LIZHER PAOL DA DIT

 

Pennad 1

1  Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue, hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujańs-Doue,

2  e-sell d'an esperańs er vuhez peurbadus en deus Doue prometet a-raok peurbadelezh an amzerioł, eń ha ne c'hell ket lavarout gaou,

3  hag en deus diskuliet e gomz en amzer merket gantań dre ar prezegerezh am eus bet ar garg anezhań, dre urzh Doue hor Salver,

4  da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!

Tit e Kreta

5  Da lezet em eus e Kreta evit ma'c'h urzhiati ar pezh a chom da reizhań, ha ma tiazezi henaourien e pep kźr, hervez ma em eus gourc'hemennet dit,

6  o tibab tud divlam, pried d'ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vint ket tamallet da vezań direizh na disent.

7  Rak ret eo d'an eskob bezań didamall evel merour aferioł Doue, ret eo na vefe ket lorc'hus, na taer, na techet d'ar gwin, na feuls, na douget d'ur gounid dizonest,

8  met er c'hontrol, ret eo dezhań bezań degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask,

9  stag ouzh ar wir gomz hervez an hini bet desket dezhań, evit ma vo gouest, dre ar gelennadurezh yac'h, war un dro da aliań ha da c'hounit an dislavarerien.

10  Bez' ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc'hidi, kalz a dud disuj, lavarerien aner ha touellerien.

11  Ret eo serriń o genoł dezho. Diskar a reont tiegezhioł a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.

12  Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoł didalvez.

13  An testeni-mań a zo gwir. Setu perak kroz dezho garv, evit m'o devo ur feiz yac'h,

14  ha ma n'en em stagint ket ouzh mojennoł ar Yuzevien, nag ouzh gourc'hemennoł tud a zro kein d'ar wirionez.

15  Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n'eus netra glan evit ar re zic'hlan hag evit ar re zifeiz; er c'hontrol, o skiant hag o c'houstiańs a zo huduraet.

16  Disklźriań a reont anavezout Doue, met nac'hań a reont anezhań dre o oberoł, o vezań euzhus, disent, didalvez e-keńver pep ober mat.

 

Pennad 2

Traoł da gelenn d'ar gristenien

1  Met te, kelenn an traoł a zere d'ar gelennadurezh yac'h:

2  ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac'h er feiz, er garantez, er basianted,

3  ra o devo ivez ar maouezed oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, arabat dezho bezań na droukkomzerezed na re dechet d'ar gwin, ra gelennint ar mad,

4  evit deskiń d'ar re yaouank bezań poellek, karout o gwazed, karout o bugale,

5  bezań diazez, glan, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o gwazed, evit na vo ket droukkomzet a-enep komz Doue.

6  Ali en hevelep doare an dud yaouank da vezań diazez,

7  ro da-unan en holl draoł skouer an oberoł mat, en ur gelennadurezh dinamm, o vezań sirius, onest,

8  gant ur gomz yac'h ha divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet pa n'o devo droug ebet da lavarout diwar ho penn.

9  Ali ar vevelien da vezań sentus ouzh o mistri, o klask plijout dezho en holl draoł, hep bezań dislavarerien,

10  da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriń en holl draoł kelennadurezh Doue hor Salver.

11  Rak gras Doue hag a ro ar silvidigezh, a zo en em ziskouezet d'an holl dud,

12  hag e kelenn deomp da nac'hań dizoujańs-Doue ha droukc'hoantoł ar bed, da vevań er c'hantved-mań gant poell, reizhder ha doujańs-Doue,

13  o c'hortoz an esperańs benniget hag emziskouez glorius hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,

14  a zo en em roet e-unan evit hon dasprenań a bep direizhder, hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhań e-unan, gredus evit an oberoł mat.

15  Lavar an traoł-se, ali, gourdrouz gant gwir mestroniezh. Arabat da zen disprizań ac'hanout.

 

Pennad 3

Alioł pleustrek

1  Ali anezho da blegań d'ar pennoł-kźr ha d'ar galloudoł, da sentiń outo, da vezań prest da bep ober mat,

2  da chom hep droukkomz a-enep den, da vezań tud a beoc'h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keńver an holl dud.

3  Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disent, diheńchet, dindan techoł ha plijadurioł a bep seurt, o vevań er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.

4  Met pa'z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud,

5  en deus hor salvet, nann en abeg d'an oberoł a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc'hadenn an adc’hanidigezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,

6  en deus skuilhet a-builh warnomp dre Jezuz-Krist hor Salver,

7  evit, o vezań reishaet dre e c'hras, ma vefemp heritourien ar vuhez peurbadus, hervez hon esperańs.

8  Ar gomz-se a zo gwir, ha me a fell din e lavarez gant nerzh an traoł-se, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d'en em reiń d'an oberoł mat. Setu an traoł a zo mat ha talvoudus d'an dud.

9  Ha diwall diouzh ar c'hudennoł diskiant, al lignezoł, an tabutoł, an enebiezhoł diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.

10  Pella diouzhit an disivouder, goude bezań e gemennet ur wech kentań hag un eil gwech,

11  o c'houzout penaos un hevelep den a zo direizhet, ha penaos e pec'h oc'h en em gondaoniń e-unan.

Alioł diwezhań ha saludoł da glozań

12  Pa gasin Artemaz pe Tichik da'z kavout, hast dont da'm c'havout da Nikopoliz, rak eno em eus graet va sońj da dremen ar goańv.

13  Ambroug gant aked Zenaz, doktor al lezenn, hag Apolloz, e doare ma ne vanko netra dezho.

14  Ra zesko hor re ivez d'ober traoł mat en ezhommoł ret, evit na chomint ket difrouezh.

15  An holl re a zo ganin a salud ac'hanout. Salud ar re a gar ac'hanomp er feiz. Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.