LEVR AR PROFED

SOFONIA

 

Pennad 1

1  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Sofonia mab Kushi, mab Gedalia, mab Ameria, mab Ezekiaz, en deizioł Jozia mab Amon, roue Juda.

2  Me a lakaio da vont da goll an holl draoł war-c'horre an douar, eme an AOTROU.

3  Lakaat a rin da vont da goll an dud hag al loened, da vont da goll laboused an neńvoł ha pesked ar mor, hag abegoł da gouezhań gant ar re fall, hag e lamin an dud a-ziwar c'horre an douar, eme an AOTROU.

4  Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien,

5  hag ar re a stou war an toennoł dirak arme an neńvoł, hag ar re a stou en ur douiń dre an AOTROU hag en ur douiń ivez dre o roue,

6  hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne sońjont ket ennań.

7  Chom peoc'h dirak an Aotrou AOTROU! Rak tost eo deiz an AOTROU, rak an AOTROU en deus aozet un aberzh, ha santelaet en deus e re bedet.

8  En deiz aberzh an AOTROU, e kastizin ar brińsed ha mibien ar roue, hag an holl re a wisk dilhad estren.

9  Hag e kastizin en deiz-se an holl re a lamm dreist an treuzoł, hag ar re a leugn ti o aotrou a daerder hag a floderezh.

10  En deiz se, eme an AOTROU, e vo klevet kriadennoł eus dor ar Pesked, yudadennoł eus an eil karter, hag un diskar bras eus ar c'hrec'hiennoł.

11  Garmit c'hwi, tud Maklesh! Rak distrujet eo an holl re a werzh, distrujet eo an holl dud-se bec'hiet a arc'hant.

12  Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoł, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoł: An AOTROU ne raio na mad na droug.

13  O madoł a vo preizhet hag o ziez gwastet. Savet o devo tiez, met ne vint ket o chom enno, ha plantet o devo gwini, met n'evint ket eus o gwin.

14  Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreńv a laosk kriadennoł c'hwerv.

15  Un deiz a gounnar eo an deiz-se, un deiz a dristidigezh hag a anken, un deiz a zistruj hag a c'hlac'har, un deiz a deńvalijenn hag a zic'houloł, un deiz a goabr hag a vrumenn,

16  un deiz a shofaroł (= trompilhoł e korn maout) hag a c'halv-diwall a-enep ar c'hźrioł kreńv hag an tourioł uhel.

17  Lakaat a rin an dud en estrenvan, hag e kerzhint evel dalled, dre m'o deus pec'het a-enep an AOTROU. Hag o gwad a vo skuilhet evel ar poultr, hag o c'hig evel lastez.

18  Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiń en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.

 

Pennad 2

1  Sellit pizh ouzhoc'h hoc'h-unan, broad divezh,

2  a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h!

3  Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.

4  Rak Gaza a vo dilezet, Askelon a vo un dismantr, kaset e vo kuit Asdod e-kreiz an deiz, hag Ekron a vo diskaret.

5  Gwalleur d'an dud a zo o chom e-kichen ar mor, da vroad ar Geretiz! Komz an AOTROU a zo a-enep deoc'h, Kanaan, douar ar Filistined! Da zistrujań a rin betek na'z po den ken.

6  Ha bro ar mor ne vo nemet peurvanoł, logelloł mźsaerien ha parkoł deńved.

7  Hag e vo an aodoł-mań evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.

8  Klevet em eus dismegańsoł Moab ha kunujennoł mibien Ammon, p'o deus dismegańset va fobl hag en em savet gant rogentez a-enep he harzoł.

9  Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoł, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.

10  Kement-se a c'hoarvezo dezho en abeg d'o lorc'hentez, dre m'o deus dismegańset ha goapaet pobl AOTROU an armeoł.

11  An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoł an douar, ha pep den a stouo dirazań en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoł.

12  C'hwi ivez, Kushiz, c'hwi a vo lazhet dre va c'hleze.

13  Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h.

14  Tropelloł a gousko en he c'hreiz, loened a bep seurt, ar pilikant hag an heureuchin a vo o chom e-touez togennoł e golonennoł. Kriadennoł a vo klevet ouzh ar prenestroł, an distruj a vo war an treuzoł, hag al lambrusk sedrez a vo lamet kuit.

15  Hounnezh eo ar gźr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezań ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.

 

Pennad 3

1  Gwalleur d'ar gźr disent ha saotret, d'ar gźr na ra nemet gwaskań!

2  N'he deus ket selaouet ar vouezh, n'he deus ket degemeret ar reizhadur, n'eo ket en em fiziet en AOTROU, n'he deus ket tostaet ouzh he Doue.

3  He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.

4  He frofeded a zo rok ha tud fall, hec'h aberzhourien o deus saotret an traoł santel, gwallerien int e-keńver al lezenn.

5  An AOTROU a zo reizh en he c'hreiz, ne ra ket a zireizhder. Bep mintin e laka e varnedigezhioł er sklźrijenn, ha ne vank ket d'henn ober, met an den direizh n'anavez ket ar vezh.

6  Kaset em eus da netra broadoł, o zourioł a zo distrujet, gwastet em eus o straedoł, kement ken na dremen den enno. O c'hźrioł a zo gwastet, diboblet ken n'eus annezad enno.

7  Hag e lavaren: Va doujań a ri da nebeutań, degemer a ri kelennadurezh. Neuze he chomaj ne vo ket distrujet, ar pezh am boa divizet a-enep dezhi! Met hastet o deus huduraat o holl oberoł.

8  Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoł, ha bodań ar rouantelezhioł, evit skuilhań warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.

9  Neuze e troin muzelloł ar pobloł e muzelloł glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhań a-unvan.

10  Eus tu all da stźrioł Kush, va azeulerien, merc'h va re stlabezet, a zegaso din profoł.

11  En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoł ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezań lorc'hus war venez va santelezh.

12  Lezel a rin ez kreiz ur bobl izel ha dinerzh, a lakaio he fiziańs en anv an AOTROU.

13  Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoł un teod touellus, met peuriń a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontań anezho.

14  Kan a levenez, merc'h Sion! Laosk kriadennoł a eürusted, Israel! Bez laouen ha laouena da galon, merc'h Jeruzalem!

15  An AOTROU en deus tennet ar setańsoł douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.

16  En deiz-se e vo lavaret e Jeruzalem: Na'z pez ket aon! Sion, arabat da'z taouarn dinerzhań.

17  An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasań, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.

18  Dastum a rin ar re a zo trist, pell diouzh ar bodadegoł meur; deuet int diouzhit, warno e pouez an dismegańs.

19  Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiń a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioł ma'z int bet dismegańset enno.

20  En amzer-se ho lakaat a rin da zistreiń, en amzer-se ho tastum a rin, rak ho lakaat a rin da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloł an douar, pa zistroin hoc'h harluidi dirak ho taoulagad, eme an AOTROU.