LEVR AR PROFED

ZAKARIA

 

Pennad 1

1  D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:

2  An AOTROU a zo bet gwall-gounnaret a-enep ho tadoł.

3  Lavarout a ri eta dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Distroit din, eme AOTROU an armeoł, hag e tistroin deoc'h, eme AOTROU an armeoł.

4  Na vezit ket evel ho tadoł, a zo bet galvet gant ar brofeded kentań o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Distroit diouzh hoc'h hentoł fall ha diouzh ho kwall oberoł. Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket taolet evezh ouzhin, eme an AOTROU.

5  Ho tadoł, pelec'h emaint? Hag ar brofeded-se, ha bevań a reont bepred?

6  Koulskoude va c'homzoł ha va reolennoł am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoł? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoł ober deomp, hervez hon hentoł hag hon oberoł, en deus graet warnomp.

7  D'ar pevare deiz warn-ugent eus an unnekvet miz, a zo miz Shebad, en eil bloaz eus Dariuz, komz an AOTROU a voe disklźriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:

8  E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er fońs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.

9  Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoł-se.

10  An den en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a respontas o lavarout: Int eo ar re en deus kaset an AOTROU evit ergerzhout an douar.

11  Hag e komzjont ouzh ael an AOTROU en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta o lavarout: Ergerzhet hon eus an douar, ha setu, an douar holl a zo sioul hag e peoc'h.

12  Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoł, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kźrioł Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?

13  Hag an AOTROU a respontas komzoł mat, komzoł frealzus, d'an ael a gomze ouzhin.

14  Neuze an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Kri ha lavar: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Fromet on evit Jeruzalem hag evit Sion gant ur warizi vras,

15  kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoł peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.

16  Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoł, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.

17  Kri c'hoazh o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Va c'hźrioł a vo c'hoazh leun a vadoł, hag an AOTROU a frealzo c'hoazh Sion, hag a zibabo c'hoazh Jeruzalem.

18  Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis pevar c'horn.

19  Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.

20  Goude an AOTROU am lakaas da welout pevar gov.

21  Hag e lavaris: Petra a zeu d'ober ar re-mań? Hag e respontas o lavarout: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, ken na grede den sevel e benn, hag ar re-mań a zo deuet d'o spontań, da ziskar kerniel ar broadoł o deus savet o c'horn a-enep bro Juda evit he stlabezań.

 

Pennad 2

1  Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis un den o kaout en e zorn ur gordenn-vuzuliań.

2  Hag e lavaris: Mont a rez da belec'h? Respont a reas din: Da vuzuliań Jeruzalem, evit gwelout pegement eo he ledander ha pegement eo hec'h hirder.

3  Ha setu ez eas er-maez an ael a gomze ouzhin, hag un ael all a yeas er-maez d'e gavout,

4  hag e lavaras dezhań: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.

5  Ha me a vo eviti, eme an AOTROU, ur voger-tan a-dro-war-dro dezhi, ha me a vo ar c'hloar en he c'hreiz.

6  Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neńvoł, eme an AOTROU.

7  En em savete, Sion, te hag a zo o chom e ti merc'h Babilon!

8  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoł o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.

9  Setu ez an da sevel va dorn a-enep dezho, hag e vint preizh ar re a oa o servijerien, hag e ouiot ez on bet kaset gant AOTROU an armeoł.

10  Laosk kriadennoł a levenez, ha bez laouen, merc'h Sion! Rak setu e teuan hag e chomin ez kreiz, eme an AOTROU.

11  Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezań va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoł.

12  Hag an AOTROU a berc'henno Juda evel e hźrezh en douar santel, hag e tibabo c'hoazh Jeruzalem.

13  Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.

 

Pennad 3

1  Diskouez a reas din Jozue an aberzhour-meur, en e sav dirak ael an AOTROU, ha Satan en em zalc'he a-zehoł dezhań, evit e damall.

2  An AOTROU a lavaras da Satan: Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, Satan! Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, eń hag en deus dibabet Jeruzalem.! Hemań, ha n'eo ket un etev tennet eus an tan?

3  Ha Jozue a oa gwisket gant dilhad lous, hag en em zalc'he dirak an ael.

4  Hemań a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazań: Lamit e zilhad lous diwarnań. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.

5  Ha me a lavar: Ra vo lakaet un diarenn naet war e benn! Hag e voe lakaet un diarenn naet war e benn, ha gwisket dezhań dilhad. Ael an AOTROU en em zalc'he eno.

6  Neuze ael an AOTROU a zisklźrias da Jozue:

7  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Mar kerzhez em hentoł ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioł, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amań.

8  Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijań da skouerioł. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.

9  Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravań ar pezh a zle bezań engravet warnań, eme AOTROU an armeoł, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mań.

10  En deiz-se, eme AOTROU an armeoł, en em c'halvot an eil egile dindan ar winienn ha dindan ar wezenn-fiez.

 

Pennad 4

1  Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,

2  hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e lavaris: Sellout a ran, ha setu ez eus ur c'hantolor aour, gant ul lestr en e grec'h, hag e seizh lamp outań, gant seizh korzenn evit ar seizh lamp e krec'h ar c'hantolor,

3  hag en e gichen ez eus div olivezenn, unan a-zehoł d'al lestr, hag eben a-gleiz.

4  Hag e komzis o lavarout d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo an traoł-se, va aotrou?

5  An ael a gomze ouzhin a respontas o lavarout din: Ha n'ouzout ket petra eo an traoł-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.

6  Respont a reas din o lavarout: Houmań eo komz an AOTROU disklźriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoł.

7  Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennań gant youc'hadegoł: A-drugarez, a-drugarez warnań!

8  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

9  Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mań, hag e zaouarn a echuo anezhań, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoł.

10  Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroł bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliań e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoł an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.

11  Hag e komzis o lavarout dezhań: Petra eo an div olivezenn, en tu dehoł d'ar c'hantolor hag en tu kleiz?

12  Hag e komzis un eil gwech o lavarout dezhań: Petra eo an daou skourr olivez a zo e-kichen an div gorzenn aour ma tever an aour drezo?

13  Hag e respontas din o lavarout: Ha n'ouzout ket petra eo an traoł-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.

14  Hag e lavaras: Int a zo an daou olevad, ar re en em zalc'h dirak AOTROU an douar holl.

 

Pennad 5

1  Sevel a ris a-nevez va daoulagad hag e sellis, hag e welis ur roll o nijal.

2  Hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e respontis: Gwelout a ran ur roll o nijal, e hirder a zo ugent ilinad hag e ledander dek ilinad.

3  Hag e lavaras din: Ar vallozh eo en em skuilh war-c'horre an holl vro; hervezi pep laer a vo lamet kuit ac'hann, hag hervezi pep falstouer a vo lamet kuit ac'hann.

4  Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoł, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhań gant e goad hag e vein.

5  An ael a gomze ouzhin a zeuas er-maez hag a lavaras din: Sav da zaoulagad, ha sell ouzh ar pezh a zo aze.

6  Hag e lavaris: Petra eo? Respont a reas: Un efa eo oc'h en em ziskouez. Lavarout a reas c'hoazh: O doare oc'h en em ziskouez en holl vro eo.

7  Hag e welis ur golo plom savet, hag e oa eno ur wreg azezet e-kreiz an efa.

8  Hag e lavaras: Ar fallagriezh eo! Hag e taolas anezhi e-kreiz an efa, hag e taolas ar golo plom war an digor.

9  Hag o sevel va daoulagad, e sellis, hag e welis div wreg oc'h en em ziskouez. Avel a oa en o eskell; divaskell o doa evel divaskell ur c'hwibon, hag e savjont an efa etre an douar hag an neńvoł.

10  Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Da belec'h e kasont an efa?

11  Lavarout a reas din: Da sevel un ti dezhań e bro Shinear; ha pa vo kempennet, e vo lakaet eno war e ziazez.

 

Pennad 6

1  Sevel a ris a-nevez va daoulagad hag e sellis, hag e welis pevar c'harr o tont eus etre daou venez. Ar menezioł-se a oa menezioł arem.

2  Ouzh ar c'harr kentań e oa kezeg rous, ouzh an eil karr kezeg du,

3  ouzh an trede karr kezeg gwenn, ouzh ar pevare karr kezeg marellet ha liv-flamm.

4  Neuze e komzis hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se, va aotrou?

5  An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neńvoł, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.

6  Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.

7  Ar re flamm a zeuas er-maez hag a c'houlennas mont da redek dre an douar. Hag e lavaras dezho: It, redit war an douar. Hag e redjont war an douar.

8  Goude e c'halvas ac'hanon hag e lavaras din: Gwel, ar re a ya etrezek bro an hanternoz a laka va Spered da chom war vro an hanternoz.

9  Komz an AOTROU a voe disklźriet din o lavarout:

10  Kemer digant dorn an harluidi, Heldai, Tobija ha Jedaja, ha kae te da-unan hiziv hag antren e ti Jozia mab Sofonia, el lec'h ma'z int erruet eus Babilon.

11  Kemer arc'hant hag aour, ha gra kurunennoł ganto, ha laka anezho war benn Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur.

12  Komz dezhań o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.

13  Eń a savo templ an AOTROU, eń a zougo ar c'hloar, eń a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.

14  Hag ar c'hurunennoł a vo evit Helem, evit Tobija, evit Jedaja hag evit Hen mab Sofonia, evel un eńvor e templ an AOTROU.

15  Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoł. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.

 

Pennad 7

1  Er pevare bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklźriet da Zakaria, d'ar pevare deiz eus an navet miz, a zo miz Kislev,

2  pa voe kaset da di Doue Sharezer, Regem-Melek hag e dud, evit aspediń an AOTROU,

3  hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoł hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelań d'ar pempvet miz, ha yunań, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioł?

4  Komz AOTROU an armeoł a voe disklźriet din o lavarout:

5  Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eń eo evidon hoc'h eus yunet?

6  Ha pa hoc'h eus debret hag evet, ha n'eo ket c'hwi a zebre hag a eve?

7  Ha n'eo ket ar c'homzoł en deus lavaret an AOTROU dre ar brofeded kentań, pa oa tud e Jeruzalem ha pa oa sioul, hi hag he c'hźrioł en-dro dezhi, ha pa oa tud o chom er c'hreisteiz hag er blaenenn?

8  Komz an AOTROU a voe disklźriet da Zakaria o lavarout:

9  Evel-henn e komze AOTROU an armeoł o lavarout: Barnit gant reizhder gwirion, bezit trugarezus ha truezus pep hini e-keńver e vreur,

10  na waskit ket an intańvez, an emzivad, an diavaeziad, ar paour, n'ijinit ket en ho kalon an droug an eil a-enep egile.

11  Met ne fellas ket dezho selaou, tennet o deus o skoaz a-dreńv, ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout.

12  Kaletaet o deus o c'halonoł evel an diamant evit chom hep kompren al lezenn nag ar c'homzoł a zisklźrie AOTROU an armeoł dezho dre e Spered, gant ar brofeded kentań. Hag e voe ur gounnar vras a-berzh AOTROU an armeoł.

13  Ha neuze, evel n'o deus ket selaouet p'en deus galvet, en hevelep doare pa o deus galvet, ne'm eus ket selaouet, eme AOTROU an armeoł.

14  O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoł n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezań ur glac'har.

 

Pennad 8

1  Komz AOTROU an armeoł a voe disklźriet din o lavarout:

2  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Gwarizius on bet evit Sion eus ur warizi vras, gwarizius on bet eviti gant ur fulor bras.

3  Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiń a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kźr leal, ha menez AOTROU an armeoł: Menez santel.

4  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: C'hoazh e vo tud kozh ha maouezed kozh azezet war leurioł Jeruzalem, o kaout pep hini e vazh en e zorn en abeg d'an niver bras eus o deizioł.

5  Ha leurioł-kźr a vo leun a baotred yaouank hag a verc'hed yaouank o c'hoari war he leurioł.

6  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mań en deizioł-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoł

7  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Setu ez an da saveteiń va fobl eus bro ar sav-heol hag eus bro ar c'huzh-heol.

8  O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.

9  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoł-mań, eus genoł ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoł hag adsavet e dempl.

10  Rak a-raok an deizioł-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.

11  Met bremań ne rin ket e-keńver nemorant ar bobl-mań evel en deizioł kentań, eme AOTROU an armeoł.

12  Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neńvoł a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mań da berc'hennań an holl draoł-se.

13  Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoł, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!

14  Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Evel ma em eus sońjet ober droug deoc'h p'o deus ho tadoł atahinet va brouez, eme AOTROU an armeoł, ha ne'm eus ket bet keuz,

15  evel-se em eus divizet er c'hontrol, en deizioł-mań, ober vad da Jeruzalem ha da di Juda. N'ho pet ket aon!

16  Setu an traoł a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesań, barnit en ho torioł gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.

17  Na sońjit ket en ho kalonoł an droug an eil a-enep egile, na garit ket al leoł faos, rak an holl draoł-se a gasaan, eme an AOTROU.

18  Komz AOTROU an armeoł a voe disklźriet din o lavarout:

19  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezań evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioł a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.

20  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: Dont a raio c'hoazh pobloł ha tud eus kalz a gźrioł.

21  Ha tud ur gźr a yelo d'eben hag a lavaro: Deomp, deomp da bediń an AOTROU, ha da glask AOTROU an armeoł! Fellout a ra din mont, me ivez!

22  Ha kalz a bobloł, ha broadoł galloudek a zeuio da glask AOTROU an armeoł e Jeruzalem, ha da bediń an AOTROU eno.

23  Evel-henn e komz AOTROU an armeoł: En deizioł-se, dek den a-douez holl yezhoł ar broadoł a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emań Doue ganeoc'h.

 

Pennad 9

1  Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanań a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoł Israel.

2  Ehanań a ra ivez war Hamad, a stok outi, ha war Dir ha Sidon, daoust d'o furnez vras.

3  Tir he deus savet ur c'hreńvlec'h dezhi hec'h-unan, dastumet he deus arc'hant evel poultr hag aour evel fank ar straedoł.

4  Setu e skrapo an AOTROU anezhi, teurel a raio he galloud er mor, hag e vo lonket gant an tan.

5  Askelon a welo kement-se hag en devo aon, Gaza ivez hag e kreno, Ekron ivez hag he gortoz a yelo da get. Ne vo roue ebet e Gaza, ha ne chomo den en Askelon.

6  Ar bastard a vo o chom en Asdod, hag e lamin kuit lorc'h ar Filistined.

7  Lemel a rin o gwad eus o genoł, hag o euzhusted a-douez o dent. Met int ivez o devo evit hon Doue un nemorant a vo evel ur penn e Juda, hag Ekron a vo evel ar Jebuziz.

8  Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremań e sellan outi gant va daoulagad.

9  Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoł a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.

10  Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoł, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stźr da bennoł pellań an douar.

11  Hag evidout, dre nerzh gwad da emglev, e tennin da brizonidi eus ar foz e-lec'h n'eus ket a zour.

12  Distroit d'ar c'hreńvlec'h, prizonidi leun a esperańs! Hiziv zoken e lavaran deoc'h, me a roio dit div wech kemend-all.

13  Rak stegnań a ran Juda evel ur wareg, leuniań a ran Efraim, me a savo da vibien, o Sion, a-enep da vibien, o Javan! Ober a rin dit bezań heńvel ouzh kleze un den nerzhus.

14  An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.

15  AOTROU an armeoł a vo o diwaller, lonkań ha mac'hań a raint ar vein-batalm. Hag evań a raint oc'h ober trouz evel everien-win, leun e vint evel listri-aberzh, evel kerniel an aoter.

16  An AOTROU o Doue o saveteo en deiz-se evel tropell e bobl, rak evel mein ur gurunenn e vint, o skediń war e zouar.

17  Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiń, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.

 

Pennad 10

1  Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhań amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark.

2  Rak an terafim o deus komzoł gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoł aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deńved, hag ez int glac'haret dre vank a vźsaer.

3  Entanet eo va c'hounnar a-enep ar vźsaerien, hag e kastizin ar bouc'hed. Rak AOTROU an armeoł en deus gweladennet e dropell, ti Juda, hag e raio anezho evel e varc'h a enor er brezel.

4  Dioutań e teuio ar maen-korn, dioutań an tach, dioutań gwareg ar brezel, dioutań an holl bennoł-bras a-gevret.

5  Bez' e vint evel tud kadarn o vac'hań fank ar straedoł en emgann. Stourm a raint, rak an AOTROU a zo ganto, hag ar varc'hegerien a vo mezhek war o c'hezeg.

6  Kreńvaat a rin ti Juda, saveteiń a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.

7  Efraim a vo evel un den kadarn; o c'halon a vo laouen evel dre ar gwin. O mibien en gwelo hag a laouenaio, o c'halon a sartaio en AOTROU.

8  Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.

9  O stlabezet em eus e-touez ar pobloł, met er broioł pell o devo sońj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint.

10  Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito.

11  Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoł ar mor, hag holl donderioł ar stźr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.

12  O nerzhań a rin en AOTROU, hag e kerzhint en e anv, eme an AOTROU.

 

Pennad 11

1  Liban, digor da zorioł, ha ra zevo an tan da sedrez!

2  Siprez, huanadit! Rak kouezhet eo ar sedrezenn, ar re gaerań a zo drastet. Dervennoł Basan, huanadit! Rak diskaret eo ar goadeg difaezhus.

3  Klevet eo ar vźsaerien o huanadiń, rak distrujet eo o c'haerder; klevet eo al leonedigoł o yudal, rak distrujet eo lorc'h ar Jordan.

4  Evel-henn e komz an AOTROU va Doue: Mesa an deńved dileuriet evit ar gigerezh.

5  Lazhet e vint gant o frenerien hep bezań kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mźsaerien.

6  Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunań a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.

7  Ha lakaat a ris da beuriń an deńved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourań eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deńved da beuriń.

8  Hag e lamis kuit tri mźsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.

9  Hag e lavaris: N'ho mesain ken! Ra varvo an hini a zle mervel; ra yelo da goll an hini a zle bezań kollet; hag evit ar re a chomo, ra zebro an eil kig eben.

10  Hag e kemeris va gwalenn Kaerder, hag e torris anezhi evit terriń va emglev am boa graet gant an holl bobloł.

11  Torret e voe en deiz-se, hag evel-se ar re baourań eus an tropell, ar re a sellas ouzhin, a anavezas e oa komz an AOTROU.

12  Lavarout a ris dezho: Mar kavit mat, roit din va gopr; anez na rit ket. Hag e pouezont evit va gopr tregont pezh arc'hant.

13  An AOTROU a lavaras din: Taol-se d'ar poder, ar gwerzh kaer-se o deus va frizet gantań! Hag e kemeris an tregont pezh arc'hant, hag o zaolis e ti an AOTROU, evit ar poder.

14  Hag e torris va eil gwalenn, Unaniezh, evit terriń ar vreudeuriezh etre Juda hag Israel.

15  An AOTROU a lavaras din: Kemer c'hoazh gwiskamant ur mźsaer diskiant.

16  Rak setu ez an da sevel er vro ur mźsaer na welo ket ar re a ya da goll, na glasko ket ar re a zo yaouank, na bareo ket ar re a zo gouliet, na vesaio ket ar re a zo yac'h. Met debriń a raio a re lartań, hag e tiframmo diouto betek o ivinoł.

17  Gwalleur d'ar mźsaer dizellezek, a zilez an tropell! Ra gouezho ar c'hleze war e vrec'h ha war e lagad dehoł! Ra zisec'ho e vrec'h, ha ra vo dall-mik e lagad dehoł!

 

Pennad 12

1  Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neńvoł, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:

2  Setu, ober a rin eus Jeruzalem un hanaf mezevellus evit an holl bobloł tro-dro, hag ivez evit Juda er seziz a-enep Jeruzalem.

3  En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloł. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoł ar bed en em savo en hec'h enep.

4  En deiz-se, eme an AOTROU, e skoin gant spont war an holl gezeg, ha gant follentez war o marc'hegerien. Va daoulagad a vo digor war di Juda, hag e skoin gant dallentez war holl gezeg ar pobloł.

5  Ha pennoł Juda a lavaro en o c'halon: Tud Jeruzalem a zo hon nerzh dre AOTROU an armeoł, o Doue.

6  En deiz-se e rin ma vo pennoł Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoł. Lonkań a raint a-zehoł hag a-gleiz an holl bobloł tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.

7  Hag an AOTROU a savetaio da gentań teltennoł Juda, evit na savo ket gloar ti David ha gloar tud Jeruzalem dreist Juda.

8  En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhań en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.

9  En deiz-se e c'hoarvezo ma klaskin distrujań an holl vroadoł a zeuio a-enep Jeruzalem.

10  Skuilhań a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoł, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kańv dezhań evel ma reer kańv d'ur mab nemetań, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentań-ganet.

11  En deiz-se e vo ur c'hańv bras e Jeruzalem, evel ma voe kańv Hadadrimmon e traonienn Megiddo.

12  Hag ar vro a raio kańv, pep tiegezh a-ziforc'h: tiegezh David a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Natan a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h;

13  tiegezh Levi a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Shimei a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h;

14  an holl diegezhioł all, pep tiegezh a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h.

 

Pennad 13

1  En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.

2  En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoł, ma lamin eus ar vro anvioł an idoloł, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.

3  Ha ma en em laka unan bennak c'hoazh da brofediń, e dad hag e vamm o deus e c'hanet a lavaro dezhań: Na vevi ken, rak gevier a lavarez en anv an AOTROU! Hag e dad hag e vamm o deus e c'hanet a doullo anezhań pa vo o profediń.

4  En deiz-se e vo mezhek ar brofeded, pep hini eus e weledigezh, pa ro e brofediezh; ha ne wiskint ken ur vantell a vlev evit lavarout gevier.

5  Pep hini a lavaro: N'on ket ur profed, me 'zo ul labourer-douar, rak prenet on bet adalek va yaouankiz.

6  Ha pa vo lavaret dezhań: Petra eo ar goulioł-se a zo ez taouarn? E responto: E ti va mignoned eo, int bet graet din.

7  Kleze, dihun a-enep va mźsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoł, sko gant ar mźsaer, hag an deńved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.

8  Hag e c'hoarvezo er vro holl, eme an AOTROU, ma vo lamet kuit div lodenn anezhi, hag a yelo da goll, ha ma chomo an drederenn.

9  An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiń evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.

 

Pennad 14

1  Setu e teu un deiz evit an AOTROU, ha da ziwisk a vo lodennet ez kreiz.

2  Dastum a rin an holl vroadoł a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gźr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kźr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kźr.

3  An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoł-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann.

4  E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.

5  Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mań, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioł Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit.

6  En deiz-se e c'hoarvezo na vo ket a sklźrijenn, met ar gouloł prizius a dec'ho.

7  Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklźrijenn.

8  En deiz-se e c'hoarvezo ma vo doureier a vuhez o tont eus Jeruzalem, un hanter etrezek mor ar sav-heol, hag an hanter all etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vo evel-se en hańv hag er goańv.

9  An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetań, hag e anv a vo an hini nemetań.

10  An holl vro a zeuio da vezań evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gźr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentań, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloł ar Roue.

11  An dud a vo o chom enni ha ne vo ken a zistruj, met Jeruzalem a chomo e surentez.

12  Ha setu amań ar gouli a skoio an AOTROU drezań gant an holl bobloł o devo brezelet a-enep Jeruzalem: Lakaat a raio o c'hig da vreinań e-pad ma vint en o sav war o zreid, o daoulagad a vreino en o zoulloł, hag o zeod a vreino en o genoł.

13  En deiz-se e c'hoarvezo ma vo en o zouez un drubuilh vras a-berzh an AOTROU. Kregiń a raint an eil en dorn egile, hag e savint o daouarn an eil a-enep egile.

14  Juda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioł an holl vroadoł tro-dro, aour, arc'hant ha dilhad e niver gwall vras.

15  An hevelep gouli a vo war ar c'hezeg, war ar muled, war ar c'hańvaled, war an ezen, ha war an holl loened a zo er c'hampoł-se, ur gouli heńvel ouzh egile.

16  Met an holl re a vano eus an holl vroadoł deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiń dirak ar Roue, AOTROU an armeoł, hag evit ober gouel an Tabernakloł.

17  Ha mar bez unan bennak eus tiegezhioł an douar ha ne bigno ket da Jeruzalem evit stouiń dirak ar Roue, AOTROU an armeoł, ne vo ket glav evitań.

18  Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitań, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezań gant ar broadoł na bignint ket evit lidań gouel an Tabernakloł.

19  Hennezh a vo poan pec'hed an Ejipt, ha poan pec'hed an holl vroadoł na bignint ket evit lidań gouel an Tabernakloł.

20  En deiz-se e vo skrivet war gleier ar c'hezeg: SANTELEZH D'AN AOTROU. Ha kaoterioł ti an AOTROU a vo evel an hanafoł dirak an aoter.

21  Ha pep kaoter e Jeruzalem hag e Juda a vo santelaet evit AOTROU an armeoł. An holl re a aberzho, a zeuio da gemer diouto evit poazhań kig enno. Ha ne vo Kananead ebet e ti AOTROU an armeoł, en deiz-se.