AN AVIEL HERVEZ YANN

 

Pennad 1

Ar Gomz a zo bet graet kig

1  Er penn-kentań e oa ar Gomz, hag ar Gomz a oa gant Doue, hag ar Gomz a oa Doue.

2  Er penn-kentań e oa gant Doue.

3  An holl draoł a zo bet graet drezi, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet hepti.

4  Enni e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklźrijenn an dud.

5  Ar sklźrijenn a lugern en deńvalijenn hag an deńvalijenn n'he deus ket he degemeret.

6  Bez' e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv.

7  Dont a reas da dest, da reiń testeni d'ar sklźrijenn, evit ma kredje an holl drezań.

8  Ne oa ket ar sklźrijenn-mań, met kaset e oa da reiń testeni d'ar sklźrijenn,

9  d'ar sklźrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.

10  Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet drezi, met ar bed n'en deus ket hec'h anavezet.

11  Deuet eo da gavout he re, hag he re n'o eus ket he degemeret.

12  Met d'an holl re o deus he degemeret, he deus roet ar galloud da vezań graet bugale da Zoue, d'an holl re a gred en e anv,

13  d'ar re ha n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.

14  Ar Gomz a zo bet graet kig, hag eo bet o chom en hon touez, ha gwelet hon eus he gloar, ur c'hloar evel hini ar Mab nemetań deuet eus an Tad, leun a c'hras hag a wirionez.

15  Yann a roas testeni dezhań pa grias o lavarout: Hemań eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.

16  Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c'hras.

17  Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, met ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

18  Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetań a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.

Testeni Yann-Vadezour

19  Ha setu amań testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem aberzhourien ha Levited da c'houlenn digantań: Piv out-te?

20  Disklźriań a reas ha ne nac'has ket, ya disklźriań a reas: N'on ket ar C'hrist.

21  Hag e c'houlennjont digantań: Piv out eta? Bez' out Elia? Eń a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eń a respontas: Nann.

22  Int a lavaras eta dezhań: Piv out? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hor c'haset. Petra a lavarez diwar da benn da-unan?

23  Eń a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri er gouelec'h: Grit eeun hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.

24  Ar re a oa bet kaset a oa eus ar farizianed.

25  Goulenn a rejont digantań o lavarout dezhań: Perak eta e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?

26  Yann a respontas dezho o lavarout: Me a vadez en dour, met bez' ez eus unan bennak n'anavezit ket en ho touez.

27  Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h hag a zo dreiston, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoł.

28  Kement-mań a c'hoarvezas e Betabara en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.

29  An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag e lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec'hed ar bed.

30  Eń eo an hini a lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den a zo dreiston, rak a-raok din e oa.

31  Me n'anavezen ket anezhań, met deuet on da vadeziń en dour, evit ma vo diskouezet da Israel.

32  Yann a roas c'hoazh an testeni-mań, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neńv evel ur goulm hag o chom warnań.

33  Me n'anavezen ket anezhań, met an hini en deus va c'haset da vadeziń en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnań, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.

34  Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni ez eo-eń Mab Doue.

An diskibien gentań

35  An deiz war-lerc'h adarre, Yann en em zalc'he eno gant daou eus e ziskibien,

36  hag o welout Jezuz a gerzhe, e lavaras: Setu Oan Doue.

37  An daou ziskibl en klevas o komz evel-se, hag ez ejont war-lerc'h Jezuz.

38  Jezuz a zistroas, hag o welout e teuent war e lerc'h, e lavaras dezho: Petra a glaskit? Lavarout a rejont dezhań: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec'h emaout o chom?

39  Eń a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec'h e oa o chom, hag e chomjont gantań an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa.

40  Andrev breur Simon-Pźr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann, hag a oa aet war e lerc'h.

41  Eń a gavas da gentań e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhań: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C'hrist (= an Olevad).

42  Hag e tegasas anezhań da Jezuz. Jezuz, o vezań sellet outań, a lavaras: Te eo Simon mab Jonas; anvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pźr.

43  An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip, hag e lavaras dezhań: Deus war va lerc'h.

44  Filip a oa eus Betsaida, kźr Andrev ha Pźr.

45  Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhań: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded, Jezuz mab Jozef, eus Nazared.

46  Natanael a lavaras dezhań: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhań: Deus ha gwel.

47  Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n'eus troidell ebet ennań.

48  Natanael a lavaras dezhań: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.

49  Natanael a respontas hag a lavaras dezhań: Rabbi (=Mestr), te eo Mab Doue, te eo roue Israel.

50  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: Dre ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoł brasoc'h eget homań a weli.

51  Hag e lavaras dezhań: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-vremań e welot an neńv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.

 

Pennad 2

Eured Kana

1  Tri devezh goude e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno.

2  Jezuz ivez a voe pedet d'an eured gant e ziskibien.

3  Ar gwin o tont da vankout, mamm Jezuz a lavaras dezhań: N'o deus ket a win.

4  Jezuz a lavaras dezhi: Maouez, petra a zo etre me ha te? Va eur n'eo ket deuet c'hoazh.

5  E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.

6  Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet hervez boaz glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri metretez (~ 60 da 90 l).

7  Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se. Hag e leugnjont anezho betek krec'h.

8  Lavarout a reas dezho: Tennit bremań diouto, ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.

9  P'en doe mestr ar fest tańvaet an dour a voe deuet da vezań gwin, ha ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c'halvas ar pried,

10  hag e lavaras dezhań: Pep den a ro da gentań ar gwin mat, ha goude an hini disterań pa vez bet evet kalz. Met te ac'h eus miret ar gwin mat betek bremań!

11  Setu e Kana e Galilea an hini kentań eus ar mirakloł a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c'hloar; hag e ziskibien a gredas ennań.

12  Goude-se e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioł.

Ar varc'hadourien kaset kuit eus an templ

13  Rak Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.

14  En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deńved ha koulmed, gant an drokerien-arc'hant a oa azezet eno.

15  O vezań graet ur skourjez gant kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deńved hag an ejened; teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioł.

16  Hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'hann, na rit ket eus ti va Zad un ti kenwerzh.

17  Hag e teuas sońj d'e ziskibien ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet.

18  Neuze ar Yuzevien a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhań: Dre beseurt mirakl e tiskouezez deomp e c'hellez ober kement-se?

19  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diskarit an templ-mań ha me a adsavin anezhań a-benn tri devezh.

20  Ar Yuzevien a lavaras: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mań, ha te en adsavfe e tri devezh?

21  Met eń a gomze eus templ e gorf.

22  Goude eta ma voe dasorc'het a-douez ar re varv, e ziskibien o doe sońj en doa lavaret an dra-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er gomz en doa lavaret Jezuz.

23  E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloł a rae.

24  Met Jezuz ne fizie ket enno dre m'o anaveze holl,

25  ha dre n'en doa ket ezhomm e vije roet testeni dezhań gant un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.

 

Pennad 3

Jezuz ha Nikodem: "Ret eo bezań ganet eus an nec’h"

1  Hogen bez' e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.

2  An den-mań a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhań: Rabbi (= Mestr), ni a oar ez out ur c'helenner deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloł-se a rez, nemet e vefe Doue gantań.

3  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec'h, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.

4  Nikodem a lavaras dezhań: Penaos e c'hell un den bezań ganet pa'z eo kozh? Hag e c'hell distreiń un eil gwech e kof e vamm ha bezań ganet?

5  Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus dour hag eus ar Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.

6  Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.

7  Na vez ket souezhet ma em eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec'h.

8  An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz, met n'ouzout ket a-belec'h e teu na da belec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.

9  Nikodem a respontas hag a lavaras dezhań: Penaos e c'hell an traoł-se c'hoarvezout?

10  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: Te a zo kelenner Israel, ha n'ouzout ket an traoł-se?

11  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni.

12  Mar em eus komzet deoc'h eus traoł douarel, ha ne gredit ket, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoł neńvel?

13  Den n'eo pignet en neńv, nemet an hini a zo diskennet eus an neńv, Mab an den a zo en neńv.

14  Hag evel ma savas Moizez an naer er gouelec'h, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,

15  evit na vo ket kollet piv bennak a gredo ennań, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

16  Rak kement en deus Doue karet ar bed m'en deus roet e Vab nemetań, evit na vo ket kollet piv bennak a gredo ennań, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

17  Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezań.

18  An hini a gred ennań n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, dre ma n'en deus ket kredet en anv Mab nemetań Doue.

19  Ha setu ar varnedigezh-se: ar sklźrijenn a zo deuet er bed, hag an dud o deus karet muioc'h an deńvalijenn eget ar sklźrijenn, dre ma oa fall o oberoł.

20  Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklźrijenn ha ne zeu ket d'ar sklźrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoł.

21  Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d'ar sklźrijenn, evit ma vo disklźriet e oberoł, rak e Doue ez int graet.

Yann-Vadezour a zoug testeni a-nevez

22  Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien da zouar Judea. Eno e chomas ganto, hag e vadeze.

23  Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, dre ma oa eno kalz a zour. Hag an dud a zeue di evit bezań badezet,

24  rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet en toull-bac'h.

25  Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann ha Yuzevien diwar-benn ar c'hlanidigezh.

26  Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhań: Rabbi (= Mestr), an hini a oa ganit en tu all d'ar Jordan hag ac'h eus roet testeni dezhań, setu emań o vadeziń, hag an holl a ya d'e gavout.

27  Yann a respontas hag a lavaras: Den ne c'hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhań eus an neńv.

28  C'hwi hoc'h-unan a zo testoł din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhań.

29  An hini en deus ar wreg eo ar pried. Met mignon ar pried, hag a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh ar pried; hag al levenez-se a zo va hini, ha peurglok eo.

30  Ret eo dezhań kreskiń ha din bihanaat.

31  An hini a zeu eus an nec'h a zo a-us d'an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar. An hini a zeu eus an neńv a zo a-us d'an holl,

32  hag a ro testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet, met den ne zegemer e desteni.

33  An hini en deus degemeret e desteni en deus siellet ez eo gwirion Doue.

34  Rak an hini a zo bet kaset gant Doue a lavar gerioł Doue, rak Doue ne ro ket dezhań ar Spered dre vuzul.

35  An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.

36  An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini a zistaol ar Mab ne welo ket ar vuhez, ha fulor Doue a chom warnań.

 

Pennad 4

Jezuz hag ar Samaritanez

1  Pa ouezas an Aotrou o doa klevet ar farizianed e rae hag e vadeze Jezuz muioc'h a ziskibien eget Yann,

2  koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien,

3  e kuitaas ar Judea hag e tistroas da C'halilea.

4  Ret e oa dezhań tremen dre Samaria.

5  Erruout a reas en ur gźr eus Samaria anvet Sikar, e-kichen an douaroł en doa roet Jakob d'e vab Jozef.

6  Eno e oa puńs Jakob. Jezuz, skuizh gant an hent, a azezas war ar puńs. War-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.

7  Ur vaouez Samaritan a zeuas evit tennań dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evań.

8  Rak e ziskibien a oa aet e kźr evit prenań boued.

9  Ar vaouez Samaritan a lavaras dezhań: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn evań diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket ar Samaritaned.

10  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezfes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evań, ez pefe goulennet da-unan digantań hag en defe roet dit dour bev.

11  Ar vaouez a lavaras dezhań: Aotrou, ne'c'h eus netra evit tennań dour, hag ar puńs a zo don. A-belec'h eta ez pefe an dour bev-se?

12  Hag ez out brasoc'h eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puńs-mań hag en deus evet e-unan dioutań, kenkoulz hag e vugale hag e loened?

13  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mań en devo sec'hed c'hoazh,

14  met an hini a evo eus an dour a roin dezhań n'en devo sec'hed biken ken, hag an dour a roin dezhań a zeuio da vezań ennań ur vammenn dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.

15  Ar vaouez a lavaras dezhań: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na'm bo ket sec'hed ken, hag e chomin hep dont amań da dennań dour.

16  Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amań.

17  Ar vaouez a respontas hag a lavaras: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet,

18  rak pemp pried ac'h eus bet, hag an hini a zo ganit bremań n'eo ket da bried. Gwir ac'h eus lavaret e kement-se.

19  Ar vaouez a lavaras dezhań: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed.

20  Hon tadoł o deus azeulet war ar menez-mań, ha c'hwi a lavar emań e Jeruzalem al lec'h ma'z eo ret azeuliń.

21  Jezuz a lavaras dezhi: Maouez, kred-me, an eur a zeu ma n'azeulot an Tad na war ar menez-mań nag e Jeruzalem.

22  C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silvidigezh a zeu eus ar Yuzevien.

23  Met dont a ra an eur, hag emań bremań, ma vo an azeulerien wirion oc'h azeuliń an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a glask ar seurt azeulerien-se.

24  Doue a zo Spered, ha ret eo d'ar re a azeul anezhań, e azeuliń e spered hag e gwirionez.

25  Ar vaouez a lavaras dezhań: Gouzout a ran e tle dont ar Mesiaz, an hini a anver Krist. Pa vo deuet, e tisklźrio deomp an holl draoł.

26  Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me a gomz ouzhit.

27  War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ar vaouez. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhań: Petra a c'houlennez? Pe: Perak e komzez ganti?

28  Neuze ar vaouez a lezas he fod-dour hag a yeas e kźr. Hag e lavaras d'an dud:

29  Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Hemań, ha ne vefe ket ar C'hrist?

30  Mont a rejont er-maez eus kźr hag e teujont d'e gavout.

31  E-keit-se e ziskibien a bede anezhań hag a lavare: Rabbi (= Mestr), debr.

32  Met lavarout a reas dezho: Me am eus da zebriń ur boued n'anavezit ket.

33  An diskibien a lavaras eta an eil d'egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriń dezhań?

34  Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha seveniń e oberenn.

35  Ha ne lavarit ket: Pevar miz 'zo c'hoazh, hag e teuio an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioł a wenna dija evit an eost.

36  An hini a ved a resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit ma laouenaio an hini a had a-gevret gant an hini a ved.

37  Rak e kement-mań eo gwirion ar gomz-mań: Unan eo an hader, un all eo ar meder;

38  me am eus ho kaset da vediń e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret, reoł all o deus labouret hag ez oc'h aet en o labour.

39  Kalz eus Samaritaned ar gźr-se a gredas ennań abalamour da gomz ar vaouez, he doa roet an testeni-mań: Lavaret en deus din kement am eus graet.

40  Ar Samaritaned eta, o vezań deuet d'e gavout, a bedas anezhań da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno.

41  Hag un niver kalz brasoc'h a gredas abalamour d'e gomz.

42  Lavarout a rejont d'ar vaouez: Bremań e kredomp, ha n'eo ket mui abalamour da'z lavar, met dre ma hon eus klevet anezhań hon-unan, hag ec'h anavezomp ez eo hemań e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist.

Jezuz a yac'ha mab un ofiser roueel

43  Daou zevezh goude ez eas kuit ac'hano, hag ez eas da C'halilea,

44  rak Jezuz e-unan en doa roet testeni n'eo ket enoret ur profed en e vro e-unan.

45  Pa voe erru eta e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem e-pad ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.

46  Evel-se e teuas Jezuz a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en doa graet gwin gant dour. Hogen e Kafarnaoum e oa un ofiser roueel a oa klańv e vab.

47  O vezań anavezet e oa deuet Jezuz eus Judea da C'halilea, ez eas d'e gavout hag e pedas anezhań da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.

48  Jezuz a lavaras dezhań: Ma ne welit ket mirakloł ha burzhudoł, ne gredit ket.

49  An ofiser roueel a lavaras dezhań: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel.

50  Jezuz a lavaras dezhań: Kae, da vab a zo bev. An den a gredas er gomz en doa Jezuz lavaret dezhań, hag ez eas kuit.

51  Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d'e ziarbenn hag a roas keloł dezhań, o lavarout: Da vab a zo bev.

52  Goulenn a reas diganto da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h, hag e lavarjont dezhań: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhań.

53  An tad a anavezas e oa d'an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhań: Da vab a zo bev. Hag e kredas, eń hag holl dud e di.

54  Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.

 

Pennad 5

Jezuz a yac'ha ur seizad e Betesda

1  Goude-se e voe ur gouel eus ar Yuzevien, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.

2  Hag ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deńved, ur stank anvet en hebraeg Betesda, hag en deus pemp porched.

3  Eno e oa gourvezet ur maread a dud klańv, dalled, kammed ha seizidi, a c'hortoze keflusk an dour,

4  rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. An hini kentań eta a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleńved a vije gantań.

5  Bez' e oa eno un den a oa klańv eizh vloaz ha tregont a oa.

6  Jezuz, ouzh e welout gourvezet hag o c'houzout e oa dija klańv abaoe pell amzer, a lavaras dezhań: Ha fellout a ra dit bezań yac'haet?

7  Ar c'hlańvour a respontas dezhań: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour, hag e-pad m'emaon o vont, un all a ziskenn a-raok din.

8  Jezuz a lavaras dezhań: Sav, tap da wele ha kerzh.

9  Kerkent e voe yac'haet an den, hag e tapas e wele hag e kerzhas. Hogen an deiz-se a oa un deiz sabad.

10  Neuze ar Yuzevien a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo, n'eo ket aotreet dit dougen da wele.

11  Respont a reas dezho: An hini en deus va yac'haet en deus lavaret din: Tap da wele ha kerzh.

12  Neuze e c'houlennjont outań: Piv eo an den en deus lavaret dit: Tap da wele ha kerzh?

13  Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa, rak Jezuz a oa en em dennet dre ma oa kalz a dud eno.

14  Goude-se, Jezuz a gavas anezhań en templ hag a lavaras dezhań: Setu, yac'haet out bet, na bec'h ken gant aon na c'hoarvezfe ganit un dra washoc'h.

15  An den-se a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac'haet.

16  Rak-se ar Yuzevien a heskine Jezuz hag a glaske e lakaat d'ar marv, dre m'en doa graet kement-se un deiz sabad.

Ar Vuhez dre ar Mab

17  Met Jezuz a respontas dezho: Va Zad a labour betek bremań, ha me a labour ivez.

18  Rak-se ar Yuzevien a glaske muioc'h c'hoazh e lakaat d'ar marv, neket hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh dre ma anve Doue e Dad, oc'h en em lakaat e-unan kevatal da Zoue.

19  Neuze Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar Mab ne c'hell ober netra drezań e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab en gra ivez eveltań.

20  Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhań kement a ra, ha diskouez a raio dezhań oberoł brasoc'h eget ar re-mań, evit ma viot sabatuet.

21  Rak, evel ma tasorc'h an Tad ar re varv, ha ma ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhań.

22  An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,

23  evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

24  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeuio ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.

25  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c'hlevo a vevo.

26  Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennań e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab da gaout ar vuhez ennań e-unan,

27  ha roet en deus dezhań ivez ar galloud da varn, dre ma'z eo Mab an den.

28  Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioł

29  ha ma teuint er-maez, ar re o devo graet ar mad en dasorc'hidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en dasorc'hidigezh a varn.

30  Ne c'hellan ober netra drezon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez, met bolontez an Tad en deus va c'haset.

Un testeni brasoc'h eget hini Yann

31  Mar roan testeni diwarnon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.

32  Bez' ez eus unan all hag a ro testeni diwarnon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro diwarnon.

33  Kaset hoc'h eus da gavout Yann, hag en deus roet testeni d'ar wirionez.

34  Met an testeni a resevan n'eo ket an hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mań evit ma viot salvet.

35  Eń a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h laouenaat ouzh e sklźrijenn e-pad ur pennad.

36  Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoł en deus va Zad roet din da beurober, an oberoł-mań o-unan a ran, a ro testeni diwarnon ez eo an Tad en deus va c'haset.

37  Hag an Tad en deus va c'haset en deus e-unan roet testeni diwarnon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zoare,

38  ha n'hoc'h eus ket e gomz o chom ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset.

39  Furchal a rit ar Skriturioł, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni diwarnon.

40  Ha ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout evit kaout ar vuhez.

41  Ne resevan ket va gloar eus an dud.

42  Met hoc'h anavezan, n'emań ket karantez Doue ennoc'h.

43  Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac'hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhań.

44  Penaos e c'hellit krediń, c'hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile, ha na glaskit ket ar c'hloar a zeu eus Doue hepken?

45  Na sońjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a fiziit ennań, eo an hini ho tamallo.

46  Rak mar kredfec'h Moizez, e kredfec'h ivez ac'hanon, rak skrivet en deus diwarnon.

47  Met ma ne gredit ket e skridoł, penaos e kredot va gerioł?

 

Pennad 6

Pemp mil den maget gant Jezuz (Kreskadur ar bara)

1  Goude-se Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea, pe Mor Tiberiaz.

2  Un engroez bras a zeue war e lerc'h, dre ma welent ar mirakloł a rae war ar re a oa klańv.

3  Jezuz a bignas war ar menez, hag ec'h azezas eno gant e ziskibien.

4  Hag ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.

5  Jezuz eta, o vezań savet e zaoulagad hag o welout un engroez bras o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: A-belec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mań da zebriń?

6  Kement-se a lavare evit e amprouiń, dre ma ouie mat ar pezh edo o vont d'ober.

7  Filip a respontas dezhań: Daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiń un tammig da bep hini.

8  Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pźr, a lavaras dezhań:

9  Bez' ez eus amań ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?

10  Jezuz a lavaras: Lakait an dud-mań da azezań. Bez' e oa geot fonnus el lec'h-se. Azezań a rejont eta, en niver a war-dro pemp mil gwaz.

11  Jezuz a gemeras ar baraoł, hag o vezań trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma felle dezho.

12  Goude m'o doe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoł a zo manet, evit na vo kollet netra.

13  Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoł eus ar pemp bara heiz a vane d'ar re o doa debret.

14  An dud-se, o welout ar mirakl en doa graet Jezuz, a lavaras: Hemań eo e gwirionez ar profed a zlee dont er bed.

15  Jezuz, o c'houzout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan er menezioł.

Jezuz a gerzh war an dour

16  Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor.

17  O vezań aet en ur vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teńval ha Jezuz ne oa ket deuet d'o c'havout.

18  Koummoł ar mor a save en abeg d'un avel vras a c'hwezhe.

19  P'o doa roeńvet war-dro pemp warn-ugent pe tregont stadenn (~ 5 km), e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon.

20  Met eń a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon!

21  E zegemer a rejont eta gant levenez er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.

Jezuz, ar bara a vuhez

22  An deiz war-lerc'h, an engroez hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha ne oa ket aet Jezuz er vag gant e ziskibien, met aet e oa kuit e ziskibien o-unan-penn.

23  Koulskoude bagoł all a oa deuet eus Tiberiaz betek tost d'al lec'h m'o doa debret ar bara, goude m'en doe an Aotrou trugarekaet.

24  Pa welas an engroez ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoł hag e teujont da Gafarnaoum da glask Jezuz.

25  O vezań e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhań: Rabbi (=Mestr), pegoulz out en em gavet amań?

26  Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, va c'hlaskit ha n'eo ket dre m'hoc'h eus gwelet mirakloł, met dre m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.

27  Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.

28  Neuze e lavarjont dezhań: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoł Doue?

29  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Houmań eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.

30  Neuze e lavarjont dezhań: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?

31  Hon tadoł o deus debret ar mann er gouelec'h, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriń ar bara eus an neńv.

32  Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h ar bara eus an neńv, met va Zad a ro deoc'h ar bara gwirion eus an neńv.

33  Rak bara Doue eo an hini a zo diskennet eus an neńv, hag a ro ar vuhez d'ar bed.

34  Neuze e lavarjont dezhań: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.

35  Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeu da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.

36  Met henn lavaret em eus deoc'h, va gwelet hoc'h eus, ha ne gredit ket.

37  Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da'm c'havout,

38  rak diskennet on eus an neńv neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.

39  Ha setu amań bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin netra eus kement en deus roet din, met ma tasorc'hin anezhań d'an deiz diwezhań.

40  Ha setu amań bolontez an hini en deus va c'haset, m'en devo ar vuhez peurbadus piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennań; hag en dasorc'hin d'an deiz diwezhań.

41  Neuze ar Yuzevien a c'hrozmolas a-enep dezhań, dre m'en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neńv.

42  Hag e lavarent: N'eo ket hemań Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neńv?

43  Neuze Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.

44  Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset; hag en dasorc'hin d'an deiz diwezhań.

45  Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantań a zeu da'm c'havout.

46  N'eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue: hennezh en deus gwelet an Tad.

47  E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.

48  Me eo ar bara a vuhez.

49  Ho tadoł o deus debret ar mann er gouelec'h, hag ez int marvet.

50  Setu amań ar bara diskennet eus an neńv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutań.

51  Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neńv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mań, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c'hig, a roin evit buhez ar bed.

52  Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mań reiń deomp e gig da zebriń?

53  Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.

54  An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag en dasorc'hin d'an deiz diwezhań.

55  Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.

56  An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennań.

57  Evel m'en deus an Tad hag a zo bev va c'haset, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.

58  Setu amań ar bara a zo diskennet eus an neńv. N'eo ket evel ho tadoł, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mań a vevo da viken.

59  Lavarout a reas an traoł-mań, o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.

Ur gomz re galet

60  Kalz eus e ziskibien, o vezań e glevet, a lavaras: Ar gomz-se a zo kalet, piv a c'hell he selaou?

61  Met Jezuz, oc'h anavezout ennań e-unan e c'hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Hag e kavit un abeg da gouezhań e kement-se?

62  Petra eta e vefe mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?

63  Ar Spered eo a ro buhez, ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioł a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.

64  Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentań pere a oa ar re ne gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.

65  Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhań gant va Zad.

66  Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha ne gerzhjont ken gantań.

67  Jezuz a lavaras neuze d'an daouzek: Ha c'hwi, ha ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?

68  Neuze e respontas Simon-Pźr dezhań: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus gerioł ar vuhez peurbadus,

69  ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet ez out ar C'hrist, Mab an Doue bev.

70  Jezuz a respontas dezho: Ha ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.

71  Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemań eo a zlee e werzhań, evitań da vezań unan eus an daouzek.

 

Pennad 7

Mont a ra Jezuz da ouel an Tabernakloł

1  Goude-se Jezuz a gerzhas dre C'halilea; ne felle ket dezhań kerzhout dre Judea, dre ma klaske ar Yuzevien e lazhań.

2  Ha gouel ar Yuzevien, gouel al logelloł, a dostae.

3  Neuze e vreudeur a lavaras dezhań: Kae kuit ac’hann ha kae da Judea, evit ma welo da ziskibien ivez an oberoł a rez,

4  rak den ne ra netra e kuzh pa glask bezań anavezet. Mar rez an traoł-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.

5  Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennań.

6  Ha Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket deuet c'hoazh, met hoc'h amzer a zo atav dereat.

7  Ar bed ne c'hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac'hanon, dre ma roan testeni diwarnań ez eo fall e oberoł.

8  Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mań. Me ne bignan ket c'hoazh d'ar gouel-mań, rak va amzer n'eo ket c'hoazh sevenet.

9  O vezań lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.

10  Met pa voe pignet e vreudeur d'ar gouel, e pignas eń ivez, nann a-wel d'an holl, met evel e kuzh.

11  Hag ar Yuzevien a glaske anezhań e-pad ar gouel hag a lavare: Pelec'h emań?

12  Bez' e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez an engroez. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, touellań a ra ar bobl.

13  Koulskoude den ne gomze frank diwar e benn gant aon rak ar Yuzevien.

14  War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d'an templ hag a gelennas.

15  Ar Yuzevien a voe estlammet hag a lavaras: Penaos ec'h anavez an den-mań ar Skriturioł, pa n'en deus ket o desket?

16  Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon va-unan, met eo eus an hini en deus va c'haset.

17  Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec'h anavezo hag eo ar gelennadurezh-mań eus Doue pe hag e komzan ac'hanon va-unan.

18  An hini a gomz anezhań e-unan a glask e c'hloar dezhań e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n'eus ket a zireizhder ennań.

19  Moizez, ha n'en deus ket roet deoc'h al lezenn? Ha koulskoude hini ac'hanoc'h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d'ar marv?

20  An engroez a respontas hag a lavaras: Un diaoul ac'h eus. Piv a glask da lakaat d'ar marv?

21  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, ha c'hwi holl a zo souezhet a gement-se.

22  Dre m'en deus roet Moizez an amdroc'h deoc'h, neket e teufe eus Moizez met eus an Tadoł, ec'h amdroc'hit un den d'an deiz sabad.

23  Mar bez amdroc'het un den d'an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak e fulorit a-enep ac'hanon war zigarez ma em eus yac'haet un den penn-da-benn d'an deiz sabad?

24  Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder.

25  Neuze hiniennoł eus Jeruzalem a lavaras: Ha n'eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?

26  Ha setu e komz frank, ha ne lavaront netra dezhań. Hag anavezet da vat o defe ar mestroł ez eo e gwirionez ar C'hrist?

27  Koulskoude ni a oar a-belec'h eo hemań, hogen pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.

28  Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon hag a oar a-belec'h ez on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha n'anavezit ket anezhań.

29  Met me a anavez anezhań, rak dioutań emaon, hag eń eo en deus va c'haset.

30  Neuze e klaskjont kregiń ennań, koulskoude den ne lakaas e zorn warnań, rak ne oa ket deuet c'hoazh e eur.

31  Ha kalz eus an engroez a gredas ennań hag a lavaras: Pa zeuio ar C'hrist, hag e raio muioc'h a virakloł eget ma ra hemań?

32  Ar farizianed a glevas an engroez o lavarout kement-se diwar e benn. Ar farizianed hag an aberzhourien vras a gasjont serjanted evit kregiń ennań.

33  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer, hag ez an da gavout an hini en deus va c'haset.

34  Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h m'emaon.

35  Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Da belec'h ez aio, ma ne c'hellimp ket e gavout? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed, ha kelenn a raio ar C'hresianed?

36  Petra eo ar gomz-mań en deus lavaret: Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h m'emaon?

Stźrioł dour bev

37  En deiz diwezhań ha bras eus ar gouel, Jezuz en em zalc'he aze; hag e krias o lavarout: Mar en deus sec'hed unan bennak, ra zeuio da'm c'havout ha ra evo.

38  An hini a gred ennon, stźrioł dour bev a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.

39  Hag e lavare kement-se eus ar Spered a zlee resev ar re a gredfe ennań, rak ne oa ket bet roet c'hoazh ar Spered-Santel, dre ma ne oa ket bet c'hoazh savet Jezuz en e c'hloar.

40  Kalz eus an engroez, o vezań klevet ar c'homzoł-se, a lavaras: Hemań eo e gwirionez ar profed.

41  Reoł all a lavaras: Hemań eo ar C'hrist. Ha reoł all a lavaras: Ar C'hrist, ha dont a rafe eus Galilea?

42  Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C'hrist eus lignez David, hag eus bourc'h Betlehem e-lec'h ma oa David?

43  Bez’e voe disranniezh eta e-touez an engroez diwar e benn.

44  Hag ur re bennak anezho a c'hoantaas kregiń ennań, met den ne lakaas e zaouarn warnań.

Ar pennoł hag ar farizianed ne gredont ket

45  Ar serjanted a zistroas eta etrezek an aberzhourien vras hag ar farizianed. Hag ar re-mań a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?

46  Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.

47  Neuze ar farizianed a respontas dezho: Ha c'hwi ivez a zo bet touellet?

48  Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroł pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennań?

49  Met an engroez-mań n'anavez ket al lezenn, milliget int.

50  Nikodem, an hini a oa deuet da gavout Jezuz da noz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:

51  Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezań e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?

52  Int a respontas hag a lavaras dezhań: Hag ez out ivez eus Galilea? Evesha, ha gwel hag ez eus deuet profed ebet eus Galilea.

53  Ha pep hini en em dennas en e di.

 

Pennad 8

Ar vaouez avoultrerez

1  Jezuz a yeas da Venez an Olived.

2  Da c'houloł-deiz e teuas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout. O vezań azezet e kelennas anezho.

3  Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhań ur vaouez tapet en avoultriezh, hag o vezań he lakaet er c'hreiz,

4  e lavarjont dezhań: Mestr, ar vaouez-mań a zo bet tapet oc'h ober avoultriezh.

5  Moizez el lezenn en deus gourc'hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez?

6  Lavarout a raent kement-se evit e amprouiń, evit kaout peadra d'e damall. Met Jezuz, o taoublegań, a skrive gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.

7  Met evel ma talc'hent d'ober goulennoł outań, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo outi ur maen, eń da gentań.

8  Hag o taoublegań a-nevez, e skrive war an douar.

9  Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiańs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshań da gentań betek ar re ziwezhań. Ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar vaouez a oa eno er c'hreiz.

10  Jezuz o vezań savet hag o welout den nemet ar vaouez, a lavaras dezhi: Maouez, pelec'h emań da damallerien? Den ebet n'en deus da gondaonet?

11  Hi a lavaras: Den, Aotrou. Ha Jezuz a lavaras dezhi: Ne gondaonan ket ac'hanout kennebeut, kae ha na bec'h ken.

Jezuz, sklźrijenn ar bed

12  Neuze Jezuz a gomzas c'hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklźrijenn ar bed, an hini am heuilh ne gerzho ket en deńvalijenn, met sklźrijenn ar vuhez en devo.

13  Hag ar farizianed a lavaras dezhań: Te a ro testeni diwarnout da-unan, da desteni n'eo ket gwirion.

14  Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Petra bennak ma roan testeni diwarnon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h ez on deuet ha da belec'h ez an. Met c'hwi n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan na da belec'h ez an.

15  C'hwi a varn hervez ar c'hig, me ne varnan den.

16  Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emań an Tad en deus va c'haset.

17  Skrivet eo en ho lezenn ez eo talvoudek testeni daou zen.

18  Me eo a ro testeni diwarnon va-unan, hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni diwarnon.

19  Neuze e lavarjont dezhań: Pelec'h emań da Dad? Jezuz a respontas: N'anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.

20  Jezuz a lavaras ar gerioł-mań el lec'h ma oa an teńzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennań, rak ne oa ket deuet c'hoazh e eur.

21  Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, hag e klaskot ac'hanon hag e varvot en ho pec'hed. C'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z an.

22  Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: C'hwi ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an?

23  Hag e lavaras dezho: C'hwi a zo eus an traoń, me a zo eus an nec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mań, me n'on ket eus ar bed-mań.

24  Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoł, rak ma ne gredit ket an Hini Emaon, e varvot en ho pec'hedoł.

25  Neuze e lavarjont dezhań: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentań.

26  Kalz a draoł am eus da lavarout diwar ho penn ha da varn ennoc'h. Met an hini en deus va c'haset a zo gwirion hag e lavaran d'ar bed ar pezh am eus klevet digantań.

27  Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.

28  Jezuz a lavaras eta dezho: P'ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot an Hini Emaon, ha ne ran netra ac'hanon va-unan, met lavarout a ran an traoł-se evel m'en deus va Zad o desket din.

29  An hini en deus va c'haset a zo ganin. An Tad n'en deus ket va lezet va-unan-penn, dre ma ran dalc'hmat ar pezh a blij dezhań.

30  Pa lavare an traoł-mań, kalz a gredas ennań.

Bugale Abraham pe bugale an diaoul

31  Neuze Jezuz a lavaras d'ar Yuzevien o doa kredet ennań: Mar kendalc'hit em c'homz, e viot e gwirionez va diskibien.

32  Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo.

33  Respont a rejont dezhań: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n'omp bet sklaved da zen, penaos e lavarez: Dizereet e viot?

34  Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo sklav d'ar pec'hed.

35  Met ar sklav ne chom ket atav en ti, ar mab a chom ennań atav.

36  Mar en deus ar Mab eta ho tizereet, e viot diere evit gwir.

37  Gouzout a ran ez oc'h lignez Abraham, ha koulskoude e klaskit va lakaat d'ar marv, dre ma n'en deus ket va c'homz a zegemer ennoc'h.

38  Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c'hwi ivez a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.

39  Int a respontas hag a lavaras dezhań: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoł Abraham.

40  Met bremań e klaskit va lakaat d'ar marv, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n'en deus ket graet kement-se.

41  C'hwi a ra oberoł ho tad. Hag e lavarjont dezhań: N'omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.

42  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, rak eus Doue eo ez on aet er-maez hag e teuan. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eń eo an hini en deus va c'haset.

43  Perak ne gomprenit ket va lavar? Dre ma ne c'hellit ket selaou va c'homz.

44  Ho tad, a ziskennit anezhań, eo an diaoul, hag e fell deoc'h ober c'hoantoł ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentań, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennań. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennań e-unan, rak gaouiat eo ha tad ar gaou.

45  Ha dre ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.

46  Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?

47  An hini a zo eus Doue a selaou gerioł Doue. Rak-se eo ne selaouit ket, dre ma n'oc'h ket eus Doue.

Jezuz hag Abraham

48  Neuze ar Yuzevien a respontas hag a lavaras dezhań: Ha n'hon eus ket lavaret gant gwir ez out ur Samaritan, hag ez eus un diaoul ennout?

49  Jezuz a respontas: N'eus diaoul ebet ennon, met enoriń a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon.

50  Met ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask, ha barn a ra.

51  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, mar mir unan bennak va c'homz, ne welo biken ar marv.

52  Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhań: Bremań ec'h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va c'homz, n'anavezo biken ar marv.

53  Daoust hag ez out brasoc'h eget hon tad Abraham, hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Piv a rez ac'hanout da-unan?

54  Jezuz a respontas: Mar roan gloar din va-unan, va gloar n'eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.

55  Ha koulskoude n'hoc'h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhań, ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhań, e vefen ur gaouiad eveldoc'h. Met anavezout a ran anezhań, hag e viran e gomz.

56  Abraham ho tad en deus tridet gant levenez dre ma welfe va deiz. E welet en deus, hag eo en em laouenaet.

57  Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhań: Ne'c'h eus ket c'hoazh hanter-kant vloaz, hag ec'h eus gwelet Abraham?

58  Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, Emaon.

59  Neuze e kemerjont mein evit o zeurel a-enep dezhań, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c'hreiz. Hag evel-se ez eas kuit.

 

Pennad 9

Jezuz a bare un den ganet dall

1  Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh.

2  E ziskibien a c'houlennataas anezhań o lavarout: Rabbi (=Mestr), piv en deus pec'het, hemań pe e dud, ma'z eo bet ganet dall?

3  Jezuz a respontas: N'en deus ket pec'het nag e dud kennebeut, met evit ma vo diskouezet oberoł Doue ennań eo.

4  Ret eo din kas da benn oberoł an hini en deus va c'haset e-pad ma'z eo deiz. An noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.

5  E-pad ma'z on er bed, ez on sklźrijenn ar bed.

6  O vezań lavaret kement-se, e krańchas d'an douar hag e reas pri gant e halv. Neuze ec'h olevas daoulagad an dall gant ar pri-se,

7  hag e lavaras dezhań: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa, anv a dalvez da lavarout: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc'has, hag e teuas o welout sklaer.

8  An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavare: Ha n'eo ket hemań an hini en em zalc'he azezet hag a c'houlenne an aluzen?

9  Darn a lavare: Eń eo. Darn all a lavare: Heńvel eo outań. Eń e-unan a lavare: Me va-unan eo.

10  Int a lavaras eta dezhań: Penaos eo bet digoret dit da zaoulagad?

11  Respont a reas hag e lavaras: Un den a anver Jezuz en deus graet pri, en deus olevet va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h. Aet on, hag ez on en em walc'het, hag em eus resevet ar gweled.

12  Neuze e lavarjont dezhań: Pelec'h emań an den-se? Eń a lavaras: N'ouzon ket.

13  Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall diagent.

14  Un deiz sabad e oa p'en doa Jezuz graet ar pri hag en doa digoret dezhań e zaoulagad.

15  Ar farizianed a c'houlennas eta digantań ivez penaos en doa resevet ar gweled. Eń a lavaras dezho: Lakaet en deus pri din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het, hag e welan.

16  Neuze hiniennoł eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoł all a lavaras: Penaos e c'hell un den a zo pec'her ober hevelep mirakloł? Hag e voe disranniezh etrezo.

17  Lavarout a rejont c'hoazh d'an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eń a lavaras: Ur profed eo.

18  Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag en doa resevet ar gweled, ken n'o doe galvet tud an hini en doa resevet ar gweled.

19  Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremań?

20  E dud a respontas dezho hag a lavaras: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall,

21  met n'ouzomp ket penaos e wel bremań, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhań e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantań, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outań.

22  E dud a lavaras kement-se dre m'o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezfe anezhań evit ar C'hrist, a vefe kaset kuit eus ar sinagogenn.

23  En abeg da-se eo e lavaras e dud: Oad en deus, goulennit digantań.

24  Gervel a rejont eta evit an eil gwech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhań: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec'her.

25  Neuze e respontas hag e lavaras: N'ouzon ket hag-eń eo ur pec'her. Un dra a ouzon, dall e oan ha bremań e welan.

26  Lavarout a rejont c'hoazh dezhań: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret dit da zaoulagad?

27  Respont a reas dezho: Lavaret em eus deoc'h dija ha n'hoc'h eus ket selaouet. Perak e fell deoc'h e glevout a-nevez? Hag e fell deoc'h ivez bezań e ziskibien?

28  Neuze e tismegańsjont anezhań hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, ni a zo diskibien Moizez.

29  Ni a oar en deus komzet Doue ouzh Moizez, met hemań n'ouzomp ket a-belec'h eo.

30  An den a respontas hag a lavaras dezho: Un dra souezhus eo na ouezfec'h ket a-belec'h eo, hag en deus digoret din va daoulagad.

31  Ni a oar ne selaou ket Doue ouzh ar pec'herien, met mar deu unan bennak da zoujań Doue ha da ober e volontez, e selaou outań.

32  N'eus bet klevet biskoazh en defe den digoret daoulagad un den ganet dall.

33  Ma ne vije ket hemań eus Doue, ne c'hellje ober netra.

34  Respont a rejont hag e lavarjont dezhań: Te a-bezh a zo bet ganet er pec'hed, hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhań kuit.

35  Jezuz a glevas o doa e gaset kuit, hag o vezań en em gavet gantań, e lavaras dezhań: Ha krediń a rez e Mab Doue?

36  Hag e respontas: Piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennań?

37  Jezuz a lavaras dezhań: E welet ec'h eus, eń e-unan eo an hini a gomz ouzhit.

38  Hag e lavaras: Krediń a ran, Aotrou! Hag ec'h azeulas anezhań.

39  Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mań evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio da vezań dall ar re a wel.

40  Hiniennoł eus ar farizianed a oa gantań, o klevout kement-se, a lavaras dezhań: Ha ni, hag ez omp dall ivez?

41  Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec'h dall, n'ho pefe ket a bec'hed. Met bremań e lavarit: Gwelout a reomp. En abeg da gement-se e chom ho pec'hed.

 

Pennad 10

Jezuz, ar mźsaer mat

1  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na zeu ket dre an nor e kraou an deńved, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.

2  Met an hini a zeu dre an nor eo mesaer an deńved.

3  Ar porzhier a zigor dezhań, hag an deńved a glev e vouezh. Gervel a ra dre o anv e zeńved e-unan, hag e kas anezho er-maez.

4  P'en deus lakaet er-maez e zeńved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deńved a heuilh anezhań dre ma'c'h anavezont e vouezh.

5  Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h, dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.

6  Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.

7  Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deńved.

8  An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deńved n'o deus ket o selaouet.

9  Me eo an nor. Mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio, hag e kavo peurvan.

10  Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhań ha distrujań. Me a zo deuet evit m'o devo ar vuhez, ha m'o devo anezhi a-fonn zoken.

11  Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeńved.

12  Met ar goprad, ha n'eo ket mesaer ha n'eo ket an deńved dezhań, pa wel ar bleiz o tont, a zilez an deńved hag a dec'h. Hag ar bleiz a grog en deńved hag a stlabez anezho.

13  Ar goprad a dec'h, dre ma'z eo goprad, ha na gemer ket preder eus an deńved.

14  Me eo ar mesaer mat, me a anavez ar re a zo din, hag anavezet on gant ar re a zo din,

15  evel ma'c'h anavez an Tad ac'hanon, ha ma'c'h anavezan ivez an Tad; ha reiń a ran va buhez evit an deńved.

16  Deńved all am eus ha n'int ket eus ar c'hraou-mań. Ret eo din ivez degas anezho, hag e klevint va mouezh. Ha ne vo nemet un tropell ha nemet ur mesaer.

17  Dre gement-mań eo e kar va Zad ac'hanon: dre ma roan va buhez evit hec'h adkemer.

18  Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan. Ar galloud am eus d'he reiń, hag ar galloud d'hec'h adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.

19  Neuze e voe disranniezh adarre etre ar Yuzevien en abeg d'ar c'homzoł-se.

20  Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhań?

21  Reoł all a lavaras: Ar gerioł-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriń daoulagad ar re dall?

Jezuz hag an Tad a zo Unan

22  Ober a raed e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goańv e oa.

23  Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon,

24  ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhań hag a lavaras dezhań: Betek pegeit e talc'hi hon ene en douetańs? Mard out ar C'hrist, lavar deomp splann.

25  Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc'h ha ne gredit ket. An oberoł a ran en anv va Zad a ro testeni diwarnon.

26  Met ne gredit ket, peogwir n'oc'h ket eus va deńved, evel ma em eus lavaret deoc'h.

27  Va deńved a glev va mouezh, ha me o anavez, hag int va heuilh.

28  Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet, ha den n'o lamo eus va dorn.

29  Va Zad, hag en deus o roet din, a zo brasoc'h eget an holl. Den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.

30  Me hag an Tad a zo unan.

31  Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.

32  Jezuz a respontas dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoł mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?

33  Ar Yuzevien a respontas dezhań hag a lavaras: N'eo ket evit un ober mat ez meinataomp met evit ur gwallgomz: rak n'out nemet un den, hag en em rez Doue.

34  Jezuz a respontas dezho: Ha n'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?

35  Mar he deus anvet doueed ar re ma oa kaset dezho komz Doue, hag ar Skritur ne c'hell ket bezań torret,

36  perak e lavarit e wallgomz an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, dre ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?

37  Ma ne ran ket oberoł va Zad, na gredit ket ac'hanon.

38  Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit em oberoł, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennań.

39  Neuze e klaskjont c'hoazh kregiń ennań, met en em dennas eus o daouarn.

40  Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa bet Yann o vadeziń da gentań, hag e chomas eno.

41  Kalz a dud a zeuas d'e gavout en ur lavarout: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet, met kement en deus lavaret Yann diwar-benn hemań a zo gwir.

42  Ha kalz a gredas ennań el lec'h-se.

 

Pennad 11

Lazar dasorc'het gant Jezuz

1  Bez' e oa ur c'hlańvour, Lazar eus Betania, kźriadenn Mari ha Marta he c'hoar.

2  Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c'hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar he breur a oa klańv.

3  E c'hoarezed eta a gasas da lavarout dezhań: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klańv.

4  Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c'hleńved-se ne gas ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.

5  Ha Jezuz a gare Marta hag he c'hoar ha Lazar.

6  Koulskoude, pa glevas e oa klańv hemań, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa,

7  ha neuze e lavaras d'an diskibien: Distroomp e Judea.

8  An diskibien a lavaras dezhań: Rabbi (=Mestr), n'eus ket pell e klaske ar Yuzevien da veinata, hag e tistroez di!

9  Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, peogwir e wel sklźrijenn ar bed-mań.

10  Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, dre ma n'eus ket a sklźrijenn ennań.

11  Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d'e zihuniń.

12  E ziskibien a lavaras eta: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.

13  Hogen Jezuz en doa komzet eus e varv, met int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.

14  Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv,

15  hag ez eus levenez ganin abalamour deoc'h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d'e gavout.

16  Neuze Tomaz anvet Didim a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantań.

17  Jezuz, o vezań erruet, a gavas Lazar lakaet er bez abaoe pevar devezh dija.

18  Betania a oa tost da Jeruzalem, war-dro pemzek stadenn (~ 2.8 km) diouti,

19  ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari, evit o frealziń diwar-benn o breur.

20  Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhań, met Mari a chomas azezet er gźr.

21  Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amań, va breur ne vije ket marvet.

22  Met anavezout a ran penaos bremań c'hoazh, kement holl a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.

23  Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a zasorc'ho.

24  Marta a lavaras dezhań: Gouzout a ran e tasorc'ho d'an dasorc'hidigezh, d'an deiz diwezhań.

25  Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an dasorc'hidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.

26  Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se?

27  Hi a lavaras dezhań: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.

28  P'he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari he c'hoar e-kuzh, o lavarout: Ar Mestr a zo amań, hag e c'halv ac'hanout.

29  Houmań, o vezań klevet anezhi, a savas buan hag a zeuas d'e gavout.

30  Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, edo el lec'h ma oa deuet Marta a-ziarbenn dezhań.

31  Ar Yuzevien hag a oa gant Mari en ti ouzh he frealziń, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi en ur lavarout: Mont a ra da ouelań d'ar bez.

32  Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz ha pa welas anezhań, en em daolas d'e dreid hag e lavaras dezhań: Aotrou, ma vijes bet amań, va breur ne vije ket marvet.

33  Pa welas Jezuz anezhi o ouelań, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet.

34  Hag e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhań: Aotrou, deus ha gwel.

35  Jezuz a ouelas.

36  Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhań.

37  Hiniennoł anezho a lavaras: Eń hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c'helle ket ober ivez na varvje ket hemań?

38  Neuze Jezuz, o huanadiń a-nevez ennań e-unan, a zeuas d'ar bez. Ur c'hev e oa, hag ur maen a oa bet lakaet warnań.

39  Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhań: Aotrou, c'hwez a zo dija gantań, rak aze emań abaoe pevar devezh zo.

40  Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne'm eus ket lavaret dit, penaos mar kredez, e weli gloar Doue?

41  Lemel a rejont eta ar maen eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neńv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran rak va selaouet ec'h eus.

42  Gouzout a ran e selaouez ac'hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d'an engroez-mań a zo en-dro din, evit ma kredint ec'h eus va degaset.

43  Goude bezań lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!

44  Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoł, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit-eń ha lezit-eń da vont.

45  Neuze kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennań.

46  Met hiniennoł anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz.

Irienn a-enep Jezuz

47  Neuze an aberzhourien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloł.

48  Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennań, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec'h hag hor broad.

49  Met unan anezho anvet Kaifaz, hag a oa aberzhour-meur er bloaz-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra,

50  ha ne sońjit ket ez eo gwelloc'h deomp e varvfe un den hepken evit ar bobl eget na vefe kollet ar vroad holl?

51  Hogen ne lavaras ket kement-se anezhań e-unan, met o vezań aberzhour-meur er bloaz-se, e tiouganas e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,

52  ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a oa a-stlabez.

53  Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.

54  Neuze Jezuz ned eas ken a-wel e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur c'horn-bro tost d'ar gouelec'h, d'ur gźr anvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien.

55  Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c'hlanaat.

56  Klask a raent Jezuz, hag oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a sońjit? Ha ne zeuio ket d'ar gouel?

57  An aberzhourien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, mar ouie unan bennak pelec'h e oa, d'en lavarout, evit ma krogjent ennań.

 

Pennad 12

Jezuz olevet gant Mari a Vetania

1  C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa dasorc'het a-douez ar re varv.

2  Graet e voe dezhań eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantań.

3  Neuze Mari, o vezań kemeret ul lur (~ 330 g) c'hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c'hwezh-vat an traet-se.

4  Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a zlee e werzhań, a lavaras:

5  Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit o reiń d'ar beorien?

6  Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en doa preder ouzh ar beorien, met dre ma oa laer, hag o vezań ma talc'he ar yalc'h, e kase gantań ar pezh a lakaed enni.

7  Neuze Jezuz a lavaras: Lez-hi, e viret he deus evit deiz va beziadur.

8  Rak ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.

9  Un engroez bras a Yuzevien, o vezań gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa dasorc'het a-douez ar re varv.

10  An aberzhourien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,

11  rak kalz a Yuzevien a bellae diouto en abeg dezhań, hag a grede e Jezuz.

Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem

12  An deiz war-lerc'h, un engroez bras deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem,

13  a gemeras brankoł palmez hag a yeas en arbenn dezhań, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!

14  Jezuz, o vezań kavet un azenig, a azezas warnań, hervez ma'z eo skrivet:

15  Na'z pez ket aon, merc'h Sion, setu, da roue a zeu, azezet war ebeul un azenez.

16  E ziskibien ne gomprenjont ket da gentań an traoł-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da sońj dezho e oa bet skrivet an traoł-se diwar e benn, hag o doa graet an traoł-se en e geńver.

17  An engroez hag a oa gantań p'en doa galvet Lazar eus ar bez ha p'en doa e zasorc'het a-douez ar re varv, a roe testeni dezhań.

18  En abeg da-se ivez e oant aet en arbenn dezhań, dre m'en doa gouezet ar bobl en doa graet ar mirakl-se.

19  Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra, setu, an dud a ya war e lerc'h.

20  Bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliń e-pad ar gouel.

21  Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea, hag e c'houlennjont dioutań: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.

22  Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.

Jezuz a gemenn e varv

23  Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: An eur a zo deuet ma tle bezań roet gloar da Vab an den.

24  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh taolet en douar, e chom hec'h-unan. Met mar marv, e ro kalz a frouezh.

25  An hini a gar e ene en kollo, hag an hini a gasa e ene er bed-mań en miro evit ar vuhez peurbadus.

26  Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h, hag e-lec'h ma'z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a roio enor dezhań.

27  Bremań va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, va savete diouzh an eur-mań? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mań.

28  Tad, ro gloar da'z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neńv: Ha roet em eus gloar dezhań, hag e roin gloar dezhań c'hoazh.

29  An engroez a oa eno hag o doa klevet, a lavaras e oa ar c'hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outań.

30  Jezuz a respontas hag a lavaras: Ar vouezh-se n'eo ket evidon, met evidoc'h.

31  Bremań en em ra barnedigezh ar bed-mań, bremań prińs ar bed-mań a vo taolet er-maez.

32  Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl dud da'm c'havout.

33  Hogen lavarout a rae kement-se evit merkań dre beseurt marv e tlee mervel.

34  An engroez a respontas dezhań: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezań savet? Piv eo ar Mab an den-se?

35  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklźrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklźrijenn, gant aon na zeufe an deńvalijenn d'ho soupren. An hini a gerzh en deńvalijenn ne oar ket da belec'h ez a.

36  E-pad m'hoc'h eus ar sklźrijenn, kredit er sklźrijenn, evit ma viot bugale ar sklźrijenn. Jezuz a lavaras an traoł-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto.

Ne gred ket ar Yuzevien

37  Met evitań da vezań graet kement a virakloł dirazo, ne gredjont ket ennań,

38  evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret ar profed Izaia: Aotrou, piv en deus kredet hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec'h an Aotrou?

39  Evel-se ne c'hellent ket krediń, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:

40  Serret en deus o daoulagad ha digizidikaet o c'halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.

41  Izaia a lavaras an traoł-mań, pa welas e c'hloar ha pa gomzas diwar e benn.

42  Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennań, met n'anzavjont ket kement-se en abeg d'ar farizianed, gant aon da vezań kaset kuit eus ar sinagogenn,

43  rak karout a raent muioc'h ar c'hloar eus an dud eget ar c'hloar eus Doue.

44  Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c'haset,

45  hag an hini a wel ac'hanon a wel an hini an deus va c'haset.

46  Deuet on er bed evel ar sklźrijenn, evit na chomo ket en deńvalijenn an neb a gred ennon.

47  Mar klev unan bennak va gerioł ha ne gred ket, ne varnan ket anezhań, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiń ar bed.

48  An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioł en deus e varner: ar gomz am eus prezeget eo, a varno anezhań d'an deiz diwezhań.

49  Rak n'eo ket drezon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset en deus gourc'hemennet din ar pezh a zleen lavarout ha prezeg.

50  Ha gouzout a ran ez eo e c'hourc'hemenn ar vuhez peurbadus. An traoł a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.

 

Pennad 13

Ar Pask diwezhań. Jezuz o walc'hiń o zreid d'e ziskibien

1  A-raok gouel ar Pask, Jezuz oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mań d'an Tad, evel m'en doa karet e re a oa er bed, o c'haras betek an diwezh.

2  Pa echue koan, an diaoul o vezań lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar sońj d'e drubardiń,

3  Jezuz o c'houzout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,

4  a savas diouzh koan, a lamas e bezh dilhad, hag o vezań kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.

5  Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiń treid an diskibien ha d'o zorchań gant al lienenn a oa en-dro dezhań.

6  Dont a reas eta da Simon-Pźr, hag hemań a lavaras dezhań: Aotrou, ha te a walc'hfe va zreid din!

7  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: N'ouzout ket bremań ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc'h.

8  Pźr a lavaras dezhań: Biken ne walc'hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhań: Ma ne walc'han ket ac'hanout, na'z po ket lod ganin.

9  Simon-Pźr a lavaras dezhań: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.

10  Jezuz a lavaras dezhań: An hini a zo bet kouronket en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhań e zreid hepken, hag emań glan penn-da-benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.

11  Rak gouzout a rae piv 'oa an hini a zlee e werzhań, en abeg da-se e lavaras: N'oc'h ket glan holl.

12  Goude eta m'en doe gwalc'het o zreid dezho ha m'en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.

13  Va envel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez' ez on.

14  Mar em eus eta gwalc'het ho treid deoc'h, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a zle ivez gwalc'hiń ho treid an eil d'egile.

15  Rak roet em eus deoc'h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc'h.

16  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an abostol (= an hini kaset) brasoc'h eget an hini en deus e gaset.

17  Mar gouzoc'h an traoł-se, ez oc'h eürus, gant ma reot hervezo.

Jezuz a gemenn trubarderezh Judaz

18  Ne gomzan ket diwar ho penn holl, gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d'ar Skritur-mań bezań sevenet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.

19  Me en lavar deoc'h adalek bremań, a-raok ma'c'h erruo an dra, evit pa vo c'hoarvezet, ma kredot an Hini Emaon.

20  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a zegemer unan bennak a gasan a zegemer ac'hanon, hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset.

21  P'en doe lavaret kement-se, Jezuz a voe trubuilhet en e spered hag a zougas testeni o lavarout: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.

22  An diskibien a sellas an eil ouzh egile, o vezań en arvar a-zivout an hini ma komze diwar e benn.

23  Unan eus e ziskibien, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa astennet ouzh taol war vruched Jezuz.

24  Simon-Pźr a reas sin dezhań da c'houlenn eus piv e komze.

25  Eń eta o vezań pleget war vruched Jezuz, a lavaras dezhań: Aotrou, piv eo?

26  Jezuz a respontas: An hini a roin dezhań an tamm soubet. Hag o vezań soubet un tamm, e roas anezhań da Judaz Iskariod mab Simon.

27  War-lerc'h an tamm, Satan a yeas ennań. Neuze Jezuz a lavaras dezhań: Gra raktal ar pezh a rez.

28  Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en doa lavaret kement-se dezhań.

29  Hiniennoł a sońjas, o vezań ar yalc'h gant Judaz, ma lavare Jezuz dezhań: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe: Ro un dra bennak d'ar beorien.

30  O vezań eta resevet an tamm, ez eas kuit raktal. Noz e oa.

Ar gourc'hemenn nevez

31  Ha pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremań eo roet gloar da Vab an den, hag eo roet gloar da Zoue ennań.

32  Mard eo roet gloar da Zoue ennań, Doue a roio gloar dezhań ivez ennań e-unan, hag e roio gloar dezhań prest.

33  Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. C'hwi am c'hlasko, hag evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien: D'al lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont; deoc'h-c'hwi ivez en lavaran bremań.

34  Reiń a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.

35  Dre gement-mań e ouezo an holl ez oc'h va diskibien: ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.

Jezuz a gemenn da Bźr e tinac'ho anezhań

36  Simon-Pźr a lavaras dezhań: Aotrou, ha mont a rez da belec'h? Jezuz a respontas dezhań: D'al lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliań bremań, met va heuliań a ri diwezhatoc'h.

37  Pźr a lavaras dezhań: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliań bremań? Evidout e roin va buhez.

38  Jezuz a respontas dezhań: Evidon e roi da vuhez? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog na'z po va dinac'het teir gwech.

 

Pennad 14

Jezuz a zo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez

1  Ra chomo ho kalon hep bezań trubuilhet. Krediń a rit e Doue, kredit ivez ennon.

2  Bez' ez eus meur a chomlec'h e ti va Zad. Ma ne vije ket, em bije henn lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.

3  Pa vin aet ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon.

4  Gouzout a rit al lec'h ma'z an, hag ec'h ouzoc'h an hent.

5  Tomaz a lavaras dezhań: Aotrou, n'ouzomp ket da belec'h emaout o vont; ha penaos e c'hellfemp gouzout an hent?

6  Jezuz a lavaras dezhań: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d'an Tad nemet drezon.

7  Mar ho pije va anavezet, ho pije ivez anavezet va Zad. Hag a-vremań ec'h anavezit anezhań, hag hoc'h eus e welet.

8  Filip a lavaras dezhań: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp.

9  Jezuz a lavaras dezhań: Abaoe keit all emaon ganeoc'h, ha ne'c'h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?

10  Ha ne gredez ket emaon en Tad hag emań an Tad ennon? Ar gerioł a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoł.

11  Kredit-me pa lavaran emaon en Tad hag emań an Tad ennon. Kredit-me da vihanań abalamour d'an oberoł-se o-unan.

Dont a raio ar Spered-Santel

12  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoł a ran, hag e raio reoł vrasoc'h eget ar re-mań, dre ma'z an da gavout va Zad.

13  Kement a c'houlennot em anv, me henn raio, evit ma resevo an Tad gloar er Mab.

14  Mar goulennit un dra bennak em anv, me henn raio.

15  Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoł.

16  Ha me a bedo an Tad, hag e roio deoc'h un Difenner all, evit ma chomo ganeoc'h da viken,

17  ar Spered a wirionez na c'hell ket bezań degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhań ha n'anavez ket anezhań. Met c'hwi a anavez anezhań, rak emań o chom ganeoc'h hag e vo ennoc'h.

18  Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivat, dont a rin d'ho kavout.

19  C'hoazh un nebeud amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo; ha dre ma vevan, e vevot ivez.

20  En deiz-se ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.

21  An hini en deus va gourc'hemennoł hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhań, hag en em ziskouezin dezhań.

22  Judaz, nann Iskariod, a lavaras dezhań: Aotrou, a-belec'h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d'ar bed?

23  Jezuz a respontas hag a lavaras dezhań: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va c'homz; va Zad en karo, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomlec'h gantań.

24  An hini na gar ket ac'hanon ne vir ket va c'homzoł. Hag ar gomz a glevit n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.

25  Lavaret em eus deoc'h an traoł-mań e-pad ma choman ganeoc'h.

26  Met an Difenner, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoł hag a zegaso sońj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.

27  Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h, reiń a ran deoc'h va feoc'h. Ne roan ket deoc'h evel ma ro ar bed. Ra chomo ho kalon hep bezań trubuilhet pe spontet.

28  Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit hag e tistroan etrezek ennoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.

29  Bremań em eus henn lavaret deoc'h a-raok ma vo c'hoarvezet an dra, evit ma kredot pa vo c'hoarvezet.

30  Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak prińs ar bed-mań a zeu, ha n'en deus netra ennon.

31  Met evit ma'c'h anavezo ar bed e karan an Tad, hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit, deomp ac'hann.

 

Pennad 15

Ar gwini hag ar skoultroł

1  Me eo ar winienn wirion, ha va Zad eo al labourer.

2  Lemel a ra kuit kement skoultr ennon na zoug ket frouezh, hag e tivarr kement skoultr a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.

3  Dija ez oc'h glan dre ar gomz am eus lavaret deoc'h.

4  Chomit ennon ha me ennoc'h. Evel ma ne c'hell ket ar skoultr dougen frouezh anezhań e-unan ma ne chom ket er winienn, c'hwi ne c'hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.

5  Me eo ar winienn, c'hwi eo ar skoultroł. An hini a chom ennon ha me ennań, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c'hellit ober netra.

6  Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar skoultr, hag e sec'h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan, hag e tevont.

7  Mar chomit ennon ha mar chom va gerioł ennoc'h, e c'houlennot ar pezh a fello deoc'h, ha kement-se a vo graet deoc'h.

8  E kement-mań eo roet gloar da'm Zad: dougit kalz a frouezh; ha neuze e viot va diskibien.

9  Evel m'en deus an Tad va c'haret, ho karet em eus ivez; chomit em c'harantez.

10  Mar mirit va gourc'hemennoł, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoł va Zad, hag e choman en e garantez.

11  Lavaret em eus deoc'h an traoł-mań, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.

En em garit an eil egile

12  Setu va gourc'hemenn: ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.

13  Den n'en deus brasoc'h karantez eget houmań: pa ro unan bennak e vuhez evit e vignoned.

14  C'hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.

15  Ne ran ken servijerien ac'hanoc'h, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met hoc'h anvet em eus mignoned, dre ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet digant va Zad.

16  N'eo ket c'hwi hoc'h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, hag evit ma roio va Zad deoc'h kement a c'houlennot em anv digantań.

17  An traoł-se a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma en em garot an eil egile.

Mar kasa ar bed ac'hanoc'h . . .

18  Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.

19  Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhań. Met dre ma n'oc'h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet eus a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.

20  Ho pet sońj eus ar gomz am eus lavaret deoc'h: Ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h, ha mar o deus miret va c'homz, e virint ivez hoc'h hini.

21  Met kement-se holl a raint deoc'h en abeg da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.

22  Ma ne vijen ket deuet ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed. Met bremań n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.

23  An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.

24  Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoł n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed. Met bremań o deus o gwelet hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.

25  Met kement-se a zo evit ma vo sevenet ar gomz a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.

26  Met pa vo deuet an Difenner a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zinaou eus an Tad, eń a roio testeni diwarnon.

27  Ha c'hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc'h adalek ar penn-kentań.

 

Pennad 16

1  Lavaret em eus deoc'h an traoł-se evit na vint ket deoc'h un abeg da gouezhań.

2  Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus ar sinagogennoł, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv, azeuliń Doue.

3  Ober a raint an traoł-se deoc'h rak n'o deus anavezet nag an Tad na me.

4  Me am eus lavaret deoc'h an traoł-se, evit, pa vo deuet an eur, m'ho po sońj em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret an traoł-se deoc'h abaoe ar penn-kentań, dre ma oan ganeoc'h.

Oberenn ar Spered-Santel

5  Met bremań ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Da belec'h emaout o vont?

6  Ha dre ma em eus lavaret deoc'h an traoł-se, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.

7  Koulskoude e lavaran deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit, rak ma ned an ket kuit, an Difenner ne zeuio ket d'ho kavout. Met mard an kuit, e kasin anezhań deoc'h.

8  Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec'hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,

9  ar pec'hed, dre ma ne gredont ket ennon,

10  ar reizhder, dre ma'z an da gavout va Zad ha na'm gwelot mui,

11  ar varnedigezh, dre ma'z eo barnet prińs ar bed-mań.

12  Kalz a draoł all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met bez' emaint bremań dreist ho meiz.

13  Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhań e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet hag e tisklźrio deoc'h an traoł da zont.

14  Eń eo an hini a roio gloar din, dre ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklźrio deoc'h.

15  Kement en deus an Tad a zo din, setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklźrio deoc'h.

Ho tristidigezh a vo troet e levenez

16  C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, hag a-nevez un nebeud amzer goude hag em gwelot, dre ma'z an da gavout an Tad.

17  Neuze e ziskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, hag a-nevez un nebeud amzer goude hag em gwelot? ha: Dre ma'z an da gavout an Tad?

18  Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C'hoazh un nebeud amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.

19  Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoł outań, hag e lavaras dezho: Goulenn a rit etrezoc'h perak em eus lavaret: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, hag a-nevez un nebeud amzer goude hag em gwelot.

20  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a ouelo hag a hirvoudo, hag ar bed a laouenaio. C'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.

21  Pa wilioud ur vaouez, he devez poanioł dre ma'z eo deuet hec'h eur, met goude m'he deus ganet ur bugel, n'he deus ken sońj eus he foan gant al levenez he deus da vezań ganet un den er bed.

22  Evel-se c'hwi a zo bremań en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon a vo laouen, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.

23  En deiz-se ne c'houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h.

24  Betek vremań n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo peurleuniet ho levenez.

25  Lavaret em eus deoc'h an traoł-se e parabolennoł. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoł, hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad.

26  En deiz-se e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,

27  rak an Tad e-unan ho kar, dre ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet er-maez eus Doue.

28  Deuet on er-maez eus an Tad, deuet on er bed, lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout an Tad.

29  An diskibien a lavaras dezhań: Setu, bremań e komzez sklaer ha ne lavarez mui a barabolennoł.

30  Bremań ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Evit-se eo e kredomp ez out deuet er-maez eus Doue.

31  Jezuz a respontas dezho: Ha krediń a rit bremań?

32  Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha ma lezot ac'hanon va-unan. Met me n'on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.

33  An traoł-mań am eus lavaret deoc'h evit m'ho po ar peoc'h ennon. Trubuilhoł ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

 

Pennad 17

Ar bedenn-aberzhour

1  Jezuz a lavaras an traoł-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neńv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,

2  hervez ma ec'h eus roet dezhań galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhań.

3  Hag ar vuhez peurbadus eo ma'c'h anavezint ac'hanout, te hag a zo ar gwir Doue nemetań, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset.

4  Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac'h eus roet din d'ober.

5  Bremań, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar c'hloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.

6  Disklźriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da gomz.

7  Bremań o deus anavezet eo diganit e teu kement tra ac'h eus roet din,

8  rak roet em eus dezho ar gerioł ac'h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet er-maez ac'hanout, ha kredet o deus ez eo te ac'h eus va c'haset.

9  Pediń a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, rak dit ez int.

10  Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno eo roet gloar din.

11  Ha bremań n'on ken er bed, met ar re-mań a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.

12  E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vefe sevenet ar Skritur.

13  Ha bremań e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoł-mań er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.

14  Roet em eus dezho da gomz hag ar bed en deus kasaet anezho, dre ma n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.

15  Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.

16  N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.

17  Santela-int dre da wirionez, da gomz eo ar wirionez.

18  Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed,

19  hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.

20  Ha ne bedan ket evito hepken, met c'hoazh evit a re a gredo ennon dre o c'homz,

21  evit ma vint holl unan, evel ma'z out-te, Tad, ennon, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, ha ma kredo ar bed ec'h eus va c'haset.

22  Roet em eus dezho ar c'hloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan evel ma'z omp-ni unan,

23  me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma ouezo ar bed ec'h eus va c'haset hag ec'h eus o c'haret evel ma ec'h eus va c'haret.

24  Tad, diwar-benn ar re ac'h eus roet din, e c'hoantaan ma vint ganin, int ivez, e-lec'h ma'z on, evit ma welint va gloar, an hini ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.

25  Tad gwirion, ar bed n'en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet, hag ar re-mań o deus anavezet ec'h eus va c'haset.

26  Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhań da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus va c'haret ganti, ha me enno.

 

Pennad 18

Jezuz trubardet ha paket

1  Goude m'en doe lavaret Jezuz an traoł-mań, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron; eno e oa ul liorzh, hag ec'h antreas e-barzh gant e ziskibien.

2  Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, rak Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.

3  Judaz eta, o vezań kemeret ur strollad soudarded ha serjanted a-berzh an aberzhourien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioł, gant flammerennoł ha gant armoł.

4  Jezuz, o c'houzout kement a zlee c'hoarvezout gantań, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?

5  Int a respontas dezhań: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon-me. Ha Judaz, an hini en gwerzhe, a oa ivez ganto.

6  Pa lavaras dezho: Emaon-me, ez ejont a-dreńv hag e kouezhjont d'an douar.

7  Goulenn a reas c'hoazh outo: Piv a glaskit? Hag int a lavaras: Jezuz a Nazared.

8  Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h, emaon-me. Mard eo eta me a glaskit, lezit ar re-mań da vont kuit.

9  Kement-mań evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din.

10  Simon-Pźr hag a oa gantań ur c'hleze, a dennas anezhań, a skoas gant servijer an aberzhour-meur, hag a droc'has e skouarn dehoł dezhań. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz.

11  Neuze Jezuz a lavaras da Bźr: Laka da gleze en e c'houin. Ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?

Jezuz kaset dirak Annaz ha Kaifaz; Dinac'hadurioł Pźr

12  Neuze ar strollad soudarded, ar c'habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz hag a ereas anezhań.

13  Hag en kasjont da gentań da di Annaz, dre ma oa tad-kaer da Gaifaz, aberzhour-meur ar bloaz-se.

14  Kaifaz a oa an hini en doa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien: Talvoudek eo e varvfe un den hepken evit ar bobl.

15  Simon-Pźr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant an aberzhour-meur, hag ez eas gant Jezuz e porzh an aberzhour-meur.

16  Met Pźr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant an aberzhour-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pźr da vont e-barzh.

17  Neuze ar vatezh a ziwalle an nor a lavaras da Bźr: Ha n'out ket te ivez eus diskibien an den-se? Eń a lavaras: N'on ket.

18  Eno edo ar servijerien hag ar serjanted, hag e tomment goude bezań graet un tan-regez, dre ma oa yen. Pźr a oa ganto hag a domme.

19  An aberzhour-meur a reas goulennoł ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh.

20  Jezuz a respontas dezhań: Komzet em eus sklaer d'an dud, atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec'h m'en em zastum bepred ar Yuzevien, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.

21  Perak e rez goulennoł ouzhin? Gra da c'houlennoł ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho. Setu, int a oar ar pezh am eus lavaret.

22  P'en doe lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur jodad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d'an aberzhour-meur?

23  Jezuz a respontas dezhań: Ma em eus komzet fall, doug testeni diwar-benn ar pezh am eus lavaret a fall, met mar em eus komzet mat, perak e skoez warnon?

24  Annaz en doa e gaset ereet da Gaifaz an aberzhour-meur.

25  Ha Simon-Pźr a oa eno o tommań. Lavarout a rejont dezhań: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eń a nac'has hag a lavaras: Ned on ket.

26  Unan eus servijerien an aberzhour-meur, kar d'an hini en doa Pźr troc'het e skouarn dezhań, a lavaras: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantań?

27  Pźr a nac'has adarre, ha raktal e kanas ur c'hilhog.

Jezuz degaset dirak Pilat

28  Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi. Ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d'en em saotrań, evit ma c'helljent debriń ar Pask.

29  Pilat eta, o vezań aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d'an den-se?

30  Respont a rejont dezhań o lavarout: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.

31  Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit-eń hoc'h-unan ha barnit-eń hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhań: N'eo ket aotreet deomp lazhań un den.

32  Kement-mań evit ma vefe sevenet ar pezh en doa lavaret Jezuz, o verkań dre beseurt marv e tlee mervel.

33  Neuze Pilat a zistroas e-barzh ar pretordi, a c'halvas Jezuz hag a lavaras dezhań: Ha te eo Roue ar Yuzevien?

34  Jezuz a respontas dezhań: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoł all o deus henn lavaret dit?

35  Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag an aberzhourien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?

36  Jezuz a respontas: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mań. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mań, va servijerien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet etre daouarn ar Yuzevien, met bremań va rouantelezh n'eo ket ac'hann.

37  Neuze Pilat a lavaras dezhań: Roue out eta? Jezuz a respontas: Henn lavarout a rez, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiń testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.

38  Pilat a lavaras dezhań: Petra eo ar wirionez? Ha goude bezań lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennań.

39  Met bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h Roue ar Yuzevien?

40  Neuze an holl a grias a-nevez o lavarout: Na laosk ket hemań, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.

 

Pennad 19

1  Neuze Pilat a reas kemer Jezuz ha skourjezań anezhań.

2  Ar soudarded, o vezań gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskań a rejont gant ur vantell limestra,

3  hag e lavarent dezhań: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioł-dorn dezhań.

4  Pilat a yeas er-maez a-nevez hag a lavaras dezho: Setu, e zegas a ran deoc'h er-maez evit ma ouiot na gavan torfed ebet ennań.

5  Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.

6  Pa welas an aberzhourien vras hag ar serjanted anezhań, e krijont o lavarout: Kroazstag-eń! Kroazstag-eń! Pilat a lavaras dezho: Kemerit-eń hoc'h-unan ha kroazstagit-eń, rak ne gavan torfed ebet ennań.

7  Ar Yuzevien a respontas dezhań: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue.

8  Pilat, o klevout ar gomz-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon.

9  Distreiń a reas e-barzh ar pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhań.

10  Neuze Pilat a lavaras dezhań: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da'z kroazstagań hag ar galloud da'z leuskel da vont?

11  Jezuz a respontas: Ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h.

12  Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie o lavarout: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.

13  Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a zegasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h anvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.

14  Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho Roue.

15  Met int a grias: Lam-eń! Lam-eń! Kroazstag-eń! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagań a rin ho Roue? An aberzhourien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar.

16  Neuze eta en roas dezho evit bezań kroazstaget. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhań ganto.

Ar c'hroazstagadur

17  O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet Ar C'hlopenn, hag a zo anvet en hebraeg Golgota.

18  Eno e kroazstagjont anezhań ha daou all gantań, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.

19  Pilat a reas ivez ur skritell a lakaas war ar groaz. Warni e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.

20  Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skritell-se, rak al lec'h ma oa kroazstaget Jezuz a oa tost da gźr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin.

21  Aberzhourien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo Roue ar Yuzevien.

22  Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.

23  Goude m'o doe kroazstaget Jezuz, e kemeras ar soudarded e zilhad hag e rejont peder lodenn diouto, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoń.

24  Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vefe sevenet ar gomz-mań eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, taolet o deus va zoneg d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.

25  Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.

26  Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Maouez, setu da vab.

27  Hag e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.

28  Goude-se, Jezuz o welout e oa peurc'hraet pep tra, a lavaras, evit ma vefe sevenet ar Skritur: Sec'hed am eus.

29  Eno e oa ul lestr leun a winegr. Leuniań a rejont eta ur spoueenn a winegr, hag o vezań he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, he c'hinnigjont d'e c'henoł.

30  P'en doe kemeret Jezuz ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag o vezań pleget e benn, e rentas e Spered.

31  Evit na chomfe ket ar c'horfoł war ar groaz e-pad ar sabad, rak ar c'hempennadur e oa, hag e oa un deiz sabad bras, ar Yuzevien a c'houlennas digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane.

32  Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentań, goude d'an eil a oa kroazstaget gantań.

33  Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhań e zivhar,

34  hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhań gant ul lańs, ha kerkent e teuas dioutań gwad ha dour.

35  An hini en deus en gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar ar wirionez, evit ma kredot.

36  An traoł-se a erruas evit ma vefe sevenet ar Skritur: Ne vo torret askorn ebet dezhań.

37  Hag en ul lec'h all, ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.

Beziadur Jezuz

38  Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.

39  Nikodem ivez, an hini a oa aet er penn-kentań da gavout Jezuz en noz, a zeuas en ur zegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez.

40  Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhań gant bandennoł ha gant al louzoł-frondus, evel m'o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliań.

41  Hogen ul liorzh a oa el lec'h ma oa bet kroazstaget, hag el liorzh ur bez nevez e-lec'h na oa bet c'hoazh lakaet den.

42  Lakaat a rejont eta Jezuz ennań, en abeg da gempennadur ar Yuzevien, dre ma oa tost ar bez.

 

Pennad 20

Jezuz dasorc'het a-douez ar re varv

1  An deiz kentań eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas d'ar bez mintin-mat, pa oa c'hoazh teńval, hag e welas e oa bet lamet ar maen diwar ar bez.

2  Redek a reas hag e teuas da gavout Simon-Pźr ha da gavout an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo bet an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.

3  Neuze Pźr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez.

4  Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pźr hag a erruas da gentań er bez.

5  O vezań en em bleget, e welas ar bandennoł war an douar, met ned eas ket e-barzh.

6  Simon-Pźr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoł war an douar

7  hag al lienenn a oa bet lakaet dezhań war e benn; ne oa ket gant ar bandennoł, met pleget en ul lec'h a-du.

8  Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentań er bez, a yeas ivez e-barzh, hag e welas, hag e kredas.

9  Rak n'o doa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee dasorc'hiń a-douez ar re varv.

Jezuz en em ziskouez da Vari a Vagdala

10  Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.

11  Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelań. Evel ma ouele, en em blegas war-zu ar bez,

12  hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.

13  Lavarout a rejont dezhi: Maouez, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Dre m'eo bet tennet ac'hann va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet.

14  O vezań lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz.

15  Jezuz a lavaras dezhi: Maouez, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediń e oa al liorzher, a lavaras dezhań: Aotrou, mard eo te ac'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhań.

16  Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezań distroet, a lavaras dezhań: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!

17  Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.

18  Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien he doa gwelet an Aotrou, hag en doa lavaret kement-se dezhi.

Jezuz en em ziskouez div wech d'an diskibien

19  An abardaez eus an deiz-se, ar c'hentań eus ar sizhun, dorioł al lec'h ma oa dastumet an diskibien a oa serret gant aon rak ar Yuzevien; Jezuz a zeuas hag en em zalc'has en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

20  Goude bezań lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien o doe ul levenez vras, o welout an Aotrou.

21  Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, evel-se e kasan ivez ac'hanoc'h.

22  Goude bezań lavaret kement-se, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.

23  D'ar re e pardonot o fec'hedoł, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho.

24  Hogen Tomaz, unan eus an daouzek, anvet Didim, ne oa ket ganto pa'z eo deuet Jezuz.

25  An diskibien all a lavaras dezhań eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eń a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoł en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoł, ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.

26  Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz a oa ganto. Jezuz a zeuas, an dorioł o vezań serret, hag en em zalc'has en o c'hreiz, hag e lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

27  Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amań da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhań em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred.

28  Tomaz a respontas hag a lavaras dezhań: Va Aotrou ha va Doue!

29  Jezuz a lavaras dezhań: Dre ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!

30  Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloł all, ha n'int ket skrivet el levr-mań.

31  Met an traoł-mań a zo skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C'hrist, Mab Doue, ha m'ho po en ur grediń ar vuhez en e anv.

 

Pennad 21

Ar besketadenn vurzhudus

1  Goude-se en em ziskouezas Jezuz adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mań:

2  Simon-Pźr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien a oa a-gevret.

3  Simon-Pźr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhań: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se.

4  Ar mintin o vezań deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.

5  Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriń? Hag e respontjont dezhań: Nann.

6  Eń a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehoł d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'hellent ken he zennań er-maez en abeg d'an niver bras a besked.

7  Setu perak an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bźr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pźr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.

8  An diskibien all a zeuas er vag, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m), hag e stlejjont ar roued leun a besked.

9  Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno ha bara.

10  Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremań.

11  Simon-Pźr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri fesk bras hag hanter-kant. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorras ket ar roued.

12  Jezuz a lavaras dezho: Deuit da zebriń. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outań: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou.

13  Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara, hag en roas dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.

14  An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezań dasorc'het a-douez ar re varv.

Jezuz ha Pźr

15  Goude m'o doa debret, Jezuz a lavaras da Simon-Pźr: Simon mab Jonaz, ha va c'harout a rez muioc'h eget ar re-mań? Eń a lavaras dezhań: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantez evidout. Eń a lavaras dezhań: Mesa va oaned.

16  Lavarout a reas dezhań un eil gwech: Simon mab Jonaz, ha va c'harout a rez? Eń a lavaras dezhań: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantez evidout. Eń a lavaras dezhań: Bez mesaer va deńved.

17  Lavarout a reas dezhań an deirvet gwech: Simon mab Jonaz, ha karantez ac'h eus evidon? Pźr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret evit an deirvet gwech: Ha karantez ac'h eus evidon? Eń a lavaras dezhań: Aotrou, gouzout a rez pep tra, gouzout a rez em eus karantez evidout. Jezuz a lavaras dezhań: Mesa va deńved.

18  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, e lakaes da c'houriz da-unan, hag ez aes d'al lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag un all a lakaio da c'houriz dit hag a gaso ac'hanout d'ul lec'h na fello ket dit mont.

19  Lavarout a reas kement-se evit merkań dre beseurt marv e tlee reiń gloar da Zoue. Ha goude bezań komzet evel-se, e lavaras dezhań: Deus war va lerc'h.

Jezuz, Pźr ha Yann

20  Pźr, o vezań distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout?

21  Ouzh e welout, Pźr a lavaras da Jezuz: Aotrou, ha gant hemań, petra a erruo?

22  Jezuz a lavaras dezhań: Mar fell din e chomfe ken na zeuin, petra a ra-se dit? Te, deus war va lerc'h.

23  Neuze ar gomz-mań en em skuilhas e-touez ar vreudeur na varvje ket an diskibl-se. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhań: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken na zeuin, petra a ra-se dit?

24  An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoł-mań hag en deus skrivet an traoł-mań. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.

25  Kalz a draoł all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent skrivet dre ar munud, e kredan na c'hellje ket ar bed e-unan kenderc'hel al levrioł a vije skrivet. Amen.