zrouk, met
nerzhoł an den reizh a vo savet.
Salm 76
1 D'ar mestr-kaner; salm Azaf; kanaouenn gant
binvioł-kerdin.
2 Doue a zo anavezet e Juda, e anv a zo bras en
Israel.
3 E Salem emań e deltenn, e Sion emań e
chomlec'h.
4 Eno eo en deus torret foeltr ar wareg, ar
skoed, ar c'hleze hag an emgann. ~Ehan~
5 Te a zo lugernus ha leun a splannder, muioc'h
eget menezioł al laeron.
6 Diwisket int bet, an dud a galon greńv, bez'
e oant o kousket, hag an holl dud nerzhus-se n'o deus ken kavet o daouarn.
7 Da'z kourdrouz, Doue Jakob, kirri ha kezeg a
zo bet skoet a vorgousk.
8 Te a zo burzhudus, piv a c'hell padout
dirazout adalek ma en em ziskouez da gounnar?
9 Pa embannez da varnedigezh eus an neńvoł, an
douar a zo spouronet hag en em zalc'h sioul,
10 pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiń
holl ezhommeien an douar. ~Ehan~
11 A-dra-sur, fulor an den a dro da'z meuleudi,
pa wiskez da gounnar.
12 Grit gouestloł hag o sevenit d'an AOTROU ho
Toue. Ra zegaso an holl re a zo en-dro dezhań profoł d'an Hini burzhudus.
13 Diskar a ra lorc'hentez ar brińsed, spouronus
eo evit rouaned an douar.
Salm 77
1 D'ar mestr-kaner; hervez "Jedutun";
salm Azaf.
2 Va mouezh a sav da Zoue hag e krian. Va
mouezh a sav da Zoue hag e selaouo ac'hanon.
3 En deiz va estrenvan, em eus klasket an
Aotrou. E-pad an noz, va dorn a oa astennet etrezek ennań ha ne skuizhe ket. Va
ene ne felle ket dezhań bezań frealzet.
4 Sońj em boa eus Doue hag e huanaden.
Prederiań a raen ha va spered a oa dinerzh. ~Ehan~
5 Dalc'het ez poa va daoulagad digor er
beilhadennoł. Trubuilhet e oan ha ne c'hellen ket komz.
6 Sońjal a raen en deizioł a wechall, e
bloavezhioł an amzer dremenet.
7 Sońj am boa eus va hesoniezh noz, prederiań a
raen em c'halon, ha va spered a eveshae.
8 An AOTROU, ha teurel a raio kuit da viken? Ha
ne vo ken madelezhus?
9 E vadelezh, ha paouezet he deus da viken? E
c'her, hag echu eo betek an holl oadoł?
10 Doue, hag ankounac'haet en deus kaout
trugarez? Ha bez' en deus en e gounnar serret e drugarez?
11 Lavaret em eus: Setu aze ar pezh a ra va
foan: tu dehou an Uhel-Meurbet a zo kemmet.
12 Sońj am bo eus oberennoł an AOTROU, oc'h
eńvoriń da vurzhudoł a wechall.
13 Prederiań a rin war da holl oberennoł, hag
ec'h eveshain ouzh da oberoł bras.
14 O Doue, da hentoł a zo santel! Pehini eo an
doue all a zo bras evel Doue?
15 Te eo an Doue a ra burzhudoł. Roet ec'h eus
da anavezout da nerzh e-touez ar pobloł.
16 Gant da vrec'h ec'h eus dasprenet da bobl,
mibien Jakob ha Jozef. ~Ehan~
17 An doureier a welas ac'hanout, o Doue! An
doureier a welas ac'hanout, krenań a rejont. An donderioł zoken a spontas.
18 Ar c'hoabr en em skuilhas en doureier, ar
c'houmoul a gurunas, da viroł ivez a nijas a bep tu.
19 Da gurunoł a grozas er gorventenn, al luc'hed
a skedas war ar bed, an douar a spontas hag a grenas.
20 Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoł
en doureier bras, ha da roudoł n'int ket bet anavezet.
21 Renet ec'h eus da bobl evel un tropell, dre
zorn Moizez hag Aaron.
Salm 78
1 "Maskil" (= kantik a gelenn furnez)
Azaf. Selaou va lezenn, o va fobl! Prest skouarn da c'herioł va genoł.
2 Digeriń a rin va genoł evit disklźriań
parabolennoł. Embann a rin traoł kuzhet an amzerioł kozh,
3 hon eus klevet hag anavezet, hag o deus hon
tadoł lavaret deomp.
4 Ne guzhimp ket anezho ouzh o mibien,
disklźriań a raimp d'ar rummad da zont meuleudioł an AOTROU, hag e nerzh hag ar
burzhudoł en deus graet.
5 Diazezet en deus un testeni e Jakob. Lakaet
en deus ul lezenn en Israel, a urzhias d'hon tadoł kelenn d'o mibien,
6 evit ma vo anavezet gant ar rummad
war-lerc'h, ar vibien da zont, hag en ur greskiń ma he lavarint d'o mibien,
7 ma lakaint o fiziańs e Doue, ma
n'ankounac'haint ket oberennoł Doue, ma virint e c'hourc'hemennoł,
8 ha ma ne vint ket, evel o zadoł, ur rummad
diroll ha disent, ur rummad na oa ket tuet mat o c'halon ha na oa ket feal da
Zoue o spered.
9 Mibien Efraim, armet hag o tennań gant ar
wareg, o deus troet o c'hein en deiz an emgann.
10 N'o deus ket miret emglev Doue, ha n'eo ket
bet fellet dezho kerzhout hervez e lezenn.
11 Ankounac'haet o deus e oberennoł, e vurzhudoł
en doa diskouezet dezho.
12 Ober a reas traoł burzhudus dirak o zadoł e
bro Ejipt, e parkeier Zoan.
13 Faoutań a reas ar mor hag o lakaas da dremen.
Derc'hel a reas an doureier evel en ur bern.
14 Ren a reas anezho e-pad an deiz dre ar
goabrenn, hag e-pad an noz dre sklźrijenn an tan.
15 Faoutań a reas ar reier er gouelec'h, hag e
roas dezho da evań dour e-leizh.
16 Eus ar maen e lakaas gwazhioł da strinkań, ha
doureier da ziverań evel stźrioł.
17 Met kenderc'hel a reont da bec'hiń a-enep
dezhań, o sevel a-enep an Uhel-Meubet er gouelec'h.
18 Temptań a rejont Doue en o c'halon, o
c'houlenn boued hervez o c'hoantegezh.
19 Komz a rejont a-enep Doue hag e lavarjont:
Doue, hag e c'hellfe sevel un daol er gouelec'h?
20 Setu, skoet en deus gant ar roc'h ha doureier
o deus redet, gwazhioł a zo en em skuilhet. Daoust hag e c'hello reiń bara ha
kempenn kig d'e bobl?
21 An AOTROU en klevas hag a gounnaras. Un tan
en em enaouas a-enep Jakob, e gounnar a savas a-enep Israel,
22 rak n'o
doa ket kredet e Doue ha n'o doa ket bet fiziańs en e silvidigezh.
23 Neuze ec'h urzhias da goabrennoł an nec'h,
hag e tigoras dorioł an neńvoł.
24 Lakaat a reas ar mann da c'hlavań warno evit
boued, hag e roas dezho ar gwinizh eus an neńv.
25 Pep hini a zebras bara ar c'halloudeien, hag
e roas dezho o gwalc'h a vevańs.
26 Lakaat a reas da sevel avel ar sav-heol en
neńvoł, hag e tegasas dre e nerzh avel ar c'hreisteiz.
27 Lakaat a reas da c'hlavań warno kig evel
poultr, hag evned askellek evel traezh ar morioł.
28 Lakaat a reas anezho da gouezhań e-kreiz ar
c'hamp, tro-dro d'o zeltennoł.
29 Debriń a rejont hag o doe o gwalc'h. Reiń a
reas dezho ar pezh a c'hoantaent.
30 N'o doa ket kollet ar c'hoant anezho. Ar
meuzioł a oa c'hoazh en o genoł,
31 ma savas kounnar Doue a-enep dezho, ma lazhas
o zud nerzhus, ha ma tiskaras re zibabet Israel.
32 Koulskoude e pec'hjont c'hoazh, ha ne
gredjont ket d'e vurzhudoł.
33 Dre ur c'hwezhadenn e teuzas o deizioł, dre
ur spont buan o bloavezhioł.
34 Pa lazhe anezho, e c'halvent anezhań, en em
lakaent da glask Doue.
35 Sońj o doa e oa Doue o roc'hell, an Doue
Uhel-Meurbet o dasprener.
36 Met ober a raent van gant o genoł, ha gant o
zeod e lavarent gevier dezhań.
37 O c'halon ne oa ket eeun en e geńver, ne oant
ket feal d'e emglev.
38 Met eń, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o
distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.
39 Sońj en doa ne oant nemet kig, un avel a
dremen ha na zistro ken.
40 Pet gwech ez int bet disentus outań er gouelec'h,
hag o deus glac'haret anezhań en distro!
41 Adarre en em lakajont da demptań Doue, da
atahinań Sant Israel.
42 N'o doe ken sońj eus e zorn, eus an deiz m'en
doa o dieubet eus ar gwasker,
43 pa ziskouezas e vurzhudoł en Ejipt, hag e
virakloł e parkeier Zoan,
44 pa droas o stźrioł e gwad, ha n'evjont ken
eus an doureier,
45 pa gasas a-enep dezho kelien d'o debriń, ha
raned d'o ampoezoniń,
46 pa roas o eost d'ar preńved,
hag o labour d'ar c'hilheien-raden,
47 pa lazhas o gwini gant ar grizilh, hag o
gwez-sikomor gant ar rev,
48 pa roas o loened d'ar grizilh, hag o
zropelloł d'an tan-kurun,
49 pa gasas a-enep dezho tan e gounnar, an erez,
ar fulor, an anken, o tichadennań ur bagad kannaded a walleur.
50 Reiń a reas lec'h d'e gounnar, ne viras ket o
ene eus ar marv, reiń a reas o buhez d'ar vosenn.
51 Skeiń a reas en Ejipt an holl re
gentań-ganet, frouezh kentań an nerzh e teltennoł Cham.
52 Lakaat a reas e bobl da vont kuit evel
deńved, hag o renas dre ar gouelec'h evel un tropell.
53 O c'has a reas e surentez ha dispont, hag ar
mor a c'holoas o enebourien.
54 O degas a reas betek e harzoł santel, d'ar
menez en deus gounezet e du dehoł.
55 Kas a reas pobladoł kuit a-raok dezho hag o
roas dezho da hźrezh, hag e lakaas meuriadoł Israel da chom en o zeltennoł.
56 Met temptań ha daeań a rejont an Doue
Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioł.
57 Mont a rejont a-dreńv hag e voent disent evel
o zadoł. Treiń a rejont evel ur wareg touellus.
58 E hegasiń a rejont gant o uhellec'hioł, hag
ec'h atizjont e warizi gant o idoloł.
59 Doue a glevas hag a vuanekaas. Heug en doe
ouzh Israel.
60 Dilezel a reas tabernakl Silo, an deltenn en
doa savet e-touez an dud.
61 Hag e roas e c'hloar d'ar sklavelezh, hag e
veurded e daouarn an enebour.
62 Hag e roas e bobl d'ar c'hleze, hag e
vuanekaas a-enep e hźrezh.
63 An tan a lonkas e dud yaouank, e werc'hezed
ne voent ket roet da zimeziń,
64 e aberzhourien a gouezhas dindan ar c'hleze,
e intańvezed ne oueljont ket.
65 Neuze an AOTROU a zihunas evel un den a
gouske, evel ur brezelour o leuskel kriadennoł gant ar gwin.
66 Kas a reas e enebourien kuit, en ur vec'hiań
anezho a zismegańs peurbadus.
67 Met disteurel a reas teltenn Jozef, ha ne
zibabas ket meuriad Efraim.
68 Dibab a reas meuriad Juda, Menez Sion a gare,
69 hag e savas e santual evel al lec'hioł
uhel-meurbet, evel an douar en deus diazezet da viken.
70 Dibab a reas David e servijer, en deus tennet
eus ar c'hlozioł deńved,
71 hag en deus kerc'het a-gichen ar re a
laeshae, evit peuriń Jakob e bobl hag Israel e hźrezh.
72 Neuze David o mesaas hervez eeunder e galon,
hag o renas gant furnez e zaouarn.
Salm 79
1 Salm Azaf. O Doue, ar broadoł a zo aet ez hźrezh! Disakret o deus da dempl santel, lakaet o deus Jeruzalem en
dismantroł.
2 Roet o deus korfoł da servijerien da zebriń
da laboused an neńvoł, ha kig da re garet-mat da loened an douar.
3 Skuilhet o deus o gwad evel dour en-dro da
Jeruzalem, hep ma voe den d'o beziań.
4 Bet omp en dismegańs d'hon amezeien, ur
goapaerezh hag ur c'hoariell d'ar re a zo en-dro deomp.
5 Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep
distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?
6 Skuilh da fulor war ar broadoł n'anavezont
ket ac'hanout, war ar rouantelezh n'aspedont ket da anv.
7 Rak lonket eo bet Jakob, glac'haret eo bet e
chomlec'h.
8 Na'z pez ket sońj eus hon direizhder
tremenet, ra hasto da druez dont d'hor c'havout, rak deuet omp gwall ezhommek.
9 Sikour ac'hanomp, o Doue hor silvidigezh,
evit gloar da anv! Dieub ac'hanomp, pardon deomp hor pec'hedoł dre garantez da
anv!
10 Perak e lavarfe ar broadoł: Pelec'h emań o
Doue? Ra en em ziskouezo dirak hon daoulagad, e-touez ar broadoł, veńjańs gwad
da servijerien a zo bet skuilhet!
11 Ra zeuio garm ar sklaved betek ennout! Mir,
hervez braster da nerzh, ar re a zo barnet d'ar marv!
12 Ro d'hon amezeien seizh gwech muioc'h en o
bruched, an dismegańs o deus graet dit, Aotrou!
13 Met ni, da bobl, an tropell a renez, ni az
meulo da viken. A oad da oad ec'h adlavarimp da veuleudi.
Salm 80
1 D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war
"Shoshanim-Edud" (= al lili
kanet).
2 Mźsaer Israel, ro da skouarn. Te hag a ren
Jozef evel un tropell, te hag a azez etre ar Cherubined, laka da splannder da
lugerniń.
3 Dirak Efraim, Benjamin ha Manase, dihun da
c'halloud, deus d'hon saveteiń.
4 O Doue, adsav ac'hanomp! Laka da zremm da
lugerniń, hag e vimp salvet.
5 AOTROU, Doue an armeoł, betek pegoulz e
vogedo da gounnar a-enep pedenn da bobl?
6 Ober a rez dezho debriń ur bara a zaeroł, hag
evań daeroł dreist muzul.
7 Ober a rez ac'hanomp un abeg a enebiezh d'hon
amezeien, hag hon enebourien a ra goap ouzhimp etrezo.
8 Doue an armeoł, adsav ac'hanomp! Ra da'z
tremm lugerniń hag e vimp salvet!
9 Tennet ec'h eus ur winienn eus an Ejipt, kaset
ec'h eus kuit broadoł hag ec'h eus he flantet,
10 aozet ec'h eus al lec'h dirazi, gwrizioł he
deus graet ha leuniet an douar.
11 Ar menezioł en em c'holoe eus he skeud, ha
gwez-sedrez Doue eus he skourroł.
12 Astenn a rae he brankoł betek ar mor, hag he
broustennoł betek ar stźr.
13 Perak ec'h eus torret he c'hleuzioł, en doare
ma'z eo skrapet gant an holl re a dremen,
14 ma'z eo distrujet gant moc'h-gouez ar goadeg,
peuret gant loened ar parkeier?
15 Doue an armeoł, deus en-dro! Sell eus an neńvoł,
gwel hag evesha ouzh ar winienn-mań.
16 Diwall ar pezh en deus da du dehou plantet,
hag ar mab ac'h eus dibabet.
17 Devet eo ha troc'het eo. Mervel a reont dirak
fulor da zremm.
18 Ra vo da zorn war den da du dehou, war mab an
den ac'h eus dibabet,
19 ha ne zistroimp ken diouzhit. Ro deomp ar
vuhez, hag ec'h aspedimp da anv.
20 AOTROU, Doue an armeoł, adsav ac'hanomp! Laka
da zremm da lugerniń hag e vimp salvet!
Salm 81
1 D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war
"Gittid".
2 Kanit gant levenez da Zoue, hon nerzh!
Laoskit kriadennoł a joausted da Zoue Jakob!
3 Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniń an
daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!
4 Sonit gant ar shofar evit al loar nevez, evit
al loargann, evit deiz hor gouel!
5 Rak ul lezenn eo evit Israel, un urzh a-berzh
Doue Jakob.
6 Ober a reas a gement-se ur reolenn evit
Jozef, pa yeas er-maez a-enep bro Ejipt. Eno e klevis ur yezh nanavezen ket.
7 Divechiet em eus diouzh ar bech e skoaz, e
zaouarn o deus laosket ar baner.
8 Kriet ech eus en estrenvan hag em eus da
zieubet. Respontet em eus dit, da guzhet er churun, da amprouet en doureier
Meriba. ~Ehan~
9 Selaou, va fobl, ha da aliań a rin, o Israel,
ma selaoufes ouzhin!
10 Ra ne vo ket a zoueoł estren ez ti. Ra ne
stoui ket dirak doueoł ar broadoł.
11 Me eo an AOTROU da Zoue, am eus da lakaet da bignat eus bro Ejipt. Digor da
chenoł hag e leuniań a rin.
12 Met va fobl nhe deus ket selaouet ouzh va
mouezh, Israel neo ket fellet dezhań sentiń ouzhin.
13 Hag em eus o lezet e kaleter o chalon, da
gerzhout hervez o chuzulioł.
14 O! Mar plijfe dam fobl selaou achanon, ma
kerzfe Israel em hentoł,
15 en un taol e lakafen o enebourien da blegań,
e trofen va dorn a-enep o enebourien.
16 Ar re a gasa an AOTROU o defe pleget dezhań,
hag amzer Israel a badfe da viken.
17 Doue en defe o maget gant mel ar gwinizh. Da
leuniet em befe eus mel ar roch.
Salm 82
1 Salm Azaf. Doue en em zalch e bodadeg Doue.
Barn a ra e-kreiz an doueoł.
2 Betek pegoulz e viot barnerien disleal, hag e
reot van ouzh diavaez ar re zrouk?
3 Roit e wir dan hini dinerzh ha dan emzivad,
roit e reizhr dan ezhommeg ha dar paour.
4 Dieubit an ezhommeg hag an tavanteg, saveteit
anezho eus daouarn ar re zrouk.
5 Nanavezont ha ne glevont netra, kerzhout a
reont en deńvalijenn, holl ziazezoł ar bed a zo brańsellet.
6 Lavaret em eus: Chwi a zo doueed, mibien an
Uhel-Meurbet och chwi holl!
7 Koulskoude e varvot evel tud, hag e kouezhot
evel unan eus ar brińsed.
8 Sav, o Doue, barn an douar! Rak an holl
vroadoł az po da hźrezh.
Salm 83
1 Kanaouenn; salm Azaf.
2 O Doue, na chom ket sioul! Na vez ket bouzar
ha na chom ket en diskuizh, o Doue!
3 Rak setu, da enebourien a gemmesk, ar re a
gasa ac'hanout o deus savet o fenn.
4 Ober a reont a-enep da bobl iriennoł fall,
hag e kuzuliont a-enep ar re a ziwallez.
5 Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get
a-douez ar pobloł, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel.
6 Rak kuzuliet o deus eus un hevelep kalon,
graet o deus un emglev a-enep dit,
7 teltennoł Edom hag an Ismaeliz, Moab hag an
Hagareniz,
8 Gebal, Ammon hag Amalek, ar Filistined gant
tud Tir.
9 Ashur ivez en em unan ganto, prestań a reont
o divrech da vibien Lot. ~Ehan~
10 Gra dezho evel da Vadian, evel da Sisera,
evel da Jabin e froud Kison,
11 a voe distrujet en En-Dor, hag a servijas da
deil d'an douar.
12 Laka o frińsed da vezań heńvel ouzh Oreb ha
Zeeb, hag o holl rouaned ouzh Zebak ha Zalmuna.
13 Rak lavarout a reont: Tapomp evidomp
chomlec'hioł Doue!
14 Va Doue, laka anezho heńvel ouzh an avel-dro,
ouzh ar soul douget gant an avel,
15 ouzh an tan a lonk ar goadeg, ouzh ar flamm a
zev ar menezioł.
16 Evel-se red war o lerc'h gant da varr-amzer,
spouron int gant da gorventenn,
17 leugn o dremmoł a vezh, ha ma klaskint da
anv, o AOTROU!
18 Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra
vint rentet pinous ha ma'z aint da get!
19 Ra ouezint ez eo te hepken a zo anvet an
AOTROU, te eo mestr an douar holl.
Salm 84
1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora; war
"Gittid".
2 AOTROU an armeoł, pegen karantezus eo da
dabernakloł!
3 Va ene a hirvoud, kuzumiń zoken a ra, da
leurioł an AOTROU, va c'halon ha va c'hig a gri etrezek an Doue bev.
4 Ar golvan zoken en deus kavet un ti, hag ar
wennili he neizh ma laka he re vihan ennań. Da aoterioł, o AOTROU an armeoł, va
roue ha va Doue!
5 Eürus ar re a zo o chom ez ti, hag a veul
ac'hanout dalc'hmat! ~Ehan~
6 Eürus an den a zo e nerzh ennout, ar re a gar
hentoł da di.
7 O tremen dre draonienn an Daeroł, e reont
diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoł.
8 Mont a reont a nerzh da nerzh, evit en em
ziskouez dirak Doue e Sion.
9 AOTROU, Doue an armeoł, selaou va fedenn!
Doue Jakob, ro da skouarn!
10 O Doue hor skoed, gwel ha sell ouzh dremm da
Olevad!
11 Rak un devezh ez leurioł a zo gwelloc'h eget
mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoł ti va Doue, eget
bezań o chom e teltennoł ar re zrouk,
12 rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed,
an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.
13 AOTROU an armeoł, eürus eo an den a fiz
ennout!
Salm 85
1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.
2 AOTROU, trugarezus out bet e-keńver da zouar,
degaset ec'h eus en-dro Jakob eus ar sklavelezh,
3 pardonet ec'h eus direizhder da bobl, goloet
ec'h eus o holl bec'hedoł. ~Ehan~
4 Lamet ec'h eus kuit da holl fulor, distroet
out eus tan da gounnar.
5 Hon adsav, o Doue hor silvidigezh, laka da
erez da baouez a-enep deomp!
6 Hag e vi fuloret da viken a-enep deomp? Ha
lakaat a ri da gounnar da badout a oad da oad?
7 Ha ne zistroi ket da adreiń deomp ar vuhez,
evit ma laouenaio da bobl ennout?
8 Diskouez deomp da vadelezh, o AOTROU, ha ro
deomp da zieubidigezh!
9 Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU,
rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken
d'ar follentez.
10 Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj
anezhań, evit ma vo ar c'hloar o chom en hon douar.
11 Ar vadelezh hag ar wirionez a zo en em gavet
an eil gant eben, ar reizhder hag ar peoc'h o deus en em boket.
12 Ar wirionez a ziwano eus an douar, hag ar
reizhder a sello diouzh an neńvoł.
13 An AOTROU ivez a roio e vadoł, hag an douar a
roio e frouezh.
14 Ar reizhder a gerzho dirazań, hag eń a lakaio
anezhi en holl lec'hioł ma tremeno.
Salm 86
1 Pedenn David. AOTROU, ro da skouarn, va
selaou, rak glac'haret ha truezus on.
2 Diwall va ene, rak ez on eus ar re a gar
ac'hanout. O te va Doue, savete da servijer a fiz ennout!
3 Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak dit e krian
a-hed an deiz.
4 Laouena ene da servijer, rak sevel a ran va
ene dit, Aotrou.
5 Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a
vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.
6 Selaou va fedenn, o AOTROU, ha taol evezh
ouzh va mouezh o pediń!
7 Da c'hervel a ran en deiz va estrenvan, rak
va selaou a rez.
8 Aotrou, nikun e-touez an doueoł n'eo
eveldout, ha n'eus ket a oberennoł evel da re.
9 An holl vroadoł ac'h eus graet a zeuio da
stouiń dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,
10 dre ma'z out bras hag e rez traoł burzhudus.
Te a zo Doue, te hepken.
11 AOTROU, kelenn din da hent, kerzhout a rin ez
kwirionez. Doug va c'halon da zoujań da anv.
12 Da veuliń a rin eus kreiz va c'halon, AOTROU
va Doue, hag e roin gloar da'z anv da viken,
13 rak da vadelezh a zo bras em c'heńver, hag
ec'h eus tennet va buhez eus lec'h don ar marv.
14 O Doue, tud lorc'hus a sav a-enep din, un
engroez a dud rok a glask va buhez, n'o deus ket ac'hanout dirak o daoulagad.
15 Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha
trugarezus, gorrek da gounnariń, fonnus e madelezh hag e fealded.
16 Distro war-zu ennon hag az pez truez ouzhin,
ro nerzh da'z servijer, dieub mab da servijerez.
17 Ro din ur sin eus da vadelezh, ra vo gwelet gant
ar re a gasa ac'hanon ha ma vint mezhek, rak te, AOTROU, az po va sikouret ha
va frealzet.
Salm 87
1 Salm; kanaouenn mibien Kora. Diazezet eo war
ar menezioł santel.
2 An AOTROU a gar dorioł Sion, muioch eget
holl chomlechioł Jakob.
3 Traoł glorius a zo disklźriet warnout, o kźr
Doue! ~Ehan~
4 Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a
anavez achanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int
bet ganet.
5 Ha diwar-benn Sion e vo lavaret: Hemań hag
hennezh a zo bet ganet enni, hag an Uhel-Meurbet he nerzho.
6 O niveriń ar pobloł, an AOTROU a skrivo: Aze
eo int bet ganet. ~Ehan~
7 Hag ar re a gan evel ar re a zańs a lavar: Va
holl mammennoł a zo ennout.
Salm 88
1 D'ar mestr-kaner; kanaouenn; salm mibien
Kora; war ar "Mahalad" (= kitar);
"Maskil" (= kantik a gelenn
furnez) Heman an Ezrakiad.
2 AOTROU, Doue va dieubidigezh, deiz ha noz e
krian dirazout.
3 Ra yelo va fedenn dirazout, ro da skouarn
da'm c'hriadennoł.
4 Rak va ene a zo leuniet a boanioł, ha va
buhez a dosta ouzh lec'h ar marv.
5 Kontet on e-touez ar re a ziskenn er poull.
Me a zo evel un den hep nerzh,
6 astennet e-touez ar re varv, evel ar re skoet
d'ar marv, a zo gourvezet er bez, ar re na'c'h eus ken sońj anezho, hag a zo
rannet eus da zorn.
7 Va lakaet ec'h eus er poull izelań, el
lec'hioł teńval, en donderioł.
8 Da fulor a bouez warnon, ha da holl goummoł a
vec'hi ac'hanon. ~Ehan~
9 Pellaet ec'h eus diouzhin ar re a anavezan,
va lakaet ec'h eus da vezań evito un dra euzhus, serret on ha ne c'hellan mont
kuit.
10 Va daoulagad a guzum dre ar glac'har, da
c'hervel a ran bemdez, AOTROU! Astenn a ran va daouarn war-zu ennout.
11 Hag e ri ur burzhud bennak evit ar re varv?
Hag e savo ar re dremenet evit da veuliń? ~Ehan~
12 Hag e vo disklźriet da vadelezh er bez, ha da
fealded en donder?
13 Hag e vo anavezet da vurzhudoł en
deńvalijenn, ha da reizhder e douar an ankounac'h?
14 AOTROU, war-zu ennout e krian, va fedenn a ya
dirazout adalek ar mintin.
15 AOTROU, perak e tistaolez kuit va ene? Perak
e kuzhez da zremm diouzhin?
16 Me a zo glac'haret hag evel o vervel em
yaouankiz. Bec'hiet on gant da spontoł, kollet on.
17 Da fulorioł o deus tremenet warnon, da
spontoł am lazh.
18 Emaint tro-dro din evel doureier bemdez, va
gronnań a reont holl asambles.
19
Pellaet ec'h eus diouzhin mignoned ha
kenvreudeur, an hini a anavezan eo an deńvalijenn.
Salm 89
1 "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) Etan an Ezrakiad.
2 Kanań a rin da viken madelezhioł an AOTROU.
Va genoł a embanno da fealded a oad da oad.
3 Rak lavaret em eus: Da vadelezh a bado da
viken, lakaet ec'h eus da fealded en neńvoł.
4 Graet em eus un emglev gant an hini am eus
dibabet. Graet em eus ul le da Zavid va servijer, o lavarout:
5 Startaat a rin da lignez da viken, hag e
tiazezin da dron evit an holl oadoł. ~Ehan~
6 An neńvoł, o AOTROU, a veul da vurzhudoł, ha
da fealded e bodadeg ar sent.
7 Rak piv a zo heńvel ouzh an AOTROU el
lec'hioł neńvel? Piv a zo heńvel ouzh an AOTROU e-touez mibien an doueed?
8 Doue a zo spouronus e bodadeg ar sent, spontusoc'h
eget an holl re a zo en-dro dezhań.
9 AOTROU, Doue an armeoł, piv a zo galloudus
eveldout o AOTROU? Da fealded a zo en-dro dit.
10 Ren a rez war lorc'h ar mor, pa sav e
goummoł, te o sioula.
11 Diskaret ec'h eus Rahab evel skoet d'ar marv,
gant da vrec'h c'halloudus ec'h eus stlabezet da enebourien.
12 Dit eo an neńvoł, dit ivez eo an douar.
Diazezet ec'h eus ar bed ha kement a zo ennań.
13 Krouet ec'h eus an hanternoz hag ar
c'hreisteiz. An Tabor hag an Hermon a laosk kriadennoł a levenez da'z anv.
14 Galloudus eo da vrec'h, kreńv eo da zorn,
savet uhel eo da du dehou.
15 Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da
dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.
16 Eürus ar bobl a anavez ar c'hriadennoł a
levenez! AOTROU, kerzhout a reont e sklźrijenn da zremm.
17 Laouenaat a reont ez anv bemdez, hag e kavont
gloar ez reizhder.
18 Rak te eo o gloar hag o nerzh, dre da
vadelezh eo savet hor c'horn.
19 An AOTROU eo hor skoed, Sant Israel eo hor
roue.
20 Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur
weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus
a-douez ar bobl un den nerzhus,
21 kavet em eus David va servijer, olevet em eus
anezhań gant va eoul santel,
22 va dorn a vo dalc'hmat gantań, ha va brec'h
en kreńvaio.
23 An enebour ne c'hello ket e soupren, an den
fall n'en gwasko ket,
24 bruzunań a rin dirazań e enebourien, skeiń a
rin ar re a gasa anezhań.
25 Va fealded ha va madelezh a vo gantań, e
nerzh a savo dre va anv,
26 lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du
dehou war ar stźrioł.
27 Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad,
va Doue, ha roc'h va silvidigezh!
28 Evel-se e rin anezhań ar chentań-ganet,
pennroue rouaned an douar.
29 Mirout a rin dezhań va madelezh da viken, ha
va emglev a zo asuret dezhań.
30 Me a rento e lignez peurbadus, hag e dron
evel deizioł an neńvoł.
31 Mar dilez e vibien va lezenn, ha ma ne
gerzhont ket hervez va urzhiadurioł,
32 mar torront va reolennoł, ha ma ne viront ket
va gourc'hemennoł,
33 e kastizin o disentidigezh gant ar wialenn,
hag o direizhder dre c'houlioł.
34 Met ne lamin ket va madelezh digantań, ha ne
vankin ket da'm fealded.
35 Ne dorrin ket va emglev, ha ne cheńchin ket
ar pezh a zo deuet eus va muzelloł.
36 Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne
lavarin gaou ebet da Zavid.
37 E lignez a bado da viken, hag e dron ken pell
evel an heol dirazon.
38 Evel al loar e pado da viken. Feal eo an test
a zo en neńvoł.
39 Met ec'h eus distaolet ha disprizet,
kounnaret out bet a-enep da Olevad.
40 Taolet ec'h eus kuit emglev da servijer, e
gurunenn ec'h eus diskaret d'an douar ha disakret.
41 Torret ec'h eus e holl glouedoł, dismantret
ec'h eus e gastelloł-kreńv.
42 An holl re a dremen war an hent a ziwisk
anezhań, un dismegańs eo d'e amezeien.
43 Savet ec'h eus du dehou e enebourien,
laouenaet ec'h eus e holl eneberien.
44 Lakaet ec'h eus troc'h e gleze da blegań,
ne'c'h eus ket e skoazellet er brezel.
45 Lakaet ec'h eus e sked da baouez, e dron ec'h
eus taolet d'an douar.
46 Berraet ec'h eus deizioł e yaouankiz, hag e
c'holoet ec'h eus a vezh. ~Ehan~
47 Betek pegoulz, AOTROU, e kuzhi hep paouez?
Hag e flammo da gounnar evel un tan?
48 Az pez sońj pegen berr eo va amzer, hag evit
pebezh distervez ec'h eus krouet mibien an dud.
49 Piv eo an den a c'hello bevań hep gwelout ar
marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec'h ar marv? ~Ehan~
50 Aotrou, pelec'h emań da vadelezhioł kentań,
ar re az poa touet da Zavid war da fealded?
51 Az pez sońj, Aotrou, eus dismegańs da
servijerien, penaos e tougan em bruched an dismegańs graet dre an holl bobloł
bras-se.
52 Da enebourien o deus dismegańset, AOTROU, da
enebourien o deus dismegańset kammedoł da Olevad.
53 Benniget ra vo an AOTROU da viken! Amen, ya,
amen!
Pevare
Levr: Salmoł 90-106
Salm 90
1 Pedenn Moizez, den Doue. Aotrou, bet out
deomp ur repu, a oad da oad.
2 A-raok d'ar menezioł bezań ganet, ha d'an
douar ha d'ar bed bezań krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.
3 Ober a rez d'an den distreiń d'ar boultrenn,
hag e lavarez: Mibien an dud, distroit!
4 Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an
devezh dec'h pa'z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.
5 O c'has a rez evel un huńvre, diouzh ar
mintin emaint evel ur c'heotenn a dremen,
6 bleuniań a ra d'ar mintin hag e weńv,
d'abardaez e vez troc'het hag e sec'h.
7 Rak kuzumet omp gant da gounnar, ha spouronet
gant da fulor.
8 Lakaet ec'h eus hon direizhder dirazout, hag
hor pec'hedoł kuzhet dirak sklźrijenn da zremm.
9 Hon holl zeizioł a ya kuit dre da gounnar,
peurechuiń a reomp hor bloavezhioł evel un huanad.
10 Deizioł hor bloavezhioł a zeu da zek vloaz ha
tri-ugent, hag evit ar re greńvań da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerań eus an
deizioł-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.
11 Piv a anavez nerzh da gounnar ha da
vuanegezh, hervez an doujańs a zo dleet dit?
12 Kelenn deomp kontań niver hon deizioł, evit
ma c'hellimp kaout ur galon fur.
13 Distro, AOTROU! Betek pegoulz? Bez truezus
ouzh da servijerien!
14 Adalek ar mintin ro deomp hor gwalc'h eus da
vadelezh, evit ma laouenaimp ha ma vimp leun a levenez a-hed hon deizioł.
15 Laouena ac'hanomp evit an deizioł ma ec'h eus
hor glac'haret, hag ar bloavezhioł ma hon eus bet poanioł.
16 Ra vo diskouezet da oberenn da'z servijerien,
ha da c'hloar war da vibien!
17 Ra vo madelezh an AOTROU hon Doue warnomp!
Starta oberenn hon daouarn, ya, starta oberenn hon daouarn.
Salm 91
1 An hini a zo o chom e repu kuzhet an
Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C'halloudeg.
2 Me a lavar d'an AOTROU: Va repu ha va
c'hreńvlec'h! Va Doue, ennout emań va fiziańs!
3 Eń a saveteo ac'hanout eus roued al
labousetaer, hag eus ar vosenn noazus.
4 Golo a raio ac'hanout gant e bluńv, hag ez po
ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed ha da hobregon.
5 Ne'z po ket aon rak spouronoł an noz, na rak
ar bir a nij en deiz,
6 na rak ar vosenn a gerzh en deńvalijenn, na
rak an distruj a sko da greisteiz.
7 Ra gouezho mil ez kostez, ha
dek mil a-zehou dit, ne dostaio ket ouzhit.
8 Sellout a ri hepken gant da zaoulagad, hag e
weli kastiz ar re zrouk.
9 Rak te eo va repu, o AOTROU! Eus an
Uhel-Meurbet ec'h eus graet da vod.
10 Poan ebet ne dapo ac'hanout, gouli ebet ne
dostaio ouzh da deltenn.
11 Rak gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh
ouzhit ez holl hentoł,
12 dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant
aon na stokfe da droad ouzh ur maen.
13 Kerzhout a ri war al leon ha war an
naer-wiber, mac'hań a ri al leonig hag an aerouant.
14 Pa gar ac'hanon meurbet, eme an AOTROU, e
tieubin anezhań. Me en lakaio e surentez, dre ma'z anavez va anv.
15 Va aspediń a raio hag e selaouin anezhań, hag
e vin gantań en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhań.
16 E leuniań a rin a zeizioł hir, hag e
tiskouezin dezhań va dieubidigezh.
Salm 92
1 Salm; kanaouenn evit deiz ar sabad.
2 Mat eo meuliń an AOTROU, ha kanań da'z anv, o
Uhel-Meurbet,
3 disklźriań er mintin da vadelezh, ha da
fealded e-pad an noz,
4 war al lourenn a zek kordenn ha war al lud, e
son kendonioł an delenn,
5 rak levenez am eus bet dirak da oberennoł, o
AOTROU, hag e laouenain eus labourioł da zaouarn.
6 Pegen bras eo da oberennoł, o AOTROU! Da
sońjoł a zo don-meurbet!
7 An den diskiant n'anavez netra enno, hag an
hini diboell ne gompren ket
8 penaos e kresk ar re zrouk evel ar geot, hag
e vleugn an holl vicherourien a zireizhder, evit bezań distrujet da viken.
9 Met te, AOTROU, te a zo savet da viken.
10 Rak setu, da enebourien, o AOTROU, rak setu,
da enebourien a ya da goll. An holl re a ra an droug a vo stlabezet.
11 Met te am laka da sevel va fenn evel ur bual.
Olevet on gant un eoul nevez.
12 Va daoulagad en em blij o sellout, ha va
divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.
13 An den reizh a gresko evel ar wezenn-balmez,
sevel a raio evel sedrezenn al Liban.
14 Plantet e ti an AOTROU, e vleugnint e leurioł
hon Doue.
15 Dougen a raint c'hoazh frouezh er gozhni
wenn, bez' e vint nerzhus ha glas,
16 evit disklźriań ez eo reizh an AOTROU. Va roc'h
eo, ha n'eus ket a zireizhder ennań.
Salm 93
1 An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An
AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emań start ar bed ha ne
vrańsell ket.
2 Da dron a zo startaet abaoe an amzerioł kozh,
emaout a bep amzer.
3
Ar stźrioł o deus savet, o AOTROU, ar
stźrioł o deus savet o mouezh, ar stźrioł o deus savet o c'hoummoł trouzus.
4 An AOTROU a zo galloudus el lec'hioł uhel,
muioc'h eget mouezh an doureier bras, eget tarzhioł galloudus ar mor.
5 Da destenioł a zo ar started hec'h-unan. Ar
santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioł.
Salm 94
1 Doue ar veńjańsoł, AOTROU, Doue ar veńjańsoł,
laka da splannder da lugerniń!
2 Sav, barner an douar, ro o gopr d'ar re
lorc'hus!
3 Betek pegoulz ar re zrouk, o AOTROU, betek
pegoulz e trec'ho ar re zrouk?
4 Betek pegoulz e stlabezo an holl vicherourien
a zireizhder komzoł fall, hag en em veulint?
6 AOTROU, flastrań a reont da bobl, hag e
waskont da hźrezh.
6 Lazhań a reont intańvez ha diavaeziad, hag e
lakaont ar vinored d'ar marv.
7 Hag e lavaront: An AOTROU ne wel ket, Doue
Jakob ne daol ket evezh.
8 Diwallit, c'hwi ar re ziskiantań eus ar bobl!
Tud diboell, pegoulz ho po skiant?
9 An hini a blant ar skouarn, ha ne glevo ket?
An hini a stumm al lagad, ha ne welo ket?
10 An hini a gastiz ar broadoł, ha ne skoio ket,
eń hag a zesk an anaoudegezh d'an dud?
11 An AOTROU a oar n'eo nemet moged sońjoł an
den.
12 Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini
a zeskez dre da lezenn,
13 evit e lakaat er goudor en deizioł fall, ken
na vo kleuziet ar poull evit an hini drouk.
14 Rak an AOTROU ne lezo ket e bobl, ha ne
zilezo ket e hźrezh.
15 Rak ar varnedigezh a vo hervez ar reizhder,
hag an holl re a zo eeun a galon hec'h heulio.
16 Piv a savo evidon a-enep an dud fall? Piv a
vo ganin a-enep ar vicherourien a zireizhder?
17 Ma ne vije ket bet an AOTROU va sikour, buan
e vije aet va ene e lec'h ar sioulded.
18 Pa em eus lavaret: Risklet en deus va zroad,
da vadelezh, o AOTROU, he deus va harpet.
19 Pa em boa kalz a sońjoł em diabarzh, da
frealz en deus laouenaet va ene.
20 Ha bez' e vefes sikourer tron ar fallentez, a
ra direizhderioł a-enep al lezenn?
21 En em zastum a reont a-enep ene an den reizh,
hag e kondaonont ar gwad didamall.
22 Met an AOTROU eo va repu uhel, va Doue eo
roc'h va bodenn.
23 Lakaat a raio da gouezhań warno o direizhder,
o distrujań a raio dre o fallagriezh o-unan. An AOTROU hon Doue o distrujo.
Salm 95
1 Deuit, kanomp d'an AOTROU, laoskomp kriadennoł
a levenez da roc'h hor silvidigezh.
2 En em ziskouezomp dirazań gant meuleudioł,
kinnigomp dezhań hor c'hanaouennoł a levenez,
3 rak an AOTROU a zo un Doue bras, ur roue bras
dreist an holl zoueoł.
4 En e zaouarn emań donderioł an douar, dezhań
eo lein ar menezioł.
5 Dezhań eo ar mor, e c'hraet en deus, hag e
zaouarn o deus doareet an douar.
6 Deuit, stouomp, plegomp, daoulinomp dirak an
AOTROU en deus hor graet.
7 Rak hon Doue eo, ni a zo ar bobl en deus
mesaet, an deńved en deus renet.
8
Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit
ket ho kalon evel e Meriba (= enebiezh), evel en deiz Masa (= temptadur) er gouelec'h;
9 ho tadoł o deus va zemptet ha va amprouet,
hag e weljont va oberoł.
10 E-pad daou-ugent vloaz on bet heuget gant ar
rummad-se, hag em eus lavaret: Ur bobl eo en em ziank o c'halon, n'o deus ket
anavezet va hentoł.
11 Touet em eus eta em c'hounnar: N'antreint ket
em diskuizh.
Salm 96
1 Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit
d'an AOTROU, tud an douar holl!
2 Kanit d'an AOTROU, bennigit e anv, embannit e
silvidigezh a zeiz da zeiz!
3 Disklźriit e c'hloar e-touez ar broadoł, e
vurzhudoł e-touez an holl bobloł!
4 Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioł
uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoł,
5 rak holl zoueoł ar pobloł a zo idoloł, met an
AOTROU a reas an neńvoł.
6 Ar splannder hag ar veurded a zo dirazań, an
nerzh hag ar gaerded a zo en e santual.
7 Roit d'an AOTROU, tiegezhioł ar pobloł,
rentit d'an AOTROU gloar ha nerzh!
8 Rentit d'an AOTROU ar c'hloar dleet d'e anv.
Degasit ar profoł, hag it d'e leurioł.
9 Stouit dirak an AOTROU gant bragerizoł sakr,
krenit dirazań, tud an douar holl!
10 Lavarit e-touez ar broadoł: An AOTROU a ren,
setu perak eo start ar bed ha ne vrańsell ket. Barn a raio ar pobloł gant
eeunder.
11 Ra laouenaio an neńvoł ha ra drido an douar
gant levenez, ra dregerno ar mor gant kement a zo ennań,
12 ra laouenaio ar maezioł gant kement a zo
enno, ra gano a levenez holl wez ar c'hoadoł
13 dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da
varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloł hervez e
wirionez.
Salm 97
1 An AOTROU a ren. Ra drido an douar gant
levenez, ra laouenaio an inizi niverus!
2 Ar goabrenn hag an deńvalijenn a zo en-dro
dezhań, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.
3 An tan a gerzh dirazań, hag a bulluc'h a bep
tu e enebourien.
4 E luc'hed a lugern war ar bed, an douar a
gren ouzh e welout.
5 Ar menezioł a deuz evel koar dirak an AOTROU,
dirak Aotrou an douar holl.
6 An neńvoł a embann e reizhder, hag an holl
bobloł a wel e c'hloar.
7 Ra vo mezhek an holl re a servij ar
skeudennoł, hag ar re a denn gloar eus an idoloł! C'hwi, holl zoueoł, stouit
dirazań!
8 Sion he deus e glevet hag a zo bet laouenaet,
merc'hed Juda o deus tridet gant levenez abalamour da'z parnedigezhioł, o
AOTROU!
9 Rak te, o AOTROU, te eo ar Pennroue war an
douar holl, te a zo savet uhel bras dreist an holl zoueoł.
10 C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug.
Diwall a ra eneoł e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.
11 Ar sklźrijenn a zo hadet evit an hini reizh,
hag al levenez evit ar re a zo eeun a galon.
12 Tud reizh, laouenait en AOTROU, meulit e anv
santel.
Salm 98
1 Salm. Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez!
Rak graet en deus traoł burzhudus, e du dehou ha brec'h e santelezh o deus
gounezet an trec'h evitań.
2 An AOTROU en deus roet da anavezout e
silvidigezh, disklźriet en deus e reizhder dirak daoulagad ar broadoł.
3 Sońj en deus bet eus e vadelezh hag eus e
fealded e-keńver tiegezh Israel. Holl bennoł an douar o deus gwelet silvidigezh
hon Doue.
4 C'hwi, an douar holl, laoskit kriadennoł a
levenez d'an AOTROU, taolit kriadennoł laouen ha kanit!
5 Kanit d'an AOTROU gant an delenn, gant an
delenn ha mouezh ar c'hanaouennoł!
6 Gant ar c'herniel ha son ar shofaroł, laoskit
kriadennoł a levenez dirak ar Roue, an AOTROU!
7 Ra dregerno ar mor gant kement a zo ennań, ar
bed gant ar re a zo o chom ennań!
8 Ra stlako ar stźrioł o daouarn, ra gano ar menezioł
gant levenez dirak an AOTROU!
9 Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio
ar bed gant reizhder, hag ar pobloł gant eeunder.
Salm 99
1 An AOTROU a ren, ra greno ar pobloł! Azezet
eo etre ar cherubined, ra vrańsello an douar.
2 An AOTROU a zo bras e Sion, savet eo dreist
an holl bobloł.
3 Ra vo meulet e anv bras ha spontus, rak
santel eo.
4 Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h
eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.
5 Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak
skabell e dreid, rak santel eo.
6 Moizez hag Aaron a voe e-touez e
aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediń a raent an AOTROU,
hag eń a responte dezho.
7 Komz a rae outo er golonenn a goabrenn, miret
o deus e destenioł hag al lezenn en doa roet dezho.
8 AOTROU hon Doue, o respontet ec'h eus. Bet
out evito un Doue a bardon, en ur ober veńjańs eus o fec'hedoł.
9 Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak
menez e santelezh, rak an AOTROU hon Doue a zo santel.
Salm 100
1 Salm a veuleudi. C'hwi, an douar holl,
laoskit kriadennoł a levenez d'an AOTROU!
2 Servijit an AOTROU gant levenez, deuit dirak
e zremm gant kriadennoł laouen.
3 Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eń eo en deus
hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da
beuriń.
4 Deuit d'e zorioł gant trugarez, d'e leurioł
gant meuleudi. Kanmeulit eń, bennigit e anv,
5 rak an AOTROU a zo mat, e vadelezh a chom da
viken, hag e fealded a oad da oad.
1 Salm David. Kanań a rin an drugarez hag ar
reizhder; AOTROU, meuliń a rin ac'hanout!
2 Teurel a
rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en
eeunder va c'halon e-barzh va zi.
3 Ne lakain
netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n'en em stago
ket ouzhin.
4 Ar galon
fallakr a bellaio diouzhin. N'anavezin ket an den drouk.
5 Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesań. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet.
6 Va daoulagad a vo war dud feal ar vro, evit
ma chomint ganin. An hini a gerzh war hent an eeunder am servijo.
7 An hini a ra touellerezh ne chomo ket em zi.
An hini a lavar gaou ne bado ket dirak va daoulagad.
8 Bep mintin e tistrujin holl
dud fall ar vro, evit tennań kuit eus kźr an AOTROU an holl vicherourien
a zireizhder.
Salm 102
1 Pedenn an den glac'haret, pa'z eo diskaret ha
ma skuilh e glemm dirak an AOTROU.
2 AOTROU, selaou va fedenn, ha ma'z aio va
c'hriadenn betek ennout!
3 Na guzh ket da zremm ouzhin, en deiz va
estrenvan, stou da skouarn war-zu ennon, en deiz ma c'halvin ac'hanout, hast
buan, respont din!
4 Rak va deizioł a ya evel ar moged, ha va
eskern a zo devet evel un oaled.
5 Va c'halon a zo bet skoet hag he deus
disec'het evel ar geot, kement ma em eus ankounac'haet debriń va bara.
6 Dre forzh krial en ur glemm, va eskern a zo
staget ouzh va c'hig.
7 Heńvel on ouzh pilikant ar gouelec'h, hag ez
on evel kaouenn ar mogerioł.
8 Beilhań a ran, hag on heńvel ouzh ur golvan
e-unan-penn war un doenn.
9 Bemdez ez on tamallet gant va enebourien, ha
va heskinerien gounnaret a dou dre va anv.
10 Rak debret em eus al ludu evel bara, ha
mesket em eus va evaj gant daeroł,
11 en abeg da'z kounnar ha da'z fulor. Rak va
c'hemeret ha taolet pell ec'h eus.
12 Va deizioł a zo evel ar skeudenn en he
diskar, ha sec'h e teuan evel ar geot.
13 Met te, AOTROU, te a ren da viken, ha da
vemor a bad a oad da oad.
14 Sevel a ri, truez az po ouzh Sion, rak poent
eo kaout truez outi, an amzer a zo deuet.
15 Rak da servijerien a gar he mein, hag o deus
truez ouzh he foultrenn.
16 Neuze ar pobloł a zoujo anv an AOTROU, hag
holl rouaned an douar da c'hloar,
17 pa en devo an AOTROU adsavet Sion, pa vo en
em ziskouezet en e c'hloar,
18 pa en devo selaouet goulenn ar re
c'hlac'haret, pa n'en devo ket disprizet o goulenn.
19 Kement-se a vo skrivet evit ar rummad da
zont, hag ar bobl a vo krouet a veulo an AOTROU,
20 rak en devo sellet eus lec'h uhel e
santelezh, hag en devo eus an neńvoł taolet e zaoulagad war an douar,
21 evit klevout garmoł ar sklaved, evit dieubiń
ar re a zo gouestlet d'ar marv,
22 evit ma vo lidet anv an AOTROU e Sion, hag e
veuleudi e Jeruzalem,
23 pa vo dastumet ar pobloł hag an holl
rouantelezhioł, evit servijań an AOTROU.
24 Diskaret en deus va nerzh en hent, berraet en
deus va deizioł.
24 Lavaret em eus: Va Doue, na'm dilam ket
e-kreiz va deizioł. Da vloavezhioł a bad a oad da oad.
26 Gwechall ec'h eus diazezet an douar, hag an
neńvoł a zo labour da zaouarn.
27 Da netra e teuint met chom a ri, koshaat a
raint holl evel ur gwiskamant, hag e cheńchi anezho evel ur vantell hag e vint
cheńchet,
28 met te a zo bepred an hevelep hini, ha da
vloavezhioł n'echuint ket.
29 Mibien da servijerien a vo o chom en
diskuizh, hag o lignez a vo startaet dirazout.
Salm 103
1 Salm David. Va ene, bennig an AOTROU, ha ra
vennigo kement a zo ennon e anv santel!
2 Va ene, bennig an AOTROU, ha n'ankounac'ha
hini eus e vadoberoł!
3 Eń eo a bardon dit da holl zireizhder, a bare
da holl gleńvedoł,
4 a denn da vuhez eus ar poull, a gurun
ac'hanout a vadelezh hag a druez,
5 a leugn da c'henoł a vadoł, ma'z eo da
yaouankiz adnevezet evel hini un erer.
6 An AOTROU a ro o gwir hag o reizh d'an holl
re a zo gwasket.
7 Roet en deus da anavezout e hentoł da Voizez,
hag e vurzhudoł da vibien Israel.
8 An AOTROU a zo truezus ha trugarezus, gorrek
da gounnariń, fonnus e madelezh.
9 Ne c'hourdrouz ket da viken, ne zalc'h ket e
gounnar bepred,
10 ne ra ket deomp hervez hor pec'hedoł, ne rent
ket deomp hervez hon direizhder.
11 Rak kement emań an neńvoł savet dreist an
douar, kement eo e vadelezh vras e-keńver ar re a zouj anezhań.
12 Pellaet en deus diouzhimp hon direizhder,
kement ha ma emań ar sav-heol pell diouzh ar c'huzh-heol.
13 Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en
deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhań,
14 rak gouzout a ra eus petra ez omp graet, sońj
en deus n'omp nemet poultrenn.
15 Deizioł an den a zo evel ar geot. Bleuniań a
ra evel bleuńv ar parkeier,
16 an avel o vezań tremenet warnań, n'emań ken,
ha n'eo ken anavezet gant al lec'h m'edo.
17 Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da
viken evit ar re a zouj anezhań, hag e reizhder evit mibien o mibien,
18 evit a re a vir e emglev, hag o devez sońj
eus e c'hourc'hemennoł evit sentiń outo.
19 An AOTROU en deus lakaet e dron en neńvoł, e
ren en deus ar galloud war bep tra.
20 Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag
a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoł o sentiń ouzh mouezh e
gomz!
21 Bennigit an AOTROU, c'hwi e holl armeoł,
c'hwi hag a zo e servijerien hag a ra e volontez!
22 Bennigit an AOTROU, c'hwi e holl oberennoł, e
pep lec'h e aotrouniezh! Va ene, bennig an AOTROU!
Salm 104
1 Va ene, bennig an AOTROU! AOTROU va Doue,
bras-meurbet out, gwisket a splannder hag a veurded.
2 En em baket er sklźrijenn evel un dilhad,
ec'h astenn an neńvoł evel un deltenn,
3 sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier,
eus ar goabrenn e ra e garr, emań o pourmen war eskell an avel,
4 ober a ra eus e aeled speredoł, eus e
servijerien ur flamm-tan.
5 Lakaet en deus an douar war e ziazezoł,
divrall eo da viken.
6 E c'holoet ez poa gant an donder evel gant ur
gwiskamant, an doureier en em zalc'he war ar menezioł.
7 Da'z kourdrouz, en em dennjont, ouzh trouz da
gurun, e tec'hjont.
8 Ar menezioł a savas, an traoniennoł a
izelaas, el lec'h ma ez poa merket dezho.
9 Un harz ec'h eus lakaet d'an doureier ha ne
dremenint ket pelloc'h, ne zistroint ket da c'holeiń an douar.
10 Kas a ra mammennoł en traoniennoł, hag e
redont etre ar menezioł.
11 Holl loened ar parkeier a ev diouto, an ezen
gouez a dorr o sec'hed enno.
12 Laboused an neńv a zo o chom war o ribloł, o
kanań en o delioł.
13 Eus e chomlec'h uhel, e toura ar menezioł. An
douar a zo leuniet gant frouezh da oberoł.
14 Lakaat a ra ar foenn da ziwanań evit al
loened, hag ar geot evit servij an den, o lakaat ar bevańs da zont eus an
douar,
15 hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka
e zremm da lugerniń muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an
den.
16 Gwez an AOTROU o deus o gwalc'h, hag ivez
sedrez al Liban en deus plantet.
17 Eno eo e ra al laboused o neizhioł, ar siprez
eo chomlec'h ar c'hwibon.
18 Ar menezioł uhel a zo evit ar c'hragvouc'hed,
ar reier a zo ur repu evit ar c'honikled.
19 Graet en deus al loar evit merkań an
amzerioł, an heol a anavez eur e guzh.
20 Degas a rez an deńvalijenn, hag e teu an noz,
ma pourmen enni holl loened ar c'hoadoł.
21 Al leoned yaouank a yud war-lerc'h ar preizh,
hag a c'houlenn digant Doue o boued.
22 An heol a sav, en em denn a reont, hag e
c'hourvezont en o zoulloł.
23 An den a ya d'e labour, ha d'e drevell betek
an abardaez.
24 O AOTROU, pegen niverus eo da oberoł! An holl
ac'h eus graet gant furnez. An douar a zo leun eus da binvidigezhioł.
25 Hag ar mor bras ha ledan! Eno ez eus loened
hep niver, bras ha bihan.
26 Eno e pourmen al listri, hag al Leviatan-se
ac'h eus graet evit c'hoari ennań.
27 An holl a zo en gortoz ac'hanout, evit ma roi
dezho o boued e koulz.
28 Hag e roez dezho hag en dastumont; digeriń a
rez da zaouarn hag o deus o gwalc'h a vadoł.
29 Ha kuzhat a rez da zremm? Int a zo kollet. Ha
tennań a rez da alan diouto? Neuze e varvont hag e tistroont en o foultr.
30 Ha kas a rez da Spered? Krouet int hag e
nevesaez dremm an douar.
31 Ra bado gloar an AOTROU da viken! Ra
laouenaio an AOTROU en e oberennoł!
32 Sellout a ra ouzh an douar hag e kren, stekiń
a ra ouzh ar menezioł hag e tivogedont.
33 Kanań a rin d'an AOTROU e-keit ha ma vevin,
meuliń a rin va Doue e-keit ha ma padin.
34 Ra vo plijus dezhań va fedenn! Laouenaat a
rin en AOTROU.
35 Ra vo lamet ar bec'herien a-ziwar an douar,
ha ra ne vo ken an dud fall! Va ene, bennig an AOTROU! Meulit an AOTROU!
Salm 105
1 Meulit an AOTROU, pedit e anv, roit da
anavezout e-touez ar pobloł e oberoł bras!
2 Kanit dezhań, salmit dezhań, komzit eus e
holl vurzhudoł!
3 Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio
kalon ar re a glask an AOTROU!
4 Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit
dalc'hmat e zremm!
5 Ho pet sońj eus ar burzhudoł en deus graet,
eus e virakloł hag eus barnedigezhioł e c'henoł,
6 c'hwi, lignez Abraham e servijer, mibien
Jakob e hini dibabet!
7 Eń eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioł a
zo war an douar holl.
8 Sońj en deus da viken eus e emglev, eus e
bromesa a reas evit mil rummad,
9 eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le
a reas da Izaak,
10 hag a startaas e Jakob evit bezań ur reol,
evit bezań da Israel un emglev peurbadus,
11 o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho
hźrezh eo.
12 Pa ne oant nemet un dornad tud, nebeut anezho
ha diavaezidi er vro,
13 o vont a vroad da vroad hag a rouantelezh
d'ur rouantelezh all,
14 ne lezas den d'o gwaskań, hag e kastizas
rouaned abalamour dezho,
15 o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na
rit ket a zroug da'm frofeded!
16 Galvet en deus an naonegezh war an douar, ha
torret holl sikour bara.
17 Kas a reas en o raok un den: Jozef a voe
gwerzhet evel sklav.
18 Stardet e voe e dreid e chadennoł, lakaet e
voe an hern ouzh e vuhez,
19 betek an amzer ma en em gavas ar pezh en doa
lavaret, ha ma en roas da anavezout ger an AOTROU.
20 Ar roue a gasas d'e zieubiń, mestronier ar
pobloł en divac'has.
21 E lakaat a reas da aotrou en e di, ha da
c'houarnour eus e holl vadoł,
22 evit chadennań diouzh e ziviz e brińsed, ha
kelenn ar furnez d'e henaourien.
23 Neuze Israel a zeuas d'an Ejipt, Jakob a
zeuas da chom e bro Cham.
24 Doue a lakaas e bobl da greskiń kalz-meurbet,
da vezań galloudusoc'h eget o enebourien.
25 Goude e cheńchas o c'halon, kement ken e
kasajont e bobl, hag e rejont gaou bras d'e servijerien.
26 Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en
doa dibabet.
27 Ober a rejont burzhudoł en o c'hreiz, ha mirakloł
e bro Cham.
28 Kas a reas an deńvalijenn hag e reas an
dic'houloł, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.
29 Treiń a reas o doureier e gwad, hag e reas
mervel o fesked.
30 An douar a vervas a raned, betek e kambroł o
rouaned.
31 Komz a reas hag e teuas kelien, ha laou en o
holl vro.
32 E-lec'h glav e roas dezho grizilh, ha
flammoł-tan war o bro.
33 Skeiń a reas gant o gwiniegoł hag o
gwez-fiez, hag e torras gwez o douar.
34 Komz a reas hag e teuas kilheien-raden,
amprevaned debrus diniver,
35 a lonkas holl c'heot o bro, hag a lonkas
frouezh o farkeier.
36 Skeiń a reas gant an holl re gentań-ganet en
o bro, holl frouezh kentań o nerzh.
37 Neuze e lakaas anezho da vont er-maez gant
arc'hant hag aour, hag en o meuriadoł ne oa den o vrańsellat.
38 An Ejipt a laouenaas pa'z ejont kuit, rak an
aon dirak Israel a oa kroget enno.
39 Astenn a reas ar goabrenn d'o goleiń, hag an
tan d'o sklźrijennań en noz.
40 Pa c'houlennjont e kasas koailhed dezho, hag o gwalc'h a roas
dezho eus bara an neńv.
41 Digeriń a reas ar roc'h hag an doureier a
redas, mont a rejont dre al lec'hioł sec'h evel ur stźr.
42 Rak sońj en doe eus e gomz santel, hag eus
Abraham e servijer.
43 Hag e lakaas e bobl da vont er-maez gant
laouenidigezh, e re zibabet gant kanaouennoł a levenez.
44 Reiń a reas dezho douaroł ar broadoł, hag e
perc'hennjont labour ar pobloł,
45 evit ma virjent e reolennoł, ha ma heuilhjent
e lezennoł. Meulit an AOTROU!
Salm 106
1 Meulit an AOTROU! Kinnigit trugarekadennoł d'an
AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!
2 Piv a c'hello disklźriań oberoł bras an
AOTROU, ha reiń da anavezout e holl veuleudioł?
3 Eürus ar re a vir ar pezh a zo reizh, a ra e
pep amzer ar pezh a zo eeun!
4 AOTROU, az pez sońj ac'hanon ez madelezh
e-keńver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,
5 evit ma welin eurvad da re zibabet, ma
laouenain e levenez da bobl, ha ma kavin gloar gant da hźrezh.
6 Pec'het hon eus, ni hag hon tadoł. Oberiet
hon eus gant fallentez, an droug hon eus graet.
7 Hon tadoł en Ejipt ne voent ket evezhius ouzh
da vurzhudoł, n'o doe ket sońj eus da vadelezhioł diniver, met disent e voent
e-tal ar mor, war-zu ar Mor Ruz.
8 Hag e saveteas anezho dre garantez evit e
anv, evit reiń da anavezout e c'halloud.
9 Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e sec'has,
hag e renas anezho dre an donder evel dre ar gouelec'h.
10 O saveteiń a reas eus daouarn an heskiner,
hag o dieubas eus daouarn an enebour.
11 An doureier a c'holoas o heskinerien, ha ne
chomas hini anezho.
12 Neuze e kredjont en e gomzoł, hag e kanjont e
veuleudi.
13 Prest ec'h ankounac'hajont e oberennoł,
n'esperjont ket en e venozioł.
14 En em reiń a rejont d'an droukc'hoant er
gouelec'h, hag e temptjont Doue el lec'h digenvez.
15 Neuze e roas dezho ar pezh o doa goulennet,
met kas a reas warno an dizeriań.
16 Gwarizi o doe ouzh Moizez er c'hamp, hag ouzh
Aaron, sant an AOTROU.
17 An douar a zigoras, hag a lonkas Datan, hag a
c'holoas bagad Abiram.
18 An tan a grogas en o bodadeg, ar flamm a
guzumas ar re zrouk.
19 Ul leue a rejont en Horeb, hag e stoujont
dirak ur skeudenn deuzet,
20 trokań a rejont o gloar ouzh dremm un ejen a
zebr ar geot.
21 Ankounac'haat a rejont Doue o dieuber, en doa
graet traoł bras en Ejipt,
22 traoł burzhudus e bro Cham, ha traoł spontus
war ar Mor Ruz.
23 Hag e komze eus distrujań anezho, ma ne vije
ket en em lakaet Moizez e hini dibabet ouzh ar freuz dirazań, evit distreiń e
fulor, evit n'o dispennje ket.
24 Disprizout a rejont an douar a zudi, ne
gredjont ket d'e gomz,
25 grozmolat a rejont en o zeltennoł, ne
selaoujont ket mouezh an AOTROU.
26 Neuze e touas dezho o lazhań er gouelec'h,
27 lakaat o lignez da gouezhań etre ar broadoł,
o stlabezań en holl vroioł.
28 En em stagań a rejont ouzh Baal-Peor, hag e
tebrjont aberzhoł ar re varv.
29 Kounnariń a rejont Doue dre o oberennoł,
kement ma savas ur walenn en o zouez.
30 Met Fineas en em ziskouezas hag a reas
reizhder, hag ar walenn a baouezas.
31 Kement-se a voe kontet dezhań da reizhder, a
oad da oad, da viken.
32 Kounnariń a rejont anezhań ivez tost da
zoureier Meriba, hag ec'h erruas droug gant Moizez en abeg dezho.
33 Rak stourm a rejont ouzh e spered, hag e
komzas skańvik eus e vuzelloł.
34 Ne voe ket distrujet ganto ar pobloł, evel
m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho.
35 En em veskań a rejont gant ar broadoł, hag e
teskjont o oberennoł,
36 servijań a rejont o idoloł, ar pezh a voe ur
pech evito,
37 hag ec'h aberzhjont o mibien hag o merc'hed
d'an diaouled.
38 Skuilhań a rejont ar gwad didamall, gwad o mibien
hag o merc'hed a aberzhjont da idoloł Kanaan; hag ar vro a voe disakret gant ar
muntroł-se.
39 Hag en em saotrjont dre o oberoł, hag en em
rojont d'ar gasterezh dre o doare.
40 Kounnar an AOTROU en em danas a-enep e bobl,
euzh en doe ouzh e hźrezh.
41 O lakaat a reas etre daouarn ar broadoł, ar
re o c'hasae a renas warno,
42 o enebourien o gwaskas, hag e voent
dismegańset didan o dorn.
43 Meur a wech e tieubas anezho, met en em
ziskouez a rejont disent en o c'hoantoł, hag en em golljont dre o direizhder.
44 Koulskoude e sellas outo en o estrenvan, pa
glevas o c'hriadennoł.
45 Sońj en deus bet en o c'heńver eus e emglev,
hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.
46 Lakaet en deus anezho da gavout truez
e-kichen an holl re o dalc'he er sklavelezh.
47 Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum
a-douez ar broadoł, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar ez meuleudioł.
48 Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a
gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!
Pempvet
Levr: Salmoł 107-150
Salm 107
1 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a
bad da viken!
2 Ra lavaro evel-se dasprenidi an AOTROU, ar re
en deus dasprenet eus dorn ar gwasker,
3 hag en deus dastumet eus broioł ar sav-heol hag
ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz.
4 Kantren a raent er gouelec'h, en un hent
digenvez, ha ne gavent ket ur gźr da chom enni.
5 Naon ha sec'hed o doa, o ene a semple enno.
6 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o
estrenvan, hag o dieubet en deus eus o enkrezioł.
7 O renet en deus dre an hent eeun, da gavout
ur gźr da chom enni.
8 Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e
vurzhudoł e-keńver mibien an dud!
9 Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa
sec'hed, ha leuniet en deus a vadoł an ene en doa naon.
10 Ar re a oa o chom en deńvalijenn hag e skeud
ar marv, a oa dalc'het en glac'har hag en hern,
11 dre ma oant bet disent ouzh gerioł Doue, hag
o deus disprizet kuzul an Uhel-Meurbet.
12 Izelaat a reas o c'halon dre ar boan, hag e
kouezhjont pell eus pep sikour.
13 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o glac'har,
hag eń en deus o dieubet eus o enkrezioł.
14 Tennet en deus anezho eus an deńvalijenn hag
eus skeud ar marv, torret en deus o ereoł.
15 Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e
vurzhudoł e-keńver mibien an dud!
16 Rak bruzunet en deus an dorojoł arem, ha
torret ar barrennoł houarn.
17 Ar re ziskiant a oa glac'haret, en abeg da
hent o disentidigezh hag o direizhder;
18 o ene en doa euzh ouzh pep boued, stekiń a raent
ouzh dorioł ar marv.
19 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o
estrenvan, hag eń en deus o dieubet eus o enkrez.
20 Kaset en deus e gomz, o yac'haet en deus, hag
o zennet en deus eus ar bezioł.
21 Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e
vurzhudoł e-keńver mibien an dud!
22 Ra ginnigint aberzhoł a drugarekadennoł, ha
ma tisklźrint e oberennoł o kanań gant levenez.
23 Ar re a ziskenn war ar mor el listri, hag a
genwerzh war an doureier bras,
24 ar re-se o deus gwelet oberennoł an AOTROU
hag e vurzhudoł el lec'hioł don.
25 Komz a reas hag e lakaas ur barr-avel da
c'hwezhań, a savas koummoł ar mor.
26 Pignat a reont war-zu an neńv, diskenn a
reont en donder, o ene a deuz gant an enkrez.
27 Evel un den mezv e troidellont hag e
vrańsellont, o holl furnez a vank dezho.
28 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o
estrenvan, hag eń en deus o zennet eus o enkrez.
29 Herzel a ra ar barrad gwallamzer, e dro e
sioulder, hag an doureier a dav.
30 Laouenaat a reont dre ma'z int sioulaet. Hag e
ren anezho d'ar porzh a c'hoantaent.
31 Ra veulint madelezh an AOTROU, hag e
vurzhudoł e-keńver mibien an dud!
32 Ra uhelaint anezhań e bodadeg ar bobl, ra
veulint anezhań e kuzul an henaourien!
33 Treiń a ra ar stźrioł er gouelec'h, ar
mammennoł dour en un douar sec'h,
34 ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour
da fallentez e annezerien.
35 Treiń a ra ar gouelec'h e stank, hag an douar
sec'h e mammennoł dour,
36 da lakaat ar re naonek da chom eno. Sevel a
reont ur gźr da chom enni,
37 hadań a reont parkeier ha platań gwini, a ro
frouezh bep bloaz.
38 Bennigań a ra anezho hag e kreskont kalz, ne
lez ket o loened da nebeutaat.
39 Neuze e tigreskont hag ez int izelaet dre ar
gwaskerezh, ar gwalleur hag ar boan.
40 Skuilhań a ra an dispriz war ar re vras, hag
e laka anezho da gerzhout en ur gouelec'h hep hent.
41 Sevel a ra ar paour eus ar glac'har, hag e
laka da greskiń an tiegezhioł evel tropelloł.
42 An dud reizh a wel kement-se hag a laouena,
met genoł ar re zireizh a chom serret.
43 Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur,
ha ra vo evezhius ouzh madelezhioł an AOTROU.
Salm 108
1 Kanaouenn; salm David.
2 Va c'halon a zo prest, o Doue! Me a gano, me
a veulo, va gloar eo.
3 Dihunit, va lud ha va zelenn! Me a ziaraogin
ar gouloł-deiz.
4 Da veuliń a rin e-touez ar pobloł, o AOTROU,
da ganań e-touez ar broadoł,
5 rak da vadelezh a sav dreist an neńvoł, ha da
wirionez betek ar c'hoabr.
6 O Doue! Sav war an neńvoł. Ra vo da c'hloar
war an douar holl,
7 abalamour da'z re garet-mat da vezań dieubet.
Va savete gant da du dehou ha va selaou!
8 Doue en deus komzet en e santual, me a
laouenaio. Lodennań a rin Sichem, muzuliań a rin traonienn Sukkod,
9 Galaad a zo din, din eo Manase, Efraim eo
moger va fenn, Juda eo va lezenner,
10 Moab eo ar gibell en em walc'han enni, teurel
a ran va botez war Edom, leuskel a ran kriadennoł a levenez war vro ar
Filistined!
11 Piv am blenio etrezek ar gźr greńv? Piv am
c'haso betek Edom?
12 Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon taolet
kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoł?
13 Ro deomp sikour evit tec'hout diouzh an
estrenvan, rak skoazell an den n'eo nemet moged.
14 E Doue e vrezelimp gant nerzh, hag eń eo a
vac'ho hon enebourien.
Salm 109
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 O Doue va meuleudi, na dav ket! Rak genoł an
den drouk ha genoł an den fall a zo digoret a-enep din. Komz a reont din gant
un teod gaouiat.
3 Va c'helc'hiań a reont gant komzoł a gasoni,
hag e reont din ar brezel hep abeg.
4 Tra ma karan, en em reont va enebourien, ha
me ne ran nemet pediń.
5 Rentet o deus din an droug evit ar mad, hag
ar gasoni evit ar garantez.
6 Laka warnań un den drouk, ha ma en em zalc'ho
un heskiner en e du dehou!
7 Pa vo barnet, ma vo disklźriet kablus, ha ma
vo kontet dezhań e bedenn evel pec'hed!
8 Ra vo berraet dezhań niver e zeizioł, ra
gemero unan all e garg!
9 Ra vo e vibien minored, hag e wreg intańvez!
10 Ra vo e vibien kantreerien ha paour, ra vo
ret dezho mont da glask bara pell eus o mogerioł!
11 Ra daolo ar c'hredour ar roued war ar pezh en
deus, ra breizho diavaezidi e labour!
12 Ra ne vo den da virout outań e vadelezh, ra
n'en devo den truez ouzh e vinored!
13 Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv
gant ar rummad da zont!
14 Ra zeuio da sońj d'an AOTROU direizhder e
dadoł, ra ne vo ket kaset kuit pec'hed e vamm,
15 ra vint atav dirak an AOTROU, ra vo o eńvor
lamet kuit eus an douar,
16 rak n'en deus ket bet sońj d'ober gant
madelezh, rak en deus heskinet an hini glac'haret ha paour hag an den a galon
rannet, evit e lakaat da vervel!
17 Karet en deus ar vallozh, dont a raio warnań.
N'en deus ket kavet plijadur er vennozh, pellaat a raio dioutań.
18 Goloet e vo a vallozh evel gant ur vantell,
mont a raio en e gorf evel dour hag en e eskern evel eoul,
19 bez' e vo evel ur gwiskamant ouzh e bakań,
evel ur gouriz atav ouzh e c'hourizań.
20 Evel-se e vo, eus perzh an AOTROU, gopr va
heskinerien, hag ar re a lavar droug a-enep din.
21 Met te, AOTROU va Doue, gra em c'heńver
abalamour da'z anv, hervez braster da vadelezh, va dieub,
22 rak me 'zo glac'haret ha paour, ha va c'halon
a zo rannet em diabarzh.
23 Mont a ran evel ar skeud pa gouezh, kaset on
kuit evel ar c'hilheien-raden.
24 Va daoulin a vrańsell gant ar yun, va c'hig en
deus kollet e lard.
25 Me a zo evito un abeg a zismegańs; o welout
ac'hanon, e hejont o fenn.
26 Bez va sikour, AOTROU va Doue! Va savete
hervez da vadelezh,
27 evit ma ouezint ez eo da zorn, ez eo te,
AOTROU, en deus graet kement-se.
28 Milligań a raint, te a vennigo. Sevel a
reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio.
29 Ra vo va enebourien gwisket a zismegańs, ha
goloet gant o mezh evel gant ur vantell!
30 Va genoł a veulo uhel an AOTROU, e uhelaat a
rin e-kreiz ar vodadeg,
31 rak en em zerc'hel a ra en tu dehou d'an
ezhommeg, evit e saveteiń eus ar re a gondaon e ene.
Salm 110
1 Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm
Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell
dindan da dreid.
2 An AOTROU a astenno eus Sion da walenn
c'halloudus: Ren e-kreiz da enebourien.
3 Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz
ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoł santel. Da soudarded yaouank a vo
dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloł-deiz.
4 An AOTROU en deus touet ha n'en em zislavaro
ket, te a zo aberzhour da viken hervez urzh Melkizedek.
5 An Aotrou a zo a-zehoł dit, bruzunań a raio
rouaned en deiz e fulor.
6 Barn a raio e-touez ar broadoł, leuniań a
raio holl a gorfoł marv, bruzunań a raio ar penn a ren war ur vro vras.
7 Evań a raio eus ar froud en hent, setu perak
e savo e benn.
Salm 111
1 Meulit an AOTROU! Me a veulo an AOTROU eus
kreiz va c'halon, e kuzul an dud reizh hag er vodadeg
2 Oberennoł an AOTROU a zo bras, enklasket int
gant an holl re a gav plijadur enno.
3 E oberenn n'eo nemet splannder ha meurded,
hag e reizhder a bad da viken.
4 Lezet en deus an eńvor eus e vurzhudoł, an
AOTROU a zo trugarezus ha truezus.
5 Reiń a ra da vevań d'an holl re a zouj
anezhań, sońj en devez atav eus e emglev.
6 Roet en deus da anavezout d'e bobl galloud e
oberennoł, en ur reiń dezho hźrezh ar broadoł.
7 Oberennoł e zaouarn n'int nemet reizhder ha
gwirionez, hag e holl c'hourc'hemennoł a zo gwirion.
8 Startaet int atav ha da viken, graet int gant
gwirionez hag eeunder.
9 Kaset en deus an dasprenadur d'e bobl,
diazezet en deus e emglev da viken. E anv a zo santel ha spontus.
10 Penn-kentań ar furnez eo doujańs an AOTROU.
An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoł a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da
viken.
Salm 112
1 Meulit an AOTROU! Eürus an den a zouj an
AOTROU, hag a gav e blijadur en e c'hourc'hemennoł!
2 E lignez a vo galloudus war an douar, gouenn
an dud eeun a vo benniget.
3 Ar fonnusted hag ar binvidigezh a vo en e di,
hag e reizhder a bad da viken.
4 Ar sklźrijenn a sav en deńvalijenn evit an
den eeun; truezus eo, trugarezus ha reizh.
5 Eürus an den a zo truezus hag a brest, seven
a ra e oberoł hervez ar reizhder!
6 Ne vo biken brańsellet, eńvor an den reizh a
vo peurbadus.
7 N'en deus ket aon rak ar c'heloł fall, e
galon a zo start, o fiziout en AOTROU.
8 E galon, harpet mat, n'he devo ket aon, betek
ma en devo diskuizhet e sell war e enebourien.
9 Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien,
e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.
10 An den drouk a wel anezhań hag en deus
desped, hag e c'hrigońs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da
get.
Salm 113
1 Meulit an AOTROU! Meulit, c'hwi servijerien
an AOTROU, meulit anv an AOTROU!
2 Ra vo benniget anv an AOTROU, a-vremań ha da
viken!
3 Adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol, ra
vo meulet anv an AOTROU!
4 An AOTROU a zo savet dreist an holl vroadoł,
e c'hloar a zo dreist an neńvoł.
5 Piv a zo heńvel ouzh an AOTROU hon Doue, o
chom el lec'hioł uhel-meurbet,
6 sellout a ra d'an traoń ouzh an neńv hag ouzh
an douar,
7 hag e tenn an hini bihan eus ar poultr hag e
sav ar paour diwar an teil,
8 evit e lakaat da azezań gant ar re vras, gant
re vras e bobl.
9 Reiń a ra un ti d'ar wreg gaonac'h, hag e ra
anezhi ur vamm laouen da veur a vugel. Meulit an AOTROU!
Salm 114
1 Pa'z eas Israel er-maez eus an Ejipt, ha
tiegezh Jakob eus a-douez ur bobl kriz,
2 Juda a voe e santual, hag Israel a zeuas da
vezań e zomani.
3 Ar mor en gwelas hag a dec'has, ar Jordan a
zistroas a-dreńv,
4 ar menezioł a lammas evel tourzed, hag ar
c'hrec'hiennoł evel oaned.
5 Petra az poa, o mor, evit tec'hout? Ha te,
Jordan, evit distreiń a-dreńv?
6 Ha c'hwi, menezioł, evit lammat evel tourzed?
Ha c'hwi, krec'hiennoł, evel oaned?
7 Dour, kren dirak dremm an Aotrou, dirak dremm
Doue Jakob,
8 a dro ar roc'h en ur stank, ar maen kalet e
mammennoł doureier.
Salm 115
1 N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni,
met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
2 Perak e lavarfe ar broadoł: Pelec'h eta emań
o Doue?
3 Hon Doue, en neńvoł emań, hag e ra kement a
blij gantań.
4 O idoloł a zo arc'hant hag aour, ul labour
daouarn den.
5 Ur genoł o deus ha ne gomzont ket, daoulagad
o deus ha ne welont ket,
6 divskouarn o deus ha ne glevont ket, ur fri o
deus ha ne c'hweshaont ket,
7 daouarn ha ne stokont ket, treid ha ne
gerzhont ket, ne reont trouz ebet gant o c'horzailhenn.
8 Dont a raio da vezań heńvel outo ar re o gra,
hag ar re a laka o fiziańs enno.
9 Israel, fiz en AOTROU! Eń eo o sikour hag o
skoed.
10 Ti Aaron, fiziit en AOTROU! Eń eo o sikour
hag o skoed.
11 C'hwi a zouj an AOTROU, fiziit en AOTROU! Eń
eo o sikour hag o skoed.
12 An AOTROU en deus bet sońj ac'hanomp,
bennigań a raio, bennigań a raio ti Israel, bennigań a raio ti Aaron.
13 Bennigań a raio ar re a zouj an AOTROU, ar re
vihan evel ar re vras.
14 An AOTROU a roio deoc'h madoł, deoc'h ha d'ho
pugale.
15 Benniget oc'h gant an AOTROU, a reas an
neńvoł hag an douar.
16 Diwar-benn an neńvoł, an neńvoł a zo d'an
AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.
17 Ar re varv ne veulint ket an AOTROU, nag an
holl re a ziskenn e lec'hioł ar sioulder.
18 Met ni a vennigo an AOTROU, a-vremań ha da
viken. Meulit an AOTROU!
Salm 116
1 Karout a ran an AOTROU, rak klevet en deus va
mouezh ha va erbedennoł,
2 stouet en deus e skouarn war-zu ennon. Setu
perak e pedin anezhań va buhez-pad.
3 Ereoł ar marv o doa va c'helc'hiet, enkrezioł
ar bez o doa kroget ennon, kavet em boa an estrenvan hag ar glac'har,
4 met pedet em eus anv an AOTROU: O AOTROU,
dieub va ene!
5 An AOTROU a zo truezus ha reizh, hon Doue a
ra trugarez.
6 An AOTROU a ziwall ar re vihan, ezhommek e
oan hag en deus va saveteet.
7 Distro da'z tiskuizh, va ene, rak an AOTROU
en deus graet vad dit.
8 Dieubet ec'h eus va ene eus ar marv, va
daoulagad eus an daeroł, va zreid eus ar gouezhadenn.
9 Kerzhout a rin dirak dremm an AOTROU war
douar ar re vev.
10 Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Bet
e oan gwall c'hlac'haret.
11 Lavarout a raen em zrubuilh: Pep den a zo
gaouiat.
12 Petra a rentin d'an AOTROU? E holl vadoberoł
a zo warnon.
13 Kemer a rin hanaf an dieubidigezh, hag e
pedin anv an AOTROU.
14 Seveniń a rin va gouestloł d'an AOTROU dirak
e holl bobl.
15 Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius
dirak e zaoulagad.
16 Da bediń a ran, o AOTROU, rak me a zo da
servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec'h eus va ereoł.
17 Kinnig a rin dit an aberzh a drugarekadennoł,
hag e pedin anv an AOTROU.
18 Seveniń a rin va gouestloł d'an AOTROU dirak
e holl bobl,
19 e leurioł ti an AOTROU, ez kreiz,
Jeruzalem. Meulit an AOTROU!
Salm 117
1 Meulit an AOTROU, c'hwi an holl vroadoł!
Kanmeulit eń, c'hwi an holl bobloł!
2 Rak e vadelezh a zo bras en hor c'heńver, ha
fealded an AOTROU a bad da viken. Meulit an AOTROU!
Salm 118
1 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a
bad da viken.
2 Ra lavaro Israel ivez e pad e drugarez da
viken.
3 Ra lavaro tiegezh Aaron e pad e drugarez da
viken.
4 Ra lavaro ar re a zouj an AOTROU e pad e
drugarez da viken.
5 Eus kreiz an estrenvan em eus galvet an
AOTROU, hag an AOTROU en deus va selaouet ha va lakaet er frankiz.
6 An AOTROU a zo evidon, ne'm bo aon rak netra.
Petra a raio an den din?
7 An AOTROU a zo evidon e-touez ar re am
sikour, hag e sellin hep aon ouzh ar re am c'hasa.
8 Gwelloc'h eo en em dennań war-zu an AOTROU
eget fiziout en den.
9 Gwelloc'h eo en em dennań war-zu an AOTROU
eget fiziout er re vras.
10 An holl vroadoł o doa va enkelc'hiet, met en
anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoł.
11 Va enkelc'hiet o doa, ya, va enkelc'hiet o
doa, met en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoł.
12 Va enkelc'hiet o doa evel ar gwenan, mouget
int bet evel un tan drein, rak en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoł.
13 Va bountet ez poa start da gouezhań, met an
AOTROU en deus va sikouret.
14 An AOTROU eo va nerzh ha va c'han, bet eo va
dieuber.
15 Ur vouezh eus kanoł a drec'h a sav e
teltennoł ar re reizh: Tu dehou an AOTROU a zo galloudus!
16 Tu dehou an AOTROU a zo uhel bras, tu dehou
an AOTROU a zo galloudus!
17 Ne varvin ket met bevań a rin, hag e
tisklźrin oberennoł an AOTROU.
18 An AOTROU en deus va c'hastizet rust, met
n'en deus ket va roet d'ar marv.
19 Digorit din dorioł ar reizhder, mont a rin
ennoc'h hag e veulin an AOTROU.
20 Amań emań dor an AOTROU, ar re reizh a yelo
enni.
21 Me az meulo rak selaouet ec'h eus ac'hanon,
hag out bet va dieuber.
22 Ar maen taolet kuit gant ar re a vańsone a zo
deuet da vezań penn ar c'horn.
23 Kement-se a zo bet graet gant an AOTROU, ur
burzhud d'hon daoulagad.
24 Hemań eo an deiz en deus graet an AOTROU,
tridomp ha laouenaomp ennań!
25 O AOTROU, ro ar silvidigezh! O AOTROU, ro ar
fonnusted!
26 Benniget ra vo an hini a zeu en anv an
AOTROU! Ho pennigań a reomp eus ti an AOTROU.
27 An AOTROU eo Doue hag en deus hor
sklźrijennet. Liammit gant kerdin loen an aberzh, degasit anezhań betek kerniel
an aoter.
28 Te eo va Doue, me az meulo. Va Doue, da
uhelaat a rin.
29 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a
bad da viken.
Salm 119
א Alef
1 Eürus ar re a zo eeun en o hent, a gerzh
hervez lezenn an AOTROU!
2 Eürus ar re vir e destenioł, a glask anezho
a-greiz o c'halon,
3 na reont ket an direizhder, hag a gerzh en e
hentoł!
4 Urzhiet ec'h eus da gemennadurioł, evit ma
vint miret gant evezh.
5 O! Ra vo reizhet mat va hentoł, evit ma virin
da reolennoł.
6 Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl
c'hourc'hemennoł.
7 Da veuliń a rin en eeunder va c'halon, pa em
bo desket da varnedigezhioł reizh.
8 Fellout a ra din mirout da reolennoł. Na'm
dilez ket a-grenn!
ב Bet
9 Penaos e lakaio an den yaouank e hent da
vezań glan? O teurel evezh outań hervez da gomz.
10 Da glask a ran eus kreiz va c'halon, na'm lez
ket da ziheńchań pell diouzh da c'hourc'hemennoł!
11 Dalc'het em eus da c'her em c'halon, evit na
bec'hin ket ez enep.
12 Ra vi benniget, o AOTROU! Desk din da
reolennoł.
13 Disklźriań a ran gant va muzelloł holl varnedigezhioł
da c'henoł.
14 Laouenaat a ran en hent eus da destenioł,
evel ma vefe ganin holl binvidigezhioł.
15 Prederiań a rin war da gemennadurioł, hag e
sellin ouzh da wenodennoł.
16 Kavout a rin va flijadur ez reolennoł, ha
n'ankounac'hain ket da gomzoł.
ג Gimel
17 Gra ar vadelezh-se da'z servijer, ma vevin ha
ma virin da gomz.
18 Digor va daoulagad, evit ma welin burzhudoł
da lezenn.
19 Diavaeziad on war an douar, na guzh ket da
c'hourc'hemennoł ouzhin!
20 Va ene a zo kuzumet er garantez en deus a bep
amzer evit da varnedigezhioł.
21 Gourdrouz a rez ar re lorc'hus milliget, a
bella eus da c'hourc'hemennoł.
22 Lam diwarnon ar vezh hag an dispriz, rak
mirout a ran da destenioł.
23 Ar re c'halloudek zoken a zo azezet hag o
deus komzet em enep, met da servijer a breder war da reolennoł.
24 Setu perak da destenioł a zo va flijadur ha
va c'huzulierien.
ד Dalet
25 Va ene a zo staget ouzh ar poultr. Gra din
advevań hervez da gomz!
26 Disklźriet em eus dit va hentoł hag ec'h eus respontet
din. Desk din da reolennoł.
27 Ro din da anavezout hent da gemennadurioł,
hag e komzin eus da vurzhudoł.
28 Va ene a ouel gant ar glac'har. Va adsav
hervez da gomz!
29 Pella diouzhin hent ar gaou, ha ro din ar
c'hras da virout da lezenn.
30 Dibabet em eus hent ar wirionez, lakaet em
eus da varnedigezhioł dirak va daoulagad,
31 staget on ouzh da destenioł, AOTROU, na'm
laka ket mezhek!
32 Redek a rin en hent da c'hourc'hemennoł, pa
ez po lakaet va c'halon er frankiz.
ה He
33 AOTROU, kelenn din hent da reolennoł, hag e
virin anezhań betek an dibenn.
34 Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e
heuilhin anezhi a-greiz va c'halon.
35 Va laka da gerzhout en hent da
c'hourc'hemennoł, rak kavout a ran plijadur enno.
36 Stou va c'halon etrezek da destenioł, ha nann
war-zu ar gounid.
37 Distro va daoulagad diouzh gwel an traoł
didalvez, va laka da advevań ez hentoł!
38 Starta da'z servijer da c'her, a zo evit ar
re a zouj ac'hanout.
39 Distro diouzhin ar vezh am eus aon anezhi,
rak da varnedigezhioł a zo mat.
40 Setu, e huanadan war-lerc'h da gemennadurioł.
Va laka da advevań dre da reizhder!
ו Vav
41 Ra zeuio da vadelezh warnon, AOTROU, ha da
silvidigezh hervez da c'her,
42 hag em bo peadra da respont d'an hini am
zamall, dre ma fizian ez komz.
43 Na lam ket a-grenn eus va genoł ar gomz a
wirionez, rak ez on en gortoz eus da varnedigezhioł,
44 hag e virin da lezenn dalc'hmat ha da viken.
45 Kerzhout a rin er frankiz, rak klask a ran da
gemennadurioł.
46 Komz a rin eus da destenioł dirak ar rouaned,
ha ne'm bo ket a vezh.
47 Kavout a rin va flijadur ez kourc'hemennoł a
garan.
48 Sevel a rin va daouarn etrezek da
c'hourc'hemennoł a garan, hag en em zalc'hin ouzh da reolennoł.
ז Zayin
49 Az pez sońj eus ar gomz roet da'z servijer,
ac'h eus va lakaet da esperout enni.
50 Houmań eo va frealz em foan, ma ro da c'her
ar vuhez din.
51 Ar re lorc'hus am golo a c'hoapaerezh, met ne
bellaan ket diouzh da lezenn.
52 Sońj am eus eus da varnedigezhioł a wechall,
o AOTROU, hag ez on frealzet.
53 An droug a grog ennon a-enep ar re fall a
zilez da lezenn.
54 Da reolennoł eo abeg va c'hanaouennoł, en ti
emaon o chom ennań evel un diavaeziad.
55 En noz em eus sońj eus da anv, o AOTROU, hag
e viran da lezenn.
56 Hemań eo va lod, mirout da gemennadurioł.
ח Het
57 Va lod, o AOTROU, e lavaret em eus, eo mirout
da gomzoł.
58 Da bedet em eus a-greiz va c'halon: Az pez
truez ouzhin hervez da bromesa!
59 Kontet em eus va hentoł, ha troet va
c'hammedoł etrezek da destenioł.
60 Hastań a ran, ne zalean ket, evit mirout da
c'hourc'hemennoł.
61 Stignoł ar re zrouk a oa en-dro din, ne'm eus
ket ankounac'haet da lezenn.
62 Sevel a ran da hanternoz evit da veuliń,
abalamour da'z parnedigezhioł reizh.
63 Me a zo keneil d'an holl re a zouj ac'hanout,
hag a vir da gemennadurioł.
64 AOTROU, an douar a zo leun eus da vadelezh.
Desk din da reolennoł.
ט Tet
65 AOTROU, graet ec'h eus vad da'z servijer,
hervez da gomz.
66 Desk din kaout furnez ha skiant, rak kredet
em eus da c'hourc'hemennoł.
67 A-raok bezań glac'haret, en em gollen, met
bremań e viran da c'her.
68 Te a zo mat ha madoberus, desk din da
reolennoł.
69 Tud lorc'hus o deus ijinet traoł faos em
enep. Me a viro da gemennadurioł e-kreiz va c'halon.
70 O c'halon a zo tevaet evel al lard, me a gav
va flijadur ez lezenn.
71 Mat eo din bezań bet glac'haret, evit ma
teskin da reolennoł.
72 Lezenn da c'henoł a zo priziusoc'h din eget
milieroł a bezhioł aour hag arc'hant.
י Yod
73 Da zaouarn o deus va graet ha va stummet. Ro
din da vezań meizek, hag e teskin da c'hourc'hemennoł.
74 Ar re a zouj ac'hanout am gwelo hag a drido a
levenez, rak ez on en gortoz eus da gomz.
75 Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da
varnedigezhioł nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded.
76 Ra frealzo da vadelezh ac'hanon, hervez ar
ger ac'h eus roet da'z servijer.
77 Ra zeuio da druez warnon hag e vevin, rak da
lezenn a ra va flijadur.
78 Ra vo mezhek ar re lorc'hus a wask ac'hanon
hep abeg! Prederiań a rin war da gemennadurioł.
79 Ra zeuio da'm c'havout ar re a zouj
ac'hanout, hag ar re a anavez da destenioł.
80 Ra vo va c'halon eeun ez reolennoł, evit na
vin ket mezhek!
כ Kaf
81 Va ene a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh,
en gortoz eus da gomz ez on.
82 Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da c'her,
hag e lavaran: Pegoulz e frealzi ac'hanon?
83 Rak evel ur sac'h-lźr ez on er moged, met
n'ankounac'haan ket da reolennoł.
84 Pegeit e pado deizioł da servijer? Pegoulz e
kasi da benn da varnedigezh war ar re a heskin ac'hanon?
85 Ar re lorc'hus o deus toullet fozioł evidon,
ar pezh n'eo ket hervez da lezenn.
86 Da holl c'hourc'hemennoł n'int nemet
gwirionez. Heskinet on hep abeg, va sikour!
87 War-bouez nebeut hag em distrujent a-ziwar an
douar, met ne zilezan ket da gemennadurioł.
88 Va laka da advevań hervez da vadelezh, ha
testenioł da c'henoł a virin.
ל Lamed
89 O AOTROU, da gomz a bad da viken en neńvoł.
90 Da wirionez a bad a oad da oad. Diazezet ec'h
eus an douar, hag e chom start.
91 Pep tra a bad hiziv hervez da varnedigezhioł,
rak an holl draoł a servij ac'hanout.
92 Ma ne vije ket da lezenn bet va flijadur, e
vijen marvet em glac'har.
93 Biken n'ankounac'hain da gemennadurioł, rak
drezo eo ec'h eus roet ar vuhez din.
94 Me a zo dit, va savete, rak klasket em eus da
gemennadurioł.
95 Ar re zrouk o deus va gedet evit va lakaat da
vervel, met ouzh da destenioł ez on evezhius.
96 Gwelet em eus harzoł da gement a zo peurvat,
da c'hourc'hemenn a zo astennet diharz.
מ Mem
97 Pegement e karan da lezenn! Komz a ran
diwarni a-hed an deiz.
98 Va lakaat a rez da vezań furoc'h eget va
enebourien dre da c'hourc'hemennoł, rak bepred emaint ganin.
99 Tremenet em eus e furnez e-biou d'an holl re
o deus va c'helennet, dre ma prederian war da destenioł.
100 Muioc'h desket on eget ar re gozh, dre ma em
eus miret da gemennadurioł.
101 Distroet em eus va c'hammedoł diouzh pep hent
fall, evit mirout da gomz.
102 N'on ket bet distroet diouzh da
varnedigezhioł, rak te ec'h eus va desket.
103 Pegen dous eo da c'her da'm staon, dousoc'h
eget ar mel da'm genoł!
104 Da gemennadurioł a ro skiant din, setu perak
e kasaan pep hent gaouiat.
נ Nun
105 Da gomz a zo ul lamp da'm zreid, hag ur
sklźrijenn war va hent.
106 Touet em eus hag e talc'hin, mirout da
varnedigezhioł reizh.
107 Gwall c'hlac'haret on, AOTROU, gra din
advevań hervez da gomz!
108 AOTROU, degemer mat ar gouestloł a ginnig va
genoł dit, ha desk din da varnedigezhioł!
109 Va buhez a zo dalc'hmat en arvar, koulskoude
ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn.
110 Ar re zrouk o deus stegnet antelloł din, met
n'on ket en em bellaet diouzh da gemennadurioł.
111 Kemeret em eus da destenioł evel un hźrezh
peurbadus, rak ez int levenez va c'halon.
112 Stouet em eus va c'halon da seveniń da
reolennoł, bepred ha betek an diwezh.
ס Samek
113 Kasaat a ran ar sońjoł didalvez, met karout a
ran da lezenn.
114 Va repu ha va skoed ez out, hag ez on en
gortoz eus da gomz.
115 Tud drouk, pellait diouzhin, ha me a viro
gourc'hemennoł va Doue.
116 Va harp hervez da c'her hag e vevin, ha na'm
laka ket da vezań mezhek em gortoz!
117 Va harp hag e vin salvet, hag e vo atav va
daoulagad war da reolennoł!
118 Disteurel a rez kuit ar re a bella diouzh da
reolennoł, rak o zouellerezh a zo ur gaou didalvez.
119 Kas a rez da netra evel eon holl re zrouk an
douar, setu perak e karan da destenioł.
120 Va c'hig a gren gant an aon am eus razout,
hag e toujan da varnedigezhioł.
ע Ayin
121 Miret em eus ar varnedigezh hag ar reizhder,
na'm dilez ket da'm gwaskerien.
122 Bez diwaller da servijer evit e vad, ra ne
wasko ket ar re lorc'hus ac'hanon.
123 Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da
silvidigezh ha ger da reizhder.
124 Gra e-keńver da servijer hervez da vadelezh,
ha desk din da reolennoł.
125 Me eo da servijer, ro din da vezań meizek,
hag ec'h anavezin da destenioł.
126 Poent eo d'an AOTROU ober, dilezet o deus da
lezenn.
127 Setu perak e karan da c'hourc'hemennoł,
muioc'h eget an aour, muioc'h zoken eget an aour glan.
128 Setu perak e kavan reizh da holl
gemennadurioł, hag e kasaan pep hent gaouiat.
פ Pe
129 Da destenioł a zo burzhudus, setu perak va
ene en deus o miret.
130 Diskuliadur da gomzoł a ro sklźrijenn, reiń a
ra skiant d'ar re zinerzh.
131 Digoret em eus va genoł, hag em eus huanadet,
rak c'hoantaet em eus da c'hourc'hemennoł.
132 Sell ouzhin ha kemer truez ouzhin, evel ma
ec'h eus ar c'hiz d'ober e-keńver ar re a gar da anv.
133 Starta va c'hammedoł ez ker, ha na lez
direizhder ebet da ren warnon.
134 Va dieub eus gwaskerezh an dud, evit ma virin
da gemennadurioł!
135 Laka da zremm da lugerniń war da servijer, ha
desk din da reolennoł!
136 Stźrioł dour a red eus va daoulagad, dre na
virer ket da lezenn.
צ Tsade
137 Te a zo reizh, o AOTROU, hag eeun ez
parnedigezhioł.
138 Urzhiet ec'h eus da destenioł gant reizhder
ha gant ur wirionez vras.
139 Devet on gant va gred, dre m'o deus va
enebourien ankounac'haet da gomzoł.
140 Da c'her a zo glan-meurbet, setu perak da
servijer e gar.
141 Me a zo bihan ha disprizet, met n'ankounac'haan
ket da gemennadurioł.
142 Da reizhder a zo reizhder da viken, ha da
lezenn n'eo nemet gwirionez.
143 An estrenvan hag an enkrez o deus va zapet,
met da c'hourc'hemennoł eo va flijadur.
144 Reizhder da destenioł a zo peurbadus, ro din
d'o c'hompren evit ma vevin!
ק Qof
145 Krial a ran a-greiz va c'halon, respont din,
AOTROU, hag e virin da reolennoł.
146 Krial a ran dit, va savete, hag e virin da
destenioł.
147 Diaraogiń a ran an deiz hag e krian, hag ez
on en gortoz eus da gomz.
148 Va daoulagad a ziaraog ar beilhadennoł, evit
prederiań war da c'her.
149 Selaou va mouezh hervez da vadelezh. AOTROU,
va laka da advevań hervez da varnedigezh!
150 Ar re o deus c'hoantoł fall a dosta. En em
zerc'hel a reont pell diouzh da lezenn.
151 Te a zo tost, o AOTROU, ha da holl
c'hourc'hemennoł eo ar wirionez.
152 Abaoe pell 'zo ec'h ouzon dre da destenioł,
ec'h eus o diazezet evit biken.
ר Resh
153 Sell ouzh va glac'har, ha va dieub, rak ne'm
eus ket ankounac'haet da lezenn.
154 Difenn va c'haoz ha va daspren, gra din
advevań hervez da c'her!
155 Ar silvidigezh a zo pell diouzh ar re zrouk,
dre na glaskont ket da reolennoł.
156 Da druez a zo divent, o AOTROU; gra din
advevań hervez da varnedigezhioł.
157 Va heskinerien ha va enebourien a zo diniver,
met ne zistroan ket diwar da destenioł.
158 Gwelet em eus ar re disleal hag em eus bet
heug outo. Ne viront ket da c'her.
159 Taol evezh penaos e karan da gemennadurioł,
AOTROU, gra din advevań hervez da vadelezh.
160 Diazez da gomz eo ar wirionez, ha da
varnedigezhioł reizh a zo peurbadus.
ש Shin
161 Ar re vras o deus va heskinet hep abeg, met
va c'halon n'he deus ket aon, nemet rak da gomzoł.
162 Laouenaat a ran gant da ger, evel an hini a
gav ur preizh bras.
163 Euzh am eus ouzh ar gaou hag e kasaan
anezhań, karout a ran da lezenn.
164 Da veuliń a ran seizh gwech an deiz, en abeg
da'z parnedigezhioł reizh.
165 Ur peoc'h bras a zo evit ar re a gar da
lezenn, ha netra ne c'hell o diskar.
166 AOTROU, esperout a ran ez tieubidigezh, hag e
ran hervez da c'hourc'hemennoł.
167 Va ene a vir da destenioł, hag o c'haran gant
ur garantez vras.
168 Mirout a ran da gemennadurioł ha da
destenioł, rak va holl hentoł a zo dirazout.
ת Tav
169 AOTROU, ra zeuio va c'hriadenn dirazout! Ro
din da vezań meizek hervez da gomz.
170 Ra zeuio va fedenn dirazout! Va dieub hervez
da c'her.
171 Va muzelloł a embanno da veuleudi, pa ez po
desket din da reolennoł.
172 Va zeod ne gomzo nemet diwar-benn da c'her,
rak da holl c'hourc'hemennoł a zo reizh.
173 Ra vo da zorn ur sikour din! Rak dibabet em
eus da gemennadurioł.
174 AOTROU, huanadiń a ran war-lerc'h da
silvidigezh, da lezenn a zo va flijadur.
175 Ra vevo va ene evit da veuliń, ha ra zeuio da
varnedigezhioł war va sikour!
176 Dianket on evel un dańvad kollet: klask da
servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoł.
Salm 120
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Kriet em eus d'an
AOTROU em estrenvan, hag en deus va selaouet.
2 AOTROU, dieub va ene eus ar muzelloł gaouiat,
eus an teod touellus!
3 Petra a roio dit an teod tromplus, petra a
c'hounezi gantań?
4 Biroł lemm evel reoł ur brezelour, gant
glaou-bev ar balan.
5 Gwalleürus on da chom e Meshek, da vezań
e-touez teltennoł Kedar!
6 Re bell eo chomet va ene gant an hini a gasa
ar peoc'h.
7 Me a gar ar peoc'h, met kerkent ha ma komzan,
emaint evit ar brezel.
Salm 121
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Sevel a ran va
daoulagad etrezek ar menez, a-belec'h e teuio sikour din.
2 Va sikour a zeu digant an AOTROU, en deus
graet an neńvoł hag an douar.
3 Ne lezo ket da droad da vrańsellat. An hini a
ziwall ac'hanout ne gousko ket.
4 Setu, an hini a ziwall Israel ne gousko ket
ha ne voredo ket.
5 An AOTROU eo an hini a ziwall ac'hanout. An AOTROU
eo da skeud, emań a-zehou dit.
6 An heol ne skoio ket ac'hanout e-pad an deiz,
nag al loar e-pad an noz.
7 An AOTROU a ziwallo ac'hanout diouzh pep
droug, diwall a raio da ene.
8 An AOTROU a ziwallo da zont ha da vont,
a-vremań ha da viken.
Salm 122
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł); eus David. Laouen
on pa lavarer din: Deomp da di an AOTROU!
2 Hon treid a chom a-sav ez torojoł, o
Jeruzalem!
3 Jeruzalem, savet out bet evel ur gźr a zo
stardet etrezo he savadurioł.
4 Di eo e pign ar meuriadoł, meuriadoł an
AOTROU, ar pezh a zo un testeni en Israel, evit meuliń anv an AOTROU.
5 Eno eo savet an tronioł evit ar reizhder, an
tronioł evit ti David.
6 Pedit evit peoc'h Jeruzalem! Ra o devo ar
peoc'h ar re a gar ac'hanout!
7 Ra vo ar peoc'h etre da vogerioł, hag an
diskuizh e-barzh da balezioł!
8 Abalamour da'm breudeur ha da'm mignoned, e
pedin evit da beoc'h.
9 Abalamour da di an AOTROU hon Doue, e
c'houlennin evidout an eurvad.
Salm 123
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Sevel a ran va
daoulagad etrezek ennout, te hag a zo o chom en neńvoł.
2 Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien
ouzh dorn o mestroł, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e
sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp.
3 Az pez truez ouzhimp, AOTROU, az pez truez
ouzhimp, rak hor gwalc'h a zispriz hon eus!
4 Hon ene en deus e walc'h eus goapaerezh ar re
a zo er fonnusted, eus dispriz ar re lorc'hus.
Salm 124
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł); eus David. Hep an
AOTROU evidomp, ra lavaro Israel,
2 hep an AOTROU evidomp, pa oa an dud a-enep
deomp,
3 neuze o dije hol lonket en bev, pa en em dane
o fulor en hon enep.
4 Neuze an doureier o dije hol lonket, ur froud
en dije tremenet war hon ene.
5 Neuze an doureier herrus o dije tremenet war
hon ene.
6 Benniget ra vo an AOTROU, n'en deus ket hol
lezet evel ur preizh d'o dent!
7 Hon ene en deus tec'het kuit evel ul labous
eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec'het kuit.
8 Emań hor sikour en anv an AOTROU, en deus
graet an neńvoł hag an douar.
Salm 125
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Ar re a fiz en
AOTROU a zo evel Menez Sion, na c'hell ket bezań brańsellet, hag a bad da
viken.
2 Emań menezioł en-dro da Jeruzalem, hag emań
an AOTROU en-dro d'e bobl, a-vremań ha da viken.
3 Rak gwalenn an drougiezh ne chomo ket war
lodenn ar re reizh, gant aon na lakafe ar re reizh o daouarn en drougiezh.
4 AOTROU, gra vad d'ar re vat, d'ar re o deus ar
galon eeun!
5 Met evit ar re a zibab hentoł troidellek, an
AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h
war Israel!
Salm 126
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Pa zegasas en-dro an
AOTROU sklaved Sion, e oamp evel ar re a ra un huńvre.
2 Neuze hor genoł a oa leun a griadennoł a
levenez, hag hon teod a ganoł a drec'h. Neuze e veze lavaret e-touez ar
broadoł: An AOTROU en deus graet traoł bras d'ar re-mań.
3 An AOTROU en deus graet traoł bras deomp, ha
laouen omp bet.
4 AOTROU, degas hor sklaved en-dro, evel ar
gwazhioł e bro ar c'hreisteiz!
5 Ar re a had gant daeroł, a vedo gant kanoł a
drec'h.
6 An hini a zoug an had evit e skuilhań, a
gerzh en ur ouelań, met dont a raio en-dro o kanań gant levenez, pa zougo e
feskennoł.
Salm 127
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł); eus Salomon. Ma ne
sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an
AOTROU kźr, an hini he diwall a evesha en aner.
2 En aner e savit da vintin, en aner e kouskit
diwezhat, hag e tebrit ar bara a c'hlac'har. Reiń a ra kement d'e garet-mat
e-pad e gousk.
3 Setu, ar vibien a zo un hźrezh a-berzh an
AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.
4 Evel biroł en dorn ur brezelour, evel-se eo
mibien ar yaouankiz.
5 Eürus an den en deus leuniet e glaouier
ganto! Ne vint ket mezhek, pa gomzint ouzh an nor gant enebourien.
Salm 128
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Eürus an den a
zouj an AOTROU, hag a gerzh en e hentoł!
2 Rak debriń a ri eus labour da zaouarn, eürus
e vi hag e vleugni.
3 Da wreg a vo e-barzh da di evel ur winienn
frouezhus, ha da vibien evel gwez-olivez en-dro da'z taol.
4 Ya, evel-se e vo benniget an den a zouj an
AOTROU.
5 An AOTROU az pennigo eus Sion, hag e weli mad
Jeruzalem e-pad holl zeizioł da vuhez,
6 hag e weli mibien da vibien. Ra vo ar peoc'h
war Israel!
Salm 129
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Va gwasket kalz o
deus adalek va yaouankiz, ra lavaro Israel,
2 va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz,
met n'o deus ket trec'het warnon.
3 Labourerien-douar o deus aret va c'hein,
merket o deus penn-da-benn o irvi.
4 An AOTROU a zo reizh, troc'het en deus kerdin
ar re zrouk.
5 An holl re a gasa Sion a vo mezhekaet ha kaset
war-dreńv.
6 Bez' e vint evel geot an toennoł, a sec'h
a-raok ma kresk.
7 Ar meder ne leugn ket e zorn gantań, nag an
endrammer e zivrec'h,
8 hag an dremenerien ne lavaront ket: Bennozh
Doue ra vo warnoc'h! Ni ho pennig en anv an AOTROU!
Salm 130
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). O AOTROU, da bediń
a ran eus an donderioł.
2 AOTROU, selaou va mouezh! Ra vo da zivskouarn
evezhius ouzh mouezh va fedennoł!
3 AOTROU, ma taolez evezh ouzh an direizhder,
Aotrou, piv a bado?
4 Met ar pardon a zo ez kichen, evit ma vi
doujet.
5 Gortozet em eus an AOTROU, va ene en deus e
c'hortozet, hag em eus lakaet va esperańs en e gomz.
6 Va ene a c'hortoz an AOTROU, muioc'h eget ne
ra ar warded ar beure.
7 Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen
an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.
8 Eń e-unan eo a zaspreno Israel eus e holl
zireizhder.
Salm 131
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł); eus David. AOTROU,
va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket
klasket an traoł re vras ha re uhel evidon.
2 Ha ne'm eus ket mestroniet ha sioulaet va
ene, evel ma ra ur bugel dizon e-keńver e vamm? Va ene a zo ennon evel ur bugel
dizon.
3 Israel, esper en AOTROU, a-vremań ha da
viken!
Salm 132
1 Kanaouenn
ar "Maalod" (= ar
pignidigezhioł). AOTROU, az pez sońj eus David hag eus e holl c'hlac'har.
2 Eń hag a douas d'an AOTROU, hag e reas ar
gouestl-mań da C'halloudeg Jakob:
3 Ned in ket dindan teltenn va zi, ne bignin
ket war ar gwele ma tiskuizhan,
4 ne roin ket morgousk da'm daoulagad, na
diskuizh da'm malvennoł,
5 ken na'm bo kavet ul lec'h evit an AOTROU, ur
chomlec'h evit Galloudeg Jakob!
6 Setu, klevet hon eus komz diwarnań en Efrata,
kavet hon eus anezhań e parkeier Yaar (=
ar goadeg).
7 Deomp en e chomlec'hioł, stouomp dirak
skabell e dreid!
8 Sav, o AOTROU, deus da lec'h da ziskuizh, te
hag arc'h da nerzh!
9 Ra vo da aberzhourien gwisket a reizhder, ha
ra gano da re garet-mat gant levenez!
10 Abalamour da Zavid da servijer, na daol ket
kuit dremm da Olevad!
11 An AOTROU en deus touet ar wirionez da Zavid,
ha ne zislavaro ket: Lakaat a rin war da dron frouezh da gof.
12 Mar mir da vibien va emglev ha va zestenioł a
zeskin dezho, o mibien ivez, da viken, a vo azezet war da dron.
13 Rak an AOTROU en deus dibabet Sion, hag he
c'havet mat evit ober enni e chomlec'h.
14 Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e
vin o chom, rak he dibabet em eus.
15 Bennigań a rin gant fonnuster he bevańs,
leuniań a rin a vara he feorien.
16 Me a wisko a silvidigezh e aberzhourien, hag
e re leal a gano gant ul levenez vras.
17 Eno eo e lakain ur c'horn da sevel da Zavid,
hag e kempennin ul lamp da'm Olevad.
18 Goleiń a rin a vezh e enebourien, ha warnań e
lugerno e dalgen.
Salm 133
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł); eus David. Setu,
pegen brav, pegen dous eo evit breudeur chom unanet asambles.
2 Evel an eoul prizius eo, an hini a ziskenn
war benn ha war varv Aaron, hag a zeu betek bord e zilhad.
3 Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn
war menezioł Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez
da viken.
Salm 134
1 Kanaouenn ar "Maalod" (= ar pignidigezhioł). Setu, bennigit an
AOTROU, c'hwi holl servijerien an AOTROU, hag en em zalc'h e ti an AOTROU e-pad
an nozioł.
2 Savit ho taouarn etrezek ar santual, ha
bennigit an AOTROU!
3 An AOTROU az pennigo eus Sion, eń hag en deus
graet an neńvoł hag an douar!
Salm 135
1 Meulit an AOTROU! Meulit anv an AOTROU,
meulit eń servijerien an AOTROU!
2 C'hwi hag en em zalc'h e ti an AOTROU, war
leurennoł ti hon Doue,
3 meulit an AOTROU, rak an AOTROU a zo mat!
Kanit d'e anv rak trugarezus eo.
4 Rak an AOTROU en deus dibabet Jakob, hag
Israel evit e zalc'h,
5 rak gouzout a ran eo bras an AOTROU hag hon
Aotrou dreist an holl zoueoł.
6 An AOTROU a ra kement a fell dezhań en neńvoł
ha war an douar, er morioł hag en holl zonderioł.
7 Eń eo a laka an aezhennoł da sevel eus penn
an douar, a ra al luc'hed hag ar glav, a denn an avel eus e deńzorioł.
8 Eń eo a skoas re gentań-ganet an Ejipt,
adalek an dud betek al loened,
9 a gasas sinoł ha burzhudoł ez kreiz, Ejipt, a-enep Faraon hag a-enep e holl servijerien,
10 a skoas meur a vroad, a lakaas d'ar marv
rouaned galloudus:
11 Sihon, roue an Amoreaned, Og, roue Basan, hag
holl rouaned Kanaan,
12 eń a roas o bro da hźrezh, da hźrezh da
Israel e bobl.
13 AOTROU, da anv a bad da viken. AOTROU, an
eńvor ac'hanout a zo a oad da oad.
14 Rak an AOTROU a raio reizhder d'e bobl, truez
en devo ouzh e servijerien.
15 Idoloł ar broadoł a zo arc'hant hag aour, ul
labour daouarn den.
16 Ur genoł o deus ha ne gomzont ket, daoulagad
o deus ha ne welont ket,
17 divskouarn o deus ha ne glevont ket, n'eus
ket kennebeut a c'hwezhadenn en o genoł.
18 Ar re o gra hag ar re holl a fiz enno a zeu
heńvel outo!
19 Ti Israel, bennigit an AOTROU! Ti Aaron,
bennigit an AOTROU!
20 Ti Levi, bennigit an AOTROU! C'hwi a zouj an
AOTROU, bennigit an AOTROU!
21 Benniget ra vo eus Sion an AOTROU, eń hag a
zo o chom e Jeruzalem! Meulit an AOTROU!
Salm 136
1 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a
bad da viken!
2 Meulit Doue an doueoł, rak e drugarez a bad
da viken!
3 Meulit Aotrou an aotrounez, rak e drugarez a
bad da viken,
4 an hini hepken a ra burzhudoł bras, rak e
drugarez a bad da viken!
5 An hini en deus graet an neńvoł gant skiant,
rak e drugarez a bad da viken,
6 en deus astennet an douar war an doureier,
rak e drugarez a bad da viken,
7 en deus graet ar goulaouennoł bras, rak e
drugarez a bad da viken,
8 an heol evit ren war an deiz, rak e drugarez
a bad da viken,
9 al loar hag ar stered evit ren war an noz,
rak e drugarez a bad da viken!
10 An hini en deus skoet an Ejipt en he re gentań-ganet,
rak e drugarez a bad da viken,
11 hag en deus lakaet Israel da vont er-maez eus
o zouez, rak e drugarez a bad da viken,
12 dre un dorn nerzhus hag ur vrec'h astennet,
rak e drugarez a bad da viken!
13 An hini en deus faoutet ar Mor Ruz en daou,
rak e drugarez a bad da viken,
14 en deus lakaet Israel da dremen dre e greiz,
rak e drugarez a bad da viken,
15 en deus diskaret Faraon hag e arme er Mor
Ruz, rak e drugarez a bad da viken!
16 An hini en deus renet e bobl er gouelec'h,
rak e drugarez a bad da viken,
17 en deus skoet war rouaned bras, rak e
drugarez a bad da viken,
18 en deus lazhet rouaned meur, rak e drugarez a
bad da viken,
19 Sihon, roue an Amoreaned, rak e drugarez a
bad da viken,
20 Og, roue Basan, rak e drugarez a bad da
viken,
21 en deus roet o bro da hźrezh, rak e drugarez
a bad da viken,
22 da hźrezh da Israel e servijer, rak e
drugarez a bad da viken!
23 An hini en deus bet sońj ac'hanomp pa oamp
izelaet, rak e drugarez a bad da viken,
24 en deus hon dieubet eus hon enebourien, rak e
drugarez a bad da viken!
25 An hini a ro bevańs da bep kig, rak e
drugarez a bad da viken!
26 Meulit Doue an neńvoł, rak e drugarez a bad
da viken!
Salm 137
1 Ni a zo azezet e-kichen stźrioł Babilon, hag eno
hon eus gouelet o kaout sońj eus Sion.
2 Skourret hon eus hon telennoł ouzh haleg ar
vro.
3 Eno e c'houlenne diganeomp kanaouennoł laouen
ar re hon doa kaset da sklaved: Kanit deomp un dra bennak eus kanaouennoł Sion.
4 Penaos e kanfemp kanaouennoł an AOTROU war un
douar estren?
5 Ma tisońjan ac'hanout, Jeruzalem, ra en em
zisońjo va zu dehou e-unan!
6 Ra en em stago va zeod ouzh va staon, ma ne'm
eus ket sońj ac'hanout, ma ne ran ket eus Jeruzalem va abeg brasań a levenez!
7 AOTROU, az pez sońj eus mibien Edom, a lavare
en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!
8 Merc'h Babel, an hini wastet, eürus an den a
roio dit ar pezh ac'h eus graet deomp!
9 Eürus ar re a gemero da vugale, hag a friko
anezho ouzh ar roc'h!
Salm 138
1 Salm David. Da veuliń a rin eus kreiz va
c'halon, kanań a rin da veuleudioł dirak Doue.
2 Stouiń a rin e palez da santelezh, hag e
veulin da anv abalamour da'z madelezh ha da'z kwirionez, rak sevenet ec'h eus
a-grenn da c'her e tu all da bep brud.
3 En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va
selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene.
4 O AOTROU, holl rouaned an douar az meulo, pa
o devo klevet gerioł da c'henoł!
5 Hag e kanint hentoł an AOTROU, rak gloar an
AOTROU a zo bras.
6 An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini
a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
7 Ma kerzhan e-kreiz an enebiezh, e roez din ar
vuhez en-dro. Astenn a rez da zorn a-enep kounnar va enebourien, ha da du dehou
am dieub.
8 An AOTROU a gaso da benn ar pezh a sell
ouzhin. AOTROU, da vadelezh a bad da viken, na zilez ket oberenn da zaouarn!
Salm 139
1 D'ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec'h
eus ha va anavezet.
2 Gouzout a rez pa azezan ha pa savan, dizoleiń
a rez a bell va sońjoł.
3 Gwelout a rez pa gerzhan ha pa gouskan,
anavezout a rez e gwirionez va holl hentoł.
4 A-raok ma vefe zoken ar gomz war va zeod,
setu, o AOTROU, te hec'h anavez en he fezh.
5 Va derc'hel a rez stardet a-dreńv hag a-raok,
ha lakaet ec'h eus da zorn warnon.
6 Re vurzhudus eo evidon an anaoudegezh-se, ken
uhel ma ne c'hellan ket he c'hompren!
7 Pelec'h ez in pell diouzh da Spered, ha
pelec'h e tec'hin pell diouzh da zremm?
8 Mar pignan en neńvoł, emaout eno. Mar
gourvezan e lec'h ar marv, emaout ennań.
9 Mar kemeran eskell tarzh an deiz, ha mard an
da chom e penn ar mor,
10 eno zoken, da zorn am reno, ha da du dehou am
dalc'ho.
11 Mar lavaran: Da vihanań an deńvalijenn am
goloio, an noz a zeuio da vezań sklźrijenn en-dro din,
12 an deńvalijenn zoken n'eo ket teńval evidout,
an noz a lugern evel an deiz, hag an deńvalijenn a zo evel ar sklźrijenn.
13 Te ac'h eus stummet va lounezhi, ha doareet
ac'hanon e kof va mamm.
14 Da veuliń a ran rak on bet graet en un doare
iskis ha burzhudus. Da oberennoł a zo burzhudus, ha va ene en anavez mat.
15 Va eskern ne oant ket kuzhet ouzhit, pa oan
bet graet er sekred, evel gwiadet e lec'hioł izel an douar.
16 Da zaoulagad o deus va gwelet, pa oan evel un
dra dizoare, ha war da levr e oa skrivet an holl zeizioł a oa merket din, a-raok
ma vefe hini anezho.
17 Pegen talvoudus eo din da sońjoł, o Doue, ha
pegen bras eo an niver anezho!
18 Ha fellout a ra din o niveriń? Niverusoc'h
int eget an traezh. Ha dihun on? Me a zo c'hoazh ganit.
19 O Doue, ha ne lakai ket an hini drouk da vervel?
Tud a wad, pellait diouzhin!
20 Komz a reont a-enep dit evit ober an droug,
da enebourien a dou e gaou.
21 AOTROU, ha ne gasain ket ar re a gasa
ac'hanout? Ha ne'm bo ket euzh ouzh ar re a sav a-enep dit?
22 O c'hasaat a ran a gasoni beurvat, o derc'hel
a ran evel va enebourien.
23 Va furch, o Doue, hag anavez va c'halon; va
amprou, hag anavez va sońjoł.
24 Gwel hag-eń ez on war hent an direizhder, ha
va ren en hent peurbadus!
Salm 140
1 D'ar mestr-kaner; salm David.
2 AOTROU, va dieub diouzh an hini drouk, ha va
mir diouzh an hini taer,
3 a sońj fall en o c'halon, a sav bemdez
brezelioł,
4 a lemm o zeod evel un naer, hag o deus binim
naer-wiber dindan o muzelloł. ~Ehan~
5 AOTROU, va diwall diouzh daouarn an hini
drouk, ha va mir diouzh an hini taer, a glask va lakaat da gouezhań.
6 Ar re lorc'hus o deus stegnet ur pech ha
lasoł din, lakaet o deus rouedoł war vord an hent, savet o deus antelloł din.
~Ehan~
7 Lavaret em eus d'an AOTROU: Te eo va Doue, ro
da skouarn, o AOTROU, da vouezh va fedennoł!
8 Aotrou AOTROU, te eo nerzh va silvidigezh,
goloet ec'h eus va fenn en deiz an emgann.
9 AOTROU, na ro ket d'an hini drouk e
c'hoantoł, n'en lez ket da zont a-benn eus e vennadoł, en em uhelaat a rafe.
~Ehan~
10 Ra gouezho war benn ar re a zo en-dro din
direizhder o muzelloł!
11 Ro gouezho glaou gwrezus warno! Ra o stlapo
en tan, en tonnoł don na savint ket diouto!
12 An den a zo fall e deod ne vo ket startaet
war an douar, ha diwar-benn an den taer, an droug a redo war e lerc'h hag en
diskaro.
13 Me a oar e roio an AOTROU o gwir d'ar
reuzidi, ar reizh d'an ezhommeien.
14 Ya, ar re reizh a veulo da anv, an dud eeun a
vo o chom dirak da zremm.
Salm 141
1 Salm David. AOTROU, da bediń a ran, hast dont
da'm c'havout, ro da skouarn da'm mouezh pa grian dit!
2 Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar
c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.
3 AOTROU, laka ur gward ouzh va genoł, diwall
dor va muzelloł.
4 Na zoug ket va c'halon war-zu traoł drouk, war-zu
oberennoł fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en
o flijadurioł!
5 Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo
ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na
zistroio ket, met bepred e pedin evitań en e boanioł.
6 Ro vo stlapet o mistri ouzh ar reier, neuze e
vo selaouet va gerioł, rak plijus ez int.
7 Evel pa droer ha pa faoter an douar, hon
eskern a zo stlabezet e genoł lec'h ar marv.
8 Met da'z kavout-te, o Aotrou AOTROU, e tro va
daoulagad. Me en em denn war-zu ennout, na zilez ket va ene!
9 Va diwall diouzh ar pech o deus stegnet din,
ha diouzh antelloł ar vicherourien a zireizhder!
10 Ro gouezho ar re zrouk asambles en o rouedoł,
e-keit ma c'hellin-me tec'hout!
Salm 142
1 "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) David, pa oa er vougev; pedenn.
2 Gant va mouezh e krian d'an AOTROU, gant va
mouezh ec'h aspedan an AOTROU.
3 Skuilhań a ran va c'hlemm dirazań, kontań a
ran va estrenvan dezhań.
4 Pa emań va spered dinerzhet ennon, te a
anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnań.
5 Sell ouzh va zu dehou ha gwel! Den ne anavez
ac'hanon, pep degemer a vank din, den n'eo chalet gant va ene.
6 AOTROU! Krial a ran dit hag e lavaran: Te eo
va repu, va lodenn e douar ar re vev.
7 Bez evezhius ouzh va c'hriadenn, rak gwall
ezhommek on. Va dieub eus ar re a red war va lerc'h, rak kreńvoc'h int egedon.
8 Tenn va ene eus e doull-bac'h, evit ma veulin
da anv. Ar re reizh a zeuio en-dro din, rak graet ez po vad din.
Salm 143
1 Salm David. AOTROU, selaou va goulenn, ro da
skouarn da'm fedennoł, respont din ez fealded, ez reizhder!
2 Ned a ket da varn da servijer, rak den bev
ebet ne vo reizh dirazout.
3 An enebour a glask va ene, gwaskań a ra va
buhez d'an douar, va lakaat a ra da chom en deńvalijenn, evel a re a zo marv
abaoe pell zo.
4 Va spered a zo dinerzhet ennon, va c'halon a
zo trubuilhet em c'hreiz.
5 Sońj am eus eus an deizioł a-wechall,
prederiań a ran war da holl oberennoł, en em sońjal a ran e labourioł da zaouarn.
6 Astenn a ran va daouarn war-zu ennout, va ene
en deus sec'hed ac'hanout evel un douar kras. ~Ehan~
7 AOTROU, hast respont din! Va spered en em
guzum. Na guzh ket da zremm ouzhin, gant aon na zeufen da vezań heńvel ouzh ar
re a ziskenn er poull.
8 Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure,
rak ennout e fizian, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnań, rak savet
em eus va ene war-zu ennout.
9 AOTROU, va dieub eus va enebourien! Rak en em
dennet on da'z kavout.
10 Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue.
Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!
11 AOTROU, ro din ar vuhez dre garantez evit da
anv. Ez reizhder, tenn va ene eus an estrenvan!
12 Hag ez madelezh, lam va enebourien kuit,
distruj an holl re a heskin va ene, rak da servijer ez on-me.
Salm 144
1 Salm David. Benniget ra vo an AOTROU, va
roc'h, a zoare va daouarn d'ar brezel ha va bizied d'an emgann,
2 va madoberour ha va chreńvlech, va repu
uhel ha va dieuber, va skoed hag an hini en em dennan ennań, an hini a renk va
fobl dindanon!
3 AOTROU, petra eo an den evit ma ec'h eus
evezh outań, ha mab an den evit ma talc'hez sońj anezhań?
4 An den a zo heńvel ouzh ur c'hwezhadenn, e
zeizioł a zo evel ur skeudenn a dremen.
5 AOTROU, izela da neńvoł ha diskenn, stok ouzh
ar menezioł ma vogedint!
6 Laka al luc'hed da lugerniń ha stlabez
anezho, stlap da viroł hag o strew!
7 Astenn da zaouarn eus an nec'h, va dieub ha
va zenn eus an doureier bras, eus dorn bugale an diavaeziad,
8 a lavar gaou o genoł hag a zo touellus o dorn
dehou.
9 O Doue, kanań a rin dit ur ganaouenn nevez,
da veuliń a rin war al lourenn a zek kordenn.
10 Te a ro an dieubidigezh d'ar rouaned, hag a
savete David da servijer eus ar c'hleze lazhus.
11 Va dieub ha va zenn eus dorn bugale an
diavaeziad, a lavar gaou o genoł hag a zo touellus o dorn dehou.
12 Ra vo hor mibien evel gwez o kreskiń en o
yaouankiz, hor merc'hed evel peulioł kizellet o kaeraat kornioł ur palez!
13 Ra vo hor c'havioł leuniet, o kinnig pep
seurt traoł! Ra gresko hon deńved dre vilieroł ha dre zek milieroł en hor
parkeier!
14 Ra vo hon ejened bec'hiet gant lard! Ra ne vo
na toull na harz na klemm en hor straedoł!
15 Eürus ar bobl emań an traoł evel-se ganti!
Eürus ar bobl eo an AOTROU he Doue!
Salm 145
1 Meuleudi; eus David. Va Doue, va roue, me az
meulo, me a vennigo da anv dalc'hmat ha da viken.
2 Bemdez e vennigin ac'hanout, da anv a veulin
dalc'hmat ha da viken.
3 An AOTROU a zo bras ha din-meurbet a
veuleudi, ha ne c'heller ket furchal e vraster.
4 Ur rummad a lavaro meuleudi da oberennoł da
unan all, hag e tisklźrint da oberoł uhel.
5 Me a gomzo eus splannder glorius da veurded,
hag eus da oberennoł burzhudus.
6 Lavaret e vo galloud da vurzhudoł spontus, ha
me a zisklźrio da vraster.
7 Embannet e vo ar sońj eus da vadelezh vras,
hag e vo kanet da reizhder.
8 An AOTROU a zo trugarezus ha truezus, gorrek
da gounnariń, fonnus e madelezh.
9 An AOTROU a zo mat evit an holl, hag e druez
a zo ouzh e holl oberennoł.
10 O AOTROU, da holl oberennoł az meulo, ha da
re garet-mat az pennigo.
11 Disklźriań a raint gloar da rouantelezh, hag
e lavarint da c'halloud,
12 da reiń da anavezout da vibien an dud da
oberoł bras, ha meurded glorius da rouantelezh.
13 Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an
holl gantvedoł, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoł.
14 An AOTROU a sikour an holl re a zo prest da
gouezhań, hag e tibleg an holl re a zo pleget.
15 Daoulagad an holl a esper ennout, hag e roez
dezho o bevańs en o amzer.
16 Digeriń a rez da zorn, hag e roi e walc'h da
gement a vev.
17 An AOTROU a zo reizh en e holl hentoł, ha
leun a vadelezh en e holl oberennoł.
18 An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed
anezhań, d'an holl re a bed anezhań e gwirionez.
19 Seveniń a ra c'hoant an holl re a zouj
anezhań, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho.
20 An AOTROU a ziwall an holl re a gar anezhań,
hag e tistruj an holl re zrouk.
21 Va genoł a embanno meuleudi an AOTROU, ha pep
kig a vennigo anv e santelezh, dalc'hmat ha da viken
Salm 146
1 Meulit an AOTROU! Va ene, meul an AOTROU!
2 Me a veulo an AOTROU e-keit ha ma vevin. Me a
lido va Doue e-keit ha ma padin.
3 Na fiziit ket er re vras, nag e mab den ebet
na c'hellfe ket dieubiń,
4 e c'hwezh a ya digantań, distreiń a ra d'ar
poultr, hag en deiz-se e ya da goll e c'hoantoł.
5 Eürus an den a zo Doue Jakob e sikourer, hag
a zo en gortoz eus an AOTROU e Zoue,
6 en deus graet an neńvoł hag an douar, ar mor
ha kement a zo ennań, a zalc'h ar fealded da viken,
7 a ro o gwir d'ar re a zo gwasket, a ro bara
d'ra re o deus naon! An AOTROU a ziere ar re zalc'het,
8 an AOTROU a zigor daoulagad ar re zall, an
AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
9 An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a
ra an emzivad hag an intańvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.
10 An AOTROU a reno da viken. O Sion, emań da
Zoue a oad da oad! Meulit an AOTROU!
Salm 147
1 Meulit an AOTROU! Rak mat eo kanań d'hon
Doue, rak dous eo, dereat eo e veuliń.
2 An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet
Israel,
3 a yac'ha ar re o deus ar galon flastret, hag
a lien o goulioł.
4 Kontań a ra niver ar stered, o gervel a ra
holl dre o anv.
5 Meur eo hon Aotrou, e c'halloud a zo bras, e
skiant a zo divent.
6 An AOTROU a skoazell ar re izel, hag ec'h
izela ar re zrouk betek an douar.
7 Kanit d'an AOTROU gant trugarekadennoł,
meulit hon Doue gant an delenn.
8 Goleiń a ra an neńvoł gant ar c'houmoul,
kempenn a ra ar glav evit an douar, lakaat a ra ar geot da ziwanań war ar
menezioł,
9 reiń a ra ar boued d'ar chatal, ha da re
vihan ar vran o krial.
10 Ne laka ket e blijadur e nerzh ar marc'h, ne
ra van ebet eus divhar an den,
11 an AOTROU a gav e blijadur er re a zouj
anezhań, er re a zo en gortoz eus e vadelezh.
12 Jeruzalem, kan d'an AOTROU! Sion, meul da
Zoue!
13 Rak startaet en deus barrennoł da zorojoł,
benniget en deus da vibien
ez kreiz,
14 reiń a ra ar peoc'h da'z harzoł, da leuniań a
ra eus druzoni ar gwinizh.
15 Kas a ra e c'her war an douar, hag e gomz a
red buan.
16 Reiń a ra an erc'h heńvel ouzh ar gloan, hag
e skuilh ar rev gwenn evel ludu.
17 Teurel a ra skorn evel dre dammoł, piv a bado
dirak e yenijenn?
18 Kas a ra e gomz, hag o laka da deuziń. Lakaat
a ra e avel da c'hwezhań, hag e red an doureier.
19 Diskuliet en deus e gomz da Jakob, e
reolennoł hag e varnedigezhioł da Israel.
20 N'en deus graet evel-se da vroad all ebet, ha
n'anavezont ket e varnedigezhioł. Meulit an AOTROU!.
Salm 148
1 Meulit an AOTROU! Meulit an AOTROU eus an
neńvoł! Meulit anezhań el lec'hioł uhelań!
2 Meulit anezhań e holl aeled! Meulit anezhań e
holl armeoł!
3 Meulit anezhań heol ha loar! Meulit anezhań
stered lugernus!
4 Meulit anezhań neńvoł an neńvoł, ha c'hwi
doureier a zo dreist an neńvoł!
5 Ra veulint anv an AOTROU, rak urzhiet en deus
hag int bet krouet.
6 Startaet en deus anezho dalc'hmat ha da
viken, roet en deus ul lezenn na dremeno ket.
7 Meulit an AOTROU eus an douar, erevent ha
donderioł ar mor,
8 tan ha grizilh, erc'h hag aezhenn,
barroł-avel a rit hervez e gomz,
9 menezioł hag holl grec'hiennoł, gwez-frouezh
hag holl wez-sedrez,
10 loened hag holl chatal, loened-stlej ha
laboused askellek,
11 rouaned an douar hag an holl bobloł, prińsed
hag holl varnerien an douar,
12 tud yaouank ha merc'hed yaouank, tud kozh ha
bugale!
13 Ra veulint anv an AOTROU, rak e anv hepken a
zo uhel. Emań e veurded dreist an douar hag an neńvoł!
14 Lakaet en deus ur c'horn da sevel evit e
bobl, un abeg a veuleudi evit e holl re leal, evit mibien Israel, ar bobl a zo
tost dezhań. Meulit an AOTROU!
Salm 149
1 Meulit an AOTROU! Kanit d'an AOTROU ur
ganaouenn nevez! Kanit e veuleudi e bodadeg ar re a gar anezhań.
2 Ra laouenaio Israel en e Grouer, ra drido a
levenez mibien Sion en o Roue!
3 Ra veulint e anv gant dańsoł, ra ganint
dezhań ouzh son an daboulin hag an delenn!
4 Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag
e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.
5 Ra vint laouen er c'hloar ar re a gar
anezhań, ra laoskint kriadennoł a levenez war o gwele!
6 Emań meuleudioł Doue en o genoł, hag ar
c'hleze a zaou droc'h en o daouarn,
7 evit ober veńjańs war ar broadoł, evit
kastizań ar pobloł,
8 evit eren o rouaned gant chadennoł, hag o re
vras gant hern,
9 evit ober warno ar varnedigezh a zo skrivet.
An enor-mań a zo evit e holl garet-mat. Meulit an AOTROU!
Salm 150
1 Meulit an AOTROU! Meulit Doue en e santual!
Meulit eń en astennidigezh e c'halloud!
2 Meulit eń evit e oberoł bras! Meulit eń
hervez e vraster divent!
3 Meulit eń e-kreiz son an drompilh! Meulit eń
gant al lourenn hag an delenn!
4 Meulit eń gant an daboulin hag an dańsoł!
Meulit eń gant ar binvioł-kerdin hag ar fleüt!
5 Meulit eń gant ar simbalennoł skiltrus!
Meulit eń gant ar simbalennoł tregernus!
6 Ra veulo an AOTROU kement en deus anal ennań!
Meulit an AOTROU!